< Marc 8 >

1 En deizioù-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:
ⲁ̅ϩⲛⲛⲉϩⲟⲟⲩ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛⲉⲩⲛ̅ⲟⲩⲛⲟϭ ⲟⲛ ⲙ̅ⲙⲏⲏϣⲉ ⲛⲙ̅ⲙⲁϥ ⲁⲩⲱ ⲉⲙⲙⲛ̅ⲧⲟⲩⲡⲉⲧⲟⲩⲛⲁⲟⲩⲟⲙϥ̅ ⲁϥⲙⲟⲩⲧⲉ ⲉⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ
2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ.
ⲃ̅ϫⲉ ϯϣⲛ̅ϩⲧⲏⲉⲓ ⲉϫⲙ̅ⲡⲙⲏⲏϣⲉ ϫⲉⲏⲇⲏ ⲉⲓⲥϣⲟⲙⲛ̅ⲧ ⲛ̅ϩⲟⲟⲩ ⲥⲉⲡⲣⲟⲥⲕⲁⲣⲧⲉⲣⲉⲓ ⲉⲣⲟⲉⲓ. ⲉⲙⲙⲛ̅ⲧⲟⲩⲡⲉⲧⲟⲩⲛⲁⲟⲩⲟⲙϥ
3 Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.
ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲓ̈ϣⲁⲛⲕⲁⲁⲩ ⲉⲃⲟⲗ ⲉⲙⲡⲟⲩⲱⲙ ⲥⲉⲛⲁⲥⲱϣⲙ̅ ϩⲛ̅ⲧⲉϩⲓⲏ ⲉⲩⲛ̅ϩⲟⲓ̈ⲛⲉ ⲛ̅ϩⲏⲧⲟⲩ ϣⲟⲟⲡ ϩⲙ̅ⲡⲟⲩⲉ.
4 E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ.
ⲇ̅ⲁⲩⲟⲩⲱϣⲃ̅ ⲇⲉ ⲛⲁϥ ⲛ̅ϭⲓⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ϫⲉ ⲛⲓⲙ ⲡⲉⲧⲛⲁϣⲧⲥⲓⲉⲛⲁⲓ̈ ⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲙ̅ⲡⲉⲓ̈ⲙⲁ ϩⲛ̅ⲟⲩϫⲁⲓ̈ⲉ.
5 Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.
ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥϫⲛⲟⲩⲟⲩ ϫⲉ ⲟⲩⲛⲧⲏⲧⲛ̅ⲟⲩⲏⲣ ⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ. ⲛ̅ⲧⲟⲟⲩ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁⲩ ϫⲉ ⲥⲁϣϥ.
6 Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl.
ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥϩⲱⲛ ⲉⲧⲟⲟⲧϥ̅ ⲙ̅ⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲧⲣⲉⲩⲛⲟϫⲟⲩ ϩⲓⲡⲉⲥⲏⲧ ⲁϥϫⲓ ⲇⲉ ⲙ̅ⲡⲥⲁϣϥ ⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲁϥϣⲡ̅ϩⲙⲟⲧ ⲉϫⲱⲟⲩ ⲁϥⲡⲟϣⲟⲩ ⲁⲩⲱ ⲁϥⲧⲁⲁⲩ ⲛ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ϫⲉ ⲉⲩⲉⲕⲁⲁⲩ ϩⲁⲣⲱⲟⲩ. ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲕⲁⲁⲩ ϩⲁⲣⲱϥ ⲙ̅ⲡⲙⲏⲏϣⲉ
7 Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho.
ⲍ̅ⲛⲉⲩⲛ̅ⲧⲟⲩϩⲉⲛⲕⲉϣⲏⲙ ⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲃⲧ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲥⲙⲟⲩ ⲇⲉ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲁϥⲟⲩⲉϩⲥⲁϩⲛⲉ ⲉⲕⲁⲛⲉⲉⲓⲕⲟⲟⲩⲉ ϩⲁⲣⲱⲟⲩ.
8 Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
ⲏ̅ⲁⲩⲟⲩⲱⲙ ⲇⲉ ⲁⲩⲥⲓ ⲁⲩⲱ ⲁⲩϥⲓ ⲛ̅ⲗ̅ⲗⲁⲕⲙ̅. ⲉⲛⲧⲁⲩⲣ̅ϩⲟⲩⲟ ⲉⲩⲛⲁⲣ̅ⲥⲁϣϥ ⲃ̅ⲃⲓⲣ
9 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit.
ⲑ̅ⲛⲉⲩⲛⲁⲣ̅ϩⲙⲉ ⲇⲉ ⲛ̅ϣⲉ ⲁⲩⲱ ⲁϥⲕⲁⲁⲩ ⲉⲃⲟⲗ·
10 Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.
ⲓ̅ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲁⲗⲉ ⲉⲡϫⲟⲉⲓ ⲙⲛ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲁϥⲉⲓ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲛⲥⲁ ⲛ̅ⲇⲁⲗⲙⲁⲛⲟⲩⲑⲁ.
11 Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezhañ, o c'houlenn outañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
ⲓ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲛ̅ϭⲓⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲁⲓⲟⲥ ⲁⲩⲁⲣⲭⲉⲓ ⲉϯⲧⲱⲛ ⲛⲙ̅ⲙⲁϥ ⲉⲩⲕⲱⲧⲉ ⲛ̅ⲥⲁⲟⲩⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛ̅ⲧⲟⲟⲧϥ̅ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲧⲡⲉ ⲉⲩⲡⲓⲣⲁⲍⲉ ⲙ̅ⲙⲟϥ.
12 Jezuz, o huanadiñ en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezhañ.
ⲓ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲁϣⲁϩⲟⲙ ϩⲙ̅ⲡⲉϥⲡⲛ̅ⲁ̅ ⲡⲉϫⲁϥ ϫⲉ ⲉⲧⲃⲉⲟⲩ ⲧⲉⲉ͡ⲓⲅⲉⲛⲉⲁ ⲕⲱⲧⲉ ⲛ̅ⲥⲁⲟⲩⲙⲁⲉⲓⲛ ϩⲁⲙⲏⲛ ϯϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲉϣⲱⲡⲉ ⲥⲉⲛⲁϯⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛ̅ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ.
13 Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all.
ⲓ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲗⲟ ϩⲁⲣⲟⲟⲩ ⲁϥⲧⲁⲗⲉ ⲟⲛ ⲉⲡϫⲟⲉⲓ ⲁϥⲃⲱⲕ ⲉⲡⲓⲕⲣⲟ
14 Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag.
ⲓ̅ⲇ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲣ̅ⲡⲱⲃϣ̅ ⲛ̅ϫⲓⲟⲉⲓⲕ ⲛⲁⲩ. ⲁⲩⲱ ⲛⲉⲙⲙⲛ̅ⲧⲁⲩ ⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛⲥⲁⲟⲩⲟⲉⲓⲕ ⲟⲩⲱⲧ ϩⲙ̅ⲡϫⲟⲉⲓ
15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.
ⲓ̅ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥϩⲱⲛ ⲉⲧⲟⲟⲧⲟⲩ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ϭⲱϣⲧ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ϯϩⲧⲏⲧⲛ̅ ⲉⲣⲱⲧⲛ̅ ⲉⲡⲉⲑⲁⲃ ⲛ̅ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲁⲓⲟⲥ ⲛⲙ̅ⲡⲉⲑⲁⲃ ⲛ̅ϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ
16 Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
ⲓ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲙⲉⲕⲙⲟⲩⲕⲟⲩ ⲛⲙ̅ⲛⲉⲩⲉⲣⲏⲩ ϫⲉ ⲙⲛ̅ⲧⲟⲩⲟⲉⲓⲕ ⲙ̅ⲙⲁⲩ.
17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon?
ⲓ̅ⲍ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲉⲓⲙⲉ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲉⲧⲃⲉⲟⲩ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲙⲟⲕⲙⲉⲕ ϫⲉ ⲙ̅ⲙⲛ̅ⲧⲏⲧⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲙ̅ⲙⲁⲩ. ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲛⲟⲉⲓ ⲁⲛ ⲟⲩⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ϯ ⲁⲛ ⲛ̅ϩⲧⲏⲧⲛ̅ ⲡⲉⲧⲛ̅ϩⲏⲧ ⲧⲏⲙ
18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj?
ⲓ̅ⲏ̅ⲉⲣⲉⲛⲉⲧⲛ̅ⲃⲁⲗ ⲙ̅ⲙⲱⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲉⲓⲱⲣϩ̅ ⲁⲛ. ⲁⲩⲱ ⲉⲣⲉⲛⲉⲧⲛ̅ⲙⲁⲁϫⲉ ⲙ̅ⲙⲱⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲥⲱⲧⲙ̅ ⲁⲛ ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲣ̅ⲡⲙⲉⲩⲉ ⲁⲛ
19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
ⲓ̅ⲑ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲓⲡⲉϣϯⲟⲩ ⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲉⲡϭⲓⲥⲧⲃⲁ ⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ. ⲁⲧⲉⲧⲛ̅ϥⲓⲟⲩⲏⲣ ⲛ̅ⲕⲟⲧ ⲉⲩⲙⲉϩ ⲗ̅ⲗⲁⲕⲙ̅ ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲙⲛ̅ⲧⲥⲛⲟⲟⲩⲥ.
20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh.
ⲕ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲓⲡⲱϣ ⲟⲛ ⲙ̅ⲡⲥⲁϣϥ ⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲉⲡⲉϩⲙⲉ ⲛ̅ϣⲉ ⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ ⲁⲧⲉⲧⲛ̅ϥⲓⲟⲩⲏⲣ ⲃ̅ⲃⲓⲣ ⲉⲩⲙⲉϩ ⲗ̅ⲗⲁⲕⲙ̅. ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲥⲁϣϥ.
21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket?
ⲕ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲡⲱⲥ ϭⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲛⲟⲉⲓⲉ ⲁⲛ·
22 Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ.
ⲕ̅ⲃ̅ⲁⲩⲉⲓ ⲇⲉ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲃⲏⲇⲥⲁⲓ̈ⲇⲁⲛ ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲉⲓⲛⲉ ⲛⲁϥ ⲛ̅ⲟⲩⲃⲗ̅ⲗⲉ ⲁⲩⲥⲉⲡⲥⲱⲡϥ̅ ⲇⲉ ϫⲉⲕⲁⲁⲥ ⲉϥⲉϫⲱϩ ⲉⲣⲟϥ
23 Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak.
ⲕ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲁⲙⲁϩⲧⲉ ⲛ̅ⲧⲟⲟⲧϥ̅ ⲙ̅ⲡⲃⲗ̅ⲗⲉ. ⲁϥⲛ̅ⲧϥ̅ ⲉⲡⲃⲟⲗ ⲛ̅ⲧⲕⲱⲙⲏ. ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲛⲉϫⲡⲁϭⲥⲉ ⲉϩⲟⲩⲛ ϩⲛ̅ⲛⲉϥⲃⲁⲗ ⲁϥⲕⲁⲧⲟⲟⲧϥ̅ ϩⲓϫⲱϥ ⲁϥϫⲛⲟⲩϥ ⲇⲉ ϫⲉ ⲉⲕⲛⲁⲩ ⲉⲟⲩ.
24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez.
ⲕ̅ⲇ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥϥⲓⲓ̈ⲁⲧϥ ⲇⲉ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲡⲉϫⲁϥ ϫⲉ ϯⲛⲁⲩ ⲉⲛⲣⲱⲙⲉ ⲉⲩⲙⲟⲟϣⲉ ⲛ̅ⲑⲉ ⲛ̅ϩⲉⲛϣⲏⲛ.
25 Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat.
ⲕ̅ⲉ̅ⲡⲁⲗⲓⲛ ⲁϥⲕⲁⲧⲟⲟⲧϥ̅ ϩⲓϫⲛ̅ⲛⲉϥⲃⲁⲗ ⲁⲓ̈ⲁⲧϥ̅ ⲥⲱⲧϥ̅ ⲁϥⲉⲓⲱⲣϩ̅ ⲁⲩⲱ ⲁϥⲛⲁⲩ ⲉⲛⲕⲁ ⲛⲓⲙ ⲕⲁⲗⲱⲥ.
26 Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h].
ⲕ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥϫⲟⲟⲩϥ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲡⲉϥⲏⲉ͡ⲓ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲙ̅ⲡⲣ̅ⲃⲱⲕ ⲣⲱ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲧⲕⲱⲙⲏ.
27 Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?
ⲕ̅ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲓ̅ⲥ̅ ⲁϥⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲙⲛ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲉⲛⲕⲱⲙⲏ ⲛ̅ⲧⲕⲉⲥⲁⲣⲓⲁ ⲛ̅ⲧⲉⲫⲓⲗⲓⲡⲡⲟⲥ. ⲁⲩⲱ ⲉϥϩⲛ̅ⲧⲉϩⲓⲏ ⲁϥϫⲛⲟⲩⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁⲩ. ϫⲉ ⲉⲣⲉⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ ϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲉⲣⲟⲉⲓ ϫⲉ ⲁⲛⲅⲛⲓⲙ.
28 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.
ⲕ̅ⲏ̅ⲛ̅ⲧⲟⲟⲩ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲁϥ ϫⲉ ϩⲟⲓ̈ⲛⲉ ϫⲉ ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲡⲉ ⲡⲃⲁⲡⲧⲓⲥⲧⲏⲥ. ϩⲉⲛⲕⲟⲟⲩⲉ ϫⲉ ϩⲏⲗⲉⲓⲁⲥ ⲡⲉ. ϩⲉⲛⲕⲟⲟⲩⲉ ⲇⲉ ϫⲉ ⲟⲩⲁ ⲡⲉ ⲛ̅ⲛⲉⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ.
29 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
ⲕ̅ⲑ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲁϥϫⲛⲟⲩⲟⲩ ϫⲉ ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲇⲉ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲉⲣⲟⲉⲓ ϫⲉ ⲁⲛⲅⲛⲓⲙ. ⲁϥⲟⲩⲱϣⲃ̅ ⲇⲉ ⲛ̅ϭⲓⲡⲉⲧⲣⲟⲥ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲛ̅ⲧⲟⲕ ⲡⲉ ⲡⲉⲭ̅ⲥ̅
30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.
ⲗ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥⲉⲡⲓⲧⲓⲙⲁ ⲛⲁⲩ ϫⲉⲕⲁⲁⲥ ⲛ̅ⲛⲉⲩϫⲟⲟⲥ ⲗ̅ⲗⲁⲁⲩ ⲉⲧⲃⲏⲏⲧϥ̅.
31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude.
ⲗ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥⲁⲣⲭⲓ ⲛ̅ⲧⲟⲩⲛⲉⲓ̈ⲁⲧⲟⲩ ⲉⲃⲟⲗ ϫⲉ ⲡϣⲏⲣⲉ ⲙ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲉϥⲛⲁϫⲡⲓϣⲉⲡϩⲁϩ ⲛ̅ϩⲓⲥⲉ ⲛ̅ⲥⲉⲥⲧⲟϥ ⲉⲃⲟⲗ ⲛ̅ϭⲓⲛⲉⲡⲣⲉⲥⲃⲩⲧⲉⲣⲟⲥ ⲙⲛ̅ⲛⲁⲣⲭⲓⲉⲣⲉⲩⲥ ⲙⲛ̅ⲛⲉⲅⲣⲁⲙⲙⲁⲧⲉⲩⲥ. ⲛ̅ⲥⲉⲙⲟⲟⲩⲧϥ̅. ⲁⲩⲱ ⲙⲛ̅ⲛ̅ⲥⲁϣⲟⲙⲛ̅ⲧ ⲛ̅ϩⲟⲟⲩ ⲛϥ̅ⲧⲱⲟⲩⲛ.
32 Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.
ⲗ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ϩⲛ̅ⲟⲩⲡⲁⲣⲣⲏⲥⲓⲁ ⲛⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲡϣⲁϫⲉ ⲡⲉⲧⲣⲟⲥ ⲇⲉ ⲁϥϯⲡⲉϥⲟⲩⲟⲓ̈ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲣⲟϥ ⲁϥⲁⲣⲭⲉⲓ ⲛ̅ⲉⲡⲓⲧⲓⲙⲁ ⲛⲁϥ.
33 Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud.
ⲗ̅ⲅ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲕⲧⲟϥ ⲁⲩⲱ ⲁϥⲛⲁⲩ ⲉⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲁϥⲉⲡⲓⲧⲓⲙⲁ ⲙ̅ⲡⲉⲧⲣⲟⲥ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁϥ. ϫⲉ ⲃⲱⲕ ⲉⲡⲁϩⲟⲩ ⲙ̅ⲙⲟⲓ̈ ⲡⲥⲁⲧⲁⲛⲁⲥ ⲉⲃⲟⲗ ϫⲉ ⲛⲅ̅ⲙⲉⲉⲩⲉ ⲁⲛ ⲉⲛⲁⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲁⲗⲗⲁ ⲉⲛⲁⲛ̅ⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ.
34 Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
ⲗ̅ⲇ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲙⲟⲩⲧⲉ ⲉⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲛⲙ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲡⲉⲧⲟⲩⲱϣ ⲉⲟⲩⲁϩϥ̅ ⲛ̅ⲥⲱⲓ̈ ⲙⲁⲣⲉϥⲁⲣⲛⲁ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲛϥ̅ϥⲓ ⲙ̅ⲡⲉϥⲥxⲟ̅ⲥ̅ ⲛϥ̅ⲟⲩⲁϩϥ̅ ⲛ̅ⲥⲱⲉⲓ
35 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel, he saveteo.
ⲗ̅ⲉ̅ⲡⲉⲧⲛⲁⲟⲩⲱϣ ⲅⲁⲣ ⲉⲛⲁϩⲙ̅ⲧⲉϥⲯⲩⲭⲏ ϥⲛⲁⲥⲟⲣⲙⲉⲥ. ⲡⲉⲧⲛⲁⲥⲱⲣⲙ̅ ⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲉϥⲯⲩⲭⲏ ⲉⲧⲃⲏⲏⲧ ⲛⲙ̅ⲡⲉⲩⲁⲅⲅⲉⲗⲓⲟⲛ ϥⲛⲁⲧⲟⲩϫⲟⲥ.
36 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?
ⲗ̅ⲋ̅ⲟⲩ ⲅⲁⲣ ⲉⲧⲛⲁϯϩⲏⲩ ⲙ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲉⲧⲣⲉϥϫⲡⲉⲡⲕⲟⲥⲙⲟⲥ ⲧⲏⲣϥ̅ ⲁⲩⲱ ⲛϥ̅ϯⲟⲥⲉ ⲛ̅ⲧⲉϥⲯⲩⲭⲏ.
37 Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
ⲗ̅ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲟⲩ ⲡⲉⲧⲉⲣⲉⲡⲣⲱⲙⲉ ⲛⲁⲧⲁⲁϥ ⲛ̅ϣⲃ̅ⲃⲓⲱ ϩⲁⲧⲉϥⲯⲩⲭⲏ.
38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-mañ, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
ⲗ̅ⲏ̅ⲡⲉⲧⲛⲁϯϣⲓⲡⲉ ⲅⲁⲣ ⲛⲁⲓ̈ ⲙⲛ̅ⲛⲉⲧⲉⲛⲟⲩⲓ̈ ⲛⲉ ϩⲛ̅ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ ⲛ̅ⲛⲟⲉⲓⲕ. ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲣⲉϥⲣ̅ⲛⲟⲃⲉ. ⲡϣⲏⲣⲉ ϩⲱⲱϥ ⲙ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲛⲁϯϣⲓⲡⲉ ⲛⲁϥ ⲉϥϣⲁⲛⲉ͡ⲓ ϩⲙ̅ⲡⲉⲟⲟⲩ ⲙ̅ⲡⲉϥⲉ͡ⲓⲱⲧ ⲙⲛ̅ⲛ̅ⲁⲅⲅⲉⲗⲟⲥ ⲉⲧⲟⲩⲁⲁⲃ

< Marc 8 >