< Luc 7 >

1 Après avoir achevé de parler à l'oreille du peuple, il entra dans Capernaüm.
Goude m'en devoa Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas e Kafarnaoum.
2 Le serviteur d'un centurion, qui lui était cher, était malade et sur le point de mourir.
Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv, hag a yae da vervel.
3 Ayant entendu parler de Jésus, il lui envoya des anciens des Juifs, le priant de venir sauver son serviteur.
Ar c'hantener, o vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, a gasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien, da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer.
4 Lorsqu'ils arrivèrent auprès de Jésus, ils le supplièrent instamment en disant: « Il est digne que tu fasses cela pour lui,
Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se dezhañ,
5 car il aime notre nation, et c'est pour nous qu'il a bâti notre synagogue. »
rak karout a ra hor pobl; eñ eo, en deus lakaet sevel hor sinagogenn deomp.
6 Jésus alla avec eux. Comme il n'était plus très loin de la maison, le centurion lui envoya des amis pour lui dire: « Seigneur, ne te tourmente pas, car je ne suis pas digne que tu viennes sous mon toit.
Jezuz eta a yeas ganto. Ha pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned, da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket a boan, rak n'on ket din e teufes dindan va zoenn.
7 C'est pourquoi je ne me suis même pas cru digne de venir te voir; mais dis la parole, et mon serviteur sera guéri.
Abalamour da-se, ne'm eus ket kavet e oan din va-unan da vont betek ennout; met lavar ur ger, ha va mevel a vo yac'haet.
8 Car moi aussi, je suis un homme placé sous autorité, ayant sous mes ordres des soldats. Je dis à l'un: « Va », et il va; à un autre: « Viens », et il vient; à mon serviteur: « Fais ceci », et il le fait ».
Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
9 En entendant ces choses, Jésus s'étonna de lui, puis il se retourna et dit à la foule qui le suivait: « Je vous le dis, je n'ai pas trouvé une si grande foi, pas même en Israël. »
Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistreiñ, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
10 Ceux qui avaient été envoyés, étant retournés à la maison, trouvèrent que le serviteur qui avait été malade était guéri.
Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h ar mevel a oa bet klañv.
11 Peu après, il se rendit dans une ville appelée Naïn. Plusieurs de ses disciples, ainsi qu'une grande foule, l'accompagnèrent.
An deiz war-lerc'h, Jezuz a yeas d'ur gêr anvet Nain; kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
12 Comme il approchait de la porte de la ville, voici qu'on emportait un mort, fils unique de sa mère, qui était veuve. Beaucoup de gens de la ville étaient avec elle.
Evel ma tostaent ouzh dor kêr, setu e touged d'an douar unan marv, mab nemetañ e vamm, a oa intañvez; un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
13 Le Seigneur, en la voyant, eut pitié d'elle et lui dit: « Ne pleure pas. »
An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!
14 Il s'approcha et toucha le cercueil, et les porteurs s'arrêtèrent. Il dit: « Jeune homme, je te le dis, lève-toi! »
O vezañ tostaet, e stokas an arched, hag ar re en douge a arsavas; hag e lavaras: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
15 Celui qui était mort se redressa et se mit à parler. Puis il le confia à sa mère.
An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.
16 Tous furent saisis de crainte et glorifièrent Dieu en disant: « Un grand prophète s'est levé parmi nous » et « Dieu a visité son peuple ».
Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl.
17 Cette nouvelle se répandit à son sujet dans toute la Judée et dans toute la région environnante.
Ar vrud-se en em skuilhas dre holl Judea, ha dre an holl vro tro-war-dro.
18 Les disciples de Jean lui racontèrent toutes ces choses.
An holl draoù-mañ a voe lavaret da Yann gant e ziskibien.
19 Jean, ayant appelé à lui deux de ses disciples, les envoya vers Jésus, en disant: « Es-tu celui qui vient, ou devons-nous en chercher un autre? »
Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?
20 Les hommes, s'étant approchés de lui, dirent: « Jean le Baptiseur nous a envoyés vers toi, pour dire: « Es-tu celui qui vient, ou devons-nous en chercher un autre? ».
An dud-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a lavaras dezhañ: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout dit: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?
21 En cette heure-là, il guérit beaucoup de maladies, de fléaux et d'esprits mauvais, et il rendit la vue à beaucoup d'aveugles.
En eur-se zoken, Jezuz a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus an drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
22 Jésus leur répondit: « Allez annoncer à Jean ce que vous avez vu et entendu: que les aveugles recouvrent la vue, que les boiteux marchent, que les lépreux sont purifiés, que les sourds entendent, que les morts ressuscitent, et que la bonne nouvelle est annoncée aux pauvres.
Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien.
23 Heureux celui qui ne trouve en moi aucune occasion de chute! »
Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.
24 Lorsque les messagers de Jean furent partis, il se mit à dire à la foule, au sujet de Jean: « Qu'êtes-vous allés voir dans le désert? Un roseau secoué par le vent?
Ar re en devoa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
25 Mais qu'êtes-vous allés voir? Un homme vêtu d'un doux vêtement? Voici, ceux qui sont magnifiquement vêtus et qui vivent dans la délicatesse sont dans les cours des rois.
Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.
26 Mais vous, qu'êtes-vous allés voir? Un prophète? Oui, je vous le dis, et bien plus qu'un prophète.
Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
27 C'est celui dont il est écrit, Voici que j'envoie mon messager devant toi, qui préparera ton chemin devant toi.
Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a gempenno an hent a-raok dit.
28 « Car je vous le dis, parmi ceux qui sont nés de femmes, il n'y a pas de plus grand prophète que Jean le Baptiseur; or, celui qui est le plus petit dans le Royaume de Dieu est plus grand que lui. »
Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
29 Quand tout le peuple et les publicains entendirent cela, ils déclarèrent que Dieu est juste, ayant été baptisés par le baptême de Jean.
An holl dud o deus e glevet, hag ar bublikaned ivez; disklêriet o deus reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.
30 Mais les pharisiens et les juristes rejetèrent le conseil de Dieu, n'ayant pas été eux-mêmes baptisés par lui.
Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'o deus ket graet o badeziñ gantañ, o deus disprizet menoz Doue evito.
31 " A quoi dois-je donc comparer les gens de cette génération? A quoi ressemblent-ils?
Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel?
32 Ils ressemblent à des enfants qui, assis sur la place du marché, s'interpellent les uns les autres en disant: 'Nous avons sifflé pour vous, et vous n'avez pas dansé. Nous nous sommes lamentés, et vous n'avez pas pleuré.
Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr, hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù, ha n'hoc'h eus ket gouelet.
33 Car Jean le Baptiste n'est venu ni manger du pain ni boire du vin, et vous dites: « Il a un démon ».
Rak Yann-Vadezour a zo deuet, hep debriñ bara, hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ.
34 Le Fils de l'homme est venu en mangeant et en buvant, et vous dites: « Voici un glouton et un ivrogne, l'ami des publicains et des pécheurs ».
Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall.
35 La sagesse est justifiée par tous ses enfants. »
Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.
36 Un des pharisiens l'invita à manger avec lui. Il entra dans la maison du pharisien et se mit à table.
Ur farizian, o vezañ e bedet da zebriñ en e di, Jezuz a yeas e ti ar farizian, hag en em lakaas ouzh taol.
37 Et voici qu'une femme de la ville, qui était pécheresse, sachant qu'il était couché dans la maison du pharisien, apporta un vase d'albâtre rempli de parfum.
Ur wreg eus kêr, ur wreg a vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwez-vat,
38 Se tenant derrière à ses pieds en pleurant, elle se mit à mouiller ses pieds avec ses larmes, les essuya avec les cheveux de sa tête, baisa ses pieds et les oignit avec le parfum.
hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat.
39 Le pharisien qui l'avait invité, voyant cela, se dit: « Cet homme, s'il était prophète, aurait compris qui et quelle sorte de femme c'est qui le touche, que c'est une pécheresse. »
Ar farizian en devoa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
40 Jésus lui répondit: « Simon, j'ai quelque chose à te dire. » Il a dit: « Maître, parle. »
Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, bez' em eus un dra bennak da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Lavar anezhañ, Mestr.
41 « Un certain prêteur avait deux débiteurs. L'un devait cinq cents deniers, et l'autre cinquante.
Ur c'hredour en devoa daou zleour, unan a zlee dezhañ pemp kant diner, hag egile hanter-kant.
42 Comme ils ne pouvaient pas payer, il leur a pardonné à tous les deux. Lequel d'entre eux donc l'aimera le plus? »
Evel n'o devoa ket peadra da baeañ, eñ a bardonas o dle dezho o-daou. Lavar din eta pehini anezho o-daou en karo ar muiañ.
43 Simon répondit: « Celui, je suppose, à qui il a pardonné le plus. » Il lui dit: « Tu as bien jugé. »
Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini a zo bet pardonet ar muiañ dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ: barnet mat ec'h eus.
44 Se tournant vers la femme, il dit à Simon: « Vois-tu cette femme? Je suis entré dans ta maison, et tu ne m'as pas donné d'eau pour mes pieds, mais elle a mouillé mes pieds avec ses larmes, et les a essuyés avec les cheveux de sa tête.
Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelet a rez ar wreg-mañ? Deuet on ez ti, ha ne'c'h eus ket roet a zour din evit gwalc'hiñ va zreid; met hi he deus o douret gant he daeroù, hag he deus o sec'het gant he blev.
45 Tu ne m'as pas donné de baiser, mais elle, depuis que je suis entré, n'a pas cessé de baiser mes pieds.
Te, ne'c'h eus ket roet ur pok din; met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.
46 Tu n'as pas oint ma tête d'huile, mais elle a oint mes pieds de parfum.
Te, ne'c'h eus ket skuilhet a eoul war va fenn; met hi, he deus skuilhet eoul a c'hwezh-vat war va zreid.
47 C'est pourquoi je vous dis que ses péchés, qui sont nombreux, sont pardonnés, car elle a beaucoup aimé. Mais celui à qui on pardonne peu, aime peu. »
Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz; met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.
48 Il lui dit: « Tes péchés sont pardonnés. »
Neuze e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit.
49 Ceux qui étaient à table avec lui se mirent à dire en eux-mêmes: « Qui est celui-ci, qui pardonne même les péchés? »
Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno oc'h-unan: Piv eo hemañ, hag a bardon memes ar pec'hedoù?
50 Il dit à la femme: « Ta foi t'a sauvée. Va en paix. »
Met eñ a lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet; kae e peoc'h.

< Luc 7 >