< Marc 11 >

1 Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage, hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
And when they draw near to Jerusalem, to Bethphage and Bethany, at the mount of Olives, he sends two of his disciples,
2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; ha kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din.
and says to them, Go into the village which is over against you, and immediately on entering into it ye will find a colt tied, upon which no [child] of man has ever sat: loose it and lead it [here].
3 Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en lezo da vont.
And if any one say to you, Why do ye this? say, The Lord has need of it; and straightway he sends it hither.
4 Mont a rejont eta, hag e kavjont an azen a oa stag en-diavaez dirak an nor, etre daou hent; hag e tistagjont anezhañ.
And they departed, and found a colt bound to the door without at the crossway, and they loose him.
5 Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?
And some of those who stood there said to them, What are ye doing, loosing the colt?
6 Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont.
And they said to them as Jesus had commanded. And they let them [do it].
7 Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag e rejont Jezuz azezañ warnañ.
And they led the colt to Jesus, and cast their clothes upon it, and he sat on it;
8 Kalz a astenne o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù glas, hag a c'holoe ganto an hent.
and many strewed their clothes on the way, and others cut down branches from the trees [and went on strewing them on the way].
9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie, a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
And those going on before and those following cried out, Hosanna! blessed [be] he that comes in [the] Lord's name.
10 Benniget ra vo ren David hon tad, ar ren a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel-meurbet!
Blessed [be] the coming kingdom of our father David. Hosanna in the highest!
11 Evel-se Jezuz a yeas e Jeruzalem, hag en templ; hag o vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.
And he entered into Jerusalem and into the temple; and having looked round on all things, the hour being already late, he went out to Bethany with the twelve.
12 An deiz war-lerc'h, evel ma'z ae eus Betania, en devoe naon.
And on the morrow, when they were gone out of Bethany, he hungered.
13 O welout a-bell ur wezenn-fiez he devoa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni; hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez.
And seeing from afar off a fig-tree which had leaves, he came, if perhaps he might find something on it. And having come up to it he found nothing but leaves, for it was not the time of figs.
14 Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se. (aiōn g165)
And answering he said to it, Let no one eat fruit of thee any more for ever. And his disciples heard [it]. (aiōn g165)
15 Dont a rejont da Jeruzalem; Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien arc'hant ha kadorioù ar re a werzhe koulmed.
And they come to Jerusalem, and entering into the temple, he began to cast out those who sold and who bought in the temple, and he overthrew the tables of the moneychangers and the seats of the dove-sellers,
16 Ne leze den da zougen tra ebet dre an templ,
and suffered not that any one should carry any package through the temple.
17 hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedennoù evit an holl bobloù? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
And he taught saying to them, Is it not written, My house shall be called a house of prayer for all the nations? but ye have made it a den of robbers.
18 Ar veleien vras hag ar skribed, o vezañ klevet-se, a glaske an doare d'e lakaat d'ar marv; rak aon o devoa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelenn.
And the chief priests and the scribes heard [it], and they sought how they might destroy him; for they feared him, because all the crowd were astonished at his doctrine.
19 An abardaez o vezañ deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kêr.
And when it was evening he went forth without the city.
20 Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e ziskibien a welas ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioù.
And passing by early in the morning they saw the fig-tree dried up from the roots.
21 Neuze Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het.
And Peter, remembering [what Jesus had said], says to him, Rabbi, see, the fig-tree which thou cursedst is dried up.
22 Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet feiz e Doue;
And Jesus answering says to them, Have faith in God.
23 rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ.
Verily I say to you, that whosoever shall say to this mountain, Be thou taken away and cast into the sea, and shall not doubt in his heart, but believe that what he says takes place, whatever he shall say shall come to pass for him.
24 Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e vo roet deoc'h, ha kement-se a c'hoarvezo.
For this reason I say to you, All things whatsoever ye pray for and ask, believe that ye receive it, and it shall come to pass for you.
25 Met pa'z eot evit pediñ, pardonit, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit dezhañ, abalamour d'ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc'h ivez ho pec'hedoù.
And when ye stand praying, forgive if ye have anything against any one, that your Father also who is in the heavens may forgive you your offences.
26 Rak ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket deoc'h kennebeut ho pec'hedoù.
But if ye do not forgive, neither will your Father who is in the heavens forgive your offences.
27 Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem; hag evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ,
And they come again to Jerusalem. And as he walked about in the temple, the chief priests and the scribes and the elders come to him,
28 hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se?
and they say to him, By what authority doest thou these things? and who gave thee this authority, that thou shouldest do these things?
29 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
And Jesus answering said to them, I also will ask you one thing, and answer me, and I will tell you by what authority I do these things:
30 Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din.
The baptism of John, was it of heaven, or of men? answer me.
31 Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
And they reasoned with themselves, saying, If we should say, Of heaven, he will say, Why [then] have ye not believed him?
32 Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.
but should we say, Of men — they feared the people; for all held of John that he was truly a prophet.
33 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
And they answering say to Jesus, We do not know. And Jesus [answering] says to them, Neither do I tell you by what authority I do these things.

< Marc 11 >