< Luc 1 >

1 Kalz o vezañ kemeret ar garg da skrivañ istor an traoù c'hoarvezet, hag anavezet mat evit bezañ gwir en hon touez,
Forasmuch as many have undertaken to draw up a relation concerning the matters fully believed among us,
2 hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ, hag a zo bet ministred ar Ger,
as those who from the beginning were eye-witnesses of and attendants on the Word have delivered them to us,
3 kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skrivañ dit dre urzh, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl, gant evezh,
it has seemed good to me also, accurately acquainted from the origin with all things, to write to thee with method, most excellent Theophilus,
4 evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.
that thou mightest know the certainty of those things in which thou hast been instructed.
5 En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia; e wreg a oa eus lignez Aaron, hag en em c'halve Elizabed.
There was in the days of Herod, the king of Judaea, a certain priest, by name Zacharias, of the course of Abia, and his wife of the daughters of Aaron, and her name Elizabeth.
6 Reizh e oant o-daou dirak an Aotrou, hag e heulient holl gourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou, en un doare divlam.
And they were both just before God, walking in all the commandments and ordinances of the Lord blameless.
7 N'o devoa ket a vugale, rak Elizabed a oa gaonac'h, hag o-daou, e oant aet war an oad.
And they had no child, because Elizabeth was barren, and they were both advanced in years.
8 Erruout a reas, evel ma rae Zakaria e garg a veleg dirak Doue, hervez urzh e dro,
And it came to pass, as he fulfilled his priestly service before God in the order of his course,
9 ma voe galvet dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, da vont e-barzh templ an Aotrou, evit deviñ an ezañs.
it fell to him by lot, according to the custom of the priesthood, to enter into the temple of the Lord to burn incense.
10 An holl bobl a oa er-maez o pediñ, d'an eur ma teved an ezañs.
And all the multitude of the people were praying without at the hour of incense.
11 Neuze un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.
And an angel of [the] Lord appeared to him, standing on the right of the altar of incense.
12 Zakaria, o welout anezhañ, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas ennañ.
And Zacharias was troubled, seeing [him], and fear fell upon him.
13 Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann.
But the angel said to him, Fear not, Zacharias, because thy supplication has been heard, and thy wife Elizabeth shall bear thee a son, and thou shalt call his name John.
14 Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh.
And he shall be to thee joy and rejoicing, and many shall rejoice at his birth.
15 Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm;
For he shall be great before [the] Lord, and he shall drink no wine nor strong drink; and he shall be filled with [the] Holy Spirit, even from his mother's womb.
16 distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,
And many of the sons of Israel shall he turn to [the] Lord their God.
17 hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.
And he shall go before him in [the] spirit and power of Elias, to turn hearts of fathers to children, and disobedient ones to [the] thoughts of just [men], to make ready for [the] Lord a prepared people.
18 Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad?
And Zacharias said to the angel, How shall I know this, for I am an old man, and my wife advanced in years?
19 An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
And the angel answering, said to him, I am Gabriel, who stand before God, and I have been sent to speak to thee, and to bring these glad tidings to thee;
20 Ha setu, te a ya da vezañ mut, ha ne c'helli ken komz, betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour ne'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù, hag a erruo en o amzer.
and behold, thou shalt be silent and not able to speak, till the day in which these things shall take place, because thou hast not believed my words, the which shall be fulfilled in their time.
21 Koulskoude, ar bobl a c'hortoze Zakaria, hag a oa souezhet ma talee en templ.
And the people were awaiting Zacharias, and they wondered at his delaying in the temple.
22 Pa voe deuet er-maez, ne c'helle ket komz outo, hag ec'h anavezjont en devoa bet ur welidigezh en templ, rak dre sinoù en roe da gompren dezho; hag e chomas mut.
But when he came out he could not speak to them, and they recognised that he had seen a vision in the temple. And he was making signs to them, and continued dumb.
23 Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di.
And it came to pass, when the days of his service were completed, he departed to his house.
24 Un nebeut amzer goude, Elizabed, e wreg, en em gavas dougerez, hag en em guzhas e-pad pemp miz, o lavarout:
Now after these days, Elizabeth his wife conceived, and hid herself five months, saying,
25 Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'heñver en deizioù-mañ, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
Thus has [the] Lord done to me in [these] days in which he looked upon [me] to take away my reproach among men.
26 Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared,
But in the sixth month, the angel Gabriel was sent of God to a city of Galilee, of which [the] name [was] Nazareth,
27 d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
to a virgin betrothed to a man whose name [was] Joseph, of the house of David; and the virgin's name [was] Mary.
28 An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. [Benniget out e-touez ar gwragez.]
And the angel came in to her, and said, Hail, [thou] favoured one! the Lord [is] with thee: [blessed art thou amongst women].
29 O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
But she, [seeing] [the angel], was troubled at his word, and reasoned in her mind what this salutation might be.
30 Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue.
And the angel said to her, Fear not, Mary, for thou hast found favour with God;
31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz.
and behold, thou shalt conceive in the womb and bear a son, and thou shalt call his name Jesus.
32 Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.
He shall be great, and shall be called Son of [the] Highest; and [the] Lord God shall give him the throne of David his father;
33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin. (aiōn g165)
and he shall reign over the house of Jacob for the ages, and of his kingdom there shall not be an end. (aiōn g165)
34 Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
But Mary said to the angel, How shall this be, since I know not a man?
35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
And the angel answering said to her, [The] Holy Spirit shall come upon thee, and power of [the] Highest overshadow thee, wherefore the holy thing also which shall be born shall be called Son of God.
36 Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h.
And behold, Elizabeth, thy kinswoman, she also has conceived a son in her old age, and this is the sixth month to her that was called barren:
37 Rak n'eus netra dibosupl da Zoue.
for nothing shall be impossible with God.
38 Ha Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.
And Mary said, Behold the bondmaid of [the] Lord; be it to me according to thy word. And the angel departed from her.
39 Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezioù, en ur gêr eus Bro-Juda,
And Mary, rising up in those days, went into the hill country with haste, to a city of Judah,
40 hag, o vezañ aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed.
and entered into the house of Zacharias, and saluted Elizabeth.
41 Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
And it came to pass, as Elizabeth heard the salutation of Mary, the babe leaped in her womb; and Elizabeth was filled with [the] Holy Spirit,
42 Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof.
and cried out with a loud voice and said, Blessed [art] thou amongst women, and blessed the fruit of thy womb.
43 A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
And whence [is] this to me, that the mother of my Lord should come to me?
44 Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof.
For behold, as the voice of thy salutation sounded in my ears, the babe leaped with joy in my womb.
45 Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
And blessed [is] she that has believed, for there shall be a fulfilment of the things spoken to her from [the] Lord.
46 Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
And Mary said, My soul magnifies the Lord,
47 ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
and my spirit has rejoiced in God my Saviour.
48 abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
For he has looked upon the low estate of his bondmaid; for behold, from henceforth all generations shall call me blessed.
49 rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel,
For the Mighty One has done to me great things, and holy [is] his name;
50 hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
and his mercy [is] to generations and generations to them that fear him.
51 Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar soñjezonoù a rae ar re lorc'hus en o c'halon.
He has wrought strength with his arm; he has scattered haughty [ones] in the thought of their heart.
52 Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan.
He has put down rulers from thrones, and exalted the lowly.
53 Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
He has filled the hungry with good things, and sent away the rich empty.
54 Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
He has helped Israel his servant, in order to remember mercy,
55 evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken. (aiōn g165)
(as he spoke to our fathers, ) to Abraham and to his seed for ever. (aiōn g165)
56 Mari a chomas gant Elizabed war-dro tri miz; neuze e tistroas d'he zi.
And Mary abode with her about three months, and returned to her house.
57 Neuze, amzer Elizabed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab.
But the time was fulfilled for Elizabeth that she should bring forth, and she gave birth to a son.
58 He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti.
And her neighbours and kinsfolk heard that [the] Lord had magnified his mercy with her, and they rejoiced with her.
59 O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
And it came to pass on the eighth day they came to circumcise the child, and they called it after the name of his father, Zacharias.
60 Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
And his mother answering said, No; but he shall be called John.
61 Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se.
And they said to her, There is no one among thy kinsfolk who is called by this name.
62 Neuze e c'houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet.
And they made signs to his father as to what he might wish it to be called.
63 Zakaria, o vezañ goulennet taolennoùigoù, a skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.
And having asked for a writing-table, he wrote saying, John is his name. And they all wondered.
64 Kerkent e c'henou a zigoras, e deod a ziereas, hag e komze en ur veuliñ Doue.
And his mouth was opened immediately, and his tongue, and he spake, blessing God.
65 O holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrude dre holl venezioù Judea.
And fear came upon all who dwelt round about them; and in the whole hill-country of Judaea all these things were the subject of conversation.
66 An holl re o c'hleve, o mire en o c'halon, hag e lavarent: Petra eta e vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.
And all who heard them laid them up in their heart, saying, What then will this child be? And [the] Lord's hand was with him.
67 Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout:
And Zacharias his father was filled with [the] Holy Spirit, and prophesied, saying,
68 Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl,
Blessed be [the] Lord the God of Israel, because he has visited and wrought redemption for his people,
69 hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer,
and raised up a horn of deliverance for us in the house of David his servant;
70 evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed, (aiōn g165)
as he spoke by [the] mouth of his holy prophets, who have been since the world began; (aiōn g165)
71 dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp,
deliverance from our enemies and out of the hand of all who hate us;
72 evit ober trugarez e-keñver hon tadoù, o kaout soñj eus e emglev santel,
to fulfil mercy with our fathers and remember his holy covenant,
73 eus al le en devoa graet da Abraham hon tad,
[the] oath which he swore to Abraham our father,
74 penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon,
to give us, that, saved out of the hand of our enemies, we should serve him without fear
75 er santelezh hag er reizhder dirazañ e-pad holl deizioù hor buhez.
in piety and righteousness before him all our days.
76 Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù,
And thou, child, shalt be called [the] prophet of [the] Highest; for thou shalt go before the face of [the] Lord to make ready his ways;
77 evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù,
to give knowledge of deliverance to his people by [the] remission of their sins
78 dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet,
on account of [the] bowels of mercy of our God; wherein [the] dayspring from on high has visited us,
79 evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h.
to shine upon them who were sitting in darkness and in [the] shadow of death, to guide our feet into [the] way of peace.
80 Ar bugel bihan a greske hag en em greñvae er spered; hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.
— And the child grew and was strengthened in spirit; and he was in the deserts until the day of his shewing to Israel.

< Luc 1 >