< လူကး 18 >

1 အပရဉ္စ လောကဲရက္လာန္တဲ ရ္နိရန္တရံ ပြာရ္ထယိတဝျမ် ဣတျာၑယေန ယီၑုနာ ဒၖၐ္ဋာန္တ ဧကး ကထိတး၊
Jezuz a lavaras ivez dezho ar barabolenn-mañ, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred, hag hep skuizhañ.
2 ကုတြစိန္နဂရေ ကၑ္စိတ် ပြာဍွိဝါက အာသီတ် သ ဤၑွရာန္နာဗိဘေတ် မာနုၐာံၑ္စ နာမနျတ၊
Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue, ha n'en devoa respet ebet evit den.
3 အထ တတ္ပုရဝါသိနီ ကာစိဒွိဓဝါ တတ္သမီပမေတျ ဝိဝါဒိနာ သဟ မမ ဝိဝါဒံ ပရိၐ္ကုရွွိတိ နိဝေဒယာမာသ၊
Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour.
4 တတး သ ပြာဍွိဝါကး ကိယဒ္ဒိနာနိ န တဒင်္ဂီကၖတဝါန် ပၑ္စာစ္စိတ္တေ စိန္တယာမာသ, ယဒျပီၑွရာန္န ဗိဘေမိ မနုၐျာနပိ န မနျေ
E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den,
5 တထာပျေၐာ ဝိဓဝါ မာံ က္လိၑ္နာတိ တသ္မာဒသျာ ဝိဝါဒံ ပရိၐ္ကရိၐျာမိ နောစေတ် သာ သဒါဂတျ မာံ ဝျဂြံ ကရိၐျတိ၊
koulskoude, dre ma teu an intañvez-mañ da skuizhañ ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn.
6 ပၑ္စာတ် ပြဘုရဝဒဒ် အသာဝနျာယပြာဍွိဝါကော ယဒါဟ တတြ မနော နိဓဓွံ၊
Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se.
7 ဤၑွရသျ ယေ 'ဘိရုစိတလောကာ ဒိဝါနိၑံ ပြာရ္ထယန္တေ သ ဗဟုဒိနာနိ ဝိလမ္ဗျာပိ တေၐာံ ဝိဝါဒါန် ကိံ န ပရိၐ္ကရိၐျတိ?
Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezhañ noz-deiz, hag e taleo en o c'heñver?
8 ယုၐ္မာနဟံ ဝဒါမိ တွရယာ ပရိၐ္ကရိၐျတိ, ကိန္တု ယဒါ မနုၐျပုတြ အာဂမိၐျတိ တဒါ ပၖထိဝျာံ ကိမီဒၖၑံ ဝိၑွာသံ ပြာပ္သျတိ?
Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
9 ယေ သွာန် ဓာရ္မ္မိကာန် ဇ္ဉာတွာ ပရာန် တုစ္ဆီကုရွွန္တိ ဧတာဒၖဂ္ဘျး, ကိယဒ္ဘျ ဣမံ ဒၖၐ္ဋာန္တံ ကထယာမာသ၊
Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all:
10 ဧကး ဖိရူၑျပရး ကရသဉ္စာယီ ဒွါဝိမော် ပြာရ္ထယိတုံ မန္ဒိရံ ဂတော်၊
Daou zen a bignas d'an templ da bediñ; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan.
11 တတော'သော် ဖိရူၑျေကပါရ္ၑွေ တိၐ္ဌန် ဟေ ဤၑွရ အဟမနျလောကဝတ် လောဌယိတာနျာယီ ပါရဒါရိကၑ္စ န ဘဝါမိ အသျ ကရသဉ္စာယိနသ္တုလျၑ္စ န, တသ္မာတ္တွာံ ဓနျံ ဝဒါမိ၊
Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.
12 သပ္တသု ဒိနေၐု ဒိနဒွယမုပဝသာမိ သရွွသမ္ပတ္တေ ရ္ဒၑမာံၑံ ဒဒါမိ စ, ဧတတ္ကထာံ ကထယန် ပြာရ္ထယာမာသ၊
Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.
13 ကိန္တု သ ကရသဉ္စာယိ ဒူရေ တိၐ္ဌန် သွရ္ဂံ ဒြၐ္ဋုံ နေစ္ဆန် ဝက္ၐသိ ကရာဃာတံ ကုရွွန် ဟေ ဤၑွရ ပါပိၐ္ဌံ မာံ ဒယသွ, ဣတ္ထံ ပြာရ္ထယာမာသ၊
Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on!
14 ယုၐ္မာနဟံ ဝဒါမိ, တယောရ္ဒွယော ရ္မဓျေ ကေဝလး ကရသဉ္စာယီ ပုဏျဝတ္တွေန ဂဏိတော နိဇဂၖဟံ ဇဂါမ, ယတော ယး ကၑ္စိတ် သွမုန္နမယတိ သ နာမယိၐျတေ ကိန္တု ယး ကၑ္စိတ် သွံ နမယတိ သ ဥန္နမယိၐျတေ၊
Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.
15 အထ ၑိၑူနာံ ဂါတြသ္ပရ္ၑာရ္ထံ လောကာသ္တာန် တသျ သမီပမာနိနျုး ၑိၐျာသ္တဒ် ဒၖၐ္ဋွာနေတၖန် တရ္ဇယာမာသုး,
Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole d'ar re o degase.
16 ကိန္တု ယီၑုသ္တာနာဟူယ ဇဂါဒ, မန္နိကဋမ် အာဂန္တုံ ၑိၑူန် အနုဇာနီဓွံ တာံၑ္စ မာ ဝါရယတ; ယတ ဤၑွရရာဇျာဓိကာရိဏ ဧၐာံ သဒၖၑား၊
Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
17 အဟံ ယုၐ္မာန် ယထာရ္ထံ ဝဒါမိ, ယော ဇနး ၑိၑေား သဒၖၑော ဘူတွာ ဤၑွရရာဇျံ န ဂၖဟ္လာတိ သ ကေနာပိ ပြကာရေဏ တတ် ပြဝေၐ္ဋုံ န ၑက္နောတိ၊
Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
18 အပရမ် ဧကောဓိပတိသ္တံ ပပြစ္ဆ, ဟေ ပရမဂုရော, အနန္တာယုၐး ပြာပ္တယေ မယာ ကိံ ကရ္တ္တဝျံ? (aiōnios g166)
Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? (aiōnios g166)
19 ယီၑုရုဝါစ, မာံ ကုတး ပရမံ ဝဒသိ? ဤၑွရံ ဝိနာ ကောပိ ပရမော န ဘဝတိ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.
20 ပရဒါရာန် မာ ဂစ္ဆ, နရံ မာ ဇဟိ, မာ စောရယ, မိထျာသာက္ၐျံ မာ ဒေဟိ, မာတရံ ပိတရဉ္စ သံမနျသွ, ဧတာ ယာ အာဇ္ဉား သန္တိ တာသ္တွံ ဇာနာသိ၊
Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; Na lazh ket; Na laer ket; Na lavar ket a falstesteni; Enor da dad ha da vamm.
21 တဒါ သ ဥဝါစ, ဗာလျကာလာတ် သရွွာ ဧတာ အာစရာမိ၊
Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
22 ဣတိ ကထာံ ၑြုတွာ ယီၑုသ္တမဝဒတ်, တထာပိ တဝဲကံ ကရ္မ္မ နျူနမာသ္တေ, နိဇံ သရွွသွံ ဝိကြီယ ဒရိဒြေဘျော ဝိတရ, တသ္မာတ် သွရ္ဂေ ဓနံ ပြာပ္သျသိ; တတ အာဂတျ မမာနုဂါမီ ဘဝ၊
Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: Gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon.
23 ကိန္တွေတာံ ကထာံ ၑြုတွာ သောဓိပတိး ၑုၑောစ, ယတသ္တသျ ဗဟုဓနမာသီတ်၊
Pa en devoe klevet kement-se, e teuas gwall-drist; rak pinvidik bras e oa.
24 တဒါ ယီၑုသ္တမတိၑောကာနွိတံ ဒၖၐ္ဋွာ ဇဂါဒ, ဓနဝတာမ် ဤၑွရရာဇျပြဝေၑး ကီဒၖဂ် ဒုၐ္ကရး၊
Jezuz, o welout e oa deuet gwall-drist, a lavaras: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e rouantelezh Doue!
25 ဤၑွရရာဇျေ ဓနိနး ပြဝေၑာတ် သူစေၑ္ဆိဒြေဏ မဟာင်္ဂသျ ဂမနာဂမနေ သုကရေ၊
Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
26 ၑြောတာရး ပပြစ္ဆုသ္တရှိ ကေန ပရိတြာဏံ ပြာပ္သျတေ?
Ar re en kleve a lavaras: Ha piv a c'hell bezañ salvet?
27 သ ဥက္တဝါန်, ယန် မာနုၐေဏာၑကျံ တဒ် ဤၑွရေဏ ၑကျံ၊
Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue.
28 တဒါ ပိတရ ဥဝါစ, ပၑျ ဝယံ သရွွသွံ ပရိတျဇျ တဝ ပၑ္စာဒ္ဂါမိနော'ဘဝါမ၊
Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.
29 တတး သ ဥဝါစ, ယုၐ္မာနဟံ ယထာရ္ထံ ဝဒါမိ, ဤၑွရရာဇျာရ္ထံ ဂၖဟံ ပိတရော် ဘြာတၖဂဏံ ဇာယာံ သန္တာနာံၑ္စ တျက္တဝါ
Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe wreg, pe vreudeur, pe gerent, pe vugale, evit rouantelezh Doue,
30 ဣဟ ကာလေ တတော'ဓိကံ ပရကာလေ 'နန္တာယုၑ္စ န ပြာပ္သျတိ လောက ဤဒၖၑး ကောပိ နာသ္တိ၊ (aiōn g165, aiōnios g166)
ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
31 အနန္တရံ သ ဒွါဒၑၑိၐျာနာဟူယ ဗဘာၐေ, ပၑျတ ဝယံ ယိရူၑာလမ္နဂရံ ယာမး, တသ္မာတ် မနုၐျပုတြေ ဘဝိၐျဒွါဒိဘိရုက္တံ ယဒသ္တိ တဒနုရူပံ တံ ပြတိ ဃဋိၐျတေ;
Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet.
32 ဝသ္တုတသ္တု သော'နျဒေၑီယာနာံ ဟသ္တေၐု သမရ္ပယိၐျတေ, တေ တမုပဟသိၐျန္တိ, အနျာယမာစရိၐျန္တိ တဒွပုၐိ နိၐ္ဌီဝံ နိက္ၐေပ္သျန္တိ, ကၑာဘိး ပြဟၖတျ တံ ဟနိၐျန္တိ စ,
Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ,
33 ကိန္တု တၖတီယဒိနေ သ ၑ္မၑာနာဒ် ဥတ္ထာသျတိ၊
ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
34 ဧတသျား ကထာယာ အဘိပြာယံ ကိဉ္စိဒပိ တေ ဗောဒ္ဓုံ န ၑေကုး တေၐာံ နိကဋေ'သ္ပၐ္ဋတဝါတ် တသျဲတာသာံ ကထာနာမ် အာၑယံ တေ ဇ္ဉာတုံ န ၑေကုၑ္စ၊
Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
35 အထ တသ္မိန် ယိရီဟေား ပုရသျာန္တိကံ ပြာပ္တေ ကၑ္စိဒန္ဓး ပထး ပါရ္ၑွ ဥပဝိၑျ ဘိက္ၐာမ် အကရောတ္
Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent, hag a c'houlenne an aluzen;
36 သ လောကသမူဟသျ ဂမနၑဗ္ဒံ ၑြုတွာ တတ္ကာရဏံ ပၖၐ္ဋဝါန်၊
o klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se.
37 နာသရတီယယီၑုရျာတီတိ လောကဲရုက္တေ သ ဥစ္စဲရွက္တုမာရေဘေ,
Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared.
38 ဟေ ဒါယူဒး သန္တာန ယီၑော မာံ ဒယသွ၊
Neuze e krias: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
39 တတောဂြဂါမိနသ္တံ မော်နီ တိၐ္ဌေတိ တရ္ဇယာမာသုး ကိန္တု သ ပုနာရုဝန် ဥဝါစ, ဟေ ဒါယူဒး သန္တာန မာံ ဒယသွ၊
Ar re a yae a-raok a groze dezhañ evit ma tavje; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
40 တဒါ ယီၑုး သ္ထဂိတော ဘူတွာ သွာန္တိကေ တမာနေတုမ် အာဒိဒေၑ၊
Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas en degas d'e gavout; ha pa voe tostaet,
41 တတး သ တသျာန္တိကမ် အာဂမတ်, တဒါ သ တံ ပပြစ္ဆ, တွံ ကိမိစ္ဆသိ? တွဒရ္ထမဟံ ကိံ ကရိၐျာမိ? သ ဥက္တဝါန်, ဟေ ပြဘော'ဟံ ဒြၐ္ဋုံ လဘဲ၊
e c'houlennas outañ: Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.
42 တဒါ ယီၑုရုဝါစ, ဒၖၐ္ဋိၑက္တိံ ဂၖဟာဏ တဝ ပြတျယသ္တွာံ သွသ္ထံ ကၖတဝါန်၊
Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.
43 တတသ္တတ္က္ၐဏာတ် တသျ စက္ၐုၐီ ပြသန္နေ; တသ္မာတ် သ ဤၑွရံ ဓနျံ ဝဒန် တတ္ပၑ္စာဒ် ယယော်, တဒါလောကျ သရွွေ လောကာ ဤၑွရံ ပြၑံသိတုမ် အာရေဘိရေ၊
Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz, o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.

< လူကး 18 >