< Matthieu 13 >

1 An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.
E Jesus, tendo saído da casa naquele dia, estava assentado junto ao mar;
2 Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas; an holl bobl a chomas war an aod.
E ajuntou-se muita gente ao pé dele, de sorte que, entrando num barco, se assentou; e toda a multidão estava em pé na praia.
3 Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù, hag e lavaras:
E falou-lhe de muitas coisas por parábolas, dizendo: Eis que o semeador saiu a semear.
4 Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ; hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
E, quando semeava, uma parte da semente caiu ao pé do caminho, e vieram as aves, e comeram-na;
5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;
E outra parte caiu em pedregais, onde não havia terra bastante, e logo nasceu, porque não tinha terra funda;
6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
Mas, vindo o sol, queimou-se, e secou-se, porque não tinha raiz.
7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas.
E outra caiu em espinhos, e os espinhos cresceram, e sufocaram-na.
8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.
E outra caiu em boa terra, e deu fruto: um grão produziu cem, outro sessenta e outro trinta.
9 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Quem tem ouvidos para ouvir, ouça.
10 E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù?
E, acercando-se dele os discípulos, disseram-lhe: Porque lhes falas por parábolas?
11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.
Ele, respondendo, disse-lhes: Porque a vós é dado conhecer os mistérios do reino dos céus, mas a eles não é dado
12 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
Porque àquele que tem, se dará, e terá em abundância; mas àquele que não tem, até aquilo que tem lhe será tirado
13 Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket.
Por isso lhes falo por parábolas; porque eles, vendo, não veem; e, ouvindo, não ouvem nem compreendem.
14 Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket.
E neles se cumpre a profecia de Isaias, que diz: Ouvindo, ouvireis, mas não compreendereis, e, vendo, vereis, mas não percebereis.
15 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik; pounnerglevet o deus o divskouarn, ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, ha na yac'hafen anezho.
Porque o coração deste povo está endurecido, e ouviram de mau grado com seus ouvidos, e fecharam seus olhos; para que não vejam com os olhos, e ouçam com os ouvidos, e compreendam com o coração, e se convertam, e eu os cure.
16 Eürus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont.
Mas bem-aventurados os vossos olhos, porque veem, e os vossos ouvidos, porque ouvem.
17 Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit, ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit, ha n'o deus ket e glevet.
Porque em verdade vos digo que muitos profetas e justos desejaram ver o que vós vedes, e não o viram; e ouvir o que vós ouvis e não o ouviram,
18 Selaouit eta ar pezh a dalv parabolenn an hader.
Escutai vós pois a parábola do semeador.
19 Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Ouvindo alguém a palavra do reino, e não a entendendo, vem o maligno, e arrebata o que foi semeado no seu coração; este é o que foi semeado ao pé do caminho;
20 An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa;
Porém o que foi semeado em pedregais é o que ouve a palavra, e logo a recebe com alegria;
21 met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall.
Mas não tem raiz em si mesmo, antes é temporão; e, chegada a angústia e a perseguição por causa da palavra, logo se ofende;
22 An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. (aiōn g165)
E o que foi semeado em espinhos é o que ouve a palavra, mas os cuidados deste mundo, e a sedução das riquezas, sufocam a palavra, e fica infrutífera; (aiōn g165)
23 An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger hag en kompren; dougen a ra frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.
Mas o que foi semeado em boa terra é o que ouve e compreende a palavra; e dá fruto, e um produz cem, outro sessenta, e outro trinta.
24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
Propos-lhes outra parábola, dizendo: O reino dos céus é semelhante ao homem que semeia boa semente no seu campo;
25 Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit.
Mas, dormindo os homens, veio o seu inimigo, e semeou joio no meio do trigo, e retirou-se.
26 Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.
E, quando a erva cresceu e frutificou, apareceu também o joio.
27 Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
E os servos do pai de família, indo ter com ele, disseram-lhe: Senhor, não semeaste tu no teu campo boa semente? Porque tem então joio?
28 Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?
E ele lhes disse: Um homem inimigo é que fez isso. E os servos lhe disseram: Queres pois que vamos colhe-lo?
29 Nann, emezañ dezho, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.
Porém ele lhes disse: Não; para que ao colher o joio não arranqueis também o trigo com ele.
30 Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag en endrammit evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
Deixai crescer ambos juntos até à ceifa; e, por ocasião da ceifa, direi aos ceifeiros: Colhei primeiro o joio, e atai-o em molhos para o queimar; mas o trigo ajuntai-o no meu celeiro.
31 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark;
Outra parábola lhes propôs, dizendo: O reino dos céus é semelhante ao grão de mostarda que o homem, pegando dele, semeou no seu campo;
32 ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
O qual é realmente a mais pequena de todas as sementes; mas, crescendo, é a maior das plantas, e faz-se uma árvore, de sorte que veem as aves do céu, e se aninham nos seus ramos.
33 Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
Outra parábola lhes disse: O reino dos céus é semelhante ao fermento, que uma mulher, pegando dele, introduz em três medidas de farinha, até que tudo esteja levedado.
34 Jezuz a lavaras an holl draoù-se d'ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
Tudo isto disse Jesus por parábolas à multidão, e não lhes falava sem parábolas;
35 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genou gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.
Para que se cumprisse o que fôra dito pelo profeta, que disse: Abrirei em parábolas a minha boca; publicarei coisas ocultas desde a fundação do mundo.
36 Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
Então Jesus, despedindo a multidão, foi para casa. E chegaram ao pé dele os seus discípulos, dizendo: Explica-nos a parábola do joio do campo.
37 Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den;
E ele, respondendo, disse-lhes: O que semeia a boa semente, é o Filho do homem;
38 ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;
O campo é o mundo; e a boa semente são os filhos do reino; e o joio são os filhos do maligno;
39 an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled (aiōn g165)
O inimigo, que o semeou, é o diabo; e a ceifa é o fim do mundo; e os ceifeiros são os anjos. (aiōn g165)
40 Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. (aiōn g165)
Como pois o joio é colhido e queimado no fogo, assim será na consumação deste mundo. (aiōn g165)
41 Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl skouerioù fall hag ar re a ra an droug,
Mandará o Filho do homem os seus anjos, e eles colherão do seu reino todos os escândalos, e os que cometem iniquidade.
42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
E lança-los-ão na fornalha de fogo; ali haverá pranto e ranger de dentes.
43 Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Então os justos resplandecerão como o sol, no reino de seu pai. Quem tem ouvidos para ouvir, ouça.
44 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh; hag en e laouenañ, ez a da werzhañ kement en deus, hag e pren ar park-se.
Também o reino dos céus é semelhante a um tesouro escondido num campo, que um homem achou e escondeu; e, pelo gozo dele, vai, vende tudo quanto tem, e compra aquele campo.
45 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.
Outrossim o reino dos céus é semelhante ao homem, negociante, que busca boas pérolas;
46 Kavet en deus ur berlezenn brizius-meurbet; mont a reas da werzhañ kement en devoa, hag en deus he frenet.
E, encontrando uma pérola de grande valor, foi, vendeu tudo quanto tinha, e comprou-a.
47 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor, hag a zastum pesked a bep seurt.
Igualmente o reino dos céus é semelhante a uma rede lançada ao mar, e que prende toda a qualidade de peixes.
48 Pa'z eo leun, e tenner anezhi war an aod; goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri, hag e taolont kuit ar re fall.
E, estando cheia, os pescadores a puxam para a praia; e, assentando-se, apanham para os cestos os bons; os ruins, porém, lançam fora.
49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh, (aiōn g165)
Assim será na consumação dos séculos: virão os anjos, e separarão os maus dentre os justos. (aiōn g165)
50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
E lança-los-ão na fornalha de fogo: ali haverá pranto e ranger de dentes.
51 Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya, a respontjont.
E disse-lhes Jesus: Entendestes todas estas coisas? Disseram-lhe eles: Sim, Senhor.
52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù, a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
E ele disse-lhes: Por isso, todo o escriba instruído acerca do reino dos céus é semelhante a um pai de família, que tira dos seus tesouros coisas novas e velhas.
53 Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano.
E aconteceu que Jesus, concluindo estas parábolas, se retirou dali.
54 O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
E, chegando à sua pátria, ensinava-os na sinagoga deles, de sorte que se maravilhavam, e diziam: de onde veio a este a sabedoria, e estas maravilhas?
55 Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?
Não é este o filho do carpinteiro? e não se chama sua mãe Maria, e seus irmãos Thiago, e José, e Simão, e Judas?
56 E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
E não estão entre nós todas as suas irmãs? de onde lhe veio pois tudo isto?
57 Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.
E escandalizavam-se nele. Jesus, porém, lhes disse: Não há profeta sem honra, senão na sua pátria e na sua casa.
58 Ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni.
E não fez ali muitas maravilhas, por causa da incredulidade deles.

< Matthieu 13 >