< Luc 3 >

1 Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
Or nell’anno decimoquinto dell’impero di Tiberio Cesare, essendo Ponzio Pilato governatore della Giudea, ed Erode tetrarca della Galilea, e Filippo, suo fratello, tetrarca dell’Iturea e della Traconitide, e Lisania tetrarca dell’Abilene,
2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.
sotto i sommi sacerdoti Anna e Caiàfa, la parola di Dio fu diretta a Giovanni, figliuol di Zaccaria, nel deserto.
3 Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù,
Ed egli andò per tutta la contrada d’intorno al Giordano, predicando un battesimo di ravvedimento per la remissione de’ peccati,
4 evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù.
secondo che è scritto nel libro delle parole del profeta Isaia: V’è una voce d’uno che grida nel deserto: Preparate la via del Signore, addirizzate i suoi sentieri.
5 Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hentoù gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet;
Ogni valle sarà colmata ed ogni monte ed ogni colle sarà abbassato; le vie tortuose saran fatte diritte e le scabre saranno appianate;
6 ha pep kig a welo silvidigezh Doue.
ed ogni carne vedrà la salvezza di Dio.
7 Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?
Giovanni dunque diceva alle turbe che uscivano per esser battezzate da lui: Razza di vipere, chi v’ha mostrato a fuggir dall’ira a venire?
8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Fate dunque dei frutti degni del ravvedimento, e non vi mettete a dire in voi stessi: Noi abbiamo Abramo per padre! Perché vi dico che Iddio può da queste pietre far sorgere dei figliuoli ad Abramo.
9 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
E ormai è anche posta la scure alla radice degli alberi; ogni albero dunque che non fa buon frutto, vien tagliato e gittato nel fuoco.
10 Neuze ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta?
E le turbe lo interrogavano, dicendo: E allora, che dobbiam fare?
11 Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket.
Ed egli rispondeva loro: Chi ha due tuniche, ne faccia parte a chi non ne ha; e chi ha da mangiare, faccia altrettanto.
12 Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp?
Or vennero anche dei pubblicani per esser battezzati, e gli dissero: Maestro, che dobbiam fare?
13 Eñ a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h.
Ed egli rispose loro: Non riscotete nulla di più di quello che v’è ordinato.
14 Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.
Lo interrogaron pure de’ soldati, dicendo: E noi, che dobbiam fare? Ed egli a loro: Non fate estorsioni, né opprimete alcuno con false denunzie e contentatevi della vostra paga.
15 Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist,
Or stando il popolo in aspettazione e domandandosi tutti in cuor loro riguardo a Giovanni se talora non fosse lui il Cristo,
16 Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Giovanni rispose, dicendo a tutti: Ben vi battezzo io con acqua; ma vien colui che è più forte di me, al quale io non son degno di sciogliere il legaccio dei calzari. Egli vi battezzerà con lo Spirito Santo e col fuoco.
17 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Egli ha in mano il suo ventilabro per nettare interamente l’aia sua, e raccogliere il grano nel suo granaio; ma quant’è alla pula la brucerà con fuoco inestinguibile.
18 Eñ a lavare meur a gelennadurezh all d'ar bobl, o prezeg dezho an Aviel.
Così, con molte e varie esortazioni, evangelizzava il popolo;
19 Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg [Filip] e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet,
ma Erode, il tetrarca, essendo da lui ripreso riguardo ad Erodiada, moglie di suo fratello, e per tutte le malvagità ch’esso Erode avea commesse,
20 a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.
aggiunse a tutte le altre anche questa, di rinchiudere Giovanni in prigione.
21 Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras,
Or avvenne che come tutto il popolo si faceva battezzare, essendo anche Gesù stato battezzato, mentre stava pregando, s’aprì il cielo,
22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
e lo Spirito Santo scese su lui in forma corporea a guisa di colomba; e venne una voce dal cielo: Tu sei il mio diletto Figliuolo; in te mi sono compiaciuto.
23 Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa, evel ma kreded, mab da Jozef, mab Heli,
E Gesù, quando cominciò anch’egli ad insegnare, avea circa trent’anni ed era figliuolo come credevasi, di Giuseppe,
24 mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Jannai, mab Jozef,
di Heli, di Matthat, di Levi, di Melchi, di Jannai, di Giuseppe,
25 mab Matatiaz, mab Amoz, mab Nahum, mab Esli, mab Naggai,
di Mattatia, di Amos, di Naum, di Esli, di Naggai,
26 mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Jozef, mab Juda,
di Maath, di Mattatia, di Semein, di Josech, di Joda,
27 mab Joanan, mab Resa, mab Zorobabel, mab Salatiel, mab Neri,
di Joanan, di Rhesa, di Zorobabele, di Salatiel, di Neri,
28 mab Melki, mab Addi, mab Kosam, mab Elmodam, mab Er,
di Melchi, di Addi, di Cosam, di Elmadam, di Er,
29 mab Joze, mab Eliezer, mab Jorim, mab Mazat, mab Levi,
di Gesù, di Eliezer, di Jorim, di Matthat,
30 mab Simeon, mab Juda, mab Jozef, mab Jonam, mab Eliakim,
di Levi, di Simeone, di Giuda, di Giuseppe, di Jonam, di Eliakim,
31 mab Melea, mab Mainan, mab Mattaza, mab Natan, mab David,
di Melea, di Menna, di Mattatha, di Nathan, di Davide,
32 mab Jese, mab Obed, mab Booz, mab Salmon, mab Naason,
di Jesse, di Jobed, di Boos, di Sala, di Naasson,
33 mab Aminadab, mab Aram, [mab Joram, ] mab Ezrom, mab Farez, mab Juda,
di Aminadab, di Admin, di Arni, di Esrom, di Fares, di Giuda,
34 mab Jakob, mab Izaak, mab Abraham, mab Tara, mab Nac'hor,
di Giacobbe, d’Isacco, d’Abramo, di Tara, di Nachor,
35 mab Seruk, mab mab Ragav, mab Faleg, mab Eber, mab Sala,
di Seruch, di Ragau, di Falek, di Eber, di Sala,
36 mab Kainam, mab Arpaksad, mab Sem, mab Noe, mab Lamec'h,
di Cainam, di Arfacsad, di Sem, di Noè,
37 mab Matuzala, mab Enoc'h, mab Jared, mab Maleleel, mab Kainan,
di Lamech, di Mathusala, di Enoch, di Jaret, di Maleleel, di Cainam,
38 mab Enoz, mab Set, mab Adam, mab Doue.
di Enos, di Seth, di Adamo, di Dio.

< Luc 3 >