< Jean 1 >

1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.
In the beginning was the Word, and the Word was with God, and the Word was God.
2 Er penn-kentañ e oa gant Doue.
He was in the beginning with God.
3 An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet, n'eo bet graet heptañ.
All things were made through him, and apart from him nothing was made that has been made.
4 Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
In him was life, and the life was the light of humanity.
5 Ar sklêrijenn he deus lugernet en deñvalijenn, hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret.
And the light shines in the darkness, and the darkness hasn't overcome it.
6 Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue.
There came a man, sent from God, whose name was John.
7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
He came as a witness to testify about the light, that all might believe through him.
8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn.
He was not the light, but was sent that he might testify about the light.
9 Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.
The true light that enlightens everyone was coming into the world.
10 Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet gantañ; met ar bed n'en deus ket e anavezet.
He was in the world, and the world was made through him, but the world did not recognize him.
11 Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.
He came to his own, and those who were his own did not receive him.
12 Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv,
But as many as received him, to them he gave the right to become God's children, to those who believe in his name,
13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
who were born not of blood, nor of the will of the flesh, nor of the will of man, but of God.
14 Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad.
And the Word became flesh and lived among us, and we saw his glory, such glory as of the one and only of the Father, full of grace and truth.
15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.
John testified about him and shouted out, saying, "This was the one of whom I said, 'He who comes after me has surpassed me, for he was before me.'"
16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras.
For of his fullness we all received, and grace upon grace.
17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
For the Law was given through Moses, grace and truth came through Jesus Christ.
18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.
No one has seen God at any time. The only Son, who is at the Father's side, has made him known.
19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te?
And this is John's testimony, when the Jewish leaders sent priests and Levites from Jerusalem to ask him, "Who are you?"
20 Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist.
And he confessed, and did not deny, but he confessed, "I am not the Christ."
21 Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
And they asked him, "What then? Are you Elijah?" And he said, "I am not." "Are you the Prophet?" And he answered, "No."
22 Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?
They said therefore to him, "Who are you? Give us an answer to take back to those who sent us. What do you say about yourself?"
23 Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.
He said, "I am the voice of one crying in the wilderness, 'Make straight the way of the Lord,' as Isaiah the prophet said."
24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed.
(Now they had been sent from the Pharisees.)
25 Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?
And they asked him, "Why then do you baptize, if you are not the Christ, nor Elijah, nor the Prophet?"
26 Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezhañ.
John answered them, saying, "I baptize in water, but among you stands one whom you do not know.
27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
He is the one who comes after me, whose sandal strap I'm not worthy to loosen."
28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.
These things were done in Bethany across the Jordan, where John was baptizing.
29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.
The next day, he saw Jesus coming to him, and said, "Look, the Lamb of God, who takes away the sin of the world.
30 Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
This is he of whom I said, 'After me comes a man who ranks ahead of me, because he existed before me.'
31 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel.
I did not know him, but for this reason I came baptizing in water: that he would be revealed to Israel."
32 Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ.
And John testified, saying, "I saw the Spirit descending like a dove out of heaven, and it remained on him.
33 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
And I did not recognize him, but he who sent me to baptize in water, he said to me, 'On whomever you will see the Spirit descending, and remaining on him, this is he who baptizes in the Holy Spirit.'
34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
And I have seen and have testified that this is the Chosen One of God."
35 An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,
Again, the next day, John was standing with two of his disciples,
36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.
and he looked at Jesus as he walked, and said, "Look, the Lamb of God."
37 An daou ziskibl, o vezañ e glevet o komz evel-se, a heulias Jezuz.
And the two disciples heard him say this, and they followed Jesus.
38 Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?
And Jesus turned and saw them following, and said to them, "What are you looking for?" They said to him, "Rabbi" (which translated means Teacher), "where are you staying?"
39 Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont, hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se, rak war-dro an dekvet eur e oa.
He said to them, "Come, and you will see." They came and saw where he was staying, and they stayed with him that day. It was about four in the afternoon.
40 Andrev, breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet ar pezh en devoa lavaret Yann, hag o devoa heuliet Jezuz.
One of the two who heard John, and followed him, was Andrew, Simon Peter's brother.
41 Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).
He first found his own brother, Simon, and said to him, "We have found the Messiah." (which is translated, Christ).
42 Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon, mab Jona; te a vo galvet Kefaz (da lavarout eo Pêr).
He brought him to Jesus. Jesus looked at him, and said, "You are Simon the son of John. You shall be called Cephas" (which is translated, Peter).
43 An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea, hag e kavas Filip; lavarout a reas dezhañ: Heul ac'hanon.
On the next day, he was determined to go out into Galilee, and he found Philip. And Jesus said to him, "Follow me."
44 Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr.
Now Philip was from Bethsaida, of the city of Andrew and Peter.
45 Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz, mab Jozef, eus Nazared.
Philip found Nathanael, and said to him, "We have found him of whom Moses in the Law and the Prophets wrote: Jesus of Nazareth, the son of Joseph."
46 Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.
And Nathanael said to him, "Can any good thing come out of Nazareth?" Philip said to him, "Come and see."
47 Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad, ha n'eus ket a droidell ennañ.
Jesus saw Nathanael coming to him, and said about him, "Look, a true Israelite in whom there is no deceit."
48 Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, e welen ac'hanout.
Nathanael said to him, "How do you know me?" Jesus answered him, "Before Philip called you, when you were under the fig tree, I saw you."
49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.
Nathanael answered him, "Rabbi, you are the Son of God. You are King of Israel."
50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo traoù brasoc'h eget ar re-mañ.
Jesus answered him, "Because I told you, 'I saw you underneath the fig tree,' do you believe? You will see greater things than these."
51 Lavarout a reas ivez dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: A-vremañ c'hwi a welo an neñv digor, hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.
And he said to him, "Truly, truly, I tell you, you will see heaven opened, and the angels of God ascending and descending on the Son of Man."

< Jean 1 >