Luc 19

1 Jezuz, o vezañ aet e Jeriko, a dremene dre gêr. 2 Ha setu un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned ha pinvidik, 3 a glaske gwelout piv oa Jezuz; met ne c'helle ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa. 4 Dre-se e redas a-raok, hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno. 5 Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se, hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv ez ti. 6 Eñ a ziskennas buan, hag en degemeras gant levenez. 7 An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da lojañ e ti un den a vuhez fall. 8 Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezhañ: Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kement all. 9 Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham. 10 Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet. 11 Evel ma selaouent ar c'homzoù-se, Jezuz, o kenderc'hel, a ginnigas ur barabolenn, abalamour ma oant tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest. 12 Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh dezhañ, ha distreiñ goude. 13 O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin. 14 Met tud e vro a gasae anezhañ, hag e kasjont ur c'hannadur war e lerc'h, evit lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp. 15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ. 16 An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all. 17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr. 18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all. 19 Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr. 20 Hag unan all a zeuas, hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn; 21 rak da zoujañ a ran, gouzout a ran penaos out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra, hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet. 22 Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan; gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet. 23 Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro, em bije e zilamet gant ar c'hampi? 24 Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se, ha roit hi d'an hini en deus dek minenn. 25 Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dija en deus dek minenn. 26 Me a lavar deoc'h, e vo roet d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus. 27 E-keñver va enebourien, ar re ne felle ket dezho e renjen warno, degasit int amañ, ha lazhit int dirazon. 28 Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl. 29 O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien, 30 o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din. 31 Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ. 32 Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho. 33 Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 34 Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. 35 Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz; o vezañ lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warnañ. 36 Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent. 37 Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet. 38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet! 39 Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. 40 Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio. 41 Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni, hag e lavaras: 42 O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad. 43 Rak deizioù a zeuio warnout, ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu. 44 Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet. 45 Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh, 46 o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 47 Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv. 48 Met ne ouient ket petra d'ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.