Aionian Verses

Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn. (Geenna g1067)
(parallel missing)
Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. (Geenna g1067)
(parallel missing)
Ha ma ra da zorn dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. (Geenna g1067)
(parallel missing)
N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn. (Geenna g1067)
(parallel missing)
Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav. (Hadēs g86)
(parallel missing)
Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont. (aiōn g165)
(parallel missing)
An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. (aiōn g165)
(parallel missing)
an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled (aiōn g165)
(parallel missing)
Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. (aiōn g165)
(parallel missing)
Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh, (aiōn g165)
(parallel missing)
Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi. (Hadēs g86)
(parallel missing)
Ma ra da zorn pe da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou dorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn. (Geenna g1067)
(parallel missing)
Ha setu, un den a dostaas hag a lavaras da Jezuz: Mestr, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? (aiōnios g166)
(parallel missing)
Ha piv bennak en devo kuitaet abalamour da'm anv, breudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, pe diez, a resevo kant kement all, hag a herito ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. (aiōn g165)
(parallel missing)
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h. (Geenna g1067)
(parallel missing)
Naered, lignez a naered-gwiber, penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn? (Geenna g1067)
(parallel missing)
Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed? (aiōn g165)
(parallel missing)
Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled; (aiōnios g166)
(parallel missing)
Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.] (aiōn g165)
(parallel missing)
met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
Ach esan a their blaisbheum an aghaidh an Spioraid Naoimh, chan fhaigh e mathanas a chaoidh, ach bithidh e ciontach am peacadh siorruidh. (aiōn g165, aiōnios g166)
met prederioù ar bed-mañ, ha tromplerezh ar pinvidigezhioù hag an holl c'hoantoù evit an traoù all o tont, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. (aiōn g165)
Ach tha iomaguin an t-saoghail, agus mealltaireachd beartais, agus sannt air nithean eile a dol a stigh 'sa tachdadh an fhacail, agus ga fhagail gun toradh. (aiōn g165)
Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn, (Geenna g1067)
'S ma bheir do lamh sgainneal dhut, gearr dhiot i: is fhearr dhut a dhol a stigh gu beatha air lethlaimh, na dhol le da laimh a dh' iutharna gu teine nach smalar: (Geenna g1067)
Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha bezañ taolet er gehenn, [en tan divougus, (Geenna g1067)
Agus ma bheir do chas sgainneal dhut, gearr dhiot i: is fhearr dhut a dhol a stigh gu beatha air lethchois, na do thilgeadh le da chois a dh' iutharna gu teine nach tig as: (Geenna g1067)
Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn, (Geenna g1067)
Agus ma bheir do shuil sgainneal dhut, spion asad i: 's fhearr dhut a dhol a stigh do rioghachd Dhe le aon shuil, na do thilgeadh led dha shuil ann an teine iutharna: (Geenna g1067)
Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? (aiōnios g166)
'S nuair a dh' fhalbh e mach air a thurus, thainig duine araid 'na ruith, 'sa dol air a ghluinean air a bhialaobh, dh' fharraid e dheth, ag radh: A Mhaighistir mhath, ciod a ni mi gus a bheatha shiorruidh a chosnadh? (aiōnios g166)
ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale, hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
Nach fhaigh a chiad urad a nis san tim so fhein, tighean, agus braithrean, is peathraichean, is mathraichean, is clann, is fearann, am measg geur- leanmhuinn, agus a bheatha shiorruidh san ath shaoghal. (aiōn g165, aiōnios g166)
Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se. (aiōn g165)
'Sa freagairt, thuirt e rithe: A so suas gu brath na itheadh neach meas dhiot. Agus bha dheisciopuil ga chluinntinn. (aiōn g165)
Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin. (aiōn g165)
(parallel missing)
evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken. (aiōn g165)
(parallel missing)
evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed, (aiōn g165)
(parallel missing)
Int a bede anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder. (Abyssos g12)
(parallel missing)
Ha te, Kafarnaoum, savet out bet betek an neñv, hogen izelaet e vi betek lec'h ar marv. (Hadēs g86)
(parallel missing)
Neuze un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras da Jezuz evit e amprouiñ: Mestr, petra a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? (aiōnios g166)
(parallel missing)
Met me a ziskouezo deoc'h piv a zleit doujañ. Doujit an hini en deus, goude bezañ lamet ar vuhez, ar galloud da gas d'ar gehenn; ya, me a lavar deoc'h, hennezh eo an hini a zleit doujañ. (Geenna g1067)
(parallel missing)
Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn. (aiōn g165)
(parallel missing)
Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltennoù peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre; (Hadēs g86)
(parallel missing)
Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? (aiōnios g166)
(parallel missing)
ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
(parallel missing)
Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez, hag a ro da zimeziñ. (aiōn g165)
(parallel missing)
Met ar re a vo kavet din da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv, ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ. (aiōn g165)
(parallel missing)
evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ. (aiōnios g166)
(parallel missing)
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken sec'hed; hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
(parallel missing)
An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved. (aiōnios g166)
(parallel missing)
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ. (aiōnios g166)
(parallel missing)
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h: An hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv; mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c'hig. Reiñ a rin anezhañ evit buhez ar bed. (aiōn g165)
(parallel missing)
An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken. (aiōn g165)
(parallel missing)
Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus komzoù ar vuhez peurbadus, (aiōnios g166)
(parallel missing)
Hag ar mevel ne chom ket atav en ti; met ar mab a chom ennañ atav. (aiōn g165)
(parallel missing)
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. (aiōn g165)
(parallel missing)
Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Anavezout a reomp bremañ ez eus un diaoul ennout; Abraham a zo marv, hag ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. (aiōn g165)
(parallel missing)
N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall. (aiōn g165)
(parallel missing)
Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn. (aiōn g165, aiōnios g166)
(parallel missing)
Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se? (aiōn g165)
(parallel missing)
An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? (aiōn g165)
(parallel missing)
Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn eo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin. (aiōn g165)
(parallel missing)
Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h, (aiōn g165)
(parallel missing)
hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ. (aiōnios g166)
(parallel missing)
Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset. (aiōnios g166)
(parallel missing)

BRE > Aionian Verses: 71
SGM > Aionian Verses: 8