< Luc 2 >

1 En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.
E aconteceu naqueles dias que saiu um decreto da parte de Cesar Augusto, para que todo o mundo se alistasse
2 Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria.
(Este primeiro alistamento foi feito sendo Cyrenio presidente da Syria),
3 Dre-se an holl a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr.
E todos iam alistar-se, cada um à sua própria cidade.
4 Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,
E subiu também José da Galiléia, da cidade de Nazareth, à Judeia, à cidade de David, chamada Belém (porque era da casa e família de David),
5 evit reiñ e anv gant Mari e wreg, hag a oa dougerez.
Para alistar-se com Maria, sua mulher, que estava grávida.
6 E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas,
E aconteceu que, estando eles ali se cumpriram os dias em que havia de dar à luz.
7 hag e c'hanas he mab kentañ-ganet, hag e mailhuras anezhañ, hag e lakaas anezhañ en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri.
E deu à luz a seu filho primogênito, e envolveu-o em panos, e deitou-o numa mangedoura, porque não havia lugar para eles na estalagem.
8 Bez' e oa er memes korn-bro mêsaerien a gouske er parkeier, hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz.
Ora havia naquela mesma comarca pastores que estavam no campo, e guardavam durante as vigílias da noite o seu rebanho.
9 Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras.
E eis que o anjo do Senhor veio sobre eles, e a glória do Senhor os cercou de resplendor, e tiveram grande temor.
10 Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl,
E o anjo lhes disse: Não temais, porque eis aqui vos dou novas de grande alegria, que será para todo o povo:
11 rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.
Que hoje, na cidade de David, vos nasceu o Salvador, que é Cristo, o Senhor.
12 Setu amañ ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou.
E isto vos será por sinal: Achareis o menino envolto em panos, e deitado numa mangedoura.
13 Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ hag o lavarout:
E, no mesmo instante, apareceu com o anjo uma multidão dos exércitos celestiais, louvando a Deus, e dizendo:
14 Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!
Glória a Deus nas alturas, paz na terra, boa vontade para os homens.
15 Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vêsaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem, ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet, hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp.
E aconteceu que, ausentando-se deles os anjos para o céu, disseram os pastores uns aos outros: Vamos pois até Belém, e vejamos isso que aconteceu, e que o Senhor nos notificou.
16 Mont a rejont eta buan di, hag e kavjont Mari, Jozef hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou.
E foram apressadamente, e acharam Maria, e José, e o menino deitado na mangedoura.
17 O vezañ e welet, e tisklêrjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.
E, vendo-o, divulgaram a palavra que acerca do menino lhes fôra dita;
18 An holl re o c'hleve a oa souezhet bras eus ar pezh a oa bet lavaret dezho gant ar vêsaerien.
E todos os que os ouviram se maravilharam do que os pastores lhes diziam.
19 Mari a vire an holl draoù-se, o tistremen anezho en he c'halon.
Mas Maria guardava todas estas coisas, conferindo-as em seu coração.
20 Hag ar vêsaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
E voltaram os pastores, glorificando e louvando a Deus por tudo o que tinham ouvido e visto, como lhes havia sido dito.
21 Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael, a-raok ma oa koñsevet e kof e vamm.
E, quando os oito dias foram cumpridos, para circuncidar o menino, foi-lhe dado o nome de Jesus, que pelo anjo lhe fôra posto antes de ser concebido.
22 Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezho da vezañ glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou
E, cumprindo-se os dias da purificação, segundo a lei de Moisés, o levaram a Jerusalém, para o apresentarem ao Senhor,
23 (hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue),
Segundo o que está escrito na lei do Senhor: Todo o macho primogênito será consagrado ao Senhor;
24 hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.
E para darem a oferta segundo o disposto na lei do Senhor: um par de rolas ou dois pombinhos.
25 Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
E eis que havia em Jerusalém um homem cujo nome era Simeão; e este homem era justo e temente a Deus, e esperava a consolação de Israel; e o Espírito Santo estava sobre ele.
26 Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
E fôra-lhe divinamente revelado pelo Espírito Santo que ele não morreria antes de ter visto o Cristo do Senhor.
27 Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
E pelo espírito foi ao templo, e, quando os pais introduziram o menino Jesus, para com ele procederem segundo o uso da lei,
28 e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:
Ele então o tomou em seus braços, e louvou a Deus, e disse:
29 Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,
Agora, Senhor, despedes em paz o teu servo, segundo a tua palavra.
30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,
Pois já os meus olhos viram a tua salvação,
31 an hini ac'h eus graet dirak an holl bobloù,
A qual tu preparaste perante a face de todos os povos;
32 ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel.
Luz para alumiar as nações, e para glória de teu povo Israel.
33 Ha Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ.
E José, e sua mãe, se maravilharam das coisas que dele se diziam.
34 Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,
E Simeão os abençoou, e disse a Maria, sua mãe: Eis que este é posto para queda e elevação de muitos em Israel, e para sinal que será contradito;
35 en hevelep doare ma vo soñjezonoù kalon kalz dizoloet; hag evidout-te, ur c'hleze a dreuzo da ene.
E uma espada traspassará também a tua própria alma; para que se manifestem os pensamentos de muitos corações.
36 Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser; oadet bras e oa, hag he devoa bevet gant he fried seizh vloaz, abaoe he gwerc'hded.
E estava ali a profetiza Ana, filha de Fanuel, da tribo de Aser. Esta era já avançada em idade, e tinha vivido com o marido sete anos, desde a sua virgindade,
37 Chomet e oa intañvez, oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro, n'ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.
E era viúva, de quase oitenta e quatro anos, e não se afastava do templo, servindo a Deus em jejuns e orações, de noite e de dia.
38 O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou, hag e komze diwar-benn Jezuz ouzh an holl dud eus Jeruzalem a c'hortoze an daspren.
E esta, sobrevindo na mesma hora, dava graças a Deus, e falava dele a todos os que esperavam a redenção em Jerusalém.
39 Goude m'o devoe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, da Nazared, o c'hêr.
E, quando acabaram de cumprir tudo segundo a lei do Senhor, voltaram à Galiléia, para a sua cidade de Nazareth.
40 Hag ar bugel a greske hag en em nerzhe [e spered], o vezañ leuniet a furnez; ha gras Doue a oa warnañ.
E o menino crescia, e se fortalecia em espírito, cheio de sabedoria; e a graça de Deus estava sobre ele.
41 E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask.
Ora, todos os anos iam seus pais a Jerusalém, à festa da pascoa;
42 P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel.
E, tendo ele já doze anos, subiram a Jerusalém, segundo o costume do dia da festa.
43 Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se.
E, regressando eles, terminados aqueles dias, ficou o menino Jesus em Jerusalém, e não o souberam seus pais.
44 Met, o soñjal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh;
Pensando, porém, eles que viria de companhia pelo caminho, andaram caminho de um dia, e buscavam-no entre os parentes e conhecidos;
45 pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask.
E, como o não encontrassem, voltaram a Jerusalém em busca dele.
46 Hag a-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo.
E aconteceu que, passados três dias, o acharam no templo, assentado no meio dos doutores, ouvindo-os, e interrogando-os.
47 Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù.
E todos os que o ouviam admiravam a sua inteligência e respostas.
48 Pa welas e dud anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me, en glac'har, a glaske ac'hanout.
E eles, vendo-o, maravilharam-se, e disse-lhe sua mãe: Filho, porque fizeste assim para conosco? Eis que teu pai e eu anciosos te buscávamos.
49 Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? N'ouiec'h ket eo ret din bezañ dalc'het gant labourioù va Zad?
E ele lhes disse: Porque é que me buscaveis? Não sabeis que me convém tratar dos negócios de meu pai?
50 Met int ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
E eles não compreenderam as palavras que lhes dizia.
51 Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon.
E desceu com eles, e foi para Nazareth, e era-lhes sujeito. E sua mãe guardava no seu coração todas estas coisas.
52 Jezuz a greske e furnez, e ment, hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.
E crescia Jesus em sabedoria, e em estatura, e em graça para com Deus e os homens.

< Luc 2 >