< Marc 15 >

1 Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
Առտուն՝ իսկոյն քահանայապետները, երէցներուն ու դպիրներուն հետ, նաեւ ամբողջ ատեանը՝ խորհրդակցեցան, կապեցին Յիսուսը ու տարին մատնեցին Պիղատոսի:
2 Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
Պիղատոս հարցուց անոր. «Դո՞ւն ես Հրեաներուն թագաւորը»: Ան ալ պատասխանեց անոր. «Դո՛ւն կ՚ըսես»:
3 Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra.
Իսկ քահանայապետները կ՚ամբաստանէին զինք շատ բաներով:
4 Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a draoù a damallont dit.
Պիղատոս դարձեալ հարցուց անոր. «Ոչի՞նչ կը պատասխանես. նայէ՛, ո՜րքան կը վկայեն քեզի դէմ»:
5 Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.
Յիսուս տակաւին ոչինչ կը պատասխանէր, այնպէս որ Պիղատոս զարմացաւ:
6 Bez' e oa ar c'hiz da leuskel dezho, da bep gouel, an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl.
Տօնին ատենը բանտարկեալ մը կ՚արձակէր անոնց, ո՛վ որ ուզէին:
7 Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h.
Մէկը կար՝ Բարաբբա կոչուած, կապուած իրեն հետ ապստամբողներուն հետ, որոնք մարդասպանութիւն գործած էին ապստամբութեան ատեն:
8 Ar bobl en em lakaas da c'houlenn [gant kriadennoù bras, ] ma vije graet dezho evel m'en devoa atav graet.
Բազմութիւնը՝ գոռալով՝ սկսաւ խնդրել, որ ընէ՝ ինչպէս միշտ կ՚ընէր իրենց:
9 Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
Պիղատոս պատասխանեց անոնց. «Կ՚ուզէ՞ք որ արձակեմ ձեզի Հրեաներուն թագաւորը».
10 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn.
որովհետեւ գիտէր թէ քահանայապետները նախանձի՛ համար մատնած էին զայն:
11 Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz.
Բայց քահանայապետները գրգռեցին բազմութիւնը՝ որ ան փոխարէնը Բարաբբա՛ն արձակէ իրենց:
12 Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?
Դարձեալ Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Հապա ի՞նչ կ՚ուզէք որ ընեմ անոր՝ որ կը կոչէք Հրեաներուն թագաւորը»:
13 Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!
Անոնք դարձեալ աղաղակեցին. «Խաչէ՛ զայն»:
14 Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!
Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Բայց ի՞նչ չարիք ըրած է»: Անոնք ա՛լ աւելի կ՚աղաղակէին. «Խաչէ՛ զայն»:
15 Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Պիղատոս ալ՝ փափաքելով գոհացնել բազմութիւնը՝ Բարաբբան արձակեց անոնց, ու խարազանելով Յիսուսը՝ յանձնեց անոնց որպէսզի խաչուէր:
16 Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont eno an holl strollad.
Զինուորները ներս տարին զայն՝ գաւիթը, այսինքն՝ կառավարիչին պալատը, եւ հաւաքեցին ամբողջ գունդը:
17 Hag e wiskjont anezhañ gant ur vantell vouk, hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o devoa gweet.
Ծիրանի հագցուցին անոր, ու հիւսելով փուշէ պսակ մը՝ դրին անոր գլուխը.
18 Neuze en em lakajont d'e saludiñ, o lavarout: Salud, roue ar Yuzevien!
եւ սկսան բարեւել զայն ու ըսել. «Ողջո՜յն, Հրեաներո՛ւ թագաւոր»:
19 Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, hag e krañchjont outañ, hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.
Եղէգով կը զարնէին անոր գլուխին, կը թքնէին անոր վրայ, եւ ծնրադրելով՝ կ՚երկրպագէին անոր:
20 Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell vouk diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz.
Երբ ծաղրեցին զայն, հանեցին վրայէն ծիրանին, հագցուցին անոր իր հանդերձները, ու դուրս տարին զայն՝ որպէսզի խաչեն:
21 Un den eus Siren, anvet Simon, tad da Aleksandr ha da Rufuz, a dremene dre eno, o tont eus ar parkeier; ober a rejont dezhañ dougen kroaz Jezuz.
Ստիպեցին մէկը՝ Սիմոն Կիւրենացին, Աղեքսանդրոսի ու Ռուփոսի հայրը, որ ատկէ կ՚անցնէր՝ արտէն գալով, որպէսզի վերցնէ անոր խաչը:
22 Hag e kasjont Jezuz d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn.
Եւ տարին զայն Գողգոթա կոչուած տեղը, (որ կը թարգմանուի՝ Գանկի տեղ, )
23 Hag e kinnigjont dezhañ da evañ gwin mesket gant mir; met ne evas ket anezhañ.
ու տուին անոր զմուռսով խառնուած գինի՝ որ խմէ. բայց ինք չառաւ:
24 Goude m'o devoe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, o teurel d'ar sord, evit anavezout lod pep hini.
Երբ խաչեցին զայն, բաժնեցին անոր հանդերձները՝ վիճակ ձգելով անոնց վրայ, թէ ո՛վ՝ ի՛նչ պիտի առնէ:
25 Bez' e oa an trede eur, pa en stagjont ouzh ar groaz.
Երրորդ ժամն՝՝ էր՝ երբ խաչեցին զայն:
26 Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
Անոր ամբաստանագիրին վրայ գրուած էր. «Հրեաներուն թագաւորը»:
27 Stagañ a rejont ivez ouzh ar groaz gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.
Երկու աւազակներ ալ խաչեցին անոր հետ, մէկը՝ անոր աջ կողմը, ու միւսը՝ ձախ կողմը:
28 [Evel-se ar gomz-mañ eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.]
Այսպէս իրագործուեցաւ գրուածը՝ որ կ՚ըսէ. «Անօրէններու հետ սեպուեցաւ»:
29 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz,
Անոնք որ կ՚անցնէին՝ կը հայհոյէին անոր, կը շարժէին իրենց գլուխը եւ կ՚ըսէին. «Աւա՜ղ, որ կը քակէիր տաճարը, ու կը կառուցանէիր երեք օրուան մէջ.
30 en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz!
փրկէ՛ դուն քեզ եւ իջի՛ր խաչէն»:
31 Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan!
Նմանապէս քահանայապետներն ալ՝ դպիրներուն հետ՝ իրենց մէջ ծաղրելով կ՚ըսէին. «Ուրիշները փրկեց, ինքզի՛նք չի կրնար փրկել:
32 Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
Այդ Քրիստոսը՝ Իսրայէլի թագաւորը՝ հի՛մա թող իջնէ խաչէն, որպէսզի տեսնենք ու հաւատանք»: Իրեն հետ խաչուածներն ալ կը նախատէին զայն:
33 Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
Երբ վեցերորդ ժամը հասաւ՝ խաւար եղաւ ամբողջ երկրին վրայ, մինչեւ իններորդ ժամը:
34 Ha d'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
Իններորդ ժամուն՝ Յիսուս բարձրաձայն գոչեց. «Էլոհի՜, Էլոհի՜, լամա՞ սաբաքթանի», որ կը թարգմանուի. «Իմ Աստուա՜ծս, իմ Աստուա՜ծս, ինչո՞ւ լքեցիր զիս»:
35 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.
Քովը կայնողներէն ոմանք, երբ լսեցին՝ ըսին. «Եղիա՛ն կը կանչէ»:
36 Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn.
Ու մէկը վազեց, լեցուց սպունգ մը քացախով, անցուց եղէգի մը եւ տուաւ անոր որ խմէ՝ ըսելով. «Թողուցէ՛ք, տեսնենք թէ Եղիա պիտի գա՞յ՝ իջեցնելու զայն»:
37 Neuze Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a varvas.
Յիսուս բարձր ձայն մը արձակեց ու հոգին տուաւ:
38 Gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ.
Տաճարին վարագոյրը երկուքի պատռեցաւ՝ վերէն վար:
39 Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
Հարիւրապետը՝ որ կեցած էր անոր դիմաց, տեսնելով որ ա՛յսպէս աղաղակելով հոգին տուաւ՝ ըսաւ. «Ճշմա՛րտապէս այս մարդը Աստուծոյ Որդին էր»:
40 Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome,
Կիներ ալ կային, որոնք հեռուէն կը նայէին: Անոնց մէջ էին Մարիամ Մագդաղենացին, Կրտսեր Յակոբոսի ու Յովսէսի մայրը՝ Մարիամ, եւ Սողովմէ,
41 ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.
որոնք՝ երբ Յիսուս Գալիլեա էր՝ հետեւեր ու սպասարկեր էին անոր: Ուրիշ շատ կիներ ալ կային՝ որոնք անոր հետ ելած էին Երուսաղէմ:
42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,
Երբ արդէն իրիկուն եղաւ, քանի որ այդ օրը Ուրբաթ էր, այսինքն՝ Շաբաթին նախորդ օրը,
43 Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas digantañ korf Jezuz.
Յովսէփ Արիմաթեացին, մեծայարգ խորհրդական մը՝ որ ի՛նք ալ կը սպասէր Աստուծոյ թագաւորութեան, եկաւ ու յանդգնութեամբ մտաւ Պիղատոսի քով, եւ խնդրեց Յիսուսի մարմինը:
44 Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan; hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa.
Պիղատոս զարմացաւ որ արդէն մեռած է: Կանչելով հարիւրապետը՝ հարցուց անոր թէ շատո՛նց մեռած է:
45 O vezañ anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.
Ու երբ ստոյգը գիտցաւ հարիւրապետէն, պարգեւեց մարմինը Յովսէփի:
46 Jozef, o vezañ prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
Յովսէփ կտաւ գնեց, եւ իջեցնելով զայն՝ փաթթեց կտաւով, դրաւ գերեզմանի մը մէջ՝ որ փորուած էր ժայռի մէջ, ու քար մը գլորեց գերեզմանին դուռը:
47 Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozef, a selle pelec'h e oa lakaet.
Մարիամ Մագդաղենացին, եւ Յովսէսի մայրը՝ Մարիամ, կը նայէին թէ ո՛ւր կը դնէին զայն:

< Marc 15 >