< ՄԱՏԹԷՈՍ 23 >

1 Այն ատեն Յիսուս խօսեցաւ բազմութեան եւ իր աշակերտներուն՝ ըսելով.
Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien, a lavaras:
2 «Դպիրներն ու Փարիսեցիները բազմած են Մովսէսի աթոռին վրայ:
Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.
3 Ուրեմն ինչ որ ըսեն ձեզի՝ որ պահէք, պահեցէ՛ք եւ ըրէ՛ք. բայց մի՛ ընէք անոնց գործերուն պէս, որովհետեւ կ՚ըսեն՝ սակայն չեն ըներ:
Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront, met ne reont ket.
4 Արդարեւ ծանր ու դժուարակիր բեռներ կը կապեն եւ կը դնեն մարդոց ուսերուն վրայ, ու իրենց մատո՛վ իսկ չեն ուզեր շարժել զանոնք:
Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
5 Իրենց բոլոր գործերը կ՚ընեն մարդոցմէ տեսնուելու համար. կը լայնցնեն իրենց գրապանակները եւ կ՚երկնցնեն իրենց հանդերձներուն քղանցքները.
O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad;
6 կը սիրեն առաջին բազմոցները՝ ընթրիքներու մէջ, առաջին աթոռները՝ ժողովարաններու մէջ, բարեւները՝ հրապարակներու վրայ,
karout a reont ar plasoù kentañ er festoù, hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù;
7 ու “ռաբբի՛, ռաբբի՛” կոչուիլ մարդոցմէ:
karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr.
8 Բայց դուք մի՛ կոչուիք “ռաբբի”, որովհետեւ մէ՛կ է ձեր Ուսուցիչը՝ Քրիստոս,
Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist, ] ha c'hwi holl a zo breudeur.
9 եւ դուք բոլորդ եղբայր էք: Ու երկրի վրայ ո՛չ մէկը կոչեցէք ձեր “հայրը”, որովհետեւ մէ՛կ է ձեր Հայրը՝ որ երկինքն է:
Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
10 Եւ դուք մի՛ կոչուիք “ուսուցիչ”, որովհետեւ մէ՛կ է ձեր Ուսուցիչը՝ Քրիստոս:
Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist
11 Ու ձեր մէջէն մեծագոյնը՝ ձեր սպասարկո՛ւն թող ըլլայ:
An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer.
12 Ո՛վ որ բարձրացնէ ինքզինք՝ պիտի խոնարհի, իսկ ո՛վ որ խոնարհեցնէ ինքզինք՝ պիտի բարձրանայ»:
Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
13 «Վա՜յ ձեզի, կեղծաւո՛ր դպիրներ եւ Փարիսեցիներ, որ կը գոցէք երկինքի թագաւորութիւնը մարդոց առջեւ. դո՛ւք չէք մտներ, ու մտնողներուն ալ թոյլ չէք տար՝ որ մտնեն:
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
14 Վա՜յ ձեզի, կեղծաւո՛ր դպիրներ եւ Փարիսեցիներ, որ կը լափէք այրիներուն տուները, ու իբր պատրուակ՝ աղօթքը կ՚երկարէք. ուստի աւելի՛ խստութեամբ պիտի դատուիք՝՝:
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed, hag e rit evit ar gweled pedennoù hir; abalamour da-se, e viot barnet garvoc'h.
15 Վա՜յ ձեզի, կեղծաւո՛ր դպիրներ եւ Փարիսեցիներ, որ կը շրջիք ծով ու ցամաք՝ մէկը նորահաւատ ընելու, եւ երբ ըլլայ՝ զայն ձեզմէ երկու անգամ աւելի գեհենի որդի կ՚ընէք: (Geenna g1067)
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h. (Geenna g1067)
16 Վա՜յ ձեզի, կո՛յր առաջնորդներ, որ կ՚ըսէք. “Ո՛վ որ երդում կ՚ընէ տաճարին վրայ՝ բան մը չէ, բայց ո՛վ որ երդում կ՚ընէ տաճարի ոսկիի՛ն վրայ՝ պարտաւոր կ՚ըլլայ”:
Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
17 Յիմարնե՛ր ու կոյրե՛ր, ո՞րը մեծ է, ոսկի՞ն՝ թէ տաճա՛րը, որ կը սրբացնէ ոսկին:
Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se?
18 Նաեւ կ՚ըսէք. “Ո՛վ որ երդում կ՚ընէ զոհասեղանին վրայ՝ բան մը չէ, բայց ո՛վ որ երդում կ՚ընէ զոհասեղանին վրայի ընծայի՛ն վրայ՝ պարտաւոր կ՚ըլլայ”:
Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
19 Յիմարնե՛ր ու կոյրեր, ո՞րը մեծ է, ընծա՞ն՝ թէ զոհասեղանը, որ կը սրբացնէ ընծան:
Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se?
20 Ուրեմն, ո՛վ որ երդում կ՚ընէ զոհասեղանին վրայ, երդում կ՚ընէ անոր վրայ ու անոր վրայ եղած բոլոր բաներուն վրայ:
An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni;
21 Եւ ո՛վ որ երդում կ՚ընէ տաճարին վրայ, երդում կ՚ընէ անոր վրայ ու անոր մէջ բնակողին վրայ:
an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ;
22 Եւ ո՛վ որ երդում կ՚ընէ երկինքի վրայ, երդում կ՚ընէ Աստուծոյ գահին վրայ ու անոր վրայ բազմողին վրայ:
hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ.
23 Վա՜յ ձեզի, կեղծաւո՛ր դպիրներ եւ Փարիսեցիներ, որ կը վճարէք անանուխին, սամիթին ու չամանին տասանորդը, բայց կը թողուք Օրէնքին աւելի ծանր բաները՝ իրաւունքը, կարեկցութիւնն ու հաւատքը. ասո՛նք պէտք է ընէիք, եւ զանոնք չձգէիք:
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
24 Կո՛յր առաջնորդներ, որ կը քամէք մժղուկը ու կը կլլէք ուղտը:
Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval.
25 Վա՜յ ձեզի, կեղծաւո՛ր դպիրներ եւ Փարիսեցիներ, որ կը մաքրէք գաւաթին ու պնակին դուրսի՛ կողմը, բայց ներսէն լեցուն են յափշտակութեամբ եւ անիրաւութեամբ:
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
26 Կո՛յր Փարիսեցի, նախ մաքրէ՛ գաւաթին ու պնակին ներսի՛ կողմը, որպէսզի անոնց դուրսի կողմն ալ մաքուր ըլլայ:
Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
27 Վա՜յ ձեզի, կեղծաւո՛ր դպիրներ եւ Փարիսեցիներ, որ կը նմանիք ծեփուած գերեզմաններու, որոնք արդարեւ դուրսէն գեղեցիկ կ՚երեւնան, բայց ներսէն լեցուն են մեռելներու ոսկորներով ու ամէն տեսակ անմաքրութեամբ:
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
28 Նոյնպէս դուք դուրսէն արդար կ՚երեւնաք մարդոց, իսկ ներսէն լի էք կեղծաւորութեամբ եւ անօրէնութեամբ»:
Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.
29 «Վա՜յ ձեզի, կեղծաւո՛ր դպիրներ ու Փարիսեցիներ, որ կը կառուցանէք մարգարէներուն տապանները եւ կը զարդարէք արդարներուն գերեզմանները,
Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,
30 ու կ՚ըսէք. “Եթէ մեր հայրերուն օրերը ըլլայինք, անոնց հետ կամակից չէինք ըլլար մարգարէներուն արիւնին թափուելուն”:
en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.
31 Հետեւաբար դո՛ւք կը վկայէք ձեր մասին, թէ որդիներն էք անո՛նց՝ որ կը սպաննէին մարգարէները:
Testiñ a rit evel-se, a-enep deoc'h hoc'h-unan, penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
32 Ուստի դո՛ւք ալ ձեր հայրերուն չափը լեցուցէք:
Leuniañ a rit eta muzul ho tadoù.
33 Օձե՛ր, իժերո՛ւ ծնունդներ, ի՞նչպէս պիտի խուսափիք գեհենի դատապարտութենէն: (Geenna g1067)
Naered, lignez a naered-gwiber, penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn? (Geenna g1067)
34 Ուստի ահա՛ ես կը ղրկեմ ձեզի մարգարէներ եւ իմաստուններ ու դպիրներ: Անոնցմէ ոմանք պիտի սպաննէք եւ խաչէք, ոմանք ալ պիտի խարազանէք ձեր ժողովարաններուն մէջ ու հալածէք քաղաքէ քաղաք:
Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazhañ hag stagañ ouzh ar groaz a reot darn, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù, hag argas a reot anezho eus an eil kêr d'eben,
35 Որպէսզի ձեր վրայ գայ երկրի վրայ թափուած ամբողջ արդար արիւնը, արդար Աբէլի արիւնէն մինչեւ Բարաքիայի որդիին՝ Զաքարիայի արիւնը, որ սպաննեցիք տաճարին եւ զոհասեղանին միջեւ:
evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel, an hini reizh, betek gwad Zakaria, mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
36 Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Այս բոլոր բաները պիտի գան այս սերունդին վրայ”»:
Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.
37 «Ո՛վ Երուսաղէ՜մ, Երուսաղէ՜մ, որ կը սպաննէիր մարգարէները ու կը քարկոծէիր քեզի ղրկուածները. քանի՜ անգամ ուզեցի հաւաքել զաւակներդ, ինչպէս հաւը թեւերուն տակ կը հաւաքէ իր ձագերը, բայց դուք չուզեցիք:
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
38 Ահա՛ ձեր տունը ամայի պիտի մնայ ձեզի:
Setu, ho ti a ya da chom hep den,
39 Արդարեւ կ՚ըսեմ ձեզի թէ ա՛լ ասկէ ետք պիտի չտեսնէք զիս՝ մինչեւ որ ըսէք. “Օրհնեա՜լ է ա՛ն՝ որ կու գայ Տէրոջ անունով”»:
rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 23 >