< लूकः 22 >

1 अपरञ्च किण्वशून्यपूपोत्सवस्य काल उपस्थिते
Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.
2 प्रधानयाजका अध्यायकाश्च यथा तं हन्तुं शक्नुवन्ति तथोपायाम् अचेष्टन्त किन्तु लोकेभ्यो बिभ्युः।
Ar veleien vras hag ar skribed a glaske penaos e c'helljent lakaat Jezuz d'ar marv; rak doujañ a raent ar bobl.
3 एतस्तिन् समये द्वादशशिष्येषु गणित ईष्करियोतीयरूढिमान् यो यिहूदास्तस्यान्तःकरणं शैतानाश्रितत्वात्
Met Satan a yeas e Judaz, lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek;
4 स गत्वा यथा यीशुं तेषां करेषु समर्पयितुं शक्नोति तथा मन्त्रणां प्रधानयाजकैः सेनापतिभिश्च सह चकार।
hag ez eas, hag e komzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded, diwar an doare ma en lakaje etre o daouarn.
5 तेन ते तुष्टास्तस्मै मुद्रां दातुं पणं चक्रुः।
Laouen e voent a gement-se, hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ.
6 ततः सोङ्गीकृत्य यथा लोकानामगोचरे तं परकरेषु समर्पयितुं शक्नोति तथावकाशं चेष्टितुमारेभे।
Eñ a roas e c'her, hag e klaske an tu dereat evit e reiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
7 अथ किण्वशून्यपूपोत्मवदिने, अर्थात् यस्मिन् दिने निस्तारोत्सवस्य मेषो हन्तव्यस्तस्मिन् दिने
Koulskoude, deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask,
8 यीशुः पितरं योहनञ्चाहूय जगाद, युवां गत्वास्माकं भोजनार्थं निस्तारोत्सवस्य द्रव्याण्यासादयतं।
ha Jezuz a gasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da fichañ deomp ar Pask, evit ma tebrimp anezhañ.
9 तदा तौ पप्रच्छतुः कुचासादयावो भवतः केच्छा?
Int a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e fichfemp anezhañ?
10 तदा सोवादीत्, नगरे प्रविष्टे कश्चिज्जलकुम्भमादाय युवां साक्षात् करिष्यति स यन्निवेशनं प्रविशति युवामपि तन्निवेशनं तत्पश्चादित्वा निवेशनपतिम् इति वाक्यं वदतं,
Eñ a lavaras dezho: Pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour; heuilhit-eñ en ti ma'z aio ennañ,
11 यत्राहं निस्तारोत्सवस्य भोज्यं शिष्यैः सार्द्धं भोक्तुं शक्नोमि सातिथिशालाा कुत्र? कथामिमां प्रभुस्त्वां पृच्छति।
ha lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h ma tebrin ennañ ar Pask gant va diskibien?
12 ततः स जनो द्वितीयप्रकोष्ठीयम् एकं शस्तं कोष्ठं दर्शयिष्यति तत्र भोज्यमासादयतं।
Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha kempennet; fichit eno ar Pask.
13 ततस्तौ गत्वा तद्वाक्यानुसारेण सर्व्वं दृष्द्वा तत्र निस्तारोत्सवीयं भोज्यमासादयामासतुः।
Int eta o vezañ aet kuit, a gavas an traoù evel m'en devoa lavaret dezho, hag e fichjont ar Pask.
14 अथ काल उपस्थिते यीशु र्द्वादशभिः प्रेरितैः सह भोक्तुमुपविश्य कथितवान्
Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol, hag an daouzek abostol a oa gantañ.
15 मम दुःखभोगात् पूर्व्वं युभाभिः सह निस्तारोत्सवस्यैतस्य भोज्यं भोक्तुं मयातिवाञ्छा कृता।
Hag e lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h, a-raok ma c'houzañvin.
16 युष्मान् वदामि, यावत्कालम् ईश्वरराज्ये भोजनं न करिष्ये तावत्कालम् इदं न भोक्ष्ये।
Rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ, betek e vo graet e rouantelezh Doue.
17 तदा स पानपात्रमादाय ईश्वरस्य गुणान् कीर्त्तयित्वा तेभ्यो दत्वावदत्, इदं गृह्लीत यूयं विभज्य पिवत।
Hag o vezañ kemeret an hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h.
18 युष्मान् वदामि यावत्कालम् ईश्वरराजत्वस्य संस्थापनं न भवति तावद् द्राक्षाफलरसं न पास्यामि।
Rak me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar gwini, ken na vo deuet rouantelezh Doue.
19 ततः पूपं गृहीत्वा ईश्वरगुणान् कीर्त्तयित्वा भङ्क्ता तेभ्यो दत्वावदत्, युष्मदर्थं समर्पितं यन्मम वपुस्तदिदं, एतत् कर्म्म मम स्मरणार्थं कुरुध्वं।
Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Hemañ eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
20 अथ भोजनान्ते तादृशं पात्रं गृहीत्वावदत्, युष्मत्कृते पातितं यन्मम रक्तं तेन निर्णीतनवनियमरूपं पानपात्रमिदं।
En hevelep doare, goude bezañ koaniet, e roas dezho an hanaf, o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, an hini a zo skuilhet evidoc'h.
21 पश्यत यो मां परकरेषु समर्पयिष्यति स मया सह भोजनासन उपविशति।
Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin.
22 यथा निरूपितमास्ते तदनुसारेणा मनुष्यपुुत्रस्य गति र्भविष्यति किन्तु यस्तं परकरेषु समर्पयिष्यति तस्य सन्तापो भविष्यति।
Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra, evel ma'z eo merket; met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet drezañ!
23 तदा तेषां को जन एतत् कर्म्म करिष्यति तत् ते परस्परं प्रष्टुमारेभिरे।
Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.
24 अपरं तेषां को जनः श्रेष्ठत्वेन गणयिष्यते, अत्रार्थे तेषां विवादोभवत्।
Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
25 अस्मात् कारणात् सोवदत्, अन्यदेशीयानां राजानः प्रजानामुपरि प्रभुत्वं कुर्व्वन्ति दारुणशासनं कृत्वापि ते भूपतित्वेन विख्याता भवन्ति च।
Met eñ a lavaras dezho: Rouaned ar bobloù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
26 किन्तु युष्माकं तथा न भविष्यति, यो युष्माकं श्रेष्ठो भविष्यति स कनिष्ठवद् भवतु, यश्च मुख्यो भविष्यति स सेवकवद्भवतु।
Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
27 भोजनोपविष्टपरिचारकयोः कः श्रेष्ठः? यो भोजनायोपविशति स किं श्रेष्ठो न भवति? किन्तु युष्माकं मध्येऽहं परिचारकइवास्मि।
Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij.
28 अपरञ्च युयं मम परीक्षाकाले प्रथममारभ्य मया सह स्थिता
C'hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurioù,
29 एतत्कारणात् पित्रा यथा मदर्थं राज्यमेकं निरूपितं तथाहमपि युष्मदर्थं राज्यं निरूपयामि।
ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din,
30 तस्मान् मम राज्ये भोजनासने च भोजनपाने करिष्यध्वे सिंहासनेषूपविश्य चेस्रायेलीयानां द्वादशवंशानां विचारं करिष्यध्वे।
evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh, ha ma viot azezet war dronioù, o varn daouzek meuriad Israel.
31 अपरं प्रभुरुवाच, हे शिमोन् पश्य तितउना धान्यानीव युष्मान् शैतान् चालयितुम् ऐच्छत्,
An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.
32 किन्तु तव विश्वासस्य लोपो यथा न भवति एतत् त्वदर्थं प्रार्थितं मया, त्वन्मनसि परिवर्त्तिते च भ्रातृणां मनांसि स्थिरीकुरु।
Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
33 तदा सोवदत्, हे प्रभोहं त्वया सार्द्धं कारां मृतिञ्च यातुं मज्जितोस्मि।
Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit, ha d'ar prizon ha d'ar marv.
34 ततः स उवाच, हे पितर त्वां वदामि, अद्य कुक्कुटरवात् पूर्व्वं त्वं मत्परिचयं वारत्रयम् अपह्वोष्यसे।
Met Jezuz a lavaras dezhañ: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon.
35 अपरं स पप्रच्छ, यदा मुद्रासम्पुटं खाद्यपात्रं पादुकाञ्च विना युष्मान् प्राहिणवं तदा युष्माकं कस्यापि न्यूनतासीत्? ते प्रोचुः कस्यापि न।
Neuze e lavaras dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h, hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a respontas: Netra.
36 तदा सोवदत् किन्त्विदानीं मुद्रासम्पुटं खाद्यपात्रं वा यस्यास्ति तेन तद्ग्रहीतव्यं, यस्य च कृपाणोे नास्ति तेन स्ववस्त्रं विक्रीय स क्रेतव्यः।
Met bremañ, emezañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, hag en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; hag an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell ha preno unan.
37 यतो युष्मानहं वदामि, अपराधिजनैः सार्द्धं गणितः स भविष्यति। इदं यच्छास्त्रीयं वचनं लिखितमस्ति तन्मयि फलिष्यति यतो मम सम्बन्धीयं सर्व्वं सेत्स्यति।
Rak me a lavar deoc'h, eo ret c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.
38 तदा ते प्रोचुः प्रभो पश्य इमौ कृपाणौ। ततः सोवदद् एतौ यथेष्टौ।
Hag e lavarjont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo.
39 अथ स तस्माद्वहि र्गत्वा स्वाचारानुसारेण जैतुननामाद्रिं जगाम शिष्याश्च तत्पश्चाद् ययुः।
Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezhañ.
40 तत्रोपस्थाय स तानुवाच, यथा परीक्षायां न पतथ तदर्थं प्रार्थयध्वं।
Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
41 पश्चात् स तस्माद् एकशरक्षेपाद् बहि र्गत्वा जानुनी पातयित्वा एतत् प्रार्थयाञ्चक्रे,
Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulinañ, e pede,
42 हे पित र्यदि भवान् सम्मन्यते तर्हि कंसमेनं ममान्तिकाद् दूरय किन्तु मदिच्छानुरूपं न त्वदिच्छानुरूपं भवतु।
o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
43 तदा तस्मै शक्तिं दातुं स्वर्गीयदूतो दर्शनं ददौ।
Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
44 पश्चात् सोत्यन्तं यातनया व्याकुलो भूत्वा पुनर्दृढं प्रार्थयाञ्चक्रे, तस्माद् बृहच्छोणितबिन्दव इव तस्य स्वेदबिन्दवः पृथिव्यां पतितुमारेभिरे।
Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar.
45 अथ प्रार्थनात उत्थाय शिष्याणां समीपमेत्य तान् मनोदुःखिनो निद्रितान् दृष्ट्वावदत्
O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh,
46 कुतो निद्राथ? परीक्षायाम् अपतनार्थं प्रर्थयध्वं।
hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
47 एतत्कथायाः कथनकाले द्वादशशिष्याणां मध्ये गणितो यिहूदानामा जनतासहितस्तेषाम् अग्रे चलित्वा यीशोश्चुम्बनार्थं तदन्तिकम् आययौ।
Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
48 तदा यीशुरुवाच, हे यिहूदा किं चुम्बनेन मनुष्यपुत्रं परकरेषु समर्पयसि?
Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok?
49 तदा यद्यद् घटिष्यते तदनुमाय सङ्गिभिरुक्तं, हे प्रभो वयं कि खङ्गेन घातयिष्यामः?
Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?
50 तत एकः करवालेनाहत्य प्रधानयाजकस्य दासस्य दक्षिणं कर्णं चिच्छेद।
Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou.
51 अधूना निवर्त्तस्व इत्युक्त्वा यीशुस्तस्य श्रुतिं स्पृष्ट्वा स्वस्यं चकार।
Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ.
52 पश्चाद् यीशुः समीपस्थान् प्रधानयाजकान् मन्दिरस्य सेनापतीन् प्राचीनांश्च जगाद, यूयं कृपाणान् यष्टींश्च गृहीत्वा मां किं चोरं धर्त्तुमायाताः?
Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ, ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.
53 यदाहं युष्माभिः सह प्रतिदिनं मन्दिरेऽतिष्ठं तदा मां धर्त्तं न प्रवृत्ताः, किन्त्विदानीं युष्माकं समयोन्धकारस्य चाधिपत्यमस्ति।
Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn.
54 अथ ते तं धृत्वा महायाजकस्य निवेशनं निन्युः। ततः पितरो दूरे दूरे पश्चादित्वा
Neuze e krogjont ennañ, hag e kasjont anezhañ da di ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
55 बृहत्कोष्ठस्य मध्ये यत्राग्निं ज्वालयित्वा लोकाः समेत्योपविष्टास्तत्र तैः सार्द्धम् उपविवेश।
Pa o devoe enaouet tan e-kreiz ar porzh, ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
56 अथ वह्निसन्निधौ समुपवेशकाले काचिद्दासी मनो निविश्य तं निरीक्ष्यावदत् पुमानयं तस्य सङ्गेऽस्थात्।
Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se.
57 किन्तु स तद् अपह्नुत्यावादीत् हे नारि तमहं न परिचिनोमि।
Met eñ a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ.
58 क्षणान्तरेऽन्यजनस्तं दृष्ट्वाब्रवीत् त्वमपि तेषां निकरस्यैकजनोसि। पितरः प्रत्युवाच हे नर नाहमस्मि।
Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket.
59 ततः सार्द्धदण्डद्वयात् परं पुनरन्यो जनो निश्चित्य बभाषे, एष तस्य सङ्गीति सत्यं यतोयं गालीलीयो लोकः।
War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez.
60 तदा पितर उवाच हे नर त्वं यद् वदमि तदहं बोद्धुं न शक्नोमि, इति वाक्ये कथितमात्रे कुक्कुटो रुराव।
Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.
61 तदा प्रभुणा व्याधुट्य पितरे निरीक्षिते कृकवाकुरवात् पूर्व्वं मां त्रिरपह्नोष्यसे इति पूर्व्वोक्तं तस्य वाक्यं पितरः स्मृत्वा
An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech.
62 बहिर्गत्वा महाखेदेन चक्रन्द।
Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.
63 तदा यै र्यीशुर्धृतस्ते तमुपहस्य प्रहर्त्तुमारेभिरे।
Neuze an dud a zalc'he Jezuz, a rae goap anezhañ, hag a skoe warnañ.
64 वस्त्रेण तस्य दृशौ बद्ध्वा कपोले चपेटाघातं कृत्वा पप्रच्छुः, कस्ते कपोले चपेटाघातं कृतवान? गणयित्वा तद् वद।
O vezañ e vouchet, e skoent war e zremm, hag e c'houlennent outañ: Divin piv eo an hini en deus da skoet.
65 तदन्यत् तद्विरुद्धं बहुनिन्दावाक्यं वक्तुमारेभिरे।
Hag e lavarent kalz a draoù a-enep dezhañ, en ur zroukkomz en e enep.
66 अथ प्रभाते सति लोकप्राञ्चः प्रधानयाजका अध्यापकाश्च सभां कृत्वा मध्येसभं यीशुमानीय पप्रच्छुः, त्वम् अभिषिकतोसि न वास्मान् वद।
Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin;
67 स प्रत्युवाच, मया तस्मिन्नुक्तेऽपि यूयं न विश्वसिष्यथ।
lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
68 कस्मिंश्चिद्वाक्ये युष्मान् पृष्टेऽपि मां न तदुत्तरं वक्ष्यथ न मां त्यक्ष्यथ च।
ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont].
69 किन्त्वितः परं मनुजसुतः सर्व्वशक्तिमत ईश्वरस्य दक्षिणे पार्श्वे समुपवेक्ष्यति।
Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.
70 ततस्ते पप्रच्छुः, र्तिह त्वमीश्वरस्य पुत्रः? स कथयामास, यूयं यथार्थं वदथ स एवाहं।
Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on.
71 तदा ते सर्व्वे कथयामासुः, र्तिह साक्ष्येऽन्सस्मिन् अस्माकं किं प्रयोजनं? अस्य स्वमुखादेव साक्ष्यं प्राप्तम्।
Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?

< लूकः 22 >