< Marc 6 >

1 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro, hag e ziskibien a heulias anezhañ.
ⲁ̅ⲁϥⲉⲓ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲁϥⲉⲓ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲧⲉϥⲡⲟⲗⲓⲥ. ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲟⲩⲁϩⲟⲩ ⲛ̅ⲥⲱϥ ⲛ̅ϭⲓⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ
2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
ⲃ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲡⲥⲁⲃⲃⲁⲧⲟⲛ ⲇⲉ ϣⲱⲡⲉ ⲁϥⲁⲣⲭⲉⲥⲑⲁⲓ ⲛ̅ϯⲥⲃⲱ ϩⲛ̅ⲧⲥⲩⲛⲁⲅⲱⲅⲏ ⲁⲩⲱ ⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ⲁⲩⲣ̅ϣⲡⲏⲣⲉ ⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ⲛ̅ⲧⲁⲡⲁⲓ̈ ϭⲛ̅ⲛⲁⲓ̈ ⲧⲱⲛ. ⲁⲩⲱ ⲟⲩ ⲧⲉ ⲧⲁⲓ̈ⲥⲟⲫⲓⲁ ⲛ̅ⲧⲁⲩⲧⲁⲁⲥ ⲙ̅ⲡⲁⲓ̈. ⲁⲩⲱ ⲛⲉⲓ̈ϭⲟⲙ ⲛ̅ⲧⲉⲓ̅ϭⲟⲧ ⲉⲧⲉⲣⲉⲡⲁⲓ̈ ⲉⲓⲣⲉ ⲙ̅ⲙⲟⲟⲩ
3 Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
ⲅ̅ⲙ̅ⲡⲁⲓ̈ ⲁⲙ ⲡⲉ ⲡϩⲁⲙϣⲉ ⲡϣⲏⲣⲉ ⲙ̅ⲙⲁⲣⲓⲁ. ⲁⲩⲱ ⲡⲥⲟⲛ ⲛ̅ⲓ̈ⲁⲕⲱⲃⲟⲥ ⲛⲙ̅ⲓ̈ⲱⲥⲏ ⲛⲙ̅ⲓ̈ⲟⲩⲇⲁ ⲛⲙ̅ⲥⲓⲙⲱⲛ. ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥⲥⲱⲛⲉ ⲛⲉⲩⲛ̅ⲡⲉⲉⲓⲙⲁ ⲁⲛ ϩⲁϩⲧⲏⲛ ⲁⲩⲥⲕⲁⲛⲇⲁⲗⲓⲍⲉ ϩⲣⲁⲓ̈ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅.
4 Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan.
ⲇ̅ⲡⲉϫⲉⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲛⲁⲩ. ϫⲉ ⲙ̅ⲙⲛ̅ⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ ⲥⲏϣ ⲉⲓⲙⲏⲧⲓ ϩⲛ̅ⲧⲉϥⲡⲟⲗⲓⲥ ⲁⲩⲱ ϩⲛ̅ⲛⲉϥⲥⲩⲅⲅⲉⲛⲏⲥ ⲛⲙ̅ⲡⲉϥⲏⲉⲓ.
5 Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno.
ⲉ̅ⲙ̅ⲡϥ̅ⲣ̅ⲗⲁⲁⲩ ⲇⲉ ⲛ̅ϭⲟⲙ ⲙ̅ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛ̅ⲥⲁϩⲟⲉⲓⲛⲉ ⲉⲩϣⲱⲛⲉ ⲁϥⲕⲁⲧⲟⲟⲧϥ̅ ϩⲓϫⲱⲟⲩ ⲁϥⲧⲁⲗϭⲟⲟⲩ.
6 Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.
ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲛⲉⲩⲣ̅ϣⲡⲏⲣⲉ ⲉⲧⲃⲉⲧⲉⲩⲙⲛ̅ⲧⲁⲧⲛⲁϩⲧⲉ ⲛⲉϥⲕⲱⲧⲉ ⲇⲉ ⲡⲉ ⲉⲛⲉⲧⲙⲉ ⲉϥϯⲥⲃⲱ
7 Neuze e c'halvas an daouzek, hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur;
ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥⲙⲟⲩⲧⲉ ⲉⲡⲙⲛⲧⲥ̅ⲛⲟⲟⲩⲥ ⲁϥⲁⲣⲭⲉⲥⲑⲁⲓ ⲛ̅ϫⲟⲟⲩⲥⲉ ⲥⲛⲁⲩ ⲥⲛⲁⲩ ⲁⲩⲱ ⲁϥϯ ⲛⲁⲩ ⲛ̅ⲧⲉⲝⲟⲩⲥⲓⲁ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲛⲉⲡⲛ̅ⲁ̅ ⲛ̅ⲁⲕⲁⲑⲁⲣⲧⲟⲛ
8 hag e c'hourc'hemennas dezho na gemerjent netra evit an hent, nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,
ⲏ̅ⲁϥϩⲱⲛ ⲇⲉ ⲉⲧⲟⲟⲧⲟⲩ ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉⲛⲛⲉⲩϥⲓⲗⲁⲁⲩ ⲛⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲉⲧⲉϩⲓⲏ ⲛ̅ⲥⲁⲟⲩϭⲉⲣⲱⲃ ⲙ̅ⲙⲁⲧⲉ ⲟⲩⲇⲉ ⲟⲉⲓⲕ ⲟⲩⲇⲉ ⲡⲏⲣⲁ ⲟⲩⲇⲉ ϩⲟⲙⲛ̅ⲧ ⲉⲛⲉⲩⲙⲟϫϩ
9 met sandalennoù en o zreid, ha na zougjent ket daou wiskamant.
ⲑ̅ⲁⲗⲗⲁ ⲉⲣⲉⲛⲉⲩⲥⲁⲛⲇⲁⲗⲓⲟⲛ ⲟⲧϩ ⲉⲣⲁⲧⲟⲩ. ⲟⲩⲇⲉ ⲛ̅ⲥⲉⲧⲙ̅ϯϣⲧⲏⲛ ⲥⲛ̅ⲧⲉ ϩⲓⲱⲟⲩ
10 Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.
ⲓ̅ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲡⲏⲉⲓ ⲉⲧⲉⲧⲛⲁⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲣⲟϥ ϭⲱ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅ ϣⲁⲛⲧⲉⲧⲛ̅ⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ
11 Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.]
ⲓ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲉⲛϥ̅ⲛⲁϣⲉⲡⲧⲏⲩⲧⲛ̅ ⲉⲣⲟϥ ⲁⲛ ⲟⲩⲇⲉ ⲛ̅ⲥⲉⲧⲙ̅ⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲣⲱⲧⲛ̅ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲛⲁⲉ͡ⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛⲟⲩϩⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲙ̅ⲡϣⲟⲉⲓϣ ⲉⲧϩⲁⲣⲟⲟⲩ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲟⲩⲉⲣⲏⲧⲉ ⲉⲩⲙⲛ̅ⲧⲙⲛ̅ⲧⲣⲉ ⲉⲣⲟⲟⲩ.
12 O vezañ aet eta, e prezegjont d'an dud kaout keuz.
ⲓ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲟⲩⲙⲟⲟϣⲉ ⲁⲩⲕⲏⲣⲩⲥⲥⲉ ϫⲉ ⲉⲩⲉⲙⲉⲧⲁⲛⲟⲉⲓ
13 Kas a rejont kuit kalz a ziaoulien, hag ec'h eouljont gant eoul kalz a dud glañv, hag e yac'hajont anezho.
ⲓ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ϩⲁϩ ⲛ̅ⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ ⲁⲩⲛⲟϫⲟⲩ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲉⲛⲕⲉⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲩϣⲱⲛⲉ ⲁⲩⲧⲁϩⲥⲟⲩ ⲛ̅ⲛⲉϩ ⲁⲩⲧⲁⲗϭⲟⲟⲩ.
14 Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
ⲓ̅ⲇ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥⲥⲱⲧⲙ̅ ⲛ̅ϭⲓϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ ⲡⲣⲣⲟ ⲁⲡⲉϥⲣⲁⲛ ⲅⲁⲣ ϯⲥⲟⲉⲓⲧ ⲁⲩⲱ ⲛⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲡⲉⲧϯⲃⲁⲡⲧⲓⲥⲙⲁ ⲁϥⲧⲱⲟⲩⲛ ϩⲛ̅ⲛⲉⲧⲙⲟⲟⲩⲧ ⲁⲩⲱ ⲉⲧⲃⲉⲡⲁⲓ̈ ⲛ̅ϭⲟⲙ ⲉⲛⲉⲣⲅⲓ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅.
15 Re all a lavare: Elia eo; ha re all: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.
ⲓ̅ⲉ̅ϩⲉⲛⲕⲟⲟⲩⲉ ⲇⲉ ⲛⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ϩⲏⲗⲉⲓⲁⲥ ⲡⲉ ϩⲉⲛⲕⲟⲟⲩⲉ ⲇⲉ ϫⲉ ⲟⲩⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ ⲡⲉ ⲛ̅ⲑⲉ ⲛ̅ⲟⲩⲁ ⲛ̅ⲛⲉⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ
16 Herodez eta, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ; adsavet eo a varv.
ⲓ̅ⲋ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲥⲱⲧⲙ̅ ⲇⲉ ⲛ̅ϭⲓϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ ⲡⲉϫⲁϥ ϫⲉ ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲡⲉ ⲛ̅ⲧⲁⲓ̈ϥⲓⲧⲉϥⲁⲡⲉ ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲡⲉ ⲛ̅ⲧⲁϥⲧⲱⲟⲩⲛ.
17 Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet.
ⲓ̅ⲍ̅ϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ ⲅⲁⲣ ⲁϥϫⲟⲟⲩ ⲁϥⲁⲙⲁϩⲧⲉ ⲛ̅ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲁϥⲙⲟⲣϥ̅ ⲁϥⲕⲁⲁϥ ϩⲙ̅ⲡⲉϣⲧⲉⲕⲟ. ⲉⲧⲃⲉϩⲏⲣⲱⲇⲓⲁⲥ ⲑⲓⲙⲉ ⲙ̅ⲫⲓⲗⲓⲡⲡⲟⲥ ⲡⲉϥⲥⲟⲛ ⲉⲃⲟⲗ ϫⲉ ⲁϥϩⲙⲟⲟⲥ ⲛⲙ̅ⲙⲁⲥ
18 Ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket grataet dit kaout gwreg da vreur.
ⲓ̅ⲏ̅ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲅⲁⲣ ⲛⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛ̅ϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ ϫⲉ ⲟⲩⲕ ⲉⲝⲉⲥⲧⲓ ⲛⲁⲕ ⲉϫⲓ ⲛ̅ⲑⲓⲙⲉ ⲙ̅ⲡⲉⲕⲥⲟⲛ.
19 Dre-se, Herodiaz he devoa droug outañ, hag e c'hoantae e lakaat d'ar marv; met ne c'helle ket,
ⲓ̅ⲑ̅ϩⲏⲣⲱⲇⲓⲁⲥ ⲇⲉ ⲛⲉⲥϭⲟⲛⲧ̅ ⲉⲣⲟϥ. ⲁⲩⲱ ⲛⲉⲥⲟⲩⲱϣ ⲉⲙⲟⲟⲩⲧϥ̅ ⲙ̅ⲡⲉⲥϭⲙ̅ϭⲟⲙ ⲇⲉ.
20 rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur.
ⲕ̅ϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ ⲅⲁⲣ ⲛⲉϥⲟ ⲛ̅ϩⲟⲧⲉ ϩⲏⲧϥ̅ ⲛ̅ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲉϥⲥⲟⲟⲩⲛ ⲙ̅ⲙⲟϥ ϫⲉ ⲟⲩⲣⲱⲙⲉ ⲛ̅ⲇⲓⲕⲁⲓⲟⲥ ⲡⲉ ⲉϥⲟⲩⲁⲁⲃ ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥⲧⲙⲁⲓ̈ⲟ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲥⲱⲧⲙ̅ ⲇⲉ ⲉⲣⲟϥ ⲛ̅ϩⲁϩ ⲛ̅ⲥⲟⲡ ⲁϥⲣ̅ϣⲡⲏⲣⲉ ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲣⲟϥ ⲉϥⲡⲓⲑⲉ.
21 Met un devezh mat a zeuas. Herodez, dre ma oa deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.
ⲕ̅ⲁ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲟⲩϩⲟⲟⲩ ⲇⲉ ⲛ̅ⲣⲁⲛ ϣⲱⲡⲉ ⲉⲁϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ ϩⲙ̅ⲡⲉϥϩⲟⲩⲙⲓⲥⲉ ⲉⲣⲟⲩⲇⲓⲡⲛⲟⲛ ⲉⲛⲉϥⲙⲉⲅⲓⲥⲧⲁⲛⲟⲥ ⲁⲩⲱ ⲉⲛⲭⲓⲗⲓⲁⲣⲭⲟⲥ ⲙⲛ̅ⲛ̅ⲛⲟϭ ⲛ̅ⲧⲅⲁⲗⲓⲗⲁⲓⲁ.
22 Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, o vezañ dañset, hag o vezañ plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.
ⲕ̅ⲃ̅ⲁⲥⲉⲓ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲛ̅ϭⲓⲧϣⲉⲉⲣⲉ ⲛ̅ϩⲏⲣⲱⲇⲓⲁⲥ ⲁⲥⲟⲣⲭⲉ ⲁⲥⲣ̅ⲁⲛⲁϥ ⲛ̅ϩⲏⲣⲱⲇⲏⲥ ⲛⲙ̅ⲛⲉⲧⲛⲏϫ. ⲡⲉⲣⲟ ⲇⲉ ⲁϥϫⲟⲟⲥ ⲛ̅ⲧϣⲉⲉⲣⲉ ϣⲏⲙ ϫⲉ ⲁⲓⲧⲓ ⲙ̅ⲙⲟⲓ̈ ⲙ̅ⲡⲉⲧⲉⲟⲩⲁϣϥ̅ ⲁⲩⲱ ϯⲛⲁⲧⲁⲁϥ ⲛⲉ.
23 Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
ⲕ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥϩⲟⲙⲟⲗⲟⲅⲉⲓ ⲛⲁⲥ ϫⲉ ⲡⲉⲧⲉⲣⲁⲁⲓⲧⲓ ⲙ̅ⲙⲟⲓ̈ ⲙⲙⲟϥ ϯⲛⲁⲧⲁⲁϥ ⲛⲉ ϣⲁⲧⲡⲁϣⲉ ⲛ̅ⲧⲁⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ.
24 O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
ⲕ̅ⲇ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲥⲉ͡ⲓ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲥϫⲟⲟⲥ ⲛ̅ⲧⲉⲥⲙⲁⲁⲩ ϫⲉ ⲧⲁⲁⲓⲧⲓ ⲛ̅ⲟⲩ. ⲛ̅ⲧⲟⲥ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁⲥ ϫⲉ ⲉⲧⲓ ⲛ̅ⲧⲁⲡⲉ ⲛ̅ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲡⲃⲁⲡⲧⲓⲥⲧⲏⲥ
25 Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
ⲕ̅ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲥⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ϣⲁⲡⲉⲣⲟ ⲁⲥⲁⲓⲧⲓ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲉⲥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ϯⲟⲩⲱϣ ϫⲉⲕⲁⲥ ⲧⲉⲛⲟⲩ ⲉⲕⲉϯ ⲛⲁⲓ̈ ϩⲓϫⲛ̅ⲟⲩⲡⲓⲛⲁⲝ ⲛ̅ⲧⲁⲡⲉ ⲛ̅ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲡⲃⲁⲡⲧⲓⲥⲧⲏⲥ.
26 Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.
ⲕ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲙ̅ⲕⲁϩ ⲛ̅ϩⲏⲧ ⲛ̅ϭⲓⲡⲣ̅ⲣⲟ. ⲉⲧⲃⲉⲛⲁⲛⲁⲩϣ ⲛⲙ̅ⲛⲉⲧⲛⲏϫ ⲛⲙ̅ⲙⲁϥ ⲙⲡϥ̅ⲟⲩⲱϣ ⲉⲧⲥⲧⲟⲥ ⲉⲃⲟⲗ.
27 Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
ⲕ̅ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲡⲉⲣⲟ ⲁϥϫⲟⲟⲩ ⲛ̅ⲟⲩⲥⲡⲉⲕⲟⲩⲗⲁⲧⲱⲣ ⲁϥⲟⲩⲉϩⲥⲁϩⲛⲉ ⲛⲁϥ ⲉⲧⲣⲉϥⲛ̅ⲧⲉϥⲁⲡⲉ.
28 hag e zegasas war ur plad, e reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
ⲕ̅ⲏ̅ⲁϥⲃⲱⲕ ⲇⲉ ⲁϥϥⲓⲧⲉϥⲁⲡⲉ ϩⲙ̅ⲡⲉϣⲧⲉⲕⲟ. ⲁϥⲛ̅ⲧⲥ̅ ϩⲓϫⲙⲡⲡⲓⲛⲁⲝ ⲁϥⲧⲁⲁⲥ ⲛ̅ⲧϣⲉⲉⲣⲉ ϣⲏⲙ ⲧϣⲉⲉⲣⲉ ϣⲏⲙ ⲇⲉ ⲁⲥⲧⲁⲁⲥ ⲛ̅ⲧⲉⲥⲙⲁⲁⲩ.
29 Diskibien Yann o vezañ klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezhañ en ur bez.
ⲕ̅ⲑ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲟⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ⲛ̅ϭⲓⲙ̅ⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ. ⲁⲩⲉⲓ ⲁⲩϥⲓⲡⲉϥⲥⲱⲙⲁ ⲁⲩⲕⲁⲁϥ ϩⲛ̅ⲟⲩⲙ̅ϩⲁⲟⲩ.
30 An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezhañ kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.
ⲗ̅ⲛⲁⲡⲟⲥⲧⲟⲗⲟⲥ ⲇⲉ ⲁⲩⲥⲱⲟⲩϩ ⲉⲓ̅ⲥ̅ ⲁⲩⲱ ⲁⲩϫⲱ ⲁⲩⲧⲁⲩⲟ ⲉⲣⲟϥ ⲛ̅ⲛⲉⲛⲧⲁⲩⲁⲁⲩ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲙⲛ̅ⲛⲉⲛⲧⲁⲩⲁⲁⲩ ⲛ̅ⲥⲃⲱ
31 Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebriñ.
ⲗ̅ⲁ̅ⲡⲉϫⲉⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲁⲙⲏⲓ̈ⲛ ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲥⲁⲩⲥⲁ ⲉⲩⲙⲁ ⲛ̅ϫⲁⲓ̈ⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲙⲧⲟⲛ ⲙ̅ⲙⲱⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲟⲩⲕⲟⲩⲉⲓ ⲛⲉⲧⲛⲏⲩ ⲅⲁⲣ ⲁⲩⲱ ⲛⲉⲧⲃⲏⲕ ⲛⲉ ⲛⲁϣⲱⲟⲩ ⲉⲙⲁⲩⲕⲁⲁⲩ ⲉⲥⲣ̅ϥⲉ ⲉⲟⲩⲱⲙ
32 Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro.
ⲗ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲧⲁⲗⲉ ⲉⲡϫⲟⲉⲓ ⲁⲩⲃⲱⲕ ⲙⲁⲩⲁⲁⲩ ⲉⲩⲙⲁ ⲛ̅ϫⲁⲉⲓⲉ.
33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.]
ⲗ̅ⲅ̅ⲁϩⲁϩ ⲇⲉ ⲛⲁⲩ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲉⲩⲃⲏⲕ ⲁⲩⲥⲟⲩⲱⲛⲟⲩ ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲉⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲙ̅ⲡⲟⲗⲓⲥ. ⲁⲩⲡⲱⲧ ⲉⲣⲁⲧⲟⲩ. ⲁⲩⲣ̅ϣⲟⲣⲡ̅ ⲇⲉ ⲉⲣⲟⲟⲩ.
34 Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
ⲗ̅ⲇ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲉ͡ⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲁϥⲛⲁⲩ ⲉⲩⲛⲟϭ ⲙ̅ⲙⲏⲏϣⲉ. ⲁⲩⲱ ⲁϥϣⲛ̅ϩⲧⲏϥ ⲉϫⲱⲟⲩ ϫⲉ ⲛⲉⲩⲟ ⲛ̅ⲑⲉ ⲛ̅ϩⲉⲛⲉⲥⲟⲟⲩ ⲉⲙⲙⲛ̅ⲧⲟⲩϣⲱⲥ ϩⲓϫⲱⲟⲩ. ⲁⲩⲱ ⲁϥⲁⲣⲭⲓ ⲉϯⲥⲃⲱ ⲛⲁⲩ ⲉⲙⲁⲧⲉ
35 Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo;
ⲗ̅ⲉ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲛⲁⲩ ⲇⲉ ϣⲉ. ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲁⲩϯⲡⲉⲩⲟⲩⲟⲉⲓ ⲉⲣⲟϥ ⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲡⲙⲁ ⲟⲩϫⲁⲓ̈ⲉ ⲡⲉ. ⲁⲩⲱ ⲏⲇⲏ ⲁⲛⲁⲩ ϣⲉ.
36 kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebriñ.
ⲗ̅ⲋ̅ⲕⲁⲁⲩ ⲉⲃⲟⲗ ϫⲉ ⲉⲩⲉⲃⲱⲕ ⲉⲛⲥⲱϣⲉ ⲉⲧϩⲙ̅ⲡⲉⲩⲕⲱⲧⲉ ⲙⲛ̅ⲛⲉⲧⲙⲉ ⲛ̅ⲥⲉⲧⲟⲟⲩ ⲛⲁⲩ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲟⲩⲛⲁⲟⲩⲟⲙⲟⲩ.
37 Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
ⲗ̅ⲍ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲁϥⲟⲩⲱϣⲃ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ϯ ⲛⲁⲩ ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲉⲧⲣⲉⲩⲟⲩⲱⲙ. ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲙⲁⲣⲛ̅ⲃⲱⲕ ⲛ̅ⲧⲛ̅ⲧⲟⲟⲩ ⲙⲛⲧ̅ⲥⲛⲟⲟⲩⲥ ⲛ̅ϣⲉ ⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲛ̅ⲧⲛ̅ⲧⲁⲁⲩ ⲛⲁⲩ ⲉⲟⲩⲱⲙ.
38 Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.
ⲗ̅ⲏ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲟⲩⲛⲧⲏⲧⲛ̅ⲟⲩⲏⲣ ⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲃⲱⲕ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲛⲁⲩ. ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲟⲩⲉⲓⲙⲉ ⲡⲉϫⲁⲩ ⲛⲁϥ ϫⲉ ϯⲟⲩ ⲙⲛ̅ⲧⲃⲧ̅ ⲥⲛⲁⲩ.
39 Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.
ⲗ̅ⲑ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥⲟⲩⲉϩⲥⲁϩⲛⲉ ⲛⲁⲩ ⲉⲧⲣⲉⲩⲛⲟϫⲟⲩ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲉⲩⲟ ⲛ̅ⲁⲩⲏⲧʾ ⲁⲩⲏⲧʾ ⲉϫⲙ̅ⲡⲉⲭⲟⲣⲧⲟⲥ ⲉⲧⲟⲩⲉⲧⲟⲩⲱⲧ
40 Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
ⲙ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲛⲟϫⲟⲩ ⲉⲩⲟ ⲛ̅ⲁⲩⲏⲧʾ ⲁⲩⲏⲧʾ ϣⲉ ϣⲉ ⲁⲩⲱ ⲧⲁⲉⲓⲟⲩ ⲧⲁⲉⲓⲟⲩ.
41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù, e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
ⲙ̅ⲁ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥϫⲓ ⲇⲉ ⲙ̅ⲡϯⲟⲩ ⲛ̅ⲟⲓ̈ⲕ ⲛⲙⲡ̅ⲧⲃ̅ⲧ ⲥⲛⲁⲩ ⲁϥϥⲓⲁⲧϥ̅ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲧⲡⲉ ⲁϥⲥⲙⲟⲩ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲁⲩⲱ ⲁϥⲡⲉϣⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ ⲁϥⲧⲁⲁⲩ ⲛ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ϫⲉ ⲉⲩⲉⲕⲁⲁⲩ ϩⲁⲣⲱⲟⲩ ⲡⲕⲉⲧⲃⲧ̅ ⲥⲛⲁⲩ ⲁϥⲡⲟϣⲟⲩ ⲉϫⲱⲟⲩ ⲧⲏⲣⲟⲩ
42 Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h.
ⲙ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲟⲩⲱⲙ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲁⲩⲥⲓ.
43 Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù bara hag eus ar pesked.
ⲙ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩϥⲓⲙⲛ̅ⲧⲥ̅ⲛⲟⲟⲩⲥ ⲛ̅ⲕⲟⲧ ⲉⲩⲙⲉϩ ⲗ̅ⲗⲁⲕⲙ̅ ⲁⲩϥⲓ ⲟⲛ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲛ̅ⲧⲃⲧ̅.
44 Ar re o devoa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.
ⲙ̅ⲇ̅ⲛⲉⲛⲧⲁⲩⲟⲩⲱⲙ ⲇⲉ ⲛⲉⲩⲛⲁⲣ̅ⲁⲩϭⲓⲥⲧⲃⲁ ⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ.
45 Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl.
ⲙ̅ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲁϥⲁⲛⲁⲅⲕⲁⲍⲉ ⲛ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ⲉⲧⲁⲗⲉ ⲉⲡϫⲟⲉⲓ ⲁⲩⲱ ⲉⲣϣⲟⲣⲡ̅ ⲉⲣⲟϥ ⲉⲡⲓⲕⲣⲟ ⲉⲃⲏⲑⲥⲁⲓ̈ⲇⲁ ϣⲁⲛⲧⲉϥⲕⲁⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲉⲃⲟⲗ.
46 Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ.
ⲙ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲁⲡⲟⲥⲧⲁⲥⲥⲉ ⲛⲁⲩ ⲁϥⲃⲱⲕ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲡⲧⲟⲟⲩ ⲉϣⲗⲏⲗ.
47 An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
ⲙ̅ⲍ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲣⲟⲩϩⲉ ⲇⲉ ϣⲱⲡⲉ ⲛⲉⲣⲉⲡϫⲟⲉⲓ ϩⲛ̅ⲧⲙⲏⲧⲉ ⲛ̅ⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ. ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲛⲉϥϩⲓⲡⲉⲕⲣⲟ ⲙⲁⲩⲁⲁϥ.
48 Hag e welas o devoa kalz a boan o roeñvat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogiñ.
ⲙ̅ⲏ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲛⲁⲩ ⲇⲉ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲉⲩϩⲟⲥⲉ ϩⲙ̅ⲡⲧⲣⲉⲩⲥϭⲏⲣ ⲡⲧⲏⲩ ⲅⲁⲣ ⲛⲉϥϯⲟⲩⲃⲏⲩ ϩⲙ̅ⲡⲙⲉϩϥⲧⲟⲟⲩ ⲛ̅ϣⲱⲡ ⲛ̅ⲧⲉⲩϣⲏ ⲁϥⲉⲓ ϣⲁⲣⲟⲟⲩ ⲉϥⲙⲟⲟϣⲉ ϩⲓϫⲛ̅ⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥⲟⲩⲱϣ ⲉⲡⲁⲣⲁⲅⲉ ⲙ̅ⲙⲟⲟⲩ.
49 Met pa weljont anezhañ, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont.
ⲙ̅ⲑ̅ⲛ̅ⲧⲟⲟⲩ ⲛ̅ⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲟⲩⲛⲁⲩ ⲉⲣⲟϥ ⲉϥⲙⲟⲟϣⲉ ϩⲓϫⲛ̅ⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ. ⲁⲩⲙⲉⲉⲩⲉ ϫⲉ ⲟⲩⲫⲁⲛⲧⲁⲥⲙⲁ ⲡⲉ. ⲁⲩⲱ ⲁⲩϫⲓϣⲕⲁⲕ ⲉⲃⲟⲗ
50 Rak holl a weljont anezhañ, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
ⲛ̅ⲁⲩⲉⲓⲟⲣϩϥ ⲅⲁⲣ ⲧⲏⲣⲟⲩ. ⲁⲩⲱ ⲁⲩϣⲧⲟⲣⲧⲣ̅. ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲁϥϣⲁϫⲉ ⲛⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ⲧⲱⲕ ⲛ̅ϩⲏⲧ ⲁⲛⲟⲕ ⲡⲉ ⲙ̅ⲡⲣ̅ⲣ̅ϩⲟⲧⲉ
51 Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm,
ⲛ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲁϥⲁⲗⲉ ⲉⲡϫⲟⲉⲓ ⲛⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲁⲡⲧⲏⲩ ⲗⲟ ⲃ̅ⲃⲟⲗ. ⲁⲩⲣ̅ϣⲡⲏⲣⲉ ⲇⲉ ⲉⲙⲁⲧⲉ
52 rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.
ⲛ̅ⲃ̅ⲙ̅ⲡⲟⲩⲛⲟⲉⲓ ⲅⲁⲣ ϩⲓⲛ̅ⲟⲉⲓⲕ. ⲁⲗⲗⲁ ⲛⲉⲣⲉⲡⲉⲩϩⲏⲧ ⲧⲏⲙ
53 P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.
ⲛ̅ⲅ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲟⲩⲙⲟⲟⲛⲉ ⲇⲉ ⲉⲡⲉⲕⲣⲟ ⲁⲩⲉⲓ ⲉⲅⲉⲛⲛⲏⲥⲁⲣⲉⲧ
54 Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal,
ⲛ̅ⲇ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲟⲩⲡⲉ ⲇⲉ ⲉⲡⲉⲕⲣⲟ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲁⲩⲥⲟⲩⲱⲛϥ̅
55 hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleoù bihan ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa.
ⲛ̅ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲡⲱⲧ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲧⲉⲭⲱⲣⲁ ⲧⲏⲣⲥ̅ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ. ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲁⲣⲭⲉⲓ ⲉⲉⲓⲛⲉ ϩⲓϫⲛ̅ⲛⲉⲧϭⲗⲱϭ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲙⲟⲕϩ ϩⲛ̅ⲛⲉⲩϣⲱⲛⲉ ⲉⲡⲙⲁ ⲉϣⲁⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ϫⲉ ϥⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅.
56 E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù, pe er c'hêrioù, pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da stekiñ, da vihanañ, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outañ, a oa yac'haet.
ⲛ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲙⲁ ⲉⲧϥⲛⲁⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲣⲟϥ ⲉϩⲉⲛϯⲙⲉ ⲏ ϩⲉⲛⲡⲟⲗⲓⲥ ⲏ ϩⲉⲛⲥⲱϣⲉ. ϣⲁⲩⲕⲁⲛⲉⲧϣⲱⲛⲉ ϩⲛ̅ⲛ̅ⲁⲅⲟⲣⲁ ⲛ̅ⲥⲉⲥⲉⲡⲥⲱⲡϥ̅ ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉⲩⲉϫⲱϩ ⲉⲡⲧⲟⲡ ⲛ̅ⲧⲉϥϣⲧⲏⲛ ⲁⲩⲱ ⲛⲉϣⲁⲩϫⲱϩ ⲉⲣⲟϥ ϣⲁⲩⲗⲟ.

< Marc 6 >