< मार्क 4 >

1 पुन्हा येशू सरोवराच्या किनाऱ्यावर शिक्षण देऊ लागला, तेव्हा त्याच्याजवळ फार मोठा समुदाय जमला, म्हणून तो सरोवरातील एका तारवात जाऊन बसला आणि सर्व लोक सरोवरकिनारी जमिनीवर होते.
Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn, e-tal ar mor, hag ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni, hag an holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
2 तो त्यास दाखले देऊन पुष्कळ गोष्टी शिकवू लागला आणि तो त्यांना म्हणाला;
Deskiñ a rae dezho kalz a draoù, dre barabolennoù, hag e lavare dezho en e gelennadurezh:
3 “ऐका, एक पेरणारा पेरणी करण्यास निघाला;
Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ;
4 आणि तो पेरत असताना असे झाले की, काही बी वाटेवर पडले, ते पक्ष्यांनी येऊन खाऊन टाकले.
hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
5 काही बी खडकाळ जमिनीत पडले, तेथे त्यास फारशी माती नव्हती. माती खोल नसल्यामुळे ते लगेच उगवले.
Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;
6 पण सूर्य वर आल्यावर ते उन्हाने करपले व मूळ नसल्याकारणाने ते वाळून गेले.
met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
7 काही बी काटेरी झुडपांमध्ये पडले व काटेरी झुडपांनीच वाढून त्याची वाढ खुंटवली, म्हणून त्यास काही पीक आले नाही.
Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
8 काही बी चांगल्या जमिनीत पडले ते उगवले, मोठे झाले व त्यास पीक आले; आणि त्याचे तीसपट, साठपट, शंभरपट असे उत्पन्न आले.”
Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
9 तो म्हणाला, “ज्याला ऐकण्यास कान आहेत तो ऐको.”
Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
10 १० तो एकांती असता त्याच्याबरोबर बारा जणांसह जे होते त्यांनी त्यास दाखल्यांविषयी विचारले.
Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ, gant an daouzek, a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
11 ११ तो त्यांना म्हणाला, “देवाच्या राज्याचे रहस्यदान तुम्हास दिले आहे, परंतु बाहेरच्यांना सर्वकाही दाखल्यांनी सांगण्यात येते.
Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] traoù kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
12 १२ यासाठी की त्यांनी पाहत असता पाहावे परंतु त्यांना दिसू नये, आणि ऐकत असता त्यांनी ऐकावे, पण समजू नये. नाही तर कदाचित त्यांची माने फिरतील आणि देव त्यांना क्षमा करील.”
evit o welout, e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout, e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent, ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù.
13 १३ तो म्हणाला, “हा दाखला तुम्हास समजला नाही काय, तर मग इतर बाकीचे दाखले तुम्हास कसे समजतील?
Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all?
14 १४ पेरणारा वचन पेरतो.
An hader a had ger Doue.
15 १५ वाटेवर वचन पेरले जाते तेथील लोक हे आहेत की, त्यांनी ऐकल्याबरोबर सैतान येऊन त्यांच्यातले पेरलेले वचन हिरावून घेतो.
Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met raktal m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù;
16 १६ तसेच खडकाळ जमिनीत पेरलेले हे आहेत की, वचन ऐकताच ते आनंदाने ग्रहण करतात;
ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer da gentañ gant joa;
17 १७ तथापि त्यांच्यामध्ये मूळ नसल्याकारणाने ते थोडा काळच टिकाव धरतात; मग वचनामुळे संकट आले किंवा छळ झाला म्हणजे ते लगेच अडखळतात.
met n'o deus ket a wrizienn enno oc'h-unan, ha ne badont nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent skouer fall.
18 १८ काटेरी झुडपांमध्ये पेरलेले हे आहेत की, ते वचन ऐकून घेतात,
Hag ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger;
19 १९ परंतु संसाराची चिंता, संपत्तीचा मोह व इतर गोष्टींचा लोभ ही त्यांच्यामध्ये शिरून वचनाची वाढ खुंटवतात आणि ते निष्फळ होते. (aiōn g165)
met prederioù ar bed-mañ, ha tromplerezh ar pinvidigezhioù hag an holl c'hoantoù evit an traoù all o tont, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. (aiōn g165)
20 २० चांगल्या जमिनीत पेरलेले हे आहेत की, ते वचन ऐकून त्याचा स्वीकार करतात मग कोणी तीसपट, कोणी साठपट, कोणी शंभरपट असे पीक देतात.”
Met ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer, hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
21 २१ आणखी येशू त्यास म्हणाला, “दिवा मापाखाली किंवा पलंगाखाली ठेवण्यासाठी आणतात काय? दिवठणीवर ठेवावा म्हणून आणतात ना?
Lavarout a reas dezho c'hoazh: Degas a reer ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, pe dindan ar gwele? N'eo ket evit he lakaat war ur c'hantolor?
22 २२ प्रत्येक गोष्ट जी झाकलेले आहे ती उघड होईल आणि प्रत्येक गुप्त गोष्ट जाहीर होईल.
Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl.
23 २३ ज्याला कान आहेत तो ऐको.”
Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
24 २४ तो त्यास म्हणाला, “तुम्ही जे काही ऐकता त्याविषयी सावध राहा, ज्या मापाने तुम्ही मापून द्याल त्याच मापाने तुम्हास मापून देण्यात येईल.
Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
25 २५ कारण ज्याच्याजवळ आहे त्यास आणखी दिले जाईल व ज्या कोणाजवळ नाही त्याच्यापासून जे आहे तेही काढून घेतले जाईल.”
Rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
26 २६ आणखी तो म्हणाला, “देवाचे राज्य असे आहे की, जणू काय एखादा मनुष्य जमिनीत बी टाकतो.
Lavarout a reas c'hoazh: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar;
27 २७ रात्री झोपी जातो व दिवसा उठतो आणि ते बी रुजते व वाढते हे कसे होते हे त्यास कळत नाही.
pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.
28 २८ जमीन आपोआप पीक देते, पहिल्याने अंकुर, मग कणीस, मग कणसात भरलेला दाणा.
Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
29 २९ पीक तयार होते तेव्हा तो त्यास लगेच विळा लावतो कारण कापणीची वेळ आलेली असते.”
Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ, dre ma'z eo prest an eost.
30 ३० आणखी तो म्हणाला, “आपण देवाच्या राज्याची तुलना कशासोबत करू शकतो किंवा कोणत्या दाखल्यात ते मांडावे?
Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
31 ३१ ते मोहरीच्या दाण्यासारखे आहे. जो जमिनीत पेरतेवेळी पृथ्वीवरील सर्व दाण्यात सर्वात लहान असला तरी,
Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar;
32 ३२ तो पेरल्यावर उगवून सर्व झाडांत मोठा होतो. त्यास मोठ्या फांद्या येतात आणि आकाशातील पाखरे त्याच्यावर घरटी बांधू शकतात.”
met goude ma vez hadet, e sav hag e teu brasoc'h eget al louzoù all, hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.
33 ३३ असले पुष्कळ दाखले देऊन, जसे त्यांच्याने ऐकवले तसे, तो त्यांना वचन सांगत असे.
Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout.
34 ३४ आणि दाखल्यावाचून तो त्यांच्याबरोबर बोलत नसे. परंतु एकांती तो आपल्या शिष्यांना सर्वकाही समजावून सांगत असे.
Ha ne gomze ket outo hep parabolenn; met a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
35 ३५ त्यादिवशी संध्याकाळ झाल्यावर येशू त्याच्या शिष्यांस म्हणाला, “आपण पलीकडे जाऊ या.”
En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour.
36 ३६ मग त्यांनी लोकसमुदायाला सोडले आणि तो तारवात होता तसेच ते त्यास घेऊन गेले. त्यांच्याबरोबर इतरही दुसरे तारू होते.
Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag, evel ma oa enni; hag e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
37 ३७ तेव्हा वाऱ्याचे मोठे वादळ सुटले आणि लाटा तारवावर अशा आदळू लागल्या की, ते पाण्याने भरू लागले.
Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
38 ३८ परंतु येशू मागच्या बाजूस वरामावर उशास घेऊन झोपी गेला होता. ते त्यास जागे करून म्हणाले, “गुरुजी, आपण बुडत आहोत तरी आपणास काळजी वाटत नाही काय?”
Eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp?
39 ३९ मग तो उठला आणि त्याने वाऱ्याला धमकावले आणि समुद्राला म्हणाला, “शांत हो! स्तब्ध राहा.” मग वारा थांबला व तेथे मोठी शांतता पसरली.
Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.
40 ४० तो त्यांना म्हणाला, “तुम्ही का भिता? तुमच्याकडे अजूनही विश्वास कसा काय नाही?”
Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?
41 ४१ परंतु ते अतिशय घाबरले आणि एकमेकास म्हणाले, “हा आहे तरी कोण, वारा आणि समुद्रदेखील याचे ऐकतात.” असा हा आहे तरी कोण?
Hag o devoe un aon bras, hag e lavarent an eil d'egile: Met piv eo hemañ, ma sent memes an avel hag ar mor outañ?

< मार्क 4 >