< ՄԱՐԿՈՍ 3 >

1 Դարձեալ ժողովարանը մտաւ, ուր մարդ մը կար՝ որուն ձեռքը չորցած էր:
Jezuz a yeas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en devoa un dorn disec'het.
2 Անոնք կը հսկէին անոր վրայ՝ տեսնելու թէ արդեօք պիտի բուժէ՛ զայն Շաբաթ օրը, որպէսզի ամբաստանեն զինք:
Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall.
3 Ինք ալ ըսաւ ձեռքը չորցած մարդուն. «Ելի՛ր, կայնէ՛ մէջտեղը»:
Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.
4 Յետոյ ըսաւ անոնց. «Շաբաթ օրը բարի՞ք ընել արտօնուած է՝ թէ չարիք ընել, անձ մը փրկե՞լ՝ թէ սպաննել»: Անոնք լուռ կեցան:
Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
5 Յիսուս բարկութեամբ շուրջը նայեցաւ՝ անոնց վրայ, տրտմելով անոնց սիրտին կուրութեան համար, ապա ըսաւ այդ մարդուն. «Երկարէ՛ ձեռքդ»: Ան ալ երկարեց, եւ անոր ձեռքը առողջացաւ:
Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile].
6 Փարիսեցիները՝ իսկոյն դուրս ելլելով Հերովդէսեաններուն հետ՝ խորհրդակցեցան անոր դէմ, թէ ի՛նչպէս կորսնցնեն զայն:
Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.
7 Յիսուս իր աշակերտներուն հետ մեկնեցաւ ծովեզերքը, ու մեծ բազմութիւն մը հետեւեցաւ անոր՝ Գալիլեայէն եւ Հրէաստանէն,
Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Judea,
8 Երուսաղէմէն, Եդովմէն ու Յորդանանի միւս կողմէն. նաեւ անոնք՝ որ Տիւրոսի եւ Սիդոնի շրջակայ տեղերէն էին, մեծ բազմութեամբ, երբ լսեցին ինչ որ կ՚ընէր՝ եկան իրեն:
eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
9 Յիսուս ըսաւ իր աշակերտներուն որ նաւակ մը տրամադրուի իրեն՝ բազմութեան պատճառով, որպէսզի չսեղմեն զինք:
Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
10 Որովհետեւ բուժեց շատերը, այնպէս որ տանջանք ունեցողներ կը խռնուէին շուրջը՝ որպէսզի դպչին իրեն:
Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warnañ, evit stekiñ outañ, kement en devoa ur c'hleñved.
11 Երբ անմաքուր ոգիները տեսնէին զինք, կ՚իյնային իր առջեւ ու կ՚աղաղակէին.
Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!
12 «Դո՛ւն ես Աստուծոյ Որդին»: Իսկ ինք սաստիկ կը հրահանգէր անոնց՝ որ չյայտնեն զինք:
Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ.
13 Ապա լեռը ելաւ եւ իրեն կանչեց իր ուզածները, ու քովը գացին:
Pignat a reas neuze war ur menez, hag e c'halvas ar re a felle dezhañ, hag e teujont d'e gavout.
14 Եւ ընտրեց տասներկու հոգի, որպէսզի ըլլան իրեն հետ, ու ղրկէ զանոնք՝ քարոզելու,
Hag e lakaas daouzek anezho, da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg,
15 նաեւ իշխանութիւն ունենալու՝ ախտերը բուժելու եւ դեւերը դուրս հանելու համար.-
hag evit kaout ar galloud [da yac'haat ar re glañv ha] da gas kuit an diaoulien.
16 Սիմոնը՝ որ Պետրոս անուանեց,
Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ;
17 Զեբեդեան Յակոբոսն ու Յակոբոսի եղբայրը՝ Յովհաննէսը, որոնք Բաներեգէս անուանեց, որ ըսել է. «Որոտումի որդիներ»,
Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun;
18 Անդրէասը, Փիլիպպոսը, Բարթողոմէոսը, Մատթէոսը, Թովմասը, Ալփէոսեան Յակոբոսը, Թադէոսը, Սիմոն Կանանացին
Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,
19 եւ Յուդա Իսկարիովտացին, որ մատնեց զայն:
ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti;
20 Տուն գացին, ու դարձեալ բազմութիւնը համախմբուեցաւ, այնպէս որ չկրցան նոյնիսկ հաց ուտել:
ar bobl en em zastumas a-nevez eno, en hevelep doare ma ne c'hellent ket memes kemer o fred.
21 Երբ իրենները լսեցին՝ գացին որ բռնեն զինք, քանի որ կ՚ըսէին. «Ցնորա՛ծ է»:
E gerent, o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.
22 Երուսաղէմէն իջած դպիրներն ալ կ՚ըսէին. «Անոր մէջ Բէեղզեբուղ կայ, եւ դեւերուն իշխանո՛վ կը հանէ դեւերը»:
Hag ar skribed, a oa diskennet eus Jeruzalem, a lavare: Trec'het eo gant Beelzebul; kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
23 Յիսուս կանչելով զանոնք՝ առակներով խօսեցաւ անոնց. «Սատանան ի՞նչպէս կրնայ դուրս հանել Սատանան:
Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?
24 Եթէ թագաւորութիւն մը բաժնուի ինքնիր դէմ՝ այդ թագաւորութիւնը չի կրնար կենալ:
Mar bez ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout;
25 Եթէ տուն մը բաժնուի ինքնիր դէմ, այդ տունը չի կրնար կենալ:
ha mar bez un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout;
26 Եթէ Սատանան կանգնած ու բաժնուած է ինքնիր դէմ՝ ան չի կրնար կենալ, հապա անոր վախճանը հասած է:
evel-se, mar sav Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar deo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.
27 Ո՛չ մէկը կրնայ մտնել ուժեղ մարդու մը տունը եւ յափշտակել անոր կարասիները, եթէ նախ չկապէ ուժեղ մարդը, եւ այ՛ն ատեն կողոպտէ անոր տունը:
Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze e preizho e di.
28 Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Մարդոց որդիներուն պիտի ներուի ամէն մեղք, նաեւ հայհոյութիւնները՝ ո՛րքան ալ հայհոյեն:
Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud, kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo;
29 Բայց ո՛վ որ հայհոյէ Սուրբ Հոգիին դէմ, յաւիտեա՛ն ներում պիտի չունենայ, հապա արժանի պիտի ըլլայ յաւիտենական դատապարտութեան”»: (aiōn g165, aiōnios g166)
met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
30 Որովհետեւ կ՚ըսէին. «Անմաքուր ոգի կայ անոր մէջ»:
Jezuz a gomze evel-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.
31 Յետոյ անոր մայրն ու եղբայրները եկան, եւ դուրսը կայնելով՝ մարդ ղրկեցին ու կանչեցին զայն.
E vreudeur hag e vamm a erruas eta, hag oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel;
32 բազմութիւնն ալ նստած էր անոր շուրջը: Երբ ըսին իրեն. «Ահա՛ քու մայրդ ու եղբայրներդ կը փնտռեն քեզ դուրսը»,
ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ, hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez aze o c'houlenn ac'hanout.
33 ան ալ պատասխանեց անոնց. «Ո՞վ է իմ մայրս, կամ որո՞նք են եղբայրներս»:
Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
34 Եւ նայելով իր շուրջը նստողներուն՝ ըսաւ. «Ահա՛ մայրս ու եղբայրներս.
Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
35 որովհետեւ ո՛վ որ կը գործադրէ Աստուծոյ կամքը, անիկա՛ է իմ եղբայրս, քոյրս եւ մայրս»:
Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

< ՄԱՐԿՈՍ 3 >