< Luc 17 >

1 Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Ret eo e c'hoarvezfe skouerioù fall; met gwalleur d'an hini ma teuint drezañ.
ᎿᎭᏉᏃ ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎴ ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯ, ᎠᏎ ᏗᏓᏙᏕᏍᏗᏍᎩ ᎤᎾᏄᎪᎢᏍᏗ; ᎠᏎᏃ ᎤᏲᎢᏳ ᎢᏳᎵᏍᏓᏁᏗ ᎾᏍᎩ Ꮎ ᎤᎾᏄᎪᏫᏒᎯ!
2 Gwelloc'h eo dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen-milin, hag e vefe taolet er mor, eget ma rofe skouer fall da unan eus ar re vihan-mañ.
ᎤᏟ ᎣᏏᏳ ᎢᏳᎵᏍᏓᏁᏗ ᏱᎨᏎ ᏅᏯ ᎠᏍᏙᏍᎩ ᏯᏥᏯᏝᏁᎢ, ᎠᎴ ᎠᎺᏉᎯ ᏱᏩᎦᏓᎢᏅᏎᎢ, ᎠᏃ ᎯᎠ ᎠᏏᏴᏫ ᏧᎾᏍᏗ ᎨᏒ ᏧᏬᏕᏍᏗᏱ.
3 Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het [a-enep dit], tamall anezhañ; ha mar en deus keuz, pardon dezhañ.
ᎢᏨᏒ ᎢᏣᏓᏯᏫᏍᎨᏍᏗ. ᎢᏳᏃ ᏗᏍᏓᏓᏅᏟ ᎢᏣᏍᎦᏅᏤᎮᏍᏗ, ᎯᎬᏍᎪᎸᎥᏍᎨᏍᏗ; ᎢᏳᏃ ᎤᏲ ᎢᏯᏰᎸᏍᎨᏍᏗ, ᎯᏯᏙᎵᎨᏍᏗ.
4 Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep, ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.
ᎢᏳ ᎠᎴ ᎦᎵᏉᎩ ᏂᏣᏍᎦᏅᏤᎮᏍᏗ ᏏᎦ ᎨᏒ, ᎠᎴ ᎦᎵᏉᎩ ᏂᏣᎷᏤᎮᏍᏗ ᏏᎦ ᎨᏒ, ᎯᎠ ᏂᏣᏪᏎᎮᏍᏗ, ᎤᏲ ᎠᎩᏰᎸᎭ, ᎠᏎ ᎯᏯᏙᎵᎨᏍᏗᏉ.
5 An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.
ᎨᏥᏅᏏᏛᏃ ᎯᎠ ᏄᏂᏪᏎᎴ ᎤᎬᏫᏳᎯ, ᏍᎩᏁᏉᏏ ᎣᎪᎯᏳᏒᎢ.
6 Hag an Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese, hag en em blant er mor; hag e sentfe ouzhoc'h.
ᎤᎬᏫᏳᎯᏃ ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎢ, ᎢᏳᏃ ᎠᏥᎸ-ᎤᎦᏔ ᏥᏂᎬ ᎢᎩᏛ ᎪᎯᏳᏗ ᎨᏒ ᏱᏥᎭ, ᎯᎠ ᏱᏂᏥᏪᏏ ᎯᎠ ᎫᏩ-ᏧᏁᎬ ᏥᏡᎦ, ᏫᏕᏣᎾᏍᏕᏢᏓ, ᎠᎴ ᎠᎺᏉᎯ ᏪᏣᎧᎲᎦ, ᎠᎴ ᏱᏦᎯᏳᎲᎦ.
7 Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur mevel oc'h arat, pe o vesa al loened, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ, hag en em laka ouzh taol?
ᎠᏎᏃ ᎦᎪ ᎯᎠ ᏥᏂᏣᏛᏅ, ᎡᏥᏅᏏᏓᏍᏗ ᏱᎦᏓᎷᎩᎭ, ᎠᎴ ᏱᎨᎶᎸᎥᏍᎦ, ᏠᎨᏏ ᏅᏓᏳᎶᏐᏅᎯ, ᎩᎳᏉ ᎢᏴᏛ ᎯᎠ ᏱᏁᏥᏪᏏ, ᎮᎾ ᏩᎵᏍᏓᏴᎲᎦ?
8 Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet; ha goude-se e tebri hag ec'h evi.
ᏝᏍᎪ ᎯᎠ ᏱᎬᏩᎬᏫᏳ ᏱᏅᎦᏰᏥᏪᏏ, ᎭᏛᏅᎢᏍᏓ ᎠᏆᎵᏍᏓᏴᏗᏱ, ᎠᎴ ᎭᏓᏠᎦ, ᎠᎴ ᏍᎩᏍᏕᎸᎯᏓ ᎦᎵᏍᏓᏴᎲᏍᎬ ᎠᎴ ᎦᏗᏔᏍᎬ ᎢᎬᎯᏛ; ᎣᏂᏃ ᏨᏒ ᎭᎵᏍᏓᏴᏅᎭ ᎠᎴ ᎭᏗᏔᎲᎭ?
9 Ha trugarez en devo d'ar mevel-se, abalamour m'en deus graet ar pezh en deus gourc'hemennet dezhañ? [Ne gredan ket.]
ᎠᎦᎵᎡᎵᏤᎰᏍᎪ ᎾᏍᎩ ᎠᏥᏅᏏᏓᏍᏗ ᎾᏥᏪᏎᎸ ᏄᏛᏁᎸᎢ? ᎥᏝ ᎠᎩᏰᎸᎭ.
10 C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Mevelien didalvoudek omp, abalamour n'hon eus graet nemet ar pezh a oa ret deomp ober.
ᎾᏍᎩᏯ ᎾᏍᏉ ᏂᎯ, ᎿᎭᏉ ᏂᎦᏛ ᏄᏥᏪᏎᎸ ᏂᏣᏛᏁᎰᏅᎭ, ᎯᎠ ᏂᏥᏪᏒᎭ, ᎪᎱᏍᏗ ᎣᎬᏙᏗ ᏂᎨᏒᎾ ᎣᎩᏅᏏᏓᏍᏗ; ᎢᏲᎦᏛᏁᏗᏉ ᎨᏒ ᏃᎦᏛᏁᎸ.
11 Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea,
ᎯᎠᏃ ᏄᎵᏍᏔᏁ ᎾᏍᎩ ᏥᎷᏏᎵᎻ ᏩᎦᏖᎢ, ᏌᎺᎵᏱ ᎠᎴ ᎨᎵᎵ ᎠᏰᎵ ᎤᎶᏎᎢ.
12 hag evel ma'z antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ.
ᎢᎸᎯᏢᏃ ᎦᏚᎲ ᏩᏴᎯᎲᎢ ᎠᏍᎪᎯ ᎢᏯᏂᏛ ᎠᏂᏍᎦᏯ ᎠᏓᏰᏍᎩ ᏧᏂᏢᎩ ᏕᎬᏩᏠᏎᎢ, ᎢᏅ ᏧᎾᎴᏅᏁᎢ;
13 Int, o sevel o mouezh, a grias: Jezuz, mestr, az pez truez ouzhimp!
ᎠᎴ ᎤᏂᏌᎳᏓᏁ ᎠᏂᏁᎬ ᎯᎠ ᏄᏂᏪᏎᎢ, ᏥᏌ ᏔᏕᏲᎲᏍᎩ, ᏍᎩᏯᏙᎵᎩ.
14 O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet.
ᏚᎪᎲᏃ, ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎴᎢ, ᎢᏤᎾ ᎠᏥᎸ-ᎠᏁᎶᎯ ᎬᏂᎨᏒ ᏫᏂᏗᏣᏛᏂᏏ. ᎯᎠᏃ ᏄᎵᏍᏔᏁᎢ, ᎠᎾᎢᏒᏉ ᏚᎾᏓᏅᎦᎸᎮᎢ.
15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel.
ᎠᏏᏴᏫᏃ, ᎤᏙᎴᎰᏒ ᎠᏥᏅᏩᏅᎢ, ᏗᎤᏨᏎᎢ, ᎠᎴ ᎠᏍᏓᏯ ᎤᏁᏤ ᎤᎸᏉᏔᏁ ᎤᏁᎳᏅᎯ,
16 Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan.
ᎠᎴ ᎤᏓᏅᏁ ᎤᎵᏯᏍᏚᏁ ᏚᎳᏍᎬ ᎾᎥᎢ, ᎠᎵᎮᎵᏤᎮᎢ. ᎠᎴ ᏌᎺᎵᏱ ᎡᎯ ᎨᏎᎢ.
17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta emañ an dek all?
ᏥᏌᏃ ᎤᏁᏨ ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎢ, ᏝᏍᎪ ᎠᏍᎪᎯ ᏱᎨᏥᏅᎦᎸᎡᎢ? ᎠᏎᏃ ᏐᎣᏁᎳ ᎢᏯᏂᏛ ᎭᏢ?
18 N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?
ᎥᏝ ᏱᎨᏥᏩᏛ ᏅᏓᏳᎾᏨᏛ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎠᏂᎸᏉᏗᏍᎩ, ᎯᎠ ᏅᏩᏓᎴ ᏴᏫ ᎤᏩᏒ.
19 Neuze e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.
ᎯᎠᏃ ᏄᏪᏎᎴ ᎾᏍᎩ, ᏔᎴᎲᎦ, ᎠᎴ ᏥᎮᎾ; ᏦᎯᏳᏒ ᏣᏗᏫᏍᏓ.
20 Ar farizianed, o vezañ goulennet outañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue, e respontas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.
ᎠᏂᏆᎵᏏᏃ ᎬᏩᏛᏛᏅ ᎢᏳᏉ ᎤᎷᎯᏍᏗᏱ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎤᎬᏫᏳᎯ ᎨᏒ, ᏚᏁᏤᎴᎢ, ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎢ, ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎤᎬᏫᏳᎯ ᎨᏒ ᎥᏝ ᎬᎪᏩᏛᏗ ᏱᎨᏎᏍᏗ ᎦᎷᏨᎭ.
21 Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze; rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
ᎥᏝ ᎠᎴ ᎯᎠ ᏱᏂᎬᏂᏪᏍᎨᏍᏗ, ᎬᏂᏳᏉ ᎠᏂ! ᎠᎴ, ᎬᏂᏳᏉ ᎾᎿᎭᏂ! ᎬᏂᏳᏉᏰᏃ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎤᎬᏫᏳᎯ ᎨᏒ ᎢᏤᎳᏗᏙᎭ.
22 Hag e lavaras d'e ziskibien: Dont a raio un amzer ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket.
ᎯᎠᏃ ᏂᏚᏪᏎᎴ ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯ, ᏛᏍᏆᎸᎯ ᎾᎯᏳ ᎨᏒ ᎢᏣᏚᎵᏍᎨᏍᏗ ᎢᏥᎪᏩᏛᏗᏱ ᏌᏉ ᎢᎦ ᏴᏫ ᎤᏪᏥ ᎤᏤᎵᎦ, ᎠᎴ ᎥᏝ ᏴᎨᏥᎪᏩᏛ.
23 Hag e vo lavaret deoc'h: Setu emañ amañ, pe: Setu emañ aze. N'it ket, ha na heuilhit ket anezho.
ᎠᎴ ᎯᎠ ᏂᎨᏥᏪᏎᎮᏍᏗ, ᎬᏂᏳᏉ ᎠᏂ; ᎠᎴ ᎬᏂᏳᏉ ᎾᎿᎭᏂ; ᏞᏍᏗ ᎢᏤᏅᏒᎩ, ᎠᎴ ᏞᏍᏗ ᏗᏥᏍᏓᏩᏛᏒᎩ.
24 Rak evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ eus ur penn d'an oabl betek ur penn all, evel-se e teuio Mab an den en e zeiz.
ᎾᏍᎩᏯᏰᏃ ᎠᎾᎦᎵᏍᎩ ᏌᏉ ᎢᏗᏢ ᎦᎸᎶᎢ ᏨᏗᎦᎵᏍᎪᎢ, ᎤᏣᏘᏂᏃ ᎢᏗᏢ ᎦᎸᎶᎢ ᏥᏫᏗᎦᎸᏌᏓᏗᏍᎪᎢ; ᎾᏍᎩ ᎾᏍᏉ ᏄᏍᏕᏍᏗ ᏴᏫ ᎤᏪᏥ ᎤᏤᎵ ᎢᎦ ᎠᎵᏱᎶᎸᎭ.
25 Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ.
ᎠᏎᏃ ᎢᎬᏱ ᎤᏣᏘ ᏧᏓᎴᏅᏛ ᎤᎩᎵᏲᎢᏍᏗ, ᎠᎴ ᏗᎬᏩᏲᎯᏍᏗ ᎨᏎᏍᏗ ᎪᎯ ᏣᏁᎭ.
26 Ar pezh a erruas en amzer Noe, a erruo en hevelep doare en amzer Mab an den.
ᎠᎴ ᎾᏍᎩᏯ ᏥᏄᏍᏕ ᎾᎯᏳ ᏃᏯ ᏤᎮᎢ, ᎾᏍᎩ ᎾᏍᏉ ᏄᏍᏕᏍᏗ ᎾᎯᏳ ᏴᏫ ᎤᏪᏥ ᎤᏤᎵ ᎢᎦ ᎠᎵᏱᎶᎸᎭ.
27 An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a roe e dimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag an dour-beuz a zeuas hag o distrujas holl.
ᏓᎾᎵᏍᏓᏴᎲᏍᎨᎢ, ᏓᎾᏗᏔᏍᎨᎢ, ᏓᎾᏕᏒᎲᏍᎨᎢ, ᏕᎨᏥᏰᎨᎢ, ᎬᏂ ᎾᎯᏳ ᎢᎦ ᏃᏯ ᎤᏣᏅ ᏥᏳᎯ, ᎠᎴ ᎤᏃᎱᎦᏂᎸ ᎠᎴ ᏂᎦᏛ ᏚᏂᎬᏦᏅ.
28 Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante hag a save tiez;
ᎾᏍᎩᏯ ᎾᏍᏉ ᏥᏄᏍᏕ ᎾᎯᏳ ᎶᏛ ᏤᎮᎢ; ᏓᎾᎵᏍᏓᏴᎲᏍᎨᎢ ᏓᎾᏗᏔᏍᎨᎢ, ᎤᏂᏩᎡᎥᏍᎨᎢ, ᎠᏂᏃᏔᏅᎥᏍᎨᎢ, ᏓᏂᏫᏒᎥᏍᎨᎢ, ᏓᎾᏁᏍᎨᏍᎨᎢ;
29 met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e teuas glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.
ᎠᏎᏃ ᎾᎯᏳᏉ ᎢᎦ ᎶᏛ ᏐᏓᎻ ᎤᏄᎪᏨ, ᎦᎸᎳᏗ ᏧᎦᎿᎭᏁ ᎠᏥᎸ ᎠᎴ ᏌᎪᏂᎨ ᎠᏓᏪᎳᎩᏍᎩ, ᏂᎦᏗᏳᏃ ᏚᏂᎰᏁᎢ.
30 Evel-se e vo ivez en deiz ma teuio Mab an den.
ᎾᏍᎩᏯ ᏄᏍᏕᏍᏗ ᎾᎯᏳ ᎢᎦ ᏴᏫ ᎤᏪᏥ ᎦᎾᏄᎪᏂᎸᎭ.
31 En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, arabat e vo dezhañ diskenn evit o c'has gantañ; en hevelep doare, an hini a vo er parkeier, arabat e vo dezhañ mont war-dreñv.
ᎾᎯᏳ ᎢᎦ ᎩᎶ ᎦᏌᎾᎵ ᎤᎩᎴᏍᏗ, ᎤᎿᎭᎥᏃ ᎦᎵᏦᏕ ᎠᎮᏍᏗ, ᏞᏍᏗ ᏅᏓᏳᏠᎠᏒᎩ ᎤᏫᏛᏗᏱ; ᎠᎴ ᎩᎶ ᏠᎨᏏ ᏫᎡᏙᎮᏍᏗ, ᏞᏍᏗ ᎾᏍᏉ ᏅᏓᏳᏨᏒᎩ.
32 Ho pet soñj eus gwreg Lot.
ᎡᏣᏅᏓᏓ ᎶᏛ ᎤᏓᎵᎢ.
33 Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez, he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo, he c'havo.
ᎩᎶ ᎤᏩᏒ ᎬᏅ ᎤᏍᏕᎸᏗᏱ ᎤᏲᎮᏍᏗ ᎤᏲᎱᏎᏗ ᎨᏎᏍᏗ; ᎩᎶᏃ ᎤᏲᎱᏎᎮᏍᏗ, ᎾᏍᎩ ᎤᏍᏕᎸᏗ ᎨᏎᏍᏗ.
34 Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou den a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,
ᎢᏤᏲᏎᎭ, ᎾᎯᏳ ᏒᏃᏱ ᎨᏎᏍᏗ ᎠᏂᏔᎵ ᏌᏉ ᎠᏤᏍᏙᎩᎯ ᏓᏂᏅᎨᏍᏗ; ᎠᏏᏴᏫ ᎠᏥᏯᏅᏗ ᎨᏎᏍᏗ, ᏐᎢᏃ ᎠᏥᎧᎯᏯᏍᏗ ᎨᏎᏍᏗ.
35 eus div wreg a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,
ᎠᏂᏔᎵ ᎠᏂᎨᏴ ᎢᏧᎳᎭ ᎠᏂᏍᏙᏍᎨᏍᏗ; ᎠᏏᏴᏫ ᎠᏥᏯᏅᏗ ᎨᏎᏍᏗ, ᏐᎢᏃ ᎠᏥᎧᎯᏯᏍᏗ ᎨᏎᏍᏗ.
36 [eus daou den a vo er parkeier, unan a vo kemeret hag egile lezet].
ᎠᏂᏔᎵ ᏠᎨᏏ ᎠᏁᏙᎮᏍᏗ; ᎠᏏᏴᏫ ᎠᏥᏯᏅᏗ ᎨᏎᏍᏗ, ᏐᎢᏃ ᎠᏥᎧᎯᏯᏍᏗ ᎨᏎᏍᏗ.
37 O respont, e lavarjont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Eñ a lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, en em zastumo an erered.
ᎤᏂᏁᏨᏃ ᎯᎠ ᏂᎬᏩᏪᏎᎴᎢ, ᎭᏢ, ᏣᎬᏫᏳᎯ? ᎯᎠᏃ ᏂᏚᏪᏎᎴᎢ, ᎢᎸᎯᏢ ᎪᎱᏍᏗ ᎤᎵᏬᏨᎯ ᏥᎦᏃᎢ, ᎾᎿᎭᎠᏬᎭᎵ ᎠᎾᏓᏟᏏᏍᎪᎢ.

< Luc 17 >