< လူကး 20 >

1 အထဲကဒါ ယီၑု ရ္မနိဒရေ သုသံဝါဒံ ပြစာရယန် လောကာနုပဒိၑတိ, ဧတရှိ ပြဓာနယာဇကာ အဓျာပကား ပြာဉ္စၑ္စ တန္နိကဋမာဂတျ ပပြစ္ဆုး
Un deiz ma kelenne Jezuz ar bobl en templ, ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed, hag an henaourien, o vezañ deuet, a gomzas outañ,
2 ကယာဇ္ဉယာ တွံ ကရ္မ္မာဏျေတာနိ ကရောၐိ? ကော ဝါ တွာမာဇ္ဉာပယတ်? တဒသ္မာန် ဝဒ၊
hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
3 သ ပြတျုဝါစ, တရှိ ယုၐ္မာနပိ ကထာမေကာံ ပၖစ္ဆာမိ တသျောတ္တရံ ဝဒတ၊
Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; lavarit din,
4 ယောဟနော မဇ္ဇနမ် ဤၑွရသျ မာနုၐာဏာံ ဝါဇ္ဉာတော ဇာတံ?
badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv, pe eus an dud?
5 တတသ္တေ မိထော ဝိဝိစျ ဇဂဒုး, ယဒီၑွရသျ ဝဒါမသ္တရှိ တံ ကုတော န ပြတျဲတ သ ဣတိ ဝက္ၐျတိ၊
Hag int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
6 ယဒိ မနုၐျသျေတိ ဝဒါမသ္တရှိ သရွွေ လောကာ အသ္မာန် ပါၐာဏဲ ရှနိၐျန္တိ ယတော ယောဟန် ဘဝိၐျဒွါဒီတိ သရွွေ ဒၖဎံ ဇာနန္တိ၊
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio; rak krediñ a reont ez eo Yann ur profed.
7 အတဧဝ တေ ပြတျူစုး ကသျာဇ္ဉယာ ဇာတမ် ဣတိ ဝက္တုံ န ၑက္နုမး၊
Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue.
8 တဒါ ယီၑုရဝဒတ် တရှိ ကယာဇ္ဉယာ ကရ္မ္မာဏျေတာတိ ကရောမီတိ စ ယုၐ္မာန် န ဝက္ၐျာမိ၊
Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
9 အထ လောကာနာံ သာက္ၐာတ် သ ဣမာံ ဒၖၐ္ဋာန္တကထာံ ဝက္တုမာရေဘေ, ကၑ္စိဒ် ဒြာက္ၐာက္ၐေတြံ ကၖတွာ တတ် က္ၐေတြံ ကၖၐီဝလာနာံ ဟသ္တေၐု သမရ္ပျ ဗဟုကာလာရ္ထံ ဒူရဒေၑံ ဇဂါမ၊
Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien, hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.
10 အထ ဖလကာလေ ဖလာနိ ဂြဟီတု ကၖၐီဝလာနာံ သမီပေ ဒါသံ ပြာဟိဏောတ် ကိန္တု ကၖၐီဝလာသ္တံ ပြဟၖတျ ရိက္တဟသ္တံ ဝိသသရ္ဇုး၊
Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit ma rojent dezhañ frouezh eus ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
11 တတး သောဓိပတိး ပုနရနျံ ဒါသံ ပြေၐယာမာသ, တေ တမပိ ပြဟၖတျ ကုဝျဝဟၖတျ ရိက္တဟသ္တံ ဝိသသၖဇုး၊
Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs, hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
12 တတး သ တၖတီယဝါရမ် အနျံ ပြာဟိဏောတ် တေ တမပိ က္ၐတာင်္ဂံ ကၖတွာ ဗဟိ ရ္နိစိက္ၐိပုး၊
Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhañ ivez, hag e gasas kuit.
13 တဒါ က္ၐေတြပတိ ရွိစာရယာမာသ, မမေဒါနီံ ကိံ ကရ္တ္တဝျံ? မမ ပြိယေ ပုတြေ ပြဟိတေ တေ တမဝၑျံ ဒၖၐ္ဋွာ သမာဒရိၐျန္တေ၊
Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat; marteze, [pa en gwelint, ] e toujint anezhañ.
14 ကိန္တု ကၖၐီဝလာသ္တံ နိရီက္ၐျ ပရသ္ပရံ ဝိဝိစျ ပြောစုး, အယမုတ္တရာဓိကာရီ အာဂစ္ဆတဲနံ ဟန္မသ္တတောဓိကာရောသ္မာကံ ဘဝိၐျတိ၊
Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan, o lavarout: Setu an heritour; [deuit, ] lazhomp-eñ, evit ma vo an heritaj deomp.
15 တတသ္တေ တံ က္ၐေတြာဒ် ဗဟိ ရ္နိပါတျ ဇဃ္နုသ္တသ္မာတ် သ က္ၐေတြပတိသ္တာန် ပြတိ ကိံ ကရိၐျတိ?
Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg?
16 သ အာဂတျ တာန် ကၖၐီဝလာန် ဟတွာ ပရေၐာံ ဟသ္တေၐု တတ္က္ၐေတြံ သမရ္ပယိၐျတိ; ဣတိ ကထာံ ၑြုတွာ တေ 'ဝဒန် ဧတာဒၖၑီ ဃဋနာ န ဘဝတု၊
Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se!
17 ကိန္တု ယီၑုသ္တာနဝလောကျ ဇဂါဒ, တရှိ, သ္ထပတယး ကရိၐျန္တိ ဂြာဝါဏံ ယန္တု တုစ္ဆကံ၊ ပြဓာနပြသ္တရး ကောဏေ သ ဧဝ ဟိ ဘဝိၐျတိ၊ ဧတသျ ၑာသ္တြီယဝစနသျ ကိံ တာတ္ပရျျံ?
Neuze, Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-hen: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn?
18 အပရံ တတ္ပာၐာဏောပရိ ယး ပတိၐျတိ သ ဘံက္ၐျတေ ကိန္တု ယသျောပရိ သ ပါၐာဏး ပတိၐျတိ သ တေန ဓူလိဝစ် စူရ္ဏီဘဝိၐျတိ၊
An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ.
19 သောသ္မာကံ ဝိရုဒ္ဓံ ဒၖၐ္ဋာန္တမိမံ ကထိတဝါန် ဣတိ ဇ္ဉာတွာ ပြဓာနယာဇကာ အဓျာပကာၑ္စ တဒဲဝ တံ ဓရ္တုံ ဝဝါဉ္ဆုး ကိန္တု လောကေဘျော ဗိဘျုး၊
Neuze ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ d'an eur-se memes, rak anavezet o devoa mat penaos en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho; met aon o devoa rak ar bobl.
20 အတဧဝ တံ ပြတိ သတရ္ကား သန္တး ကထံ တဒွါကျဒေါၐံ ဓၖတွာ တံ ဒေၑာဓိပသျ သာဓုဝေၑဓာရိဏၑ္စရာန် တသျ သမီပေ ပြေၐယာမာသုး၊
Setu perak, oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ tud hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, abalamour d'e lakaat e daouarn mestr ar vro hag e galloud ar gouarner.
21 တဒါ တေ တံ ပပြစ္ဆုး, ဟေ ဥပဒေၑက ဘဝါန် ယထာရ္ထံ ကထယန် ဥပဒိၑတိ, ကမပျနပေက္ၐျ သတျတွေနဲၑွရံ မာရ္ဂမုပဒိၑတိ, ဝယမေတဇ္ဇာနီမး၊
An dud-mañ eta a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.
22 ကဲသရရာဇာယ ကရောသ္မာဘိ ရ္ဒေယော န ဝါ?
Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
23 သ တေၐာံ ဝဉ္စနံ ဇ္ဉာတွာဝဒတ် ကုတော မာံ ပရီက္ၐဓွေ? မာံ မုဒြာမေကံ ဒရ္ၑယတ၊
Met eñ, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: [Perak e temptit ac'hanon?]
24 ဣဟ လိခိတာ မူရ္တိရိယံ နာမ စ ကသျ? တေ'ဝဒန် ကဲသရသျ၊
Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.
25 တဒါ သ ဥဝါစ, တရှိ ကဲသရသျ ဒြဝျံ ကဲသရာယ ဒတ္တ; ဤၑွရသျ တု ဒြဝျမီၑွရာယ ဒတ္တ၊
Neuze eñ a lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
26 တသ္မာလ္လောကာနာံ သာက္ၐာတ် တတ္ကထာယား ကမပိ ဒေါၐံ ဓရ္တုမပြာပျ တေ တသျောတ္တရာဒ် အာၑ္စရျျံ မနျမာနာ မော်နိနသ္တသ္ထုး၊
Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl; met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
27 အပရဉ္စ ၑ္မၑာနာဒုတ္ထာနာနင်္ဂီကာရိဏာံ သိဒူကိနာံ ကိယန္တော ဇနာ အာဂတျ တံ ပပြစ္ဆုး,
Neuze hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a dostaas, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
28 ဟေ ဥပဒေၑက ၑာသ္တြေ မူသာ အသ္မာန် ပြတီတိ လိလေခ ယသျ ဘြာတာ ဘာရျျာယာံ သတျာံ နိးသန္တာနော မြိယတေ သ တဇ္ဇာယာံ ဝိဝဟျ တဒွံၑမ် ဥတ္ပာဒယိၐျတိ၊
Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp, ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'ar wreg, evit sevel lignez d'e vreur.
29 တထာစ ကေစိတ် သပ္တ ဘြာတရ အာသန် တေၐာံ ဇျေၐ္ဌော ဘြာတာ ဝိဝဟျ နိရပတျး ပြာဏာန် ဇဟော်၊
Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
30 အထ ဒွိတီယသ္တသျ ဇာယာံ ဝိဝဟျ နိရပတျး သန် မမာရ၊ တၖတီယၑ္စ တာမေဝ ဝျုဝါဟ;
An eil a zimezas d'e wreg, hag a varvas hep bugale.
31 ဣတ္ထံ သပ္တ ဘြာတရသ္တာမေဝ ဝိဝဟျ နိရပတျား သန္တော မမြုး၊
An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh holl en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale.
32 ၑေၐေ သာ သ္တြီ စ မမာရ၊
Ha goude holl ar wreg a varvas ivez.
33 အတဧဝ ၑ္မၑာနာဒုတ္ထာနကာလေ တေၐာံ သပ္တဇနာနာံ ကသျ သာ ဘာရျျာ ဘဝိၐျတိ? ယတး သာ တေၐာံ သပ္တာနာမေဝ ဘာရျျာသီတ်၊
A behini anezho e vo eta gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
34 တဒါ ယီၑုး ပြတျုဝါစ, ဧတသျ ဇဂတော လောကာ ဝိဝဟန္တိ ဝါဂ္ဒတ္တာၑ္စ ဘဝန္တိ (aiōn g165)
Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez, hag a ro da zimeziñ. (aiōn g165)
35 ကိန္တု ယေ တဇ္ဇဂတ္ပြာပ္တိယောဂျတွေန ဂဏိတာံ ဘဝိၐျန္တိ ၑ္မၑာနာစ္စောတ္ထာသျန္တိ တေ န ဝိဝဟန္တိ ဝါဂ္ဒတ္တာၑ္စ န ဘဝန္တိ, (aiōn g165)
Met ar re a vo kavet din da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv, ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ. (aiōn g165)
36 တေ ပုန ရ္န မြိယန္တေ ကိန္တု ၑ္မၑာနာဒုတ္ထာပိတား သန္တ ဤၑွရသျ သန္တာနား သွရ္ဂီယဒူတာနာံ သဒၖၑာၑ္စ ဘဝန္တိ၊
Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled, ha ma vint bugale Doue, o vezañ bugale an adsavidigezh a varv.
37 အဓိကန္တု မူသား သ္တမ္ဗောပါချာနေ ပရမေၑွရ ဤဗြာဟီမ ဤၑွရ ဣသှာက ဤၑွရော ယာကူဗၑ္စေၑွရ ဣတျုက္တွာ မၖတာနာံ ၑ္မၑာနာဒ် ဥတ္ထာနသျ ပြမာဏံ လိလေခ၊
Met, penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouez Moizez pa c'halv er vodenn loskus an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob.
38 အတဧဝ ယ ဤၑွရး သ မၖတာနာံ ပြဘု ရ္န ကိန္တု ဇီဝတာမေဝ ပြဘုး, တန္နိကဋေ သရွွေ ဇီဝန္တး သန္တိ၊
Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev; rak an holl a vev evitañ.
39 ဣတိ ၑြုတွာ ကိယန္တောဓျာပကာ ဦစုး, ဟေ ဥပဒေၑက ဘဝါန် ဘဒြံ ပြတျုက္တဝါန်၊
Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus.
40 ဣတး ပရံ တံ ကိမပိ ပြၐ္ဋံ တေၐာံ ပြဂလ္ဘတာ နာဘူတ်၊
Ha ne gredent ken goulenn netra outañ.
41 ပၑ္စာတ် သ တာန် ဥဝါစ, ယး ခြီၐ္ဋး သ ဒါယူဒး သန္တာန ဧတာံ ကထာံ လောကား ကထံ ကထယန္တိ?
Neuze e lavaras dezho: Perak e lavarer eo ar C'hrist Mab David?
42 ယတး မမ ပြဘုမိဒံ ဝါကျမဝဒတ် ပရမေၑွရး၊ တဝ ၑတြူနဟံ ယာဝတ် ပါဒပီဌံ ကရောမိ န၊ တာဝတ် ကာလံ မဒီယေ တွံ ဒက္ၐပါရ္ၑွ ဥပါဝိၑ၊
David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,
43 ဣတိ ကထာံ ဒါယူဒ် သွယံ ဂီတဂြန္ထေ'ဝဒတ်၊
betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
44 အတဧဝ ယဒိ ဒါယူဒ် တံ ပြဘုံ ဝဒတိ, တရှိ သ ကထံ တသျ သန္တာနော ဘဝတိ?
Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo eñ e vab?
45 ပၑ္စာဒ် ယီၑုး သရွွဇနာနာံ ကရ္ဏဂေါစရေ ၑိၐျာနုဝါစ,
Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:
46 ယေ'ဓျာပကာ ဒီရ္ဃပရိစ္ဆဒံ ပရိဓာယ ဘြမန္တိ, ဟဋ္ဋာပဏယော ရ္နမသ္ကာရေ ဘဇနဂေဟသျ ပြောစ္စာသနေ ဘောဇနဂၖဟသျ ပြဓာနသ္ထာနေ စ ပြီယန္တေ
Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù, hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù;
47 ဝိဓဝါနာံ သရွွသွံ ဂြသိတွာ ဆလေန ဒီရ္ဃကာလံ ပြာရ္ထယန္တေ စ တေၐု သာဝဓာနာ ဘဝတ, တေၐာမုဂြဒဏ္ဍော ဘဝိၐျတိ၊
int a zismantr tiez an intañvezed, hag a ra evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

< လူကး 20 >