< ՄԱՐԿՈՍ 5 >

1 Եւ Յիսուս եկաւ ծովի հանդիպակաց կողմը, գերգեսացիների երկիրը:
Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz.
2 Եւ երբ նա նաւակից դուրս ելաւ, գերեզմաններից նրա դէմն ելաւ մի մարդ, որին բռնել էր մի պիղծ ոգի,
Ha raktal, evel ma tiskennas Jezuz eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout.
3 եւ որի բնակութեան տեղն իսկ գերեզմանների մէջ էր: Եւ ոչ ոք նրան շղթաներով անգամ չէր կարող կապել,
Chom a rae er bezioù, ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, na zoken gant chadennoù;
4 որովհետեւ շատ անգամ ոտնակապերով եւ շղթաներով կապուած էր, բայց շղթաները փշրել էր ու ոտնակապերը՝ ջարդել: Ոչ ոք նրան չէր կարողանում զսպել,
rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid, hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en devoa torret ar chadennoù ha friket an hern; ha den ne c'helle e zoñvaat.
5 որովհետեւ միշտ, գիշեր ու ցերեկ, գերեզմաններում եւ լեռներում, աղաղակում էր եւ ինքն իրեն քարերով ծեծում:
Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein.
6 Երբ նա Յիսուսին հեռուից տեսաւ, առաջ վազեց ու երկրպագեց նրան.
P'en devoe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazañ,
7 բարձրաձայն աղաղակեց եւ ասաց. «Ի՞նչ ես ուզում ինձնից, Յիսո՛ւս, բարձրեալ Աստծո՛ւ Որդի: Երդուեցնում եմ քեզ Աստուծով, ինձ մի՛ տանջիր».
hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.
8 քանի որ Յիսուս նրան ասում էր. «Պի՛ղծ ոգի, դո՛ւրս ելիր այդ մարդուց»:
Rak Jezuz a lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se.
9 Եւ նրան հարցրեց. «Անունդ ի՞նչ է»: Եւ նա ասաց նրան. «Իմ անունը Լեգէոն է, քանի որ բազում ենք»:
Ha Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion; rak kalz omp.
10 Իսկ պիղծ ոգիները սաստիկ աղաչում էին նրան, որ այդ շրջանից դուրս չուղարկի իրենց:
Hag e pede start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.
11 Եւ այնտեղ, լերան լանջին, խոզերի մի մեծ երամակ կար, որ արածում էր:
Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
12 Բոլոր դեւերը աղաչեցին նրան եւ ասացին. «Մեզ խոզերի մէջ ուղարկիր, որ մտնենք նրանց մէջ»:
Hag an holl diaoulien en pede, o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno.
13 Եւ նա հրամայեց նրանց: Երբ պիղծ ոգիները դուրս ելան, մտան խոզերի մէջ, եւ երամակը, թուով մօտ երկու հազար, դարաւանդից դիմեց դէպի ծովը. եւ խեղդուեցին ծովում:
Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil.
14 Խոզարածները փախան եւ քաղաքում ու ագարակներում պատմեցին. եւ մարդիկ դուրս ելան տեսնելու, թէ ի՛նչ էր կատարուել:
Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet;
15 Եկան Յիսուսի մօտ եւ տեսան դիւահարին, որ նստել էր՝ հագնուած եւ զգաստացած, նրան, որ լեգէոն ունէր. եւ զարհուրեցին:
dont a rejont da gavout Jezuz, hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat; hag o devoe aon.
16 Եւ ովքեր որ տեսել էին, պատմեցին նրանց, թէ ինչ պատահեց այսահարին եւ ինչ՝ խոզերին:
Ar re o devoa gwelet-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaoul, ha gant ar moc'h.
17 Եւ սկսեցին աղաչել Յիսուսին, որ հեռանայ իրենց սահմաններից:
Neuze en em lakajont d'e bediñ da bellaat diouzh o bro.
18 Եւ երբ նաւակ մտաւ, դիւահարը նրան աղաչում էր, որ նրա հետ լինի:
Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul en pedas d'e lezel da vont gantañ.
19 Բայց Յիսուս նրան թոյլ չտուեց, այլ ասաց. «Գնա՛ քո տունը հարազատներիդ մօտ եւ պատմի՛ր նրանց այն ամէնը, ինչ Տէրը քեզ արեց եւ թէ ինչպէս խղճաց քեզ»:
Met Jezuz n'en lezas ket, hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit, ha penaos en deus bet truez ouzhit.
20 Եւ նա գնաց ու սկսեց տարածել Դեկապոլսում, ինչ որ Յիսուս իր համար արել էր: Եւ ամէնքը զարմանում էին:
Eñ a yeas kuit, hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en devoa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras.
21 Եւ երբ Յիսուս նաւակով նորից ծովի միւս կողմն անցաւ, նրա մօտ հաւաքուեց բազում ժողովուրդ: Եւ ինքը ծովեզրին էր:
Jezuz o vezañ, dre ar vag, tremenet en tu all, ul lod bras a bobl en em zastumas en-dro dezhañ; tost d'ar mor e oa.
22 Ահա եկաւ ժողովրդապետներից մէկը, որի անունը Յայրոս էր. եւ երբ տեսաւ նրան, նրա ոտքերն ընկաւ.
Unan a vestroù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid,
23 սաստիկ աղաչում էր նրան ու ասում, որ իր դուստրը մահամերձ է, եւ որ նա գայ ու նրա վրայ իր ձեռքը դնի, որպէսզի առողջանայ եւ ապրի:
hag e pedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo.
24 Եւ Յիսուս գնաց նրա հետ. նրա յետեւից գնում էր նաեւ բազում ժողովուրդ եւ նեղում էր նրան:
Ha Jezuz a yeas gantañ; ur bobl vras a yeas war e lerc'h, hag a waske anezhañ.
25 Եւ մի կին կար, որ տասներկու տարուց ի վեր արիւնահոսութիւն ունէր:
Bez' e oa ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ;
26 Նա շատ էր տառապել բազմաթիւ բժիշկների ձեռքից եւ իր ամբողջ ունեցուածքը ծախսել էր, բայց որեւէ օգուտ չէր գտել, այլ է՛լ աւելի վատացել էր:
gouzañvet he devoa kalz a boan etre daouarn ar vedisined, ha dispignet he devoa he holl vadoù hep bezañ bet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat;
27 Նա երբ լսեց Յիսուսի մասին, եկաւ ամբոխի մէջ նրա յետեւից եւ ձեռքը դիպցրեց նրա զգեստին,
o vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar vandenn dre ziadreñv, hag e stokas ouzh e zilhad.
28 որովհետեւ մտքում խորհում էր. «Եթէ միայն դիպչեմ նրա զգեստներին, կը բժշկուեմ»:
Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
29 Եւ իսկոյն նրա արեան աղբիւրը չորացաւ, եւ իր մարմնի մէջ զգաց, որ տանջանքներից բժշկուեց:
Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas, en he c'horf, e oa yac'haet eus he foan.
30 Եւ Յիսուս իսկոյն ինքն իր մէջ իմանալով իրենից դուրս ելած զօրութիւնը, դարձաւ դէպի ամբոխը եւ ասաց. «Ո՞վ դիպաւ իմ զգեստներին»:
Kerkent, Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?
31 Եւ աշակերտները նրան ասացին. «Տեսնում ես, որ ամբոխը նեղում է քեզ, եւ ասում ես, թէ՝ ո՞վ դիպաւ իմ զգեստներին»:
E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
32 Եւ նա շուրջն էր նայում՝ տեսնելու, թէ ո՛վ այդ արեց:
Hag e selle en-dro, evit gwelout piv en devoa graet-se.
33 Եւ այդ կինը, զարհուրած ու դողալով նրա համար, որ գաղտնի էր արել, - որովհետեւ գիտէր, թէ ինչ կատարուեց իր հետ, - եկաւ ընկաւ նրա առաջ եւ ամէն ինչ ստուգութեամբ ասաց:
Neuze ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas hag en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ an holl wirionez.
34 Եւ Յիսուս նրան ասաց. «Դո՛ւստր, քո հաւատը քեզ փրկեց, գնա՛ խաղաղութեամբ եւ քո տանջանքներից բժշկուած եղիր»:
Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h, ha bez dizereet eus da gleñved.
35 Մինչ Յիսուս այս բանն էր խօսում, ժողովրդապետի տնից ոմանք եկան եւ ասացին. «Քո դուստրը մեռաւ, էլ ի՞նչ ես նեղութիւն տալիս Վարդապետին»:
Evel ma komze c'hoazh, tud penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv; na ro ket ken muioc'h a boan d'ar Mestr.
36 Իսկ Յիսուս, երբ լսեց ասուած խօսքը, ժողովրդապետին ասաց. «Մի՛ վախեցիր, այլ միայն հաւատա՛»:
Kerkent, evel ma klevas Jezuz kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken.
37 Եւ ոչ ոքի թոյլ չտուեց իր հետ գնալ, այլ միայն՝ Պետրոսին, Յակոբոսին եւ նրա եղբօրը՝ Յովհաննէսին:
Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez, ha Yann, breur Jakez.
38 Յիսուս ժողովրդապետի տունը եկաւ եւ տեսաւ մի մեծ ամբոխ, լացուկոծ անողներ եւ աղմուկ-աղաղակ:
O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras, ha tud a ouele, hag a laoske kriadennoù kreñv.
39 Ապա ներս մտնելով՝ նրանց ասաց. «Ինչո՞ւ էք խռովուած ու լաց էք լինում. մանուկը մեռած չէ, այլ ննջում է»:
Hag o vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se, ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra.
40 Սակայն նրանք ծաղրում էին նրան: Իսկ նա, ամենքին դուրս հանելով, վերցրեց իր հետ մանկան հօրն ու մօրը եւ նրանց, որ իր հետ էին, եւ մտաւ այնտեղ, ուր պառկած էր մանուկը:
Hag int a rae goap outañ; met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet.
41 Եւ բռնելով մանկան ձեռքից՝ ասաց նրան՝ Տալի՛թա, կո՛ւմի, որ նշանակում է՝ աղջի՛կ, դո՛ւ, քե՛զ եմ ասում, վե՛ր կաց:
O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.
42 Եւ աղջիկը իսկոյն վեր կացաւ ու քայլում էր, քանի որ մօտ տասներկու տարեկան էր: Եւ ամէնքը մեծապէս զարմացան:
Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da vale, rak oadet e oa a zaouzek vloaz; hag e oant souezhet meurbet.
43 Իսկ նա նրանց խստիւ պատուիրեց, որ ոչ ոք այդ բանը չիմանայ. ու ասաց, որ նրան ուտելու բան տան:
Neuze e c'hourc'hemennas start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e lavaras reiñ da zebriñ d'ar plac'h yaouank.

< ՄԱՐԿՈՍ 5 >