< Matthieu 3 >

1 En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:
בימים ההם בא יוחנן המטביל ויהי קרא במדבר יהודה לאמר׃
2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
שובו כי מלכות השמים הגיעה׃
3 Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
הלא זה הוא אשר נבא עליו ישעיהו הנביא לאמר קול קורא במדבר פנו דרך יהוה ישרו מסלותיו׃
4 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
והוא יוחנן לבושו שער גמלים ואזור עור במתניו ומאכלו חגבים ודבש היער׃
5 An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,
ויצאו אליו ישבי ירושלים וכל יהודה וכל ככר הירדן׃
6 hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.
ויטבלו על ידו בירדן מתודים את חטאתם׃
7 Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
ויהי כראותו רבים מן הפרושים והצדוקים נגשים לטבילתו ויאמר להם ילדי הצפעונים מי השכיל אתכם להמלט מן הקצף הבא׃
8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,
לכן עשו פרי הראוי לתשובה׃
9 ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
ואל תחשבו בלבבכם לאמר אברהם הוא אבינו כי אני אמר לכם כי מן האבנים האלה יכול האלהים להקים בנים לאברהם׃
10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
וכבר הושם הגרזן על שרש העצים והנה כל עץ אשר איננו עשה פרי טוב יגדע וישלך באש׃
11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
הן אנכי טובל אתכם במים לתשובה והבא אחרי חזק הוא ממני אשר אינני כדי לשאת נעליו והוא יטבל אתכם ברוח הקדש ובאש׃
12 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
אשר בידו המזרה וזרה את גרנו ואסף את דגנו אל אוצרו ואת המץ ישרפנו באש אשר לא תכבה׃
13 Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ.
ויבא ישוע מן הגליל הירדנה אל יוחנן להטבל על ידו׃
14 Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
ויוחנן חשך אותו לאמר אני צריך להטבל על ידך ואתה בא אלי׃
15 Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober.
ויען ישוע ויאמר אליו הניחה לי כי כן נאוה לנו למלא כל הצדקה וינח לו׃
16 Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.
ויהי כאשר נטבל ישוע וימהר לעלות מן המים והנה נפתחו לו השמים וירא את רוח אלהים יורדת כיונה ונחה עליו׃
17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
והנה קול מן השמים אומר זה בני ידידי אשר רצתה נפשי בו׃

< Matthieu 3 >