< Marc 4 >

1 Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn, e-tal ar mor, hag ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni, hag an holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
ⲁ̅ⲁϥⲁⲣⲭⲉⲥⲑⲁⲓ ⲟⲛ ⲉϯⲥⲃⲱ ϩⲁⲧⲉⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ. ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲛⲟϭ ⲙ̅ⲙⲏⲏϣⲉ ⲥⲱⲟⲩϩ ⲉⲣⲟϥ ϩⲱⲥⲧⲉ ⲉⲧⲣⲉϥⲁⲗⲉ ⲉⲡϫⲟⲉ͡ⲓ ⲛϥ̅ϩⲙⲟⲟⲥ ϩⲛ̅ⲧⲉⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ. ⲁⲩⲱ ⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲧⲏⲣϥ̅ ⲛⲉϥⲁϩⲉⲣⲁⲧϥ̅ ϩⲓⲡⲉⲕⲣⲟ ⲛ̅ⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ
2 Deskiñ a rae dezho kalz a draoù, dre barabolennoù, hag e lavare dezho en e gelennadurezh:
ⲃ̅ⲁϥϯⲥⲃⲱ ⲇⲉ ⲛⲁⲩ ⲉⲙⲁⲧⲉ ϩⲛ̅ϩⲉⲛⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁⲩ ϩⲛ̅ⲧⲉϥⲥⲃⲱ
3 Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ;
ⲅ̅ϫⲉ ⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲁϥⲉ͡ⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲛ̅ϭⲓⲡⲉⲧϫⲟ ⲉⲧϫⲟ.
4 hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
ⲇ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥϫⲟ, ⲟⲩⲁ ⲙⲉⲛ ⲁϥϩⲉ ϩⲁⲧⲉⲧⲉϩⲓⲏ ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲉ͡ⲓ ⲛ̅ϭⲓⲛ̅ϩⲁⲗⲁⲧⲉ ⲁⲩⲟⲙⲟⲩ
5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;
ⲉ̅ⲕⲉⲩⲁ ⲇⲉ ⲁϥϩⲉ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉϫⲛ̅ⲧⲡⲉⲧⲣⲁ ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲉⲙ̅ⲙⲛ̅ϩⲁϩ ⲛ̅ⲕⲁϩ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅ ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲁⲩϯⲟⲩⲱ ⲉϩⲣⲁⲉⲓ ⲉⲧⲃⲉϫⲉⲙⲛ̅ϩⲁϩ ⲛ̅ⲕⲁϩ ϩⲁⲣⲟⲟⲩ
6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲡⲣⲏ ϣⲁ ⲁⲩϩⲱϭⲃ ⲁⲩⲱ ⲉⲧⲃⲉϫⲉⲙ̅ⲡⲟⲩϫⲉⲛⲟⲩⲛⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲩϣⲟⲟⲩⲉ
7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
ⲍ̅ⲕⲉⲩⲁ ⲁϥϩⲉ ⲉϩⲣⲁⲉⲓ ⲉϫⲛ̅ⲛ̅ϣⲟⲛⲧⲉ ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲉⲓ ⲉϩⲣⲁⲉⲓ ⲛ̅ϭⲓⲛ̅ϣⲟⲛⲧⲉ ⲁⲩⲟϭⲧⲟⲩ ⲁⲩⲱ ⲙ̅ⲡⲟⲩϯⲕⲁⲣⲡⲟⲥ
8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
ⲏ̅ϩⲉⲛⲕⲟⲟⲩⲉ ⲁⲩϩⲉ ⲉϫⲙ̅ⲡⲕⲁϩ ⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲉ͡ⲓ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲁⲩⲁⲩⲝⲁⲛⲉ ⲁⲩϯⲕⲁⲣⲡⲟⲥ ⲉⲙⲁⲁⲃ ⲁⲩⲱ ⲉⲥⲉ ⲁⲩⲱ ⲉϣⲉ.
9 Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
ⲑ̅ⲛⲉϥϫⲱ ⲇⲉ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲡⲉⲧⲉⲩⲛ̅ⲧϥ̅ⲙⲁⲁϫⲉ ⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲉⲥⲱⲧⲙ̅ ⲙⲁⲣⲉϥⲥⲱⲧⲙ̅.
10 Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ, gant an daouzek, a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
ⲓ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲕⲁⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲇⲉ ⲁⲩϫⲛⲟⲩϥ ⲛ̅ϭⲓⲛⲉⲧⲛⲙ̅ⲙⲁϥ ⲛⲙ̅ⲡⲙⲛ̅ⲧⲥⲛⲟⲟⲩⲥ ⲉⲛⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ
11 Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] traoù kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
ⲓ̅ⲁ̅ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ. ϫⲉ ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲧⲁⲩϯ ⲛⲏⲧⲛ̅ ⲙ̅ⲡⲙⲩⲥⲧⲏⲣⲓⲟⲛ ⲛ̅ⲧⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲙ̅ⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲛⲏ ⲇⲉ ⲉⲧϩⲓⲃⲟⲗ ⲉⲩⲛⲁϫⲓϩⲱⲃ ⲛⲓⲙ ⲉⲣⲟⲟⲩ ϩⲛ̅ϩⲉⲛⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ
12 evit o welout, e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout, e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent, ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù.
ⲓ̅ⲃ̅ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉⲩⲛⲁⲩ ⲉⲩⲉⲛⲁⲩ ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲥⲉⲧⲙ̅ⲛⲁⲩ ⲁⲩⲱ ⲉⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲩⲉⲥⲱⲧⲙ̅ ⲛ̅ⲥⲉⲧⲙ̅ⲛⲟⲉⲓ. ⲙⲏⲡⲱⲥ ⲛ̅ⲥⲉⲕⲟⲧⲟⲩ ⲛ̅ⲥⲉⲕⲱ ⲛⲁⲩ ⲉⲃⲟⲗ.
13 Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all?
ⲓ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲥⲟⲟⲩⲛ ⲁⲛ ⲛ̅ⲧⲉⲓ̈ⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ. ⲁⲩⲱ ⲡⲱⲥ ⲛ̅ⲕⲉⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲧⲉⲧⲛⲁⲥⲟⲩⲱⲛⲟⲩ
14 An hader a had ger Doue.
ⲓ̅ⲇ̅ⲡⲉⲧϫⲟ ⲉϥϫⲟ ⲙ̅ⲡϣⲁϫⲉ.
15 Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met raktal m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù;
ⲓ̅ⲉ̅ⲛⲁⲓ̈ ⲇⲉ ⲛⲉ ⲉⲧϩⲁⲧⲉⲧⲉϩⲓⲏ ⲙ̅ⲡⲙⲁ ⲉϣⲁⲩϫⲉⲡϣⲁϫⲉ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅. ⲁⲩⲱ ⲉϣⲁⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ϣⲁϥⲉ͡ⲓ ⲛ̅ϭⲓⲡⲥⲁⲧⲁⲛⲁⲥ ⲛϥ̅ϥⲓⲡϣⲁϫⲉ ⲉⲛⲧⲁⲩϫⲟϥ ⲛ̅ϩⲏⲧⲟⲩ
16 ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer da gentañ gant joa;
ⲓ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲛⲁⲓ̈ ϩⲱⲟⲩ ⲛⲉⲛⲧⲁⲩϫⲟⲟⲩ ϩⲓϫⲛ̅ⲙ̅ⲙⲁ ⲙ̅ⲡⲉⲧⲣⲁ ⲉϣⲁⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲡϣⲁϫⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ϣⲁⲩϫⲓⲧϥ̅ ϩⲛ̅ⲟⲩⲣⲁϣⲉ
17 met n'o deus ket a wrizienn enno oc'h-unan, ha ne badont nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent skouer fall.
ⲓ̅ⲍ̅ⲙ̅ⲙⲛ̅ⲛⲟⲩⲛⲉ ⲇⲉ ϩⲣⲁⲓ̈ ⲛ̅ϩⲏⲧⲟⲩ ⲁⲗⲗⲁ ϩⲛ̅ⲡⲣⲟⲥⲟⲩⲟⲉⲓϣ ⲛⲉ ⲉⲣϣⲁⲛⲟⲩⲑⲗⲓⲯⲓⲥ ⲇⲉ ϣⲱⲡⲉ ⲏ̑ ⲟⲩⲇⲓⲱⲅⲙⲟⲥ ⲉⲧⲃⲉⲡϣⲁϫⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ϣⲁⲩⲥⲕⲁⲛⲇⲁⲗⲓⲍⲉ.
18 Hag ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger;
ⲓ̅ⲏ̅ⲁⲩⲱ ϩⲉⲛⲕⲟⲟⲩⲉ ⲛⲉⲛⲧⲁⲩϫⲟⲟⲩ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲛϣⲟⲛⲧⲉ ⲉⲧⲉⲛⲁⲓ̈ ⲛⲉ ⲛ̅ⲧⲁⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲡϣⲁϫⲉ
19 met prederioù ar bed-mañ, ha tromplerezh ar pinvidigezhioù hag an holl c'hoantoù evit an traoù all o tont, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. (aiōn g165)
ⲓ̅ⲑ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲣⲟⲟⲩϣ ⲙ̅ⲡⲁⲓⲱⲛ ⲛⲙ̅ⲧⲁⲡⲁⲧⲏ ⲛ̅ⲧⲙⲛⲧ̅ⲣⲙ̅ⲙⲁⲟ ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲕⲉⲉⲡⲓⲑⲩⲙⲓⲁ ⲉⲧⲃⲏⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲥⲉⲱϭⲧ ⲙ̅ⲡϣⲁϫⲉ ⲁⲩⲱ ⲛϥ̅ϯⲕⲁⲣⲡⲟⲥ ⲁⲛ ⲉⲃⲟⲗ (aiōn g165)
20 Met ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer, hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
ⲕ̅ⲁⲩⲱ ⲛⲏ ⲛⲉ ⲛ̅ⲧⲁⲩϫⲟⲟⲩ ⲉϫⲙ̅ⲡⲕⲁϩ ⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ ⲉⲩⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲡϣⲁϫⲉ ⲥⲉϣⲱⲡ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲁⲩⲱ ⲥⲉⲧⲁⲩⲉⲕⲁⲣⲡⲟⲥ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲙⲁⲁⲃ ⲁⲩⲱ ϩⲛ̅ⲥⲉ ⲁⲩⲱ ϩⲛ̅ϣⲉ.
21 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Degas a reer ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, pe dindan ar gwele? N'eo ket evit he lakaat war ur c'hantolor?
ⲕ̅ⲁ̅ⲡⲉϫⲁϥ ⲇⲉ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲙⲏ ⲉⲣⲉⲡϩⲏⲃⲥ̅ ⲛⲁⲉⲓ ϫⲉ ⲉⲩⲉⲕⲁⲁϥ ϩⲁⲟⲩϣⲓ. ⲏ̑ ϩⲁⲟⲩϭⲗⲟϭ ⲙⲏ ⲛⲉⲩⲛⲁⲕⲁⲁϥ ⲁⲛ ϩⲓϫⲛ̅ⲧⲗⲩⲭⲛⲓⲁ.
22 Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl.
ⲕ̅ⲃ̅ⲙ̅ⲙⲛ̅ⲡⲉⲧϩⲟⲃⲥ̅ ⲅⲁⲣ ⲉⲛⲥⲉⲛⲁϭⲟⲗⲡϥ̅ ⲁⲛ ⲉⲃⲟⲗ. ⲟⲩⲇⲉ ⲙ̅ⲙⲛ̅ⲡⲉⲧϩⲏⲡ ⲉⲛϥ̅ⲛⲁⲟⲩⲱⲛϩ ⲁⲛ ⲉⲃⲟⲗ.
23 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
ⲕ̅ⲅ̅ⲡⲉⲧⲉⲩⲛ̅ⲧϥ̅ⲙⲁⲁϫⲉ ⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲉⲥⲱⲧⲙ̅ ⲙⲁⲣⲉϥⲥⲱⲧⲙ̅
24 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
ⲕ̅ⲇ̅ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ϯϩⲧⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲟⲩ ⲡⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲣⲟϥ. ϩⲙⲡ̅ϣⲓ ⲉⲧⲉⲧⲛⲁϣⲓ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲥⲉⲛⲁϣⲓ ⲛⲏⲧⲛ̅ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅.
25 Rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
ⲕ̅ⲉ̅ⲡⲉⲧⲉⲩⲛ̅ⲧⲁϥ ⲅⲁⲣ ⲥⲉⲛⲁϯ ⲛⲁϥ. ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧⲉⲙⲛ̅ⲧⲁϥ ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧⲉⲩⲛ̅ⲧⲁϥⲥϥ̅ ⲥⲉⲛⲁϥⲓⲧϥ̅ ⲛ̅ⲧⲟⲟⲧϥ̅.
26 Lavarout a reas c'hoazh: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar;
ⲕ̅ⲋ̅ⲛⲉϥϫⲱ ⲇⲉ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲧⲁⲓ̈ ⲧⲉ ⲑⲉ ⲛ̅ⲧⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲙ̅ⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲉⲥⲟ ⲛ̅ⲑⲉ ⲛ̅ⲟⲩⲣⲱⲙⲉ ⲉϥϣⲁⲛⲛⲟⲩϫⲉ ⲙ̅ⲡⲉϥϭⲣⲟϭ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲡⲉϥⲕⲁϩ.
27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.
ⲕ̅ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲛϥ̅ⲛ̅ⲕⲟⲧⲕ̅ ⲛϥ̅ⲧⲱⲟⲩⲛ ⲛ̅ⲧⲉⲩϣⲏ ⲛⲙ̅ⲡⲉϩⲟⲟⲩ ϣⲁⲣⲉⲡⲉϭⲣⲟϭ ϯⲟⲩⲱ ⲛϥⲣ̅ⲛⲟϭ ⲉⲛϥ̅ⲥⲟⲟⲩⲛ̅ ⲁⲛ ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲛ̅ⲑⲉ
28 Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
ⲕ̅ⲏ̅ⲡⲕⲁϩ ϣⲁϥϯⲟⲩⲱ ⲉϩⲣⲁⲉⲓ ⲙⲁⲩⲁⲁϥ ϣⲟⲣⲡ ⲙⲉⲛ ⲛ̅ⲟⲩⲭⲟⲣⲧⲟⲥ ⲙⲛ̅ⲛ̅ⲥⲱϥ ⲟⲩϩⲙ̅ⲥ ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲥⲟⲩⲟ ⲉϥⲙⲉϩ ϩⲙⲡ̅ϩⲙ̅ⲥ
29 Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ, dre ma'z eo prest an eost.
ⲕ̅ⲑ̅ⲉⲣϣⲁⲛⲡⲕⲁⲣⲡⲟⲥ ⲇⲉ ⲡⲱϩ ⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ϣⲁϥⲛ̅ⲡⲟϩⲥ ϫⲉ ⲁⲡⲧⲉ ⲙ̅ⲡⲱϩⲥ̅ ϣⲱⲡⲉ
30 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
ⲗ̅ⲁⲩⲱ ⲛⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ⲉⲓ̈ⲛⲁⲧⲛ̅ⲧⲛ̅ⲧⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲙ̅ⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲉⲟⲩ. ⲏ ⲉⲛⲛⲁⲕⲁⲁⲥ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ϩⲛ̅ⲁϣ ⲙ̅ⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ
31 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar;
ⲗ̅ⲁ̅ⲉⲛⲛⲁⲕⲁⲁⲥ ⲛ̅ⲑⲉ ⲛ̅ⲟⲩⲃⲗ̅ⲃⲓⲗⲉ ⲛ̅ϣⲗ̅ⲧⲙ̅ ⲉⲩϣⲁⲛϫⲟⲥ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲡⲕⲁϩ ⲉⲥⲥⲟⲃⲕ̅ ⲙⲉⲛ ⲉⲛⲉϭⲣⲱϭ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲉⲧϩⲓϫⲙⲡ̅ⲕⲁϩ
32 met goude ma vez hadet, e sav hag e teu brasoc'h eget al louzoù all, hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.
ⲗ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲩϣⲁⲛϫⲟⲥ ϣⲁⲥⲉ͡ⲓ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲛⲥ̅ϫⲓⲥⲉ ⲉⲛⲟⲩⲟⲟⲧⲉ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲛⲥⲧⲁⲩⲟ ⲉⲃⲟⲗ ⲛ̅ϩⲉⲛⲛⲟϭ ⲛ̅ⲕⲗⲁⲇⲟⲥ ϩⲱⲥⲧⲉ ⲛ̅ⲥⲉϣⲟⲩⲱϩ ϩⲁⲧⲉⲥϩⲁⲉⲓⲃⲉⲥ ⲛ̅ϭⲓⲛ̅ϩⲁⲗⲁⲧⲉ ⲛ̅ⲧⲡⲉ
33 Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout.
ⲗ̅ⲅ̅ⲁⲩⲱ ϩⲛ̅ⲛⲁⲓ̈ⲥⲙⲟⲧ ⲙ̅ⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲛⲉϥϫⲱ ⲉⲣⲟⲟⲩ ⲙ̅ⲡϣⲁϫⲉ ⲕⲁⲧⲁⲑⲉ ⲉⲧⲟⲩⲛⲁϣⲥⲱⲧⲙ̅
34 Ha ne gomze ket outo hep parabolenn; met a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
ⲗ̅ⲇ̅ⲁϫⲛ̅ⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ ⲇⲉ ⲙⲉϥϣⲁϫⲉ ⲛⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛ̅ⲥⲁⲩⲥⲁ ⲇⲉ ϣⲁϥⲃⲟⲗⲟⲩ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲉⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ.
35 En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour.
ⲗ̅ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϩⲙ̅ⲡⲉϩⲟⲟⲩ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲣⲟⲩϩⲉ ϣⲱⲡⲉ ϫⲉ ⲙⲁⲣⲟⲛ ⲉⲡⲓⲕⲣⲟ
36 Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag, evel ma oa enni; hag e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
ⲗ̅ⲋ̅ⲁⲩⲕⲁⲡⲙⲏⲏϣⲉ ϭⲉ ⲁⲩⲧⲁⲗⲟϥ ⲉⲡϫⲟⲉⲓ ⲛ̅ⲑⲉ ⲉⲧϥ̅ⲛ̅ϩⲏⲧⲥ̅ ⲁϩⲉⲛⲕⲉⲉϫⲏⲩ ⲥϭⲏⲣ ⲛⲙ̅ⲙⲁϥ.
37 Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
ⲗ̅ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲛⲟϭ ⲛ̅ϩⲁⲧⲏⲩ ϣⲱⲡⲉ ⲁⲛ̅ϩⲟⲉⲓⲙ ϥⲱϭⲉ ⲉⲡϫⲟⲉⲓ ϩⲱⲥⲧⲉ ⲉⲟⲙⲥϥ̅.
38 Eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp?
ⲗ̅ⲏ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲛⲉϥϩⲓⲡⲁϩⲟⲩ ⲙ̅ⲡϫⲟⲉⲓ ⲉϥⲛ̅ⲕⲟⲧⲕ ϩⲓϫⲛ̅ⲟⲩϣⲟⲧ ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲛⲉϩⲥⲉ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁϥ. ϫⲉ ⲡⲥⲁϩ ⲛⲅ̅ⲟ ⲁⲛ ⲡⲉ ⲣ̅ⲣⲟⲟⲩϣ ϫⲉ ⲧⲛ̅ⲛⲁⲙⲟⲩ
39 Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.
ⲗ̅ⲑ̅ⲁϥⲧⲱⲟⲩⲛϥ ⲇⲉ ⲁϥⲉⲡⲓⲧⲓⲙⲁ ⲙ̅ⲡⲧⲏⲩ ⲁⲩⲱ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛ̅ⲧⲉⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ ϫⲉ ⲕⲁⲣⲱ ⲛ̅ⲧⲉϣⲧⲙ̅ⲣⲱ ⲁⲩⲱ ⲁⲡⲧⲏⲩ ϩⲣⲏϭ ⲁⲩⲛⲟϭ ⲛ̅ϫⲁⲙⲏ ϣⲱⲡⲉ.
40 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?
ⲙ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲁϩⲣⲱⲧⲛ̅ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲟ ⲛ̅ϭⲁⲃϩⲏⲧ ⲙ̅ⲡⲁⲧⲉⲧⲛ̅ⲕⲁⲡⲓⲥⲧⲓⲥ ⲛⲏⲧⲛ̅.
41 Hag o devoe un aon bras, hag e lavarent an eil d'egile: Met piv eo hemañ, ma sent memes an avel hag ar mor outañ?
ⲙ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲣ̅ϩⲟⲧⲉ ϩⲛ̅ⲟⲩⲛⲟϭ ⲛ̅ϩⲟⲧⲉ ⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛ̅ⲛⲉⲩⲉⲣⲏⲩ ϫⲉ ⲟⲩⲁϣ ⲙ̅ⲙⲓⲛⲉ ⲡⲉ ⲡⲁⲓ̈ ϫⲉ ⲡⲕⲉⲧⲏⲩ ⲛⲙ̅ⲧⲉⲑⲁⲗⲁⲥⲥⲁ ⲥⲱⲧⲙ̅ ⲛ̅ⲥⲱϥ.

< Marc 4 >