< ՄԱՏԹԷՈՍ 3 >

1 Այդ օրերը Յովհաննէս Մկրտիչը եկաւ, Հրէաստանի անապատին մէջ քարոզելով
En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:
2 եւ ըսելով. «Ապաշխարեցէ՛ք, որովհետեւ երկինքի թագաւորութիւնը մօտեցած է»:
Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
3 Ա՛յս է ա՛ն, որուն մասին Եսայի մարգարէն խօսեցաւ՝ ըսելով. «Անապատին մէջ գոչողին ձայնը. “Պատրաստեցէ՛ք Տէրոջ ճամբան, շտկեցէ՛ք անոր շաւիղները”»:
Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
4 Յովհաննէսի հագուստը ուղտի մազէ էր, իր մէջքին շուրջ՝ կաշիէ գօտի ունէր, եւ իր կերակուրը՝ մարախ ու վայրի մեղր էր:
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
5 Այն ատեն Երուսաղէմէն, ամբողջ Հրէաստանէն եւ Յորդանանի ամբողջ շրջակայքէն կ՚երթային իրեն,
An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,
6 կը մկրտուէին իրմէ՝ Յորդանանի մէջ, ու կը խոստովանէին իրենց մեղքերը:
hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.
7 Երբ տեսաւ Փարիսեցիներէն եւ Սադուկեցիներէն շատեր՝ որ եկած էին իր մկրտութեան, ըսաւ. «Իժերո՛ւ ծնունդներ, ո՞վ իմացուց ձեզի՝ խուսափիլ գալիք բարկութենէն:
Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
8 Ուրեմն ապաշխարութեան արժանավայել պտո՛ւղ բերէք.
Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,
9 ու մի՛ մտածէք ձեր մէջ ըսել. “Մենք Աբրահա՛մը ունինք իբր հայր”. որովհետեւ կը յայտարարեմ ձեզի թէ Աստուած կարող է այս քարերէ՛ն հանել Աբրահամի զաւակներ:
ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
10 Կացինը արդէն իսկ դրուած է ծառերու արմատին քով. ուրեմն ամէն ծառ որ լաւ պտուղ չի բերեր, կը կտրուի ու կրակը կը նետուի:
Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
11 Արդարեւ ես կը մկրտեմ ձեզ ջուրով՝ ապաշխարութեան համար, բայց ա՛ն որ կու գայ իմ ետեւէս՝ ինձմէ հզօր է, ու ես արժանի չեմ անոր կօշիկները կրելու. անիկա՛ պիտի մկրտէ ձեզ Սուրբ Հոգիով ու կրակով:
Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
12 Անոր հեծանոցը իր ձեռքն է. իր կալը պիտի մաքրէ եւ իր ցորենը պիտի ժողվէ ամբարը, իսկ յարդը պիտի այրէ անշէջ կրակով»:
E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
13 Այն ատեն Յիսուս եկաւ Գալիլեայէն Յորդանան՝ Յովհաննէսի, որպէսզի մկրտուի անկէ:
Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ.
14 Յովհաննէս կ՚արգիլէր զայն ու կ՚ըսէր. «Ե՛ս պէտք է որ մկրտուիմ քեզմէ, ու դո՞ւն կու գաս ինծի»:
Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
15 Յիսուս պատասխանեց անոր «Թո՛յլ տուր հիմա, որովհետեւ ա՛յսպէս կը պատշաճի մեզի, որ գործադրենք արդարութիւնը իր ամբողջութեամբ»: Այն ատեն թոյլ տուաւ անոր:
Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober.
16 Երբ Յիսուս մկրտուեցաւ, իսկոյն դուրս ելաւ ջուրէն, եւ ահա՛ երկինքը բացուեցաւ ու տեսաւ Աստուծոյ Հոգին, որ աղաւնիի պէս կ՚իջնէր ու կու գար իր վրայ:
Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.
17 Եւ ահա՛ ձայն մը եկաւ երկինքէն՝ որ կ՚ըսէր. «Ա՛յս է իմ սիրելի Որդիս՝ որուն հաճեցայ»:
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 3 >