< Matthieu 9 >

1 Neuze, o vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e gêr.
ⲁ̅ⲁϥⲁⲗⲉ ⲇⲉ ⲉⲡϫⲟⲓ ⲁϥϫⲓⲟⲟⲣ ⲁϥⲉⲓ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉⲧⲉϥⲡⲟⲗⲓⲥ ⲙⲙⲓⲛ ⲙⲙⲟϥ.
2 Ha setu e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲁⲩⲉⲓⲛⲉ ⲛⲁϥ ⲛⲟⲩⲣⲱⲙⲉ ⲉϥⲥⲏϭ ⲉϥⲛⲏϫ ϩⲓϫⲛⲟⲩⲙⲁ ⲛⲛⲕⲟⲧⲕ. ⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲛⲧⲉⲣⲉϥⲛⲁⲩ ⲉⲧⲉⲩⲡⲓⲥⲧⲓⲥ ⲡⲉϫⲁϥ ⲙⲡⲉⲧⲥⲏϭ. ϫⲉ ⲧⲱⲕ ⲙⲙⲟⲕ ⲡⲁϣⲏⲣⲉ ⲛⲉⲕⲛⲟⲃⲉ ⲕⲏ ⲛⲁⲕ ⲉⲃⲟⲗ.
3 Neuze ur re eus ar skribed a soñje en o c'halonoù: Hemañ a wallgomz.
ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲓⲥϩⲟⲓⲛⲉ ⲛⲛⲉⲫⲣⲁⲙⲙⲁⲧⲉⲩⲥ ⲡⲉϫⲁⲩ ϩⲣⲁⲓ ⲛϩⲏⲧⲟⲩ. ϫⲉ ⲡⲁⲓ ⲉϥϫⲓⲟⲩⲁ.
4 Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
ⲇ̅ⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲉϥⲥⲟⲟⲩⲛ ⲛⲛⲉⲩⲙⲉⲉⲩⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲁϩⲣⲱⲧⲛ ⲧⲉⲧⲛⲙⲉⲉⲩⲉ ⲉϩⲉⲛⲡⲉⲑⲟⲟⲩ ϩⲣⲁⲓ ϩⲛⲛⲉⲧⲛϩⲏⲧ.
5 Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?
ⲉ̅ⲁϣ ⲅⲁⲣ ⲡⲉⲧⲙⲟⲧⲛ. ⲉϫⲟⲟⲥ ⲡⲉ ϫⲉ ⲛⲉⲕⲛⲟⲃⲉ ⲕⲏ ⲛⲁⲕ ⲉⲃⲟⲗ ϫⲛⲉϫⲟⲟⲥ ⲡⲉ ϫⲉ ⲧⲱⲟⲩⲛ ⲛⲅⲙⲟⲟϣⲉ.
6 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
ⲋ̅ϫⲉⲕⲁⲥ ⲇⲉ ⲉⲧⲉⲧⲛⲉⲉⲓⲙⲉ. ϫⲉ ⲟⲩⲛⲧⲉⲡϣⲏⲣⲉ ⲙⲡⲣⲱⲙⲉ ⲉⲝⲟⲩⲥⲓⲁ ⲉϩⲣⲁⲓ ϩⲓϫⲙⲡⲕⲁϩ ⲉⲕⲁⲛⲟⲃⲉ ⲉⲃⲟⲗ. ⲧⲟⲧⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲙⲡⲉⲧⲥⲏϭ. ϫⲉ ⲧⲱⲟⲩⲛ ⲛⲅϥⲓ ⲙⲡⲉⲕϭⲗⲟϭ ⲛⲅⲃⲱⲕ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉⲡⲉⲕⲏⲓ.
7 Hag e savas, hag ez eas d'e di.
ⲍ̅ⲁϥⲧⲱⲟⲩⲛ ⲇⲉ ⲁϥⲃⲱⲕ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉⲡⲉϥⲏⲓ.
8 Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud.
ⲏ̅ⲁⲩⲛⲁⲩ ⲇⲉ ⲛϭⲓⲙⲙⲏⲏϣⲉ ⲁⲩⲣϩⲟⲧⲉ ⲁⲩⲱ ⲁⲩϯⲉⲟⲟⲩ ⲙⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲡⲉⲛⲧⲁϥϯⲉⲝⲟⲩⲥⲓⲁ ⲛⲧⲉⲓⲙⲓⲛⲉ ⲛⲛⲣⲱⲙⲉ.
9 Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
ⲑ̅ⲛⲧⲉⲣⲉⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲡⲁⲣⲁⲅⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ ⲁϥⲛⲁⲩ ⲉⲩⲣⲱⲙⲉ ⲉϥϩⲙⲟⲟⲥ ϩⲓⲡⲉϥⲧⲉⲗⲱⲛⲓⲟⲛ ⲉⲡⲉϥⲣⲁⲛ ⲡⲉ ⲙⲁⲑⲑⲁⲓⲟⲥ. ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲟⲩⲁϩⲕ ⲛⲥⲱⲓ. ⲁϥⲧⲱⲟⲩⲛ ⲇⲉ ⲁϥⲟⲩⲁϩϥ ⲛⲥⲱϥ.
10 Jezuz o vezañ ouzh taol en ti, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.
ⲓ̅ⲁⲥϣⲱⲡⲉ ⲇⲉ ⲉϥⲛⲏϫ ϩⲣⲁⲓ ϩⲙⲡⲉϥⲏⲓ. ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲛⲉⲩⲛϩⲁϩ ⲛⲧⲉⲗⲱⲛⲏⲥ. ϩⲓⲣⲉϥⲣⲛⲟⲃⲉ. ⲉⲩⲛⲏⲩ ⲉⲩⲛⲟⲩϫⲉ ⲙⲙⲟⲟⲩ ⲙⲛⲓ̅ⲥ̅ ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ.
11 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
ⲓ̅ⲁ̅ⲁⲩⲛⲁⲩ ⲇⲉ ⲛϭⲓⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ. ϫⲉ ⲉⲧⲃⲉⲟⲩ ⲡⲉⲧⲛⲥⲁϩ ⲟⲩⲱⲙ ⲙⲛⲛⲧⲉⲗⲱⲛⲏⲥ ⲁⲩⲱ ⲛⲣⲉϥⲣⲛⲟⲃⲉ.
12 Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
ⲓ̅ⲃ̅ⲛⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲁϥⲥⲱⲧⲙ ⲡⲉϫⲁϥ. ϫⲉ ⲛⲉⲧⲧⲏⲕ ⲁⲛ ⲛⲉⲧⲣⲭⲣⲓⲁ ⲙⲡⲥⲁⲉⲓⲛ. ⲁⲗⲗⲁ ⲛⲉⲧⲙⲟⲕϩ ⲛⲉ.
13 Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
ⲓ̅ⲅ̅ⲃⲱⲕ ⲇⲉ ⲛⲧⲉⲧⲛⲉⲓⲙⲉ ϫⲉ ⲟⲩ ⲡⲉ ⲉⲓⲟⲩⲉϣⲟⲩⲛⲁ ⲉϩⲟⲩⲉⲟⲩⲑⲩⲥⲓⲁ. ⲛⲧⲁⲓⲉⲓ ⲅⲁⲣ ⲁⲛ ⲉⲧⲉϩⲙⲛⲇⲓⲕⲁⲓⲟⲥ. ⲁⲗⲗⲁ ⲛⲣⲉϥⲣⲛⲟⲃⲉ ⲉⲩⲙⲉⲧⲁⲛⲟⲓⲁ.
14 Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
ⲓ̅ⲇ̅ⲧⲟⲧⲉ ⲁⲩϯⲡⲉⲩⲟⲩⲟⲓ ⲉⲣⲟϥ ⲛϭⲓⲙⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲛⲓⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲉⲩϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲉⲧⲃⲉⲟⲩ ⲁⲛⲟⲛ ⲙⲛⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲧⲛⲛⲏⲥⲧⲉⲩⲉ ⲛϩⲁϩ ⲛⲥⲟⲡ. ⲛⲉⲕⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲇⲉ ⲛⲥⲉⲛⲏⲥⲧⲉⲩⲉ ⲁⲛ.
15 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
ⲓ̅ⲉ̅ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅. ϫⲉ ⲙⲏ ⲟⲩⲛϭⲟⲙ ⲛⲛⲉϣⲏⲣⲉ ⲙⲡⲙⲁⲧϣⲉⲗⲉⲉⲧ ⲉⲛⲏⲥⲧⲉⲩⲉ ⲉⲫⲟⲥⲟⲛ ⲡⲁⲧϣⲉⲗⲉⲉⲧ ϣⲟⲟⲡ ⲛⲙⲙⲁⲩ. ⲥⲉⲛⲏⲩ ⲇⲉ ⲛϭⲓϩⲉⲛϩⲟⲟⲩ. ϩⲟⲧⲁⲛ ⲉⲩϣⲁⲛϥⲓ ⲙⲡⲁⲧϣⲉⲗⲉⲉⲧ ⲛⲧⲟⲟⲧⲟⲩ ⲧⲟⲧⲉ ⲥⲉⲛⲁⲛⲏⲥⲧⲉⲩⲉ.
16 Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h.
ⲓ̅ⲋ̅ⲙⲉⲣⲉⲗⲁⲁⲩ ϩⲓⲟⲩⲧⲟⲉⲓⲥ ⲛϣⲁⲓ ⲉⲩϣⲧⲏⲛ ⲙⲡⲗϭⲉ. ⲥⲛⲁϥⲓ ⲅⲁⲣ ⲙⲡⲉⲥⲕⲱⲧⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛⲧⲉϣⲧⲏⲛ ⲛϥϣⲱⲡⲉ ⲛϭⲓⲟⲩⲛⲟϭ ⲙⲡⲱϩ.
17 Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.
ⲓ̅ⲍ̅ⲟⲩⲇⲉ ⲙⲉⲩⲛⲉϫⲙⲣⲓⲥ ⲉϩⲱⲧ ⲛⲁⲥ. ⲉϣⲱⲡⲉ ⲙⲙⲟⲛ ϣⲁⲩⲡⲱϩ ⲛϭⲓⲛϩⲱⲧ. ⲛⲧⲉⲡⲏⲣⲡ ⲡⲱⲛ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲧⲉⲛⲕⲉϩⲱⲧ ⲧⲁⲕⲟ. ⲁⲗⲗⲁ ⲛϣⲁⲩⲛⲉϫⲏⲣⲡ ⲛⲃⲣⲣⲉ ⲉⲁⲥⲕⲟⲥ ⲛⲃⲣⲣⲉ ⲛⲥⲉϣⲱⲡⲉ ⲉⲩⲟⲩⲟϫ ⲙⲡⲉⲥⲛⲁⲩ.
18 Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo
ⲓ̅ⲏ̅ⲛⲁⲓ ⲉϥϫⲱ ⲙⲙⲟⲟⲩ ⲛⲁⲩ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲉⲓⲥⲟⲩⲁⲣⲭⲱⲛ ⲁϥϯⲡⲉϥⲟⲩⲟⲓ ⲉⲣⲟϥ ⲁϥⲟⲩⲱϣⲧ ⲛⲁϥ ⲉϥϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ ϫⲉ ⲁⲧⲁϣⲉⲉⲣⲉ ⲙⲟⲩ ⲧⲉⲛⲟⲩ ⲁⲗⲗⲁ ⲁⲙⲟⲩ ⲛⲅⲧⲁⲗⲟ ⲛⲧⲉⲕϭⲓϫ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉϫⲱⲥ ⲁⲩⲱ ⲥⲛⲁⲱⲛϩ.
19 Jezuz a savas, hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien.
ⲓ̅ⲑ̅ⲁϥⲧⲱⲟⲩⲛ ⲇⲉ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅ ⲁϥⲟⲩⲁϩϥ ⲛⲥⲱϥ ⲙⲛⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ.
20 Setu ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad.
ⲕ̅ⲉⲓⲥⲟⲩⲥϩⲓⲙⲉ ⲇⲉ ⲉⲣⲉⲡⲉⲥⲛⲟϥ ϣⲟⲟⲡ ϩⲁⲣⲟⲥ ⲙⲙⲛⲧⲥⲛⲟⲟⲩⲥⲉ ⲛⲣⲟⲙⲡⲉ. ⲁⲥϯⲡⲉⲥⲟⲩⲟⲓ ⲡⲁϩⲟⲩ ⲙⲙⲟϥ ⲁⲥϫⲱϩ ⲉⲡⲧⲟⲡ ⲙⲡⲉϥϩⲟⲓⲧⲉ.
21 Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
ⲕ̅ⲁ̅ⲛⲉⲥϫⲱ ⲅⲁⲣ ⲙⲙⲟⲥ ϩⲣⲁⲓ ⲛϩⲏⲧⲥ. ϫⲉ ⲉⲓϣⲁⲛϫⲱϩ ⲙⲙⲁⲧⲉ ⲉⲡⲧⲟⲡ ⲛⲧⲉϥϣⲧⲏⲛ ϯⲛⲁⲟⲩϫⲁⲓ.
22 Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se.
ⲕ̅ⲃ̅ⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲁϥⲕⲟⲧϥ ⲁϥⲛⲁⲩ ⲉⲣⲟⲥ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲥ. ϫⲉ ⲧⲱⲕ ⲙⲙⲟ ⲧⲁϣⲉⲉⲣⲉ ⲧⲟⲩⲡⲓⲥⲧⲓⲥ ⲧⲉ ⲛⲧⲁⲥⲛⲁϩⲙⲉ. ⲁⲩⲱ ⲁⲥⲟⲩϫⲁⲓ ⲛϭⲓⲧⲉⲥϩⲓⲙⲉ ϫⲓⲛⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ.
23 Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,
ⲕ̅ⲅ̅ⲛⲧⲉⲣⲉϥⲉⲓ ⲇⲉ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉⲡⲏⲓ ⲙⲡⲁⲣⲭⲱⲛ ⲁϥⲛⲁⲩ ⲉⲛⲣⲉϥϫⲟⲟⲩⲉ ⲙⲛⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲩϣⲧⲣⲧⲱⲣ.
24 e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank-mañ n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outañ
ⲕ̅ⲇ̅ⲡⲉϫⲁϥ ϫⲉ ⲁⲛⲁⲭⲱⲣⲉⲓ ⲛⲏⲧⲛ ⲙⲡⲉⲥⲙⲟⲩ ⲅⲁⲣ ⲛϭⲓⲧϣⲉⲉⲣⲉ ϣⲏⲙ. ⲁⲗⲗⲁ ⲉⲥⲛⲕⲟⲧⲕ. ⲛⲧⲟⲟⲩ ⲇⲉ ⲛⲉⲩⲥⲱⲃⲉ ⲛⲥⲱϥ ⲉⲩⲥⲟⲟⲩⲛ ϫⲉ ⲁⲥⲙⲟⲩ.
25 Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank, hag hi a savas.
ⲕ̅ⲉ̅ⲛⲧⲉⲣⲟⲩⲛⲟⲩϫⲉ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲙⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲁϥⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲁϥⲁⲙⲁϩⲧⲉ ⲛⲧⲉⲥϭⲓϫ. ⲁⲥⲧⲱⲟⲩⲛ ⲛϭⲓⲧϣⲉⲉⲣⲉ ϣⲏⲙ.
26 Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.
ⲕ̅ⲋ̅ⲡⲉϥⲥⲟⲉⲓⲧ ⲁϥⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲕⲁϩ ⲧⲏⲣϥ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ.
27 Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
ⲕ̅ⲍ̅ⲉϥⲡⲁⲣⲁⲅⲉ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅ ⲁⲩⲟⲩⲁϩⲟⲩ ⲛⲥⲱϥ ⲛϭⲓⲃⲗⲗⲉ ⲥⲛⲁⲩ ⲉⲩϫⲓϣⲕⲁⲕ ⲉⲃⲟⲗ ⲉⲩϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲛⲁ ⲛⲁⲛ ⲓ̅ⲥ̅ ⲡϣⲏⲣⲉ ⲛⲇ̅ⲁ̅ⲇ̅.
28 Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
ⲕ̅ⲏ̅ⲛⲧⲉⲣⲉϥⲉⲓ ⲇⲉ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉⲡⲏⲓ ⲁⲩϯⲡⲉⲩⲟⲩⲟⲓ ⲉⲣⲟϥ ⲛϭⲓⲛⲃⲗⲗⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅. ϫⲉ ⲧⲉⲧⲛⲡⲓⲥⲧⲉⲩⲉ ϫⲉ ⲟⲩⲛϭⲟⲙ ⲙⲙⲟⲓ ⲉⲣⲡⲁⲓ. ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲥⲉ ⲡϫⲟⲉⲓⲥ.
29 Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz.
ⲕ̅ⲑ̅ⲧⲟⲧⲉ ⲁϥϫⲱϩ ⲉⲛⲉⲩⲃⲁⲗ ⲉϥϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲕⲁⲧⲁⲧⲉⲧⲛⲡⲓⲥⲧⲓⲥ ⲙⲁⲣⲉⲥϣⲱⲡⲉ ⲛⲏⲧⲛ.
30 Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
ⲗ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲟⲩⲱⲛ ⲛϭⲓⲛⲉⲩⲃⲁⲗ. ⲁϥϩⲱⲛ ⲉⲧⲟⲟⲧⲟⲩ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅ ⲉϥϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ϭⲱϣⲧ ⲙⲡⲣⲧⲣⲉⲗⲁⲁⲩ ⲉⲓⲙⲉ.
31 Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro.
ⲗ̅ⲁ̅ⲛⲧⲟⲟⲩ ⲇⲉ ⲁⲩⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲩϯ ⲙⲡⲉϥⲥⲟⲉⲓⲧ ϩⲙⲡⲕⲁϩ ⲧⲏⲣϥ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ.
32 Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul.
ⲗ̅ⲃ̅ⲉϥⲛⲏⲩ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ. ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲁⲩⲉⲓⲛⲉ ⲛⲁϥ ⲛⲟⲩⲙⲡⲟ ⲉⲣⲉⲟⲩⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ ϩⲓⲱⲱϥ.
33 Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.
ⲗ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲛⲧⲉⲣⲉϥⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲙⲡⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ ⲁϥϣⲁϫⲉ ⲛϭⲓⲡⲉⲙⲡⲟ. ⲁⲩⲣϣⲡⲏⲣⲉ ⲛϭⲓⲙⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲩϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲙⲡⲉⲟⲩⲟⲛ ⲛⲧⲉⲓϩⲉ ⲟⲩⲱⲛϩ ⲉⲃⲟⲗ ⲉⲛⲉϩ ϩⲙⲡⲓ̅ⲏ̅ⲗ̅.
34 Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
ⲗ̅ⲇ̅ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲇⲉ ⲛⲉⲩϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ϩⲣⲁⲓ ϩⲙⲡⲁⲣⲭⲱⲛ ⲛⲛⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ ⲉϥⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲛⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ.
35 Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.
ⲗ̅ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥⲙⲟⲩϣⲧ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅ ⲛⲙⲡⲟⲗⲓⲥ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲙⲛⲛⲧⲙⲉ ⲉϥϯⲥⲃⲱ ϩⲣⲁⲓ ϩⲛⲛⲉⲩⲥⲩⲛⲁⲅⲱⲅⲏ. ⲁⲩⲱ ⲉϥⲧⲁϣⲉⲟⲉⲓϣ ⲙⲡⲉⲩⲁⲅⲅⲉⲗⲓⲟⲛ ⲛⲧⲙⲛⲧⲣⲣⲟ ⲉϥⲣⲡⲁϩⲣⲉ ⲉϣⲱⲛⲉ ⲛⲓⲙ ϩⲓⲗⲟϫⲗⲉϫ ⲛⲓⲙ.
36 O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor.
ⲗ̅ⲋ̅ⲛⲧⲉⲣⲉϥⲛⲁⲩ ⲇⲉ ⲉⲙⲙⲏⲏϣⲉ ⲁϥϣⲛϩⲧⲏϥ ϩⲁⲣⲟⲟⲩ ϫⲉ ⲛⲉⲩⲥⲕⲩⲗⲗⲉⲓ ⲡⲉ. ⲁⲩⲱ ⲛⲉⲩⲛⲏϫ ⲛⲑⲉ ⲛⲛⲉⲓⲉⲥⲟⲟⲩ ⲉⲧⲉⲙⲛⲧⲟⲩϣⲱⲥ.
37 Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.
ⲗ̅ⲍ̅ⲧⲟⲧⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ϫⲉ ⲡⲱϩⲥ ⲙⲉⲛ ⲛⲁϣⲱϥ. ⲛⲉⲣⲅⲁⲧⲏⲥ ⲇⲉ ⲥⲟⲃⲕ.
38 Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
ⲗ̅ⲏ̅ⲥⲉⲡⲥⲡϫⲟⲉⲓⲥ ϭⲉ ⲙⲡⲱϩⲥ. ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉϥⲉⲛⲉϫⲉⲣⲅⲁⲧⲏⲥ ⲉⲃⲟⲗ ⲉⲡⲉϥⲱϩⲥ.

< Matthieu 9 >