< Marc 13 >

1 Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein, ha pebezh tiez!
ⲁ̅ⲁⲩⲱ`ⲉϥⲛⲏⲩ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ⲡⲉⲣⲡⲉ ⲡⲉϫⲉⲟⲩⲁ ⲛⲁϥ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ϫⲉ ⲡⲥⲁϩ ⲁⲛⲁⲩ ⲉⲛⲉⲓ̈ⲱⲛⲉ ϫⲉ ϩⲉⲛⲁϣ ⲛ̅ϩⲉ ⲛⲉ. ⲙⲛ̅ⲛⲉⲓ̈ⲕⲉⲕⲱⲧ
2 Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲓ̅ⲥ̅ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲛⲅ̅ⲛⲁⲩ ⲁⲛ ⲉⲛⲉⲓ̈ⲛⲟϭ ⲛ̅ⲕⲱⲧ ⲛ̅ⲛⲉⲩⲕⲱ ⲙ̅ⲡⲉⲓ̈ⲙⲁ ⲛ̅ⲟⲩⲱⲛⲉ ⲉϫⲛ̅ⲟⲩⲱⲛⲉ ⲉⲙⲡⲟⲩⲃⲟⲗⲟⲩ ⲉⲃⲟⲗ.
3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:
ⲅ̅ⲁⲩⲱ ⲉϥϩⲙⲟⲟⲥ ϩⲓϫⲛ̅ⲡⲧⲟⲟⲩ ⲛⲛ̅ϫⲟⲉⲓⲧ ⲙ̅ⲡⲉⲙⲧⲟ ⲉⲃⲟⲗ ⲙ̅ⲡⲉⲣⲡⲉ. ⲁϥϫⲛⲟⲩϥ ⲛ̅ϭⲓⲡⲉⲧⲣⲟⲥ ⲛⲙ̅ⲓ̈ⲁⲕⲱⲃⲟⲥ ⲛⲙ̅ⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲙⲛ̅ⲁⲛⲇⲣⲉⲁⲥ ⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ
4 Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ?
ⲇ̅ϫⲉ ⲁϫⲓⲥ ⲛⲁⲛ ϫⲉ ⲉⲣⲉⲛⲁⲓ̈ ⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲧⲛⲁⲩ. ⲁⲩⲱ ⲟⲩ ⲡⲉ ⲡⲙⲁⲉⲓⲛ ⲉⲣϣⲁⲛⲛⲁⲓ̈ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲛⲟⲩ ⲉϫⲱⲕ ⲉⲃⲟⲗ.
5 Neuze Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.
ⲉ̅ⲓ̅ⲥ̅ ⲇⲉ ⲁϥⲁⲣⲭⲓ ⲛ̅ϫⲟⲟⲥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ϯϩⲧⲏⲧⲛ̅ ⲙⲏⲡⲱⲥ ⲛ̅ⲧⲉⲗⲁⲁⲩ ⲡⲗⲁⲛⲁ ⲙ̅ⲙⲱⲧⲛ̅
6 Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini.
ⲋ̅ⲟⲩⲛ̅ϩⲁϩ ⲅⲁⲣ ⲛⲁⲉⲓ ϩⲙ̅ⲡⲁⲣⲁⲛ ⲉⲩϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ⲁⲛⲟⲕ ⲡⲉ ⲁⲩⲱ ⲥⲉⲛⲁⲡⲗⲁⲛⲁ ⲛ̅ⲟⲩⲙⲏⲏϣⲉ
7 Pa glevot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, na spontit ket; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.
ⲍ̅ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ϣⲁⲛⲥⲱⲧⲙ̅ ⲇⲉ ⲉϩⲉⲛⲡⲟⲗⲉⲙⲟⲥ ⲛⲙ̅ϩⲉⲛϩⲣⲟⲩ ⲙ̅ⲡⲟⲗⲉⲙⲟⲥ ⲙ̅ⲡⲣ̅ϣⲧⲟⲣⲧⲣ̅ ⲥⲉⲛⲁϫⲡⲓϣⲱⲡⲉ ⲁⲗⲗⲁ ⲙ̅ⲡⲁⲧⲉⲑⲁⲏ ⲛⲟⲩ ⲉϣⲱⲡⲉ.
8 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; ha bez' e vo krenoù-douar e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha trubuilhoù; an traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.
ⲏ̅ⲟⲩⲛⲟⲩϩⲉⲑⲛⲟⲥ ⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ⲉϫⲛ̅ⲟⲩϩⲉⲑⲛⲟⲥ ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲉϫⲛ̅ⲟⲩⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲛ̅ϩⲉⲛϩⲉⲃⲱⲱⲛ ⲛⲁϣⲱⲡⲉ. ⲛⲁⲓ̈ ⲇⲉ ⲧⲁⲣⲭⲏ ⲧⲉ ⲛⲛ̅ⲛⲁⲁⲕⲉ.
9 Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn, ho skourjezañ a raint en o sinagogennoù, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo.
ⲑ̅ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲇⲉ ϯϩⲧⲏⲧⲛ̅ ⲉⲣⲱⲧⲛ̅. ⲥⲉⲛⲁⲡⲁⲣⲁⲇⲓⲇⲟⲩ ⲅⲁⲣ ⲙ̅ⲙⲱⲧⲛ̅ ⲉⲛⲥⲩⲛϩⲉⲇⲣⲓⲟⲛ ⲛ̅ⲥⲉϩⲓⲟⲩⲉ ⲉⲣⲱⲧⲛ̅ ϩⲛ̅ⲛ̅ⲥⲩⲛⲁⲅⲱⲅⲏ ⲛ̅ⲥⲉϫⲓⲧⲏⲩⲧⲛ̅ ⲉⲛϩⲏⲅⲉⲙⲱⲛ ⲙⲛ̅ⲛⲉⲣⲣⲱⲟⲩ ⲉⲧⲃⲏⲏⲧ ⲉⲩⲙⲛ̅ⲧⲙⲛ̅ⲧⲣⲉ ⲛⲁⲩ ⲙⲛ̅ⲛ̅ⲕⲉϩⲉⲑⲛⲟⲥ.
10 Met ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl bobloù.
ⲓ̅ⲁⲩⲱ ⲥⲉⲛⲁϫⲡⲓⲕⲏⲡⲩⲥⲥⲉ ⲛ̅ϣⲟⲣⲡ̅ ⲙ̅ⲡⲉⲩⲁⲅⲅⲉⲗⲓⲟⲛ
11 Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.
ⲓ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲩϣⲁⲛϫⲓⲧⲏⲛⲟⲩ ⲉⲡⲁⲣⲁⲇⲓⲇⲟⲩ ⲙ̅ⲙⲱⲧⲛ̅ ⲙ̅ⲡⲣ̅ϥⲓⲣⲟⲟⲩϣ ϫⲉ ⲟⲩ ⲡⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲛⲁϫⲟⲟϥ ⲁⲗⲗⲁ ⲡⲉⲧⲟⲩⲛⲁⲧⲁⲁϥ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲧⲁⲡⲣⲟ ϩⲛ̅ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲡⲁⲓ̈ ⲡⲉ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲛⲁϫⲟⲟϥ ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲅⲁⲣ ⲁⲛ ⲛⲉⲧϣⲁϫⲉ ⲁⲗⲗⲁ ⲡⲉⲡ̅ⲛ̅ⲁ̅ ⲡⲉ ⲉⲧⲟⲩⲁⲁⲃ.
12 Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.
ⲓ̅ⲃ̅ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲛ̅ⲟⲩⲥⲟⲛ ⲛⲁⲡⲁⲣⲁⲇⲓⲇⲟⲩ ⲛ̅ⲟⲩⲥⲟⲛ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲡⲙⲟⲩ. ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲉⲓⲱⲧ ϥⲛⲁⲡⲁⲣⲁⲇⲓⲇⲟⲩ ⲛ̅ⲟⲩϣⲏⲣⲉ ⲛ̅ϣⲏⲣⲉ ⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ⲉϫⲛ̅ⲛⲉⲩⲉ͡ⲓⲟⲧⲉ ⲛ̅ⲥⲉⲙⲟⲟⲩⲧⲟⲩ
13 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.
ⲓ̅ⲅ̅ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ϣⲱⲡⲉ ⲉⲣⲉⲟⲩⲟⲛ ⲛⲓⲙ ⲙⲟⲥⲧⲉ ⲙ̅ⲙⲱⲧⲛ̅ ⲉⲧⲃⲉⲡⲁⲣⲁⲛ ⲡⲉⲧⲛⲁϩⲩⲡⲟⲙⲓⲛⲉ ⲇⲉ ϣⲁⲃⲟⲗ ⲡⲁⲓ̈ ⲡⲉⲧⲛⲁⲟⲩϫⲁⲉⲓ.
14 Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, ] deuet el lec'h ne dle ket bezañ (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,
ⲓ̅ⲇ̅ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ϣⲁⲛⲛⲁⲩ ⲇⲉ ⲉⲧⲃⲟⲧⲉ ⲙ̅ⲡϣⲱϥ ⲉⲥⲁϩⲉⲣⲁⲧⲥ̅ ⲙ̅ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲉⲛϣϣⲉ ⲁⲛ. ⲡⲉⲧⲱϣ ⲙⲁⲣⲉϥⲛⲟⲓ̈ ⲧⲟⲧⲉ ⲛⲉⲧϩⲛ̅ϯⲟⲩⲇⲁⲓⲁ ⲙⲁⲣⲟⲩⲡⲱⲧ ⲉⲛⲧⲟⲩⲓ̈ⲏ
15 hag an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti, ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di,
ⲓ̅ⲉ̅ⲡⲉⲧϩⲓϫⲉⲛⲉⲡⲱⲣ ⲙ̅ⲡⲣ̅ⲧⲣⲉϥⲉⲓ ⲉⲡⲉⲥⲏⲧ ⲟⲩⲇⲉ ⲙ̅ⲡⲣ̅ⲧⲣⲉϥⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉϥⲓⲗⲁⲁⲩ ϩⲙ̅ⲡⲉϥⲏⲉⲓ.
16 hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell.
ⲓ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧϩⲛ̅ⲧⲥⲱϣⲉ ⲙ̅ⲡⲣ̅ⲧⲣⲉϥⲕⲟⲧϥ̅ ⲉⲡⲁϩⲟⲩ ⲉϥⲓⲡⲉϥϩⲟⲓ̈ⲧⲉ.
17 Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se!
ⲓ̅ⲍ̅ⲟⲩⲟⲓ̈ ⲇⲉ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲉⲉⲧ ⲙⲛ̅ⲛⲉⲧⲧⲥⲛⲕⲟ ϩⲛ̅ⲛⲉϩⲟⲟⲩ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ.
18 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv.
ⲓ̅ⲏ̅ϣⲗⲏⲗ ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉⲛⲛⲉⲡⲉⲧⲛ̅ⲡⲱⲧ ϣⲱⲡⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲡⲣⲱ.
19 Rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ, n'en deus ket bet, ha ne vo biken eveltañ.
ⲓ̅ⲑ̅ⲥⲉⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲅⲁⲣ ⲛ̅ϭⲓⲛⲉϩⲟⲟⲩ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛ̅ⲟⲩⲑⲗⲓⲯⲓⲥ ⲧⲁⲓ̈ ⲉⲧⲉⲙ̅ⲡⲉⲟⲩⲟⲛ ⲛ̅ⲧⲉⲥϭⲟⲧ ϣⲱⲡⲉ ϫⲓⲛⲧⲁⲣⲭⲏ ⲙ̅ⲡⲥⲱⲛⲧ ⲛ̅ⲧⲁⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲥⲟⲛⲧϥ̅ ϣⲁϩⲣⲁⲓ̈ ⲉⲧⲉⲛⲟⲩ ⲁⲩⲱ ⲙ̅ⲙⲛ̅ⲟⲩⲟⲛ ⲛ̅ⲧⲉⲥϭⲟⲧ ⲛⲁϣⲱⲡⲉ
20 Ha ma n'en divije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re dibabet en deus o berraet.
ⲕ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲛⲉⲙ̅ⲡⲉⲡϫⲟⲉⲓⲥ ⲧⲥⲃ̅ⲕⲉϩⲟⲟⲩ ⲛⲉⲙ̅ⲙⲛ̅ⲗⲁⲁⲩ ⲛ̅ⲥⲁⲣⲝ̅ ⲛⲁⲱⲛϩ. ⲁⲗⲗⲁ ⲉⲧⲃⲉⲛ̅ⲥⲱⲧⲡ̅ ⲛ̅ⲧⲁϥⲥⲟⲧⲡⲟⲩ ⲁϥⲧⲥⲃ̅ⲕⲉⲛⲉϩⲟⲟⲩ
21 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.
ⲕ̅ⲁ̅ⲁⲩⲱ ⲉⲣϣⲁⲛⲗⲁⲁⲩ ϫⲟⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲉⲓⲥⲡⲉⲭ̅ⲥ̅ ⲙ̅ⲡⲉⲓ̈ⲙⲁ. ⲁⲩⲱ ⲉⲓⲥϩⲏⲏⲧⲉ ϥϩⲛ̅ⲡⲓⲙⲁ ⲙ̅ⲡⲣ̅ⲡⲓⲥⲧⲉⲩⲉ
22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet.
ⲕ̅ⲃ̅ⲥⲉⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛⲟⲩ ⲅⲁⲣ ⲛ̅ϭⲓϩⲉⲛⲭⲣⲓⲥⲧⲟⲥ ⲛ̅ⲛⲟⲩϫ. ⲛⲙ̅ϩⲉⲛⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ ⲛ̅ⲛⲟⲩϫ. ⲛ̅ⲥⲉϯ ⲛ̅ϩⲉⲛⲙⲁⲓ̈ⲛ ⲛⲙ̅ϩⲉⲛϣⲡⲏⲣⲉ. ⲉϣⲱⲡⲉ ⲉⲩⲛ̅ϭⲟⲙʾ ⲉⲡⲗⲁⲛⲁ ⲛ̅ⲛ̅ⲥⲱⲧⲡ̅
23 Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.
ⲕ̅ⲅ̅ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲇⲉ ϯϩⲧⲏⲧⲛ̅ ⲉⲣⲱⲧⲛ̅ ⲁⲓ̈ϣⲣⲡ̅ϫⲱ ⲉⲣⲱⲧⲛ̅ ⲛ̅ϩⲱⲃ ⲛⲓⲙ.
24 En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,
ⲕ̅ⲇ̅ⲁⲗⲗⲁ ϩⲛ̅ⲛⲉϩⲟⲟⲩ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲙⲛ̅ⲛ̅ⲥⲁⲧⲉⲑⲗⲓⲯⲓⲥ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲡⲣⲏ ⲛⲁⲣⲉⲃⲏ. ⲁⲩⲱ ⲡⲟⲟϩ ⲛϥ̅ⲛⲁϯⲡⲉϥⲟⲩⲟⲓ̈ⲛ ⲁⲛ.
25 ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet.
ⲕ̅ⲉ̅ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲥⲓⲟⲩ ⲥⲉⲛⲁϩⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲧⲡⲉ ⲁⲩⲱ ⲛ̅ϭⲟⲙ ⲉⲧϩⲛ̅ⲙ̅ⲡⲏⲩⲉ ⲥⲉⲛⲁⲛⲟⲓ̈ⲛ
26 Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras;
ⲕ̅ⲋ̅ⲁⲩⲱ ⲧⲟⲧⲉ ⲥⲉⲛⲁⲛⲁⲩ ⲉⲡϣⲏⲣⲉ ⲙ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲉϥⲛⲏⲩ ϩⲛ̅ⲟⲩⲕⲗⲟⲟⲗⲉ ⲛⲙ̅ⲟⲩⲛⲟϭ ⲛ̅ϭⲟⲙ ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲉⲟⲟⲩ.
27 hag e kaso e aeled, da zastum e re dibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pell an douar betek pennoù pellañ an neñv.
ⲕ̅ⲍ̅ⲁⲩⲱ ⲧⲟⲧⲉ ϥⲛⲁϫⲉⲩⲛⲉϥⲁⲅⲅⲉⲗⲟⲥ ⲛϥ̅ⲥⲱⲟⲩϩ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲛ̅ⲛⲉϥⲥⲱⲧⲡ̅ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ⲡⲉϥⲧⲟⲩⲧⲏⲩ. ϫⲓⲛϫⲱϥ ⲙ̅ⲡⲕⲁϩ ϣⲁϫⲱⲥ ⲛ̅ⲧⲡⲉ.
28 Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv;
ⲕ̅ⲏ̅ⲉⲃⲟⲗ ⲇⲉ ⲛⲧ̅ⲃⲱ ⲛ̅ⲕⲛ̅ⲧⲉ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲉⲉ͡ⲓⲙⲉ ⲉⲧⲡⲁⲣⲁⲃⲟⲗⲏ. ⲉⲣϣⲁⲛⲡⲉⲥⲕⲗⲁⲇⲟⲥ ⲏⲇⲏ ⲗⲱⲕ ⲛ̅ⲧⲉⲛⲉⲥϭⲱⲃⲉ ϯⲟⲩⲱ ⲛ̅ϣⲁⲧⲉⲧⲛ̅ⲉ͡ⲓⲙⲉ ϫⲉ ⲁⲡϣⲱⲙ ϩⲱⲛ ⲉϩⲟⲩⲛ.
29 evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.
ⲕ̅ⲑ̅ⲧⲁⲓ̈ ϩⲱⲧⲧⲏⲩⲧⲛ̅ ⲧⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ϩⲉ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ϣⲁⲛⲛⲁⲩ ⲉⲛⲁⲓ̈ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲉⲩⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲛⲁⲓ̈ⲙⲉ ϫⲉ ⲁϥϩⲱⲛ ⲉϩⲟⲩⲛ ϩⲓⲣⲛ̅ⲣ̅ⲣⲟ.
30 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
ⲗ̅ϩⲁⲙⲏⲛ ϯϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ ⲗⲟ ⲙ̅ⲙⲁⲩ ϣⲁⲛⲧⲉⲛⲁⲓ̈ ⲧⲏⲣⲟⲩ ϣⲱⲡⲉ.
31 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
ⲗ̅ⲁ̅ⲧⲡⲉ ⲛⲙ̅ⲡⲕⲁϩ ⲥⲉⲛⲁⲗⲟ ⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲛⲁϣⲁϫⲉ ⲇⲉ ⲛ̅ⲥⲉⲛⲁⲗⲟ ⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲁⲛ.
32 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
ⲗ̅ⲃ̅ⲉⲧⲃⲉⲡⲉϩⲟⲟⲩ ⲇⲉ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲏ̑ ⲧⲉⲩⲛⲟⲩ ⲙⲛ̅ⲗⲁⲁⲩ ⲥⲟⲟⲩⲛ ⲟⲩⲇⲉ ⲛⲁⲅⲅⲉⲗⲟⲥ ϩⲛ̅ⲧⲡⲉ. ⲟⲩⲇⲉ ⲡϣⲏⲣⲉ ⲛ̅ⲥⲁⲡⲉⲓⲱⲧ ⲙ̅ⲙⲁⲩⲁⲁϥ.
33 Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.
ⲗ̅ⲅ̅ϯϩⲧⲏⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲣⲟⲉⲓⲥ ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ϣⲗⲏⲗ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲥⲟⲟⲩⲛ ⲅⲁⲣ ⲁⲛ ϫⲉ ⲁϣ ⲡⲉ ⲡⲉⲩⲟⲉⲓϣ.
34 Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun.
ⲗ̅ⲇ̅ⲛ̅ⲑⲉ ⲛ̅ⲟⲩⲣⲱⲙⲉ ⲉϥⲛⲁⲁⲡⲟⲇⲏⲙⲉⲓ ⲉⲁϥⲕⲁⲡⲉϥⲏⲉⲓ ⲁⲩⲱ ⲁϥϯ ⲛ̅ⲧⲉⲝⲟⲩⲥⲓⲁ ⲛ̅ⲛⲉϥϩⲙ̅ϩⲁⲗ ⲡⲟⲩⲁ ⲡⲟⲩⲁ ⲉⲁϥϯ ⲛⲁϥ ⲙ̅ⲡⲉϥϩⲱⲃ. ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲙⲛⲟⲩⲧ ⲁϥϩⲱⲛ ⲉⲧⲟⲟⲧϥ̅ ϫⲉⲕⲁⲥ ⲉϥⲉⲣⲟⲉⲓⲥ
35 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,
ⲗ̅ⲉ̅ⲣⲟⲉⲓⲥ ϭⲉ ϩⲱⲧⲧⲏⲩⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲧⲛ̅ⲥⲟⲟⲩⲛ ⲅⲁⲣ ⲁⲛ ϫⲉ ⲉⲣⲉⲡϫⲟⲉⲓⲥ ⲙ̅ⲡⲏⲓ̈ ⲛⲏⲩ ⲛ̅ⲁϣ ⲛ̅ⲛⲁⲩ. ⲏ ⲣ̅ⲣⲟⲩϩⲉ ⲏ ϩⲛ̅ⲧⲡⲁϣⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲩϣⲏ. ⲏ ⲙ̅ⲡⲛⲁⲩ ⲉⲣⲉⲡⲁⲗⲉⲕⲧⲱⲣ ⲛⲁⲙⲟⲩⲧⲉ. ⲏ ⲙ̅ⲡⲛⲁⲩ ⲛ̅ϩⲧⲟⲟⲩⲉ
36 gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.
ⲗ̅ⲋ̅ⲙⲏⲡⲱⲥ ⲛϥ̅ⲉ͡ⲓ ϩⲛ̅ⲟⲩϣⲥⲛⲉ ⲛϥϩⲉ ⲉⲣⲱⲧⲛ̅ ⲉⲧⲉⲧⲛ̅ⲟⲃϣ̅.
37 Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.
ⲗ̅ⲍ̅ⲡⲉϯϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϯϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲛ̅ⲟⲩⲟⲛ ⲛⲓⲙ ϫⲉ ⲣⲟⲉⲓⲥ·

< Marc 13 >