< Luc 16 >

1 Jezuz a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en devoa ur merer a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù.
He also said to his disciples, "There was a certain rich man who had a manager. An accusation was made to him that this man was wasting his possessions.
2 Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù.
He called him, and said to him, 'What is this that I hear about you? Give an accounting of your management, for you can no longer be manager.'
3 Neuze ar merer-mañ a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vadoù? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen.
"The manager said within himself, 'What will I do, seeing that my lord is taking away the management position from me? I do not have strength to dig. I am ashamed to beg.
4 Gouzout a ran petra a rin evit ma vo tud hag am degemero en o ziez, pa vo lamet va gouarnerezh diganin,
I know what I will do, so that when I am removed from management, they may receive me into their houses.'
5 Neuze e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'an hini kentañ: Pegement a dleez da'm mestr?
Calling each one of his lord's debtors to him, he said to the first, 'How much do you owe to my lord?'
6 Eñ a respontas: Kant muzuliad (= kant bat) eoul. Hag ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez buan, ha skriv hanter-kant.
He said, 'A hundred batos of oil.' He said to him, 'Take your bill, and sit down quickly and write fifty.'
7 Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a lavaras: Kant muzuliad (= kant kor) gwinizh. Ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.
Then he said to another, 'How much do you owe?' He said, 'A hundred cors of wheat.' He said to him, 'Take your bill, and write eighty.'
8 Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn. (aiōn g165)
"His lord commended the dishonest manager for his shrewdness, for the people of this age are more shrewd in dealing with their own generation than the people of light. (aiōn g165)
9 Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltennoù peurbadus. (aiōnios g166)
And I say to you, make friends for yourselves by means of unrighteous mammon, so that when it is gone they may welcome you into the everlasting dwellings. (aiōnios g166)
10 An hini a zo leal en traoù bihan, a vo ivez leal en traoù bras; hag an hini a zo disleal en traoù bihan, a vo ivez disleal en traoù bras.
He who is faithful in a very little is faithful also in much. He who is dishonest in a very little is also dishonest in much.
11 Mar n'hoc'h ket bet eta leal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion?
If therefore you have not been faithful in the unrighteous mammon, who will commit to your trust the true riches?
12 Ha mar n'hoc'h ket bet leal er madoù a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?
If you have not been faithful in that which is another's, who will give you that which is your own?
13 Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
No servant can serve two masters, for either he will hate the one, and love the other; or else he will hold to one, and despise the other. You are not able to serve God and wealth."
14 Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaoue kement-se, hag a rae goap anezhañ.
The Pharisees, who were lovers of money, also heard all these things, and they scoffed at him.
15 Eñ a lavaras dezho: Evidoc'h-hu, c'hwi a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù; rak ar pezh a zo uhel dirak an dud, a zo fall bras dirak Doue.
He said to them, "You are those who justify yourselves in the sight of people, but God knows your hearts. For that which is exalted among people is an abomination in the sight of God.
16 Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
The Law and the Prophets were until John. From that time the Good News of the kingdom of God is preached, and everyone is forcing his way into it.
17 Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
But it is easier for heaven and earth to pass away, than for one tiny stroke of a pen in the Law to become void.
18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh.
Everyone who divorces his wife, and marries another, commits adultery. He who marries one who is divorced from a husband commits adultery.
19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.
"Now there was a certain rich man, and he was clothed in purple and fine linen, living in luxury every day.
20 Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù;
A certain beggar, named Lazarus, was placed at his gate, full of sores,
21 c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù.
and desiring to be fed with the crumbs that fell from the rich man's table. Yes, even the dogs came and licked his sores.
22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet;
It happened that the beggar died, and that he was carried away by the angels to Abraham's bosom. The rich man also died, and was buried.
23 o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre; (Hadēs g86)
In hell, he lifted up his eyes, being in torment, and saw Abraham far off, and Lazarus at his bosom. (Hadēs g86)
24 o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ.
He called out and said, 'Father Abraham, have mercy on me, and send Lazarus, that he may dip the tip of his finger in water, and cool my tongue. For I am in anguish in this flame.'
25 Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù.
"But Abraham said, 'Son, remember that you, in your lifetime, received your good things, and Lazarus, in like manner, bad things. But now here he is comforted and you are in anguish.
26 Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.
Besides all this, between us and you there is a great gulf fixed, that those who want to pass from here to you are not able, and that none may cross over from there to us.'
27 Ar pinvidik a lavaras: Da bediñ a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus,
"He said, 'I ask you therefore, father, that you would send him to my father's house;
28 evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù.
for I have five brothers, that he may testify to them, so they won't also come into this place of torment.'
29 Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded; ra selaouint anezho.
"But Abraham said to him, 'They have Moses and the Prophets. Let them listen to them.'
30 Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.
"He said, 'No, father Abraham, but if one goes to them from the dead, they will repent.'
31 Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.
"He said to him, 'If they do not listen to Moses and the Prophets, neither will they be persuaded if one rises from the dead.'"

< Luc 16 >