< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 6 >

1 Այնուհետեւ Յիսուս Գալիլիայի՝ Տիբերական ծովի հանդիպակաց կողմն անցաւ.
Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da vor Galilea, pe vor Tiberiaz.
2 եւ նրա յետեւից բազում ժողովուրդ էր գնում, որովհետեւ տեսնում էին այն նշանները, որ նա կատարում էր հիւանդների վրայ:
Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv.
3 Յիսուս լեռ բարձրացաւ եւ նստեց այնտեղ իր աշակերտների հետ:
Jezuz a bignas war ar menez, hag eno ec'h azezas gant e ziskibien.
4 Եւ մօտ էր զատիկը՝ հրեաների տօնը:
Setu, ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.
5 Յիսուս իր աչքերը վեր բարձրացրեց եւ տեսաւ, որ բազում ժողովուրդ է գալիս իր մօտ: Փիլիպպոսին ասաց. «Որտեղի՞ց հաց պիտի գնենք, որ դրանք ուտեն»:
Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ?
6 Այս ասում էր՝ նրան փորձելու համար, բայց ինքը գիտէր, թէ ինչ էր անելու:
Met, eñ a lavare kement-se evit amprouiñ anezhañ, rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober.
7 Փիլիպպոսը նրան պատասխանեց. «Երկու հարիւր դահեկանի հաց դրանց չի բաւարարի, թէկուզ եւ իւրաքանչիւր ոք մի կտոր վերցնի»:
Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini.
8 Նրա աշակերտներից մէկը՝ Անդրէասը, Սիմոն Պետրոսի եղբայրը, ասաց նրան.
Unan eus e ziskibien, Andrev, breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:
9 «Այստեղ մի պատանի կայ, որ հինգ գարեհաց ունի եւ երկու ձուկ. բայց այդքանն ի՞նչ է այսչափ մարդկանց համար»:
Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz, ha daou besk; met petra eo kement-se evit kement a dud?
10 Յիսուս ասաց. «Նստեցրէ՛ք մարդկանց»: Այնտեղ առատ խոտ կար: Եւ շուրջ հինգ հազար մարդիկ նստեցին:
Koulskoude Jezuz a lavaras: Grit d'an dud azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. Ar wersed eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.
11 Եւ Յիսուս հացն առաւ ու գոհութիւն յայտնեց Աստծուն եւ բաշխեց նստածներին: Նոյն ձեւով եւ ձկներից՝ որչափ որ կամեցան:
Jezuz a gemeras ar baraoù, hag o vezañ trugarekaet, o roas [d'an diskibien, hag an diskibien] d'ar re a oa azezet; en hevelep doare e rojont eus ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
12 Եւ երբ կշտացան, աշակերտներին ասաց. «Հաւաքեցէ՛ք այդ մնացած կտորները, որպէսզի ոչ մի բան չկորչի»:
Goude m'o devoe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
13 Հաւաքեցին եւ լցրին տասներկու սակառ այն հինգ գարեհացի կտորտանքով, որ ավելացել էր ուտողներից:
Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù eus ar pemp bara heiz, chomet a zilerc'h gant ar re o devoa debret.
14 Իսկ մարդիկ, երբ տեսան այն նշանները, որ նա արեց, ասացին. «Սա՛ է ճշմարիտ մարգարէն, որ աշխարհ էր գալու»:
An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
15 Երբ Յիսուս իմացաւ, որ գալու են իրեն բռնել տանելու, որպէսզի իրեն թագաւոր անեն, դարձեալ միայնակ դէպի լեռը գնաց:
Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
16 Եւ երբ երեկոյ եղաւ, նրա աշակերտները ծովեզերք իջան:
Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor,
17 Եւ նաւակ նստելով՝ գալիս էին դէպի ծովի միւս կողմը, դէպի Կափառնայում: Եւ երբ մութն ընկաւ, Յիսուս դեռ իրենց մօտ չէր եկել.
hag o vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa teñval, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
18 եւ ծովը հողմի ուժգին փչելուց փոթորկւում էր:
Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
19 Երբ շուրջ հինգ կամ վեց կիլոմետր թիավարելուց յետոյ տեսան Յիսուսին, որ քայլում էր ծովի վրայով եւ նաւակին մօտեցել էր, սաստիկ վախեցան:
Ha, p'o devoa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a valee war ar mor hag a dostae ouzh ar vag; hag o devoe aon.
20 Եւ նա ասաց նրանց. «Ես եմ, մի՛ վախեցէք»:
Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon.
21 Եւ ուզում էին նրան նաւակի մէջ առնել. եւ նաւակը շուտով հասաւ այն տեղը, ուր գնում էին:
Degemer a rejont anezhañ eta gant joa er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.
22 Յաջորդ օրը, ժողովուրդը, որ մնացել էր ծովի այն կողմը, տեսաւ, որ այնտեղ այլ նաւակ չկայ, բացի միայն մէկից, որի մէջ մտել էին Յիսուսի աշակերտները, իսկ Յիսուս իր աշակերտների հետ նաւակ չէր մտել, այլ միայն իր աշակերտներն էին գնաց»լ:
An deiz war-lerc'h, ar bobl, hag a oa chomet en tu all d'ar mor, a welas ne oa bet eno bag ebet, nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan;
23 Սակայն Տիբերիայից ուրիշ նաւակներ էլ գալիս էին մօտ այն տեղին, ուր հացն էին կերել:
koulskoude bagoù all a oa erruet eus Tiberiaz, tost ouzh al lec'h m'o devoa debret ar bara, goude m'en devoe Jezuz trugarekaet.
24 Ուրեմն, երբ ժողովուրդը տեսաւ, որ Յիսուս այդտեղ չէ եւ ոչ էլ՝ նրա աշակերտները, նաւակներ նստեցին եւ եկան Կափառնայում՝ Յիսուսին փնտռելու:
Pa welas eta ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
25 Եւ երբ նրան գտան ծովի միւս կողմում, ասացին նրան. «Ռաբբի՛, ե՞րբ եկար այստեղ»:
Hag o vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
26 Յիսուս պատասխանեց նրանց եւ ասաց. «Ճշմարիտ, ճշմարիտ եմ ասում ձեզ, դուք ինձ փնտռում էք ոչ թէ նրա համար, որ նշաններ տեսաք, այլ որովհետեւ կերաք այն հացից եւ կշտացաք:
Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi am c'hlaske, neket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù, met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
27 Գնացէք աշխատեցէ՛ք ոչ թէ կորստեան ենթակայ կերակրի համար, այլ այն կերակրի, որը մնում է յաւիտենական կեանքի համար, եւ որը մարդու Որդին կը տայ ձեզ, քանի որ նրան իր կնիքով հաստատել է Հայրը՝ Աստուած»: (aiōnios g166)
Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell. (aiōnios g166)
28 Նրան ասացին. «Ի՞նչ անենք, որ Աստծու ուզած գործերը գործենք»:
Lavarout a rejont eta dezhañ: Petra a raimp evit labourat da oberoù Doue?
29 Յիսուս պատասխանեց եւ ասաց նրանց. «Աստծու ուզած գործը ա՛յս է. որ հաւատաք նրան, ում նա ուղարկեց»:
Jezuz a respontas dezho: Hemañ eo ober Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
30 Նրան ասացին. «Ի՞նչ նշան կ՚անես, որ տեսնենք եւ հաւատանք, ի՞նչ գործ կը գործես:
Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta, evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt labour a rez?
31 Մեր հայրերը անապատում մանանան կերան, ինչպէս որ գրուած է. «Երկնքից նրանց հաց տուեց ուտելու»»:
Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
32 Յիսուս նրանց ասաց. «Ճշմարիտ, ճշմարիտ եմ ասում ձեզ, Մովսէսը չէ, որ ձեզ երկնքից հաց տուեց, այլ իմ Հայրն է, որ տալիս է ձեզ ճշմարիտ հացը երկնքից.
Ha Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir vara an neñv.
33 որովհետեւ Աստծուց է այն հացը, որ իջնում է երկնքից եւ կեանք է տալիս աշխարհին»:
Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv, hag a ro ar vuhez d'ar bed.
34 Նրան ասացին. «Տէ՛ր, ամէն ժամ տո՛ւր մեզ այդ հացը»:
Int a lavaras dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
35 Յիսուս նրանց ասաց. «Ես եմ կենաց հացը. ով դէպի ինձ գայ, քաղց չի զգայ, եւ ով ինձ հաւատայ, երբեք չի ծարաւի:
Ha Jezuz a respontas dezho: Me eo ar bara a vuhez; an hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.
36 Բայց ես ձեզ ասել եմ, թէ ինձ տեսաք եւ չէք հաւատում:
Met e lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon, ha ne gredit ket.
37 Բոլոր նրանք, ում Հայրն ինձ տալիս է, կը գան ինձ մօտ, եւ ով որ ինձ մօտ կը գայ, դուրս չեմ անի.
Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio davedon.
38 որովհետեւ ես երկնքից իջայ ոչ թէ իմ կամքը կատարելու համար, այլ՝ կամքը նրա, ով ինձ ուղարկեց:
Rak diskennet on eus an neñv, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
39 Այս է կամքը իմ Հօր, որ ինձ ուղարկեց. բոլոր նրանք, ում Հայրն ինձ տուել է, նրանցից ոչ մէկին չկորցնեմ, այլ վերջին օրը յարութիւն առնել տամ նրանց:
Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re a zo bet roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv en deiz diwezhañ.
40 Այս է իմ Հօր կամքը. ամէն ոք, ով տեսնի Որդուն եւ հաւատայ նրան, ունենայ յաւիտենական կեանք. եւ ես նրան վերջին օրը յարութիւն առնել տամ»: (aiōnios g166)
Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ. (aiōnios g166)
41 Հրեաները տրտնջում էին նրանից, որովհետեւ ասել էր՝ ե՛ս եմ երկնքից իջած հացը:
Ar Yuzevien a c'hrozmole eta a-enep dezhañ, abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
42 Եւ ասում էին. «Սա Յիսուսը չէ՞՝ Յովսէփի որդին, որի հօրն ու մօրը մենք ճանաչում ենք: Իսկ արդ, ինչպէ՞ս է ասում՝ ես երկնքից իջայ»:
Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
43 Յիսուս պատասխանեց եւ ասաց նրանց. «Մի՛ քրթմնջէք իրար մէջ.
Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.
44 ոչ ոք չի կարող գալ դէպի ինձ, եթէ նրան չձգի Հայրը, որ ինձ ուղարկեց, եւ ես նրան վերջին օրը յարութիւն առնել կը տամ:
Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.
45 Մարգարէների գրքերում գրուած է. «Եւ ամէնքը Աստծուց ուսած կը լինեն»: Ամէն ոք, որ լսում է Հօրից եւ ուսանում է, գալիս է դէպի ինձ:
Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ, a zeu da'm c'havout.
46 Սակայն ոչ ոք Հօրը չի տեսել, այլ միայն նա, որ Աստծուց է, նա՛ է տեսել Հօրը:
N'eo ket en defe un den gwelet an Tad; nemet an hini a zeu eus Doue, hennezh nemetken en deus gwelet an Tad.
47 Ճշմարիտ, ճշմարիտ եմ ասում ձեզ, որ, ով հաւատում է, ունենում է յաւիտենական կեանքը: (aiōnios g166)
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h: An hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
48 Ես եմ կենաց հացը:
Me eo ar bara a vuhez.
49 Ձեր հայրերը անապատում մանանան կերան, սակայն մեռան:
Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hag int a zo marv.
50 Այս է երկնքից իջած հացը, որպէսզի, ով որ սրանից ուտի, չմեռնի:
Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ.
51 Ես եմ կենդանի հացը, որ երկնքից է իջած. թէ մէկն այս հացից ուտի, յաւիտենապէս կ՚ապրի. եւ այն հացը, որ ես կը տամ, իմ մարմինն է, որը ես կը տամ, որպէսզի աշխարհը կեանք ունենայ»: (aiōn g165)
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv; mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c'hig. Reiñ a rin anezhañ evit buhez ar bed. (aiōn g165)
52 Հրեաները իրար հետ բուռն կերպով վիճում էին եւ ասում. «Սա ինչպէ՞ս կարող է իր մարմինը մեզ տալ՝ ուտելու»:
Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
53 Յիսուս նրանց ասաց. «Ճշմարիտ, ճշմարիտ եմ ասում ձեզ, եթէ չուտէք մարդու Որդու մարմինը եւ չըմպէք նրա արիւնը, ձեր մէջ կեանք չէք ունենայ:
Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
54 Ով ուտում է իմ մարմինը եւ ըմպում իմ արիւնը, յաւիտենական կեանք ունի. եւ ես նրան վերջին օրը յարութիւն առնել պիտի տամ, (aiōnios g166)
An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ. (aiōnios g166)
55 քանի որ իմ մարմինը ճշմարիտ կերակուր է, եւ իմ արիւնը՝ ճշմարիտ ըմպելիք:
Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.
56 Ով ուտում է իմ մարմինը եւ ըմպում իմ արիւնը, կը բնակուի իմ մէջ, եւ ես՝ նրա մէջ:
An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ.
57 Ինչպէս Հայրը, որ ինձ ուղարկեց, ապրում է, ես էլ ապրում եմ Հօր միջոցով. եւ ով ուտում է ինձ, նա էլ կ՚ապրի իմ միջոցով:
Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.
58 Այս է հացը, որ երկնքից է իջած. ոչ այնպէս, ինչպէս մանանան, որը ձեր հայրերը կերան եւ մեռան. ով այս հացն ուտում է, կ՚ապրի յաւիտեան»: (aiōn g165)
Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken. (aiōn g165)
59 Նա այս բաներն ասաց Կափառնայումի մէջ ժողովարանում ուսուցանելիս:
Jezuz a lavaras an traoù-mañ, o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.
60 Եւ աշակերտներից շատերը, երբ լսեցին, ասացին. «Խիստ է այդ խօսքը. ո՞վ կարող է այն լսել»:
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet; piv a c'hell e selaou?
61 Յիսուս երբ ինքն իրենից իմացաւ, որ իր աշակերտները դրա համար տրտնջում են, նրանց ասաց. «Այդ ձեզ գայթակղեցնո՞ւմ է.
Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien a gement-se, a lavaras dezho: Skouer fall a gemerit a gement-se?
62 իսկ արդ, եթէ տեսնէք մարդու Որդուն բարձրանալիս այնտեղ, ուր առաջ էր...»:
Petra eta e vo, mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?
63 «Հոգին է կենդանարար. մարմինը ոչ մի բան չի կարող անել: Այն խօսքը, որ ես ձեզ ասացի, հոգի է եւ կեանք:
Ar spered eo a vuhezeka; ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.
64 Բայց ձեր մէջ կան ոմանք, որ չեն հաւատում»: Քանի որ Յիսուս սկզբից գիտէր, թէ ովքեր են նրանք, որ չեն հաւատում, եւ ով է նա, որ մատնելու է իրեն, ասաց.
Met, bez' ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re na gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje.
65 «Դրա համար ձեզ ասացի, թէ ոչ ոք չի կարող գալ ինձ մօտ, եթէ այդ իմ Հօրից տրուած չէ նրան»:
Hag e lavare: Abalamour da gement-se eo, em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
66 Դրա վրայ՝ նրա աշակերտներից շատերը յետ քաշուեցին եւ այլեւս նրա հետ չէին շրջում:
Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas, ha n'aent ket ken gantañ.
67 Յիսուս տասներկու աշակերտներին ասաց. «Միթէ դո՞ւք էլ ուզում էք գնալ»:
Jezuz a lavaras eta d'an daouzek: Ha c'hwi, ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?
68 Սիմոն Պետրոսը նրան պատասխանեց. «Տէ՛ր, ո՞ւմ մօտ պիտի գնանք: Դու յաւիտենական կեանքի խօսքեր ունես: (aiōnios g166)
Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus komzoù ar vuhez peurbadus, (aiōnios g166)
69 Եւ մենք հաւատացինք եւ ճանաչեցինք, որ դու ես Քրիստոսը՝ Աստծու Որդին»:
ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist, ] Mab an Doue bev.
70 Յիսուս նրանց պատասխանեց. «Չէ՞ որ ես եմ ընտրել ձեզ՝ Տասներկուսիդ. եւ ձեզանից մէկը սատանայ է»:
Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.
71 Նա խօսում էր Իսկարիովտացու՝ Սիմոնի որդի Յուդայի մասին, որովհետեւ հէնց նա էր մատնելու նրան. եւ Տասներկուսից մէկն էր:
Komz a rae diwar-benn Judaz-Iskariod, mab Simon, rak hemañ eo a dlee e werzhañ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 6 >