< Matthieu 12 >

1 En amzer-se, Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad; e ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ.
ⲁ̅ϩⲙⲡⲉⲟⲩⲟⲉⲓϣ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ ⲁϥⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲛϭⲓⲓ̅ⲥ̅ ϩⲓⲧⲛⲙⲙⲁ ⲉⲧϫⲏⲩ ⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ. ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲇⲉ ⲁⲩϩⲕⲟ ⲁⲩⲁⲣⲭⲉⲓ ⲛⲧⲱⲗⲕ ⲛⲛϩⲙⲥ ⲉⲩⲟⲩⲱⲙ.
2 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
ⲃ̅ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲇⲉ ⲛⲧⲉⲣⲟⲩⲛⲁⲩ ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲁϥ. ϫⲉ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲛⲉⲕⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲥⲉⲉⲓⲣⲉ ⲙⲡⲉⲧⲉⲙⲉϣϣⲉ ⲉⲁⲁϥ ϩⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ.
3 Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ?
ⲅ̅ⲛⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ. ϫⲉ ⲙⲡⲉⲧⲛⲟϣϥ ϫⲉ ⲛⲧⲁⲇⲁⲩⲉⲓⲇ ⲣⲟⲩ ⲛⲧⲉⲣⲉϥϩⲕⲟ ⲙⲛⲛⲉⲧⲛⲙⲙⲁϥ.
4 Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraoù a ginnig, a oa arabat dezhañ o debriñ, kennebeut d'ar re a oa gantañ, met d'ar veleien hepken?
ⲇ̅ⲛⲑⲉ ⲛⲧⲁϥⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲡⲏⲓ ⲙⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲁϥⲟⲩⲱⲙ ⲛⲛⲟⲉⲓⲕ ⲛⲧⲉⲡⲣⲟⲑⲉⲥⲓⲥ. ⲛⲁⲓ ⲉⲧⲉⲙⲉϣϣⲉ ⲉⲣⲟϥ ⲉⲟⲩⲟⲙⲟⲩ ⲟⲩⲇⲉ ⲛⲉⲧⲛⲙⲙⲁϥ. ⲉⲓⲙⲏⲧⲉⲓ ⲛⲟⲩⲏⲏⲃ ⲙⲁⲩⲁⲁⲩ.
5 Pe, n'hoc'h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ, hag ez int divlam?
ⲉ̅ⲏ ⲙⲡⲉⲧⲛⲟϣϥ ϩⲣⲁⲓ ϩⲙⲡⲛⲟⲙⲟⲥ ϫⲉ ϩⲣⲁⲓ ϩⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ ⲛⲟⲩⲏⲏⲃ ⲃⲱⲗ ⲉⲃⲟⲗ ⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ ϩⲣⲁⲓ ϩⲙⲡⲣⲡⲉ ⲁⲩⲱ ⲙⲛⲛⲟⲃⲉ ⲉⲣⲟϥ.
6 Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ.
ⲋ̅ϯϫⲱ ⲇⲉ ⲙⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ. ϫⲉ ⲡⲉⲧⲟ ⲛⲛⲟϭ ⲉⲡⲣⲡⲉ ⲙⲡⲉⲓⲙⲁ.
7 Mar goufec'h ar pezh a dalv kement-mañ: Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall.
ⲍ̅ⲉⲛⲉⲛⲧⲁⲧⲉⲧⲛⲉⲓⲙⲉ ⲇⲉ ϫⲉ ⲟⲩ ⲡⲉ ⲉⲓⲟⲩⲉϣⲟⲩⲛⲁ ⲉϩⲟⲩⲉⲟⲩⲑⲩⲥⲓⲁ. ⲛⲉⲧⲉⲧⲛⲁⲧϭⲁⲓⲟ ⲁⲛ ⲡⲉ ⲛⲛⲉⲧⲉⲙⲛⲛⲟⲃⲉ ⲉⲣⲟⲟⲩ.
8 Rak Mab an den a zo mestr war ar sabad.
ⲏ̅ⲡϫⲟⲉⲓⲥ ⲅⲁⲣ ⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ ⲡⲉ ⲡϣⲏⲣⲉ ⲙⲡⲣⲱⲙⲉ.
9 O vezañ aet ac'hane, Jezuz a yeas er sinagogenn.
ⲑ̅ⲁϥⲡⲱⲱⲛⲉ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ ⲁϥⲉⲓ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉⲧⲉⲩⲥⲩⲛⲁⲅⲱⲅⲏ.
10 Ha setu e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. Goulenn a rejont ouzh Jezuz, evit e damall: Hag aotreet eo yac'haat e deizioù ar sabad?
ⲓ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲉⲓⲥⲟⲩⲣⲱⲙⲉ ⲉⲣⲉⲧⲉϥϭⲓϫ ϣⲟⲩⲱⲟⲩ. ⲁⲩϫⲛⲟⲩϥ ⲉⲧⲃⲏⲏⲧϥ ⲉⲩϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲉⲛⲉⲉⲝⲉⲥⲧⲉⲓ ⲉⲣⲡⲁϩⲣⲉ ⲉⲣⲟϥ ϩⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ. ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉⲩⲉⲕⲁⲧⲟⲓⲅⲟⲣⲉⲓ ⲙⲙⲟϥ.
11 Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un dañvad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e dennañ ha d'e sevel?
ⲓ̅ⲁ̅ⲛⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ. ϫⲉ ⲛⲓⲙ ⲛⲣⲱⲙⲉ ⲛϩⲏⲧⲧⲏⲩⲧⲛ ⲡⲉⲧⲛⲁⲕⲱ ⲛⲁϥ ⲛⲟⲩⲉⲥⲟⲟⲩ ⲛⲟⲩⲱⲧ. ⲛⲧⲉⲡⲁⲓ ϩⲉ ϩⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ ⲉⲩϩⲓⲉⲓⲧ. ⲙⲏ ⲛϥⲛⲁⲁⲙⲁϩⲧⲉ ⲙⲙⲟϥ ⲁⲛ ⲛϥⲧⲟⲩⲛⲟⲥϥ.
12 Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizioù ar sabad.
ⲓ̅ⲃ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ϭⲉ ϣⲟⲃⲉ ⲛⲟⲩⲏⲣ ⲉⲡⲉⲥⲟⲟⲩ. ϩⲱⲥⲧⲉ ⲉⲝⲉⲥⲧⲉⲓ ϩⲙⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ ⲉⲣⲡⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ.
13 Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h evel egile.
ⲓ̅ⲅ̅ⲧⲟⲧⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲙⲡⲣⲱⲙⲉ. ϫⲉ ⲥⲟⲟⲩⲧⲛ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲧⲉⲕϭⲓϫ. ⲛⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲁϥⲥⲟⲩⲧⲱⲛⲥ. ⲁⲥϣⲱⲡⲉ ⲉⲥⲟⲩⲟϫ ⲛⲑⲉ ⲛⲧⲕⲉⲟⲩⲉⲓ.
14 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.
ⲓ̅ⲇ̅ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲇⲉ ⲁⲩⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲩϫⲓϣⲟϫⲛⲉ ⲉⲣⲟϥ ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉⲩⲉⲙⲟⲟⲩⲧϥ.
15 Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane; kalz a dud a yeas war e lerc'h, hag eñ a yac'haas an holl re glañv.
ⲓ̅ⲉ̅ⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲛⲧⲉⲣⲉϥⲉⲓⲙⲉ ⲁϥⲁⲛⲁⲭⲱⲣⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ. ⲁⲩⲟⲩⲁϩⲟⲩ ⲛⲥⲱϥ ⲛϭⲓⲟⲩⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲛⲁϣⲱϥ. ⲁⲩⲱ ⲁϥⲣⲡⲁϩⲣⲉ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲧⲏⲣⲟⲩ.
16 Gourc'hemenn a rae start dezho na zisklêrjent ket anezhañ,
ⲓ̅ⲋ̅ⲁϥⲉⲡⲓⲧⲓⲙⲁ ⲛⲁⲩ ϫⲉⲕⲁⲥ ⲛⲛⲉⲩⲟⲩⲟⲛϩϥ ⲉⲃⲟⲗ.
17 evit ma vefe peurc'hraet a pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed:
ⲓ̅ⲍ̅ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉϥⲉϫⲱⲕ ⲉⲃⲟⲗ ⲛϭⲓⲡⲉⲛⲧⲁⲩϫⲟⲟϥ ϩⲓⲧⲛⲏⲥⲁⲓⲁⲥ ⲡⲉⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ ⲉϥϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ.
18 Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur; lakaat a rin va Spered warnañ, hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù;
ⲓ̅ⲏ̅ϫⲉ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲉⲓⲥⲡⲁϣⲏⲣⲉ ⲛⲧⲁⲓⲟⲩⲁϣϥ ⲡⲁⲙⲉⲣⲓⲧ ⲡⲉⲛⲧⲁⲧⲁⲯⲩⲭⲏ ⲟⲩⲱϣ ϩⲣⲁⲓ ⲛϩⲏⲧϥ. ϯⲛⲁⲕⲱ ⲙⲡⲁⲡ̅ⲛ̅ⲁ̅ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉϫⲱϥ ⲛϥⲕⲱ ⲛⲟⲩⲕⲣⲓⲥⲓⲥ ⲛⲛϩⲉⲑⲛⲟⲥ.
19 ne rioto ket, ne grio ket, ha den ne glevo e vouezh er straedoù;
ⲓ̅ⲑ̅ⲛϥⲛⲁϯⲧⲱⲛ ⲁⲛ. ⲟⲩⲇⲉ ⲛϥⲛⲁⲱϣ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲛ. ⲙⲛⲗⲁⲁⲩ ⲛⲁⲥⲱⲧⲙ ⲉⲧⲉϥⲥⲙⲏ ϩⲛⲛⲉⲡⲗⲁⲧⲓⲁ.
20 ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ha ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ;
ⲕ̅ⲟⲩⲕⲁϣ ⲉϥⲟⲩⲟϣϥ ⲛϥⲛⲁⲟⲩⲟϭⲡϥ ⲁⲛ. ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲥⲟⲗ ⲉϥϩⲧⲙⲧⲱⲙ ⲛϥⲛⲁϫⲉⲛⲁϥ ⲁⲛ. ϣⲁⲛⲧⲉϥⲉⲓⲛⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲙⲡⲉϥϩⲁⲡ ϩⲛⲟⲩⲧⲁϫⲣⲟ.
21 hag ar broadoù a espero en e anv.
ⲕ̅ⲁ̅ⲛⲧⲉⲛϩⲉⲑⲛⲟⲥ ϩⲉⲗⲡⲓⲍⲉ ⲉⲡⲉϥⲣⲁⲛ.
22 Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele.
ⲕ̅ⲃ̅ⲧⲟⲧⲉ ⲁⲩⲉⲓⲛⲉ ⲛⲁϥ ⲛⲟⲩⲃⲗⲗⲉ ⲛⲙⲡⲟ ⲉⲣⲉⲟⲩⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ ϩⲓⲱⲱϥ. ⲁϥⲣⲡⲁϩⲣⲉ ⲉⲣⲟϥ ϩⲱⲥⲧⲉ ⲉⲧⲣⲉⲡⲉⲙⲡⲟ ϣⲁϫⲉ ⲛϥⲛⲁⲩ ⲉⲃⲟⲗ.
23 An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?
ⲕ̅ⲅ̅ⲁⲩⲣϣⲡⲏⲣⲉ ⲛϭⲓⲙⲙⲏⲏϣⲉ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲉⲩϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲙⲏⲧⲉⲓ ⲡⲁⲓ (ⲡⲉ) ⲡϣⲏⲣⲉ ⲛⲇⲁⲩⲉⲓⲇ.
24 Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaoulien nemet dre Veelzebul, priñs an diaoulien.
ⲕ̅ⲇ̅ⲛⲧⲉⲣⲟⲩⲥⲱⲧⲙ ⲇⲉ ⲛϭⲓⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲡⲉϫⲁⲩ. ϫⲉ ⲛⲉⲣⲉⲡⲁⲓ ⲛⲉϫⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲛ. ⲉⲓⲙⲏⲧⲉⲓ ϩⲣⲁⲓ ϩⲛⲃⲉⲉⲗⲍⲉⲃⲟⲩⲗ ⲡⲁⲣⲭⲱⲛ ⲛⲛⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ.
25 Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep ti dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout.
ⲕ̅ⲉ̅ⲉϥⲥⲟⲟⲩⲛ ⲇⲉ ⲛⲛⲉⲩⲙⲉⲉⲩⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ. ϫⲉ ⲙⲛⲧⲣⲣⲟ ⲛⲓⲙ ⲉⲥϣⲁⲛⲡⲱϣ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉϫⲱⲥ ϣⲁⲥⲣϫⲁⲓⲉ. ⲁⲩⲱ ⲡⲟⲗⲓⲥ ⲛⲓⲙ ϩⲓⲏⲓ ⲛⲓⲙ ⲉϥϣⲁⲛⲡⲱϣ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉϫⲱϥ ⲙⲉϥⲁϩⲉⲣⲁⲧϥ.
26 Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan; penaos e pado e rouantelezh?
ⲕ̅ⲋ̅ⲉϣϫⲉⲡⲕⲉⲥⲁⲇⲁⲛⲁⲥ ⲉϥⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲙⲡⲥⲁⲇⲁⲛⲁⲥ ⲉⲓⲉ ⲁϥⲡⲱϣ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉϫⲱϥ ⲛⲁϣ ϭⲉ ⲛϩⲉ ⲧⲉϥⲙⲛⲧⲣⲣⲟ ⲛⲁⲁϩⲉⲣⲁⲧⲥ.
27 Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
ⲕ̅ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲉϣϫⲉⲁⲛⲟⲕ ⲉⲓⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲛⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ ϩⲛⲃⲉⲉⲗⲍⲉⲃⲟⲩⲗ ⲉⲓⲉ ⲛⲉⲧⲛϣⲏⲣⲉ ⲉⲩⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛⲛⲓⲙ. ⲉⲧⲃⲉⲡⲁⲓ ⲥⲉⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲛⲏⲧⲛ ⲛⲣⲉϥϯϩⲁⲡ.
28 Met mar kasan kuit an diaoulien dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h.
ⲕ̅ⲏ̅ⲉϣϫⲉⲁⲛⲟⲕ ⲇⲉ ⲉⲓⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲛⲇⲁⲓⲙⲱⲛⲓⲟⲛ ϩⲙⲡⲉⲡ̅ⲛ̅ⲁ̅ ⲙⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲉⲓⲉ ⲁⲥⲡⲱϩ ⲉϩⲣⲁⲓ ⲉϫⲱⲧⲛ ⲛϭⲓⲧⲙⲛⲧⲣⲣⲟ ⲙⲡⲛⲟⲩⲧⲉ.
29 Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze hepken e preizho e di.
ⲕ̅ⲑ̅ⲏ ⲛⲓⲙ ⲡⲉⲧⲉⲟⲩⲛϭⲟⲙ ⲙⲙⲟϥ ⲉⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲡⲏⲓ ⲙⲡϫⲱⲱⲣⲉ ⲉⲧⲱⲣⲡ ⲛⲛⲉϥϩⲛⲁⲁⲩ ⲉⲓⲙⲏⲧⲉⲓ ⲛϣⲟⲣⲡ ⲛϥⲙⲟⲩⲣ ⲙⲡϫⲱⲱⲣⲉ. ⲧⲟⲧⲉ ⲛϥⲧⲱⲣⲡ ⲙⲡⲉϥⲏⲓ.
30 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
ⲗ̅ⲡⲉⲧⲉⲛϥϣⲟⲟⲡ ⲛⲙⲙⲁⲓ ⲁⲛ ⲉϥϯ ⲟⲩⲃⲏⲓ. ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧⲉⲛϥⲥⲩⲛⲁⲅⲉ ⲛⲙⲙⲁⲓ ⲁⲛ ⲉϥϫⲱⲱⲣⲉ ⲉⲃⲟⲗ.
31 Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho.
ⲗ̅ⲁ̅ⲉⲧⲃⲉⲡⲁⲓ ϯϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ ϫⲉ ⲛⲟⲃⲉ ⲛⲓⲙ ϩⲓⲟⲩⲁ ⲛⲓⲙ ⲥⲉⲛⲁⲕⲁⲁⲩ ⲛⲏⲧⲛ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲣⲱⲙⲉ. ⲡϫⲓⲟⲩⲁ ⲇⲉ ⲛⲧⲟϥ ⲉⲡⲉⲡ̅ⲛ̅ⲁ̅ ⲉⲧⲟⲩⲁⲁⲃ ⲛⲥⲉⲛⲁⲕⲁⲁϥ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲛ.
32 Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont. (aiōn g165)
ⲗ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧⲛⲁϫⲱ ⲛⲟⲩϣⲁϫⲉ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲡϣⲏⲣⲉ ⲙⲡⲣⲱⲙⲉ ⲥⲉⲛⲁⲕⲁⲁϥ ⲛⲁϥ ⲉⲃⲟⲗ. ⲡⲉⲧⲛⲁϫⲱ ⲇⲉ ⲛⲟⲩϣⲁϫⲉ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲡⲉⲡ̅ⲛ̅ⲁ̅ ⲉⲧⲟⲩⲁⲁⲃ ⲛⲥⲉⲛⲁⲕⲁⲁⲥ ⲛⲁϥ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲛ. ⲟⲩⲇⲉ ϩⲙⲡⲉⲓⲁⲓⲱⲛ. ⲟⲩⲇⲉ ϩⲙⲡⲉⲧⲛⲏⲩ. (aiōn g165)
33 Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
ⲗ̅ⲅ̅ⲏ ⲛⲧⲉⲧⲛⲉⲓⲣⲉ ⲙⲡϣⲏⲛ ⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ ⲙⲛⲡⲉϥⲕⲁⲣⲡⲟⲥ ⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ. ⲏ ⲛⲧⲉⲧⲛⲉⲓⲣⲉ ⲙⲡϣⲏⲛ ⲉⲑⲟⲟⲩ ⲙⲛⲡⲉϥⲕⲁⲣⲡⲟⲥ ⲉⲑⲟⲟⲩ. ⲉⲃⲟⲗ ⲅⲁⲣ ϩⲙⲡⲕⲁⲣⲡⲟⲥ ⲛϣⲁⲩⲥⲟⲩⲛⲡϣⲏⲛ.
34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
ⲗ̅ⲇ̅ⲛⲉϫⲡⲟ ⲛⲛⲉϩⲃⲟⲩⲓ. ⲛⲁϣ ⲛϩⲉ ⲟⲩⲛϭⲟⲙ ⲙⲙⲱⲧⲛ ⲉϫⲉⲡⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ ⲛⲧⲉⲧⲛϩⲉⲛⲥⲁ ⲙⲡⲉⲑⲟⲟⲩ. ⲉⲃⲟⲗ ⲅⲁⲣ ϩⲙⲡⲉϩⲟⲩⲟ ⲙⲡϩⲏⲧ ⲉⲣⲉⲧⲧⲁⲡⲣⲟ ϣⲁϫⲉ.
35 An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon].
ⲗ̅ⲉ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲛⲁⲅⲁⲑⲟⲥ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲉϥⲁϩⲟ ⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ ⲛϣⲁϥⲧⲁⲩⲟ ⲉⲃⲟⲗ ⲙⲡⲡⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ. ⲁⲩⲱ ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲙⲡⲟⲛⲏⲣⲟⲥ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲉϥⲁϩⲟ ⲉⲑⲟⲟⲩ ⲛϣⲁϥⲧⲁⲩⲟ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲙⲡⲉⲑⲟⲟⲩ.
36 Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret;
ⲗ̅ⲋ̅ϯϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ ϫⲉ ϣⲁϫⲉ ⲛⲓⲙ ⲛⲁⲣⲅⲟⲛ ⲉⲧⲉⲣⲉⲛⲣⲱⲙⲉ ⲛⲁϫⲟⲟⲩ ⲥⲉⲛⲁϯⲗⲟⲅⲟⲥ ϩⲁⲣⲟⲟⲩ ⲙⲡⲉϩⲟⲟⲩ ⲛⲧⲉⲕⲣⲓⲥⲓⲥ.
37 rak, diwar da gomzoù e vi reishaet, ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.
ⲗ̅ⲍ̅ⲉⲃⲟⲗ ⲅⲁⲣ ϩⲛⲛⲉⲕϣⲁϫⲉ ⲉⲩⲛⲁⲧⲙⲁⲓⲟⲕ. ⲁⲩⲱ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛⲛⲉⲕϣⲁϫⲉ ⲉⲩⲛⲁⲧϭⲁⲓⲟⲕ.
38 Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.
ⲗ̅ⲏ̅ⲧⲟⲧⲉ ⲁⲩⲟⲩⲱϣⲃ ⲛⲁϥ ⲛϭⲓϩⲟⲓⲛⲉ ⲛⲛⲉⲅⲣⲁⲙⲙⲁⲧⲉⲩⲥ ⲙⲛⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲉⲩϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲡⲥⲁϩ ⲧⲛⲟⲩⲱϣ ⲉⲛⲁⲩ ⲉⲩⲙⲁⲉⲓⲛ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲓⲧⲟⲟⲧⲕ.
39 Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl; ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet hini ar profed Jona.
ⲗ̅ⲑ̅ⲛⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲁϥⲟⲩⲱϣⲃ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ. ϫⲉ ⲧⲅⲉⲛⲉⲁ ⲙⲡⲟⲛⲏⲣⲟⲛ. ⲁⲩⲱ ⲛⲛⲟⲉⲓⲕ. ⲥϣⲓⲛⲉ ⲛⲥⲁⲟⲩⲙⲁⲉⲓⲛ. ⲁⲩⲱ ⲛⲛⲉⲩϯⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛⲁⲥ ⲉⲓⲙⲏⲧⲉⲓ ⲡⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛⲓⲱⲛⲁⲥ ⲡⲉⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ.
40 Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
ⲙ̅ⲛⲑⲉ ⲅⲁⲣ ⲉⲛⲉⲣⲉⲓⲱⲛⲁⲥ ϣⲟⲟⲡ ⲛϩⲏⲧϥ ⲙⲡⲕⲏⲧⲟⲥ ⲛϣⲟⲙⲛⲧ ⲛϩⲟⲟⲩ ⲙⲛϣⲟⲙⲧⲉ ⲛⲟⲩϣⲏ. ⲧⲁⲓ ⲧⲉ ⲑⲉ ⲉⲧⲉⲣⲉⲡϣⲏⲣⲉ ⲙⲡⲣⲱⲙⲉ ⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲙⲙⲟⲥ ϩⲙⲡϩⲏⲧ ⲙⲡⲕⲁϩ ⲛϣⲟⲙⲛⲧ ⲛϩⲟⲟⲩ ⲙⲛϣⲟⲙⲧⲉ ⲛⲟⲩϣⲏ.
41 Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
ⲙ̅ⲁ̅ⲛⲣⲱⲙⲉ ⲛⲛⲓⲛⲉⲩⲏ ⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ϩⲛⲧⲉⲕⲣⲓⲥⲓⲥ ⲙⲛⲧⲉⲓⲅⲉⲛⲉⲁ ⲛⲥⲉⲧϭⲁⲓⲟⲥ ϫⲉ ⲁⲩⲙⲉⲧⲁⲛⲟⲓ ⲉⲡⲧⲁϣⲉⲟⲉⲓϣ ⲛⲓⲱⲛⲁⲥ. ⲁⲩⲱ ⲉⲓⲥⲡⲉϩⲟⲩⲟ ⲉⲓⲱⲛⲁⲥ ⲙⲡⲉⲓⲙⲁ.
42 Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
ⲙ̅ⲃ̅ⲧⲣⲧⲣⲱ ⲙⲡⲣⲏⲥ ⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ϩⲛⲧⲉⲕⲣⲓⲥⲓⲥ ⲙⲛⲧⲉⲓⲅⲉⲛⲉⲁ ⲛⲥⲧϭⲁⲓⲟⲥ ϫⲉ ⲁⲥⲉⲓ ϫⲓⲛⲉⲁⲣⲏϫϥ ⲙⲡⲕⲁϩ ⲉⲥⲱⲧⲙ ⲉⲧⲥⲟⲫⲓⲁ ⲛⲥⲟⲗⲟⲙⲱⲛ ⲁⲩⲱ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲉⲓⲥⲡⲉϩⲟⲩⲟ ⲉⲥⲟⲗⲟⲙⲱⲛ ⲙⲡⲉⲓⲙⲁ.
43 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket;
ⲙ̅ⲅ̅ϩⲟⲧⲁⲛ ⲇⲉ ⲡⲁⲕⲁⲑⲁⲣⲧⲟⲛ ⲙⲡ̅ⲛ̅ⲁ̅ ⲉϥϣⲁⲛⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙⲡⲣⲱⲙⲉ. ϣⲁϥⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲓⲧⲛϩⲉⲛⲙⲁ ⲉⲙⲛⲙⲟⲟⲩ ⲛϩⲏⲧⲟⲩ ⲉϥϣⲓⲛⲉ ⲛⲥⲁⲟⲩⲙⲁ ⲛⲙⲧⲟⲛ. ⲁⲩⲱ ⲙⲉϥϩⲉ ⲉⲟⲩⲟⲛ.
44 neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet.
ⲙ̅ⲇ̅ⲧⲟⲧⲉ ϣⲁϥϫⲟⲟⲥ ϫⲉ ϯⲛⲁⲕⲧⲟⲓ ⲉⲡⲁⲏⲓ ⲡⲙⲁ ⲛⲧⲁⲓⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲛϩⲏⲧϥ. ⲁⲩⲱ ⲉϥϣⲁⲛⲉⲓ ⲛϥϩⲉ ⲉⲣⲟϥ ⲉϥⲥⲁϩⲣ ⲁⲩⲱ ⲉϥⲧⲥⲁⲛⲏⲩⲧ.
45 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
ⲙ̅ⲉ̅ⲧⲟⲧⲉ ϣⲁϥⲃⲱⲕ ⲛϥϫⲓ ⲛⲙⲙⲁϥ ⲛⲕⲉⲥⲁϣϥ ⲙⲡ̅ⲛ̅ⲁ̅ ⲉⲩϩⲟⲟⲩ ⲉⲣⲟϥ. ⲛⲥⲉⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲛⲥⲉⲟⲩⲱϩ ϩⲙⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ. ⲛⲧⲉⲑⲁⲏ ⲙⲡⲣⲱⲙⲉ ⲉⲧⲙⲙⲁⲩ ϣⲱⲡⲉ ⲉⲥϩⲟⲟⲩ ⲉⲧⲉϥϩⲟⲩⲉⲓⲧⲉ. ⲧⲁⲓ ⲧⲉ ⲑⲉ ⲉⲧⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲛⲧⲉⲓⲅⲉⲛⲉⲁ ⲙⲡⲟⲛⲏⲣⲟⲛ.
46 Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur, chomet er-maez, a glaske komz outañ.
ⲙ̅ⲋ̅ⲉⲧⲓ ⲇⲉ ⲉϥϣⲁϫⲉ ⲙⲛⲙⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲉⲓⲥⲧⲉϥⲙⲁⲁⲩ ⲙⲛⲛⲉϥⲥⲛⲏⲩ ⲛⲉⲩⲁϩⲉⲣⲁⲧⲟⲩ ⲡⲉ ϩⲓⲡⲥⲁ ⲙⲃⲟⲗ ⲉⲩϣⲓⲛⲉ ⲛⲥⲁϣⲁϫⲉ ⲛⲙⲙⲁϥ.
47 Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag a glask komz ouzhit.
ⲙ̅ⲍ̅
48 Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
ⲙ̅ⲏ̅ⲛⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲁϥⲟⲩⲱϣⲃ ⲡⲉϫⲁϥ ⲙⲡⲉⲧϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ ⲛⲁϥ. ϫⲉ ⲛⲓⲙ ⲧⲉ ⲧⲁⲙⲁⲁⲩ ⲁⲩⲱ ⲛⲓⲙ ⲛⲉ ⲛⲁⲥⲛⲏⲩ.
49 Hag, oc'h astenn e zorn war e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
ⲙ̅ⲑ̅ⲁϥⲥⲟⲩⲧⲛⲧⲉϥϭⲓϫ ⲉⲃⲟⲗ ⲉϫⲛⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲉϥϫⲱ ⲙⲙⲟⲥ. ϫⲉ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲉⲓⲥⲧⲁⲙⲁⲁⲩ ⲁⲩⲱ ⲛⲁⲥⲛⲏⲩ.
50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.
ⲛ̅ⲡⲉⲓⲧⲉⲓⲣⲉ ⲅⲁⲣ ⲙⲡⲟⲩⲱϣ ⲙⲡⲁⲉⲓⲱⲧ ⲉⲧϩⲛⲙⲡⲏⲩⲉ. ⲡⲁⲓ ⲡⲉ ⲡⲁⲥⲟⲛ. ⲁⲩⲱ ⲧⲁⲥⲱⲛⲉ. ⲁⲩⲱ ⲧⲁⲙⲁⲁⲩ.

< Matthieu 12 >