< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 3 >

1 Եւ փարիսեցիների մէջ Նիկոդեմոս անունով մի մարդ կար, որ հրեաների իշխանաւոր էր:
Bez' e oa un den, e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien.
2 Սա գիշերով եկաւ նրա մօտ ու նրան ասաց. «Ռաբբի՛, գիտենք, որ Աստծուց ես եկել որպէս վարդապետ, որովհետեւ ոչ ոք չի կարող կատարել այն նշանները, որ դու ես անում, եթէ Աստուած նրա հետ չլինի»:
Hemañ a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet Doue a vefe gantañ.
3 Յիսուս պատասխանեց եւ ասաց նրան. «Ճշմարիտ, ճշմարիտ եմ ասում քեզ, եթէ մէկը վերստին չծնուի, չի կարող Աստծու արքայութիւնը տեսնել»:
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den a-nevez, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.
4 Նիկոդեմոսը նրան ասաց. «Ինչպէ՞ս կարող է ծնուել մի մարդ, որ ծեր է. միթէ կարելի՞ է իր մօր որովայնը կրկին անգամ մտնել ու ծնուել»:
Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag eñ a c'hell distreiñ e kof e vamm, ha bezañ ganet un eil gwech?
5 Յիսուս պատասխան տուեց եւ ասաց. «Ճշմարիտ, ճշմարիտ եմ ասում քեզ, եթէ մէկը ջրից ու Հոգուց չծնուի, չի կարող Աստծու արքայութիւնը մտնել.
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.
6 որովհետեւ մարմնից ծնուածը մարմին է, իսկ Հոգուց ծնուածը՝ հոգի:
Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered.
7 Դու մի՛ զարմացիր, որ քեզ ասացի՝ պէտք է ձեզ վերստին ծնուել.
Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez.
8 որովհետեւ քամին ուր ուզում է՝ փչում է, եւ նրա ձայնը լսում ես, բայց չգիտես որտեղից է գալիս կամ ուր է գնում. այսպէս է եւ ամէն ոք, որ Հոգուց է ծնուած»:
An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
9 Նիկոդեմոսը հարցրեց նրան. «Այդ ինչպէ՞ս կարող է լինել»:
Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober?
10 Յիսուս պատասխանեց եւ ասաց նրան. «Դո՛ւ ես Իսրայէլի վարդապետ եւ այդ չգիտե՞ս:
Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?
11 Ճշմարիտ, ճշմարիտ եմ ասում քեզ, խօսում ենք, ինչ որ գիտենք, եւ վկայում ենք, ինչ որ տեսել ենք, եւ մեր վկայութիւնը չէք ընդունում:
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni.
12 Իսկ արդ, եթէ երկրաւոր բաներ ասացի ձեզ, եւ չէք հաւատում, ապա ինչպէ՞ս պիտի հաւատաք, եթէ երկնաւոր բաներ ասեմ:
Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel?
13 Արդ, ոչ ոք երկինք չի ելել, եթէ ոչ նա, որ իջաւ երկնքից՝ մարդու Որդին, որ երկնքից էր:
Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den [a zo en neñv].
14 Եւ ինչպէս որ Մովսէսը անապատում բարձրացրեց օձը, այնպէս էլ մարդու Որդին պէտք է բարձրանայ,
Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
15 որպէսզի, ով նրան հաւատում է, յաւիտենական կեանքն ընդունի. (aiōnios g166)
evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
16 քանի որ Աստուած այնքան սիրեց աշխարհը, որ մինչեւ իսկ իր միածին Որդուն տուեց, որպէսզի, ով նրան հաւատում է, չկորչի, այլ ընդունի յաւիտենական կեանքը. (aiōnios g166)
Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
17 որովհետեւ Աստուած իր Որդուն չուղարկեց աշխարհ, որ դատապարտի աշխարհը, այլ՝ որպէսզի աշխարհը նրանով փրկուի:
Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
18 Ով նրան հաւատում է, չպիտի դատապարտուի, եւ ով նրան չի հաւատում, արդէն իսկ դատապարտուած է, քանի որ Աստծու միածին Որդու անուանը չհաւատաց:
An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.
19 Եւ դատաստանը այսպէ՛ս իսկ է. որ լոյսը եկաւ աշխարհ, սակայն մարդիկ խաւարն աւելի սիրեցին, քան լոյսը, որովհետեւ իրենց գործեր ը չար էին.
Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
20 որովհետեւ, ով չարիք է գործում, ատում է լոյսը եւ չի գալիս դէպի լոյսը, որպէսզի նրա գործերը իր երեսովը չտան:
Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
21 Իսկ ով կատարում է այն, ինչ ճշմարիտ է, գալիս է դէպի լոյսը, որպէսզի նրա գործերը յայտնի լինեն, թէ Աստուծով կատարուեցին»:
Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue.
22 Այնուհետեւ Յիսուս եւ իր աշակերտները Հրէաստանի երկիրը եկան, եւ նա այնտեղ շրջում էր նրանց հետ ու մկրտում:
Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze.
23 Յովհաննէսն էլ մկրտում էր Այենոնում, Երուսաղէմի մօտ, որովհետեւ այնտեղ շատ ջրեր կային, եւ մարդիկ գալիս ու մկրտւում էին,
Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet,
24 քանի դեռ Յովհաննէսին չէին բանտարկել:
rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.
25 Եւ Յովհաննէսի աշակերտների ու մի հրեայի միջեւ մաքրութեան մասին մի հարց ծագեց:
Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh.
26 Նրանք եկան Յովհաննէսի մօտ եւ նրան ասացին. «Ռաբբի՛, նա, որ Յորդանանի միւս կողմում քեզ հետ էր, եւ որի մասին դու վկայեցիր, ահաւասիկ նա մկրտում է, եւ ամէնքը գալիս են նրա մօտ»:
Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.
27 Յովհաննէսը պատասխանեց եւ ասաց. «Մարդն իրենից որեւէ բան անել չի կարող, եթէ նրան ի վերուստ՝ երկնքից այդ տրուած չէ:
Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv.
28 Դուք ինքներդ էք վկայում ինձ, որ ձեզ ասացի. ես Քրիստոսը չեմ, այլ ուղարկուած եմ նրա առաջից:
C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.
29 Ով հարս ունի, նա՛ է փեսան. իսկ փեսայի բարեկամը, որ կանգնած լսում է նրան, մեծապէս ուրախանում է փեսայի ձայնի համար. արդ, այս ուրախութիւնը, որ իմն է, կատարեալ է:
An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo.
30 Պէտք է, որ նա մեծանայ, իսկ ես՝ նուազեմ»:
Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat.
31 «Նա, որ ի վերուստ է գալիս, վեր է ամենքից. նա, որ այս երկրից է, երկրաւոր է եւ երկրաւոր բաների մասին է խօսում:
An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl;
32 Նա, որ երկնքից է գալիս, վկայում է, ինչ որ տեսել ու լսել է, սակայն նրա վկայութիւնը ոչ ոք չի ընդունում:
reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni.
33 Ով ընդունում է նրա վկայութիւնը, հաստատած կը լինի, որ Աստուած ճշմարիտ է,
An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion.
34 քանի որ նա, ում Աստուած ուղարկեց, Աստծու խօսքերն է խօսում. որովհետեւ Աստուած Հոգին տալիս է առանց չափի:
Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
35 Հայրը սիրում է Որդուն եւ ամէն ինչ տուել է նրա ձեռքը:
An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.
36 Ով հաւատում է Որդուն, ընդունում է յաւիտենական կեանքը, իսկ ով չի հնազանդւում Որդուն, կեանք չի տեսնի, այլ նրա վրայ կը մնայ Աստծու բարկութիւնը»: (aiōnios g166)
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ. (aiōnios g166)

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 3 >