< ՄԱՏԹԷՈՍ 8 >

1 Երբ այդ լեռնէն վար իջաւ, մեծ բազմութիւններ հետեւեցան անոր:
Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ.
2 Եւ ահա՛ բորոտ մը եկաւ ու երկրպագեց անոր՝ ըսելով. «Տէ՛ր, եթէ ուզես՝ կրնա՛ս մաքրել զիս»:
Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
3 Յիսուս՝ երկարելով իր ձեռքը՝ դպաւ անոր եւ ըսաւ. «Կ՚ուզե՛մ, մաքրուէ՛»: Իսկոյն անոր բորոտութիւնը մաքրուեցաւ:
Jezuz a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu, e lorgnez a voe glanaet.
4 Յիսուս ըսաւ անոր. «Զգուշացի՛ր, ո՛չ մէկուն ըսէ. հապա գնա՛, ցո՛յց տուր քեզ քահանային, ու մատուցանէ՛ Մովսէսի պատուիրած ընծան՝ վկայութիւն ըլլալու համար անոնց»:
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
5 Երբ մտաւ Կափառնայում, հարիւրապետ մը քովը եկաւ, կ՚աղաչէր անոր
Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout,
6 ու կ՚ըսէր. «Տէ՛ր, ծառաս՝ տունը անդամալոյծ պառկած՝ չարաչար կը տանջուի»:
ouzh e bediñ, hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet klañv em zi, seizet, hag emañ e gwall boan.
7 Յիսուս ըսաւ անոր. «Ես կու գամ եւ կը բուժեմ զինք»:
Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin, hag e yac'hain anezhañ.
8 Հարիւրապետը պատասխանեց. «Տէ՛ր, ես արժանի չեմ՝ որ դուն մտնես իմ յարկիս տակ. միայն ըսէ՛ խօսք մը, ու ծառաս պիտի բժշկուի:
Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket din e teufes dindan va zoenn; met lavar ur ger hepken, ha va mevel a vo yac'haet.
9 Որովհետեւ ե՛ս ալ իշխանութեան տակ մարդ եմ, եւ զինուորներ ունիմ իմ հրամանիս տակ: Ասոր կ՚ըսեմ. “Գնա՛”, ու կ՚երթայ. եւ միւսին. “Եկո՛ւր”, ու կու գայ. եւ ծառայիս. “Ըրէ՛ այս բանը”, ու կ՚ընէ»:
Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a, d'egile: Deus! Hag e teu, ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
10 Երբ Յիսուս լսեց՝ զարմացաւ, եւ ըսաւ իր հետեւորդներուն. «Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի, Իսրայէլի մէջ անգամ ես չգտայ ա՛յսչափ մեծ հաւատք:
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet, hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
11 Ձեզի կը յայտարարեմ թէ արեւելքէն եւ արեւմուտքէն շատե՛ր պիտի գան ու պիտի բազմին երկինքի թագաւորութեան մէջ՝ Աբրահամի, Իսահակի եւ Յակոբի հետ,
Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob,
12 իսկ թագաւորութեան որդիները պիտի հանուին դուրսի խաւարը. հոն պիտի ըլլայ լաց ու ակռաներու կրճտում»:
met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
13 Յիսուս ըսաւ հարիւրապետին. «Գնա՛, եւ ինչպէս դուն հաւատացիր՝ այնպէս թող ըլլայ քեզի»: Նո՛յն ժամուն անոր ծառան բժշկուեցաւ:
Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez da feiz. Hag en eur-se memes, e vevel a voe yac'haet.
14 Երբ Յիսուս եկաւ Պետրոսի տունը, տեսաւ թէ անոր զոքանչը պառկած էր՝ տենդով հիւանդացած:
Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas mamm-gaer Pêr en he gwele, klañv gant an derzhienn.
15 Բռնեց անոր ձեռքէն, ու տենդը թողուց զայն: Ան ալ ոտքի ելաւ եւ կը սպասարկէր անոնց:
O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti; hi a savas hag a servijas anezho.
16 Երբ իրիկուն եղաւ, շատ դիւահարներ բերին անոր. խօսքով դուրս հանեց չար ոգիները, ու բուժեց բոլոր ախտաւորները,
An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv,
17 որպէսզի իրագործուի Եսայի մարգարէին միջոցով ըսուած խօսքը. «Ան ստանձնեց մեր հիւանդութիւնները եւ կրեց մեր ախտերը»:
evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
18 Յիսուս՝ տեսնելով իր շուրջը մեծ բազմութիւններ՝ հրամայեց որ երթան միւս եզերքը:
Met Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all.
19 Դպիր մը մօտենալով՝ ըսաւ անոր. «Վարդապե՛տ, պիտի հետեւիմ քեզի՝ ո՛ւր որ երթաս»:
Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Va mestr, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.
20 Յիսուս ըսաւ անոր. «Աղուէսները որջեր ունին, ու երկինքի թռչունները՝ բոյներ, բայց մարդու Որդին տե՛ղ մը չունի, ուր հանգչեցնէ իր գլուխը»:
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
21 Ուրիշ մը, որ անոր աշակերտներէն էր, ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, արտօնէ՛ ինծի, որ նախ երթամ՝ թաղեմ հայրս»:
Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
22 Յիսուս ըսաւ անոր. «Հետեւէ՛ ինծի, եւ թո՛ղ մեռելներուն՝ թաղել իրենց մեռելները»:
Jezuz a lavaras dezhañ: Heul ac'hanon, ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.
23 Երբ նաւ մտաւ, իր աշակերտները հետեւեցան իրեն:
Pignat a reas en ur vag, hag e ziskibien en heulias.
24 Եւ ահա՛ մեծ ալեկոծութիւն մը եղաւ ծովուն մէջ, ա՛յնքան՝ որ նաւը կը ծածկուէր ալիքներէն. իսկ ինք կը քնանար:
Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske.
25 Աշակերտները գացին իր մօտ, արթնցուցին զինք եւ ըսին. «Տէ՛ր, փրկէ՛ մեզ, ահա՛ կը կորսուինք»:
E ziskibien a zeuas, hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll.
26 Ինք ալ ըսաւ անոնց. «Թերահաւատնե՛ր, ինչո՞ւ այդպէս երկչոտ էք»: Այն ատեն ոտքի ելաւ, սաստեց հովերն ու ծովը, եւ մեծ խաղաղութիւն եղաւ:
Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
27 Մարդիկ զարմացան, ու կ՚ըսէին իրարու. «Ինչպիսի՜ մարդ է ասիկա, որ նոյնիսկ հովերը եւ ծովը կը հնազանդին իրեն»:
An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hemañ, ma sent memes an avelioù hag ar mor outañ?
28 Երբ անցաւ միւս եզերքը՝ Գերգեսացիներուն երկիրը, երկու դիւահարներ հանդիպեցան իրեն՝ գերեզմաններէն ելած, չափազանց դաժան, այնպէս որ ո՛չ մէկը կարող էր անցնիլ այդ ճամբայէն:
Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
29 Եւ ահա՛ աղաղակեցին. «Դուն ի՞նչ գործ ունիս մեզի հետ, Յիսո՛ւս, Աստուծո՛յ Որդի. ատենէն առաջ մեզ տանջելո՞ւ համար եկար հոս»:
Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
30 Անոնցմէ հեռու՝ խոզերու մեծ երամակ մը կար, որ կ՚արածէր:
Bez' e oa, ur pennad diouzh eno, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
31 Դեւերը կ՚աղաչէին իրեն ու կ՚ըսէին. «Եթէ հանես մեզ, արտօնէ՛ մեզի՝ որ երթանք մտնենք խոզերու երամակին մէջ»:
Hag an diaoulien en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se.
32 Ըսաւ անոնց. «Գացէ՛ք»: Երբ անոնք դուրս ելան, գացին խոզերու երամակին մէջ, եւ ահա՛ ամբողջ երամակը գահավէժ տեղէն ծովը վազեց ու ջուրերուն մէջ մեռաւ:
Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h; ha setu an holl vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.
33 Խոզարածներն ալ փախան, եւ քաղաքը երթալով՝ պատմեցին ամէն ինչ, նաեւ դիւահարներուն պատահած բաները:
Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien.
34 Ուստի ամբողջ քաղաքը դուրս ելաւ՝ դիմաւորելու Յիսուսը, ու երբ տեսան զինք՝ աղաչեցին որ մեկնի իրենց հողամասէն:
Ha setu holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz; o vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 8 >