< ܡܬܝ 15 >

ܗܝܕܝܢ ܩܪܒܘ ܠܘܬ ܝܫܘܥ ܦܪܝܫܐ ܘܤܦܪܐ ܕܡܢ ܐܘܪܫܠܡ ܘܐܡܪܝܢ 1
Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag a lavaras dezhañ:
ܠܡܢܐ ܬܠܡܝܕܝܟ ܥܒܪܝܢ ܥܠ ܡܫܠܡܢܘܬܐ ܕܩܫܝܫܐ ܘܠܐ ܡܫܝܓܝܢ ܐܝܕܝܗܘܢ ܡܐ ܕܐܟܠܝܢ ܠܚܡܐ 2
Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
ܥܢܐ ܝܫܘܥ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܠܡܢܐ ܐܦ ܐܢܬܘܢ ܥܒܪܝܢ ܐܢܬܘܢ ܥܠ ܦܘܩܕܢܐ ܕܐܠܗܐ ܡܛܠ ܡܫܠܡܢܘܬܟܘܢ 3
Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun?
ܐܠܗܐ ܓܝܪ ܐܡܪ ܝܩܪ ܠܐܒܘܟ ܘܠܐܡܟ ܘܡܢ ܕܡܨܚܐ ܠܐܒܘܗܝ ܘܠܐܡܗ ܡܡܬ ܢܡܘܬ 4
Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;
ܐܢܬܘܢ ܕܝܢ ܐܡܪܝܢ ܐܢܬܘܢ ܟܠ ܡܢ ܕܢܐܡܪ ܠܐܒܐ ܐܘ ܠܐܡܐ ܩܘܪܒܢܝ ܡܕܡ ܕܬܬܗܢܐ ܡܢܝ ܘܠܐ ܢܝܩܪ ܠܐܒܘܗܝ ܐܘ ܠܐܡܗ 5
met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof da Zoue,
ܘܒܛܠܬܘܢ ܡܠܬܐ ܕܐܠܗܐ ܡܛܠ ܡܫܠܡܢܘܬܐ ܕܝܠܟܘܢ 6
n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun.
ܢܤܒܝ ܒܐܦܐ ܫܦܝܪ ܐܬܢܒܝ ܥܠܝܟܘܢ ܐܫܥܝܐ ܘܐܡܪ 7
Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:
ܥܡܐ ܗܢܐ ܒܤܦܘܬܗ ܗܘ ܡܝܩܪ ܠܝ ܠܒܗܘܢ ܕܝܢ ܤܓܝ ܪܚܝܩ ܡܢܝ 8
Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant he muzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin.
ܘܤܪܝܩܐܝܬ ܕܚܠܝܢ ܠܝ ܟܕ ܡܠܦܝܢ ܝܘܠܦܢܐ ܕܦܘܩܕܢܐ ܕܒܢܝܢܫܐ 9
Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
ܘܩܪܐ ܠܟܢܫܐ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܫܡܥܘ ܘܐܤܬܟܠܘ 10
Neuze, o vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit, ha komprenit.
ܠܐ ܗܘܐ ܡܕܡ ܕܥܐܠ ܠܦܘܡܐ ܡܤܝܒ ܠܒܪܢܫܐ ܐܠܐ ܡܕܡ ܕܢܦܩ ܡܢ ܦܘܡܐ ܗܘ ܗܘ ܡܤܝܒ ܠܒܪܢܫܐ 11
N'eo ket ar pezh a ya er genou a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou eo, a hudura an den.
ܗܝܕܝܢ ܩܪܒܘ ܬܠܡܝܕܘܗܝ ܘܐܡܪܝܢ ܠܗ ܝܕܥ ܐܢܬ ܕܦܪܝܫܐ ܕܫܡܥܘ ܡܠܬܐ ܗܕܐ ܐܬܟܫܠܘ 12
Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ?
ܗܘ ܕܝܢ ܥܢܐ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܟܠ ܢܨܒܬܐ ܐܝܕܐ ܕܠܐ ܢܨܒܗ ܐܒܝ ܕܒܫܡܝܐ ܬܬܥܩܪ 13
Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.
ܫܒܘܩܘ ܠܗܘܢ ܤܡܝܐ ܐܢܘܢ ܢܓܘܕܐ ܕܤܡܝܐ ܤܡܝܐ ܕܝܢ ܠܤܡܝܐ ܐܢ ܢܕܒܪ ܬܪܝܗܘܢ ܒܓܘܡܨܐ ܢܦܠܝܢ 14
Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.
ܘܥܢܐ ܫܡܥܘܢ ܟܐܦܐ ܘܐܡܪ ܠܗ ܡܪܝ ܦܫܩ ܠܢ ܡܬܠܐ ܗܢܐ 15
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
ܗܘ ܕܝܢ ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܥܕܡܐ ܠܗܫܐ ܐܦ ܐܢܬܘܢ ܠܐ ܡܤܬܟܠܝܢ ܐܢܬܘܢ 16
Ha Jezuz a lavaras: C'hwi ivez, bez' oc'h c'hoazh hep skiant?
ܠܐ ܝܕܥܝܢ ܐܢܬܘܢ ܕܡܕܡ ܕܥܐܠ ܠܦܘܡܐ ܠܟܪܤܐ ܗܘ ܐܙܠ ܘܡܢ ܬܡܢ ܒܬܕܟܝܬܐ ܡܫܬܕܐ ܠܒܪ 17
Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet el lec'h distro?
ܡܕܡ ܕܝܢ ܕܡܢ ܦܘܡܐ ܢܦܩ ܡܢ ܠܒܐ ܢܦܩ ܘܗܘܝܘ ܡܤܝܒ ܠܗ ܠܒܪܢܫܐ 18
Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou, a zeu eus ar galon; ha se eo ar pezh a hudura an den.
ܡܢ ܠܒܐ ܗܘ ܓܝܪ ܢܦܩܢ ܡܚܫܒܬܐ ܒܝܫܬܐ ܓܘܪܐ ܩܛܠܐ ܙܢܝܘܬܐ ܓܢܒܘܬܐ ܤܗܕܘܬ ܫܘܩܪܐ ܓܘܕܦܐ 19
Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, al lazherezhioù, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
ܗܠܝܢ ܐܢܝܢ ܕܡܤܝܒܢ ܠܒܪܢܫܐ ܐܢ ܐܢܫ ܕܝܢ ܢܠܥܤ ܟܕ ܠܐ ܡܫܓܢ ܐܝܕܘܗܝ ܠܐ ܡܤܬܝܒ 20
Setu aze an traoù a hudura an den; met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.
ܘܢܦܩ ܡܢ ܬܡܢ ܝܫܘܥ ܘܐܬܐ ܠܬܚܘܡܐ ܕܨܘܪ ܘܕܨܝܕܢ 21
Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
ܘܗܐ ܐܢܬܬܐ ܟܢܥܢܝܬܐ ܡܢ ܬܚܘܡܐ ܗܢܘܢ ܢܦܩܬ ܟܕ ܩܥܝܐ ܘܐܡܪܐ ܐܬܪܚܡ ܥܠܝ ܡܪܝ ܒܪܗ ܕܕܘܝܕ ܒܪܬܝ ܒܝܫܐܝܬ ܡܬܕܒܪܐ ܡܢ ܫܐܕܐ 22
Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul.
ܗܘ ܕܝܢ ܠܐ ܦܢܝܗ ܦܬܓܡܐ ܘܩܪܒܘ ܬܠܡܝܕܘܗܝ ܒܥܘ ܡܢܗ ܘܐܡܪܝܢ ܫܪܝܗ ܕܩܥܝܐ ܒܬܪܢ 23
Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.
ܗܘ ܕܝܢ ܥܢܐ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܠܐ ܐܫܬܕܪܬ ܐܠܐ ܠܘܬ ܥܪܒܐ ܕܛܥܘ ܡܢ ܒܝܬ ܐܝܤܪܝܠ 24
Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.
ܗܝ ܕܝܢ ܐܬܬ ܤܓܕܬ ܠܗ ܘܐܡܪܬ ܡܪܝ ܥܕܪܝܢܝ 25
Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon!
ܐܡܪ ܠܗ ܠܐ ܫܦܝܪ ܠܡܤܒ ܠܚܡܐ ܕܒܢܝܐ ܘܠܡܪܡܝܘ ܠܟܠܒܐ 26
Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
ܗܝ ܕܝܢ ܐܡܪܬ ܐܝܢ ܡܪܝ ܐܦ ܟܠܒܐ ܐܟܠܝܢ ܡܢ ܦܪܬܘܬܐ ܕܢܦܠܝܢ ܡܢ ܦܬܘܪܐ ܕܡܪܝܗܘܢ ܘܚܐܝܢ 27
Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.
ܗܝܕܝܢ ܐܡܪ ܠܗ ܝܫܘܥ ܐܘ ܐܢܬܬܐ ܪܒܐ ܗܝ ܗܝܡܢܘܬܟܝ ܢܗܘܐ ܠܟܝ ܐܝܟ ܕܨܒܝܐ ܐܢܬܝ ܘܐܬܐܤܝܬ ܒܪܬܗ ܡܢ ܗܝ ܫܥܬܐ 28
Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet.
ܘܫܢܝ ܡܢ ܬܡܢ ܝܫܘܥ ܘܐܬܐ ܥܠ ܓܢܒ ܝܡܐ ܕܓܠܝܠܐ ܘܤܠܩ ܠܛܘܪܐ ܘܝܬܒ ܬܡܢ 29
Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno.
ܘܩܪܒܘ ܠܘܬܗ ܟܢܫܐ ܤܓܝܐܐ ܕܐܝܬ ܗܘܘ ܥܡܗܘܢ ܚܓܝܪܐ ܘܤܡܝܐ ܘܚܪܫܐ ܘܦܫܝܓܐ ܘܐܚܪܢܐ ܤܓܝܐܐ ܘܐܪܡܝܘ ܐܢܘܢ ܠܘܬ ܪܓܠܘܗܝ ܕܝܫܘܥ ܘܐܤܝ ܐܢܘܢ 30
Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet, ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh e dreid; eñ o yac'haas,
ܐܝܟ ܕܢܬܕܡܪܘܢ ܟܢܫܐ ܗܢܘܢ ܕܚܙܝܢ ܚܪܫܐ ܕܡܡܠܠܝܢ ܘܦܫܝܓܐ ܕܡܬܚܠܡܝܢ ܘܚܓܝܪܐ ܕܡܗܠܟܝܢ ܘܤܡܝܐ ܕܚܙܝܢ ܘܫܒܚܘ ܠܐܠܗܐ ܕܝܤܪܝܠ 31
en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel.
ܗܘ ܕܝܢ ܝܫܘܥ ܩܪܐ ܠܬܠܡܝܕܘܗܝ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܡܬܪܚܡ ܐܢܐ ܥܠ ܟܢܫܐ ܗܢܐ ܕܗܐ ܬܠܬܐ ܝܘܡܝܢ ܩܘܝܘ ܠܘܬܝ ܘܠܝܬ ܠܗܘܢ ܡܐ ܕܢܐܟܠܘܢ ܘܕܐܫܪܐ ܐܢܘܢ ܟܕ ܨܝܡܝܢ ܠܐ ܨܒܐ ܐܢܐ ܕܠܡܐ ܢܥܘܦܘܢ ܒܐܘܪܚܐ 32
Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
ܐܡܪܝܢ ܠܗ ܬܠܡܝܕܘܗܝ ܐܝܡܟܐ ܠܢ ܒܚܘܪܒܐ ܠܚܡܐ ܕܢܤܒܥ ܟܢܫܐ ܗܢܐ ܟܠܗ 33
An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout, el lec'h distro-mañ, bara a-walc'h da bredañ kement a dud.
ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܝܫܘܥ ܟܡܐ ܠܚܡܝܢ ܐܝܬ ܠܟܘܢ ܐܡܪܝܢ ܠܗ ܫܒܥܐ ܘܩܠܝܠ ܢܘܢܐ ܕܩܕܩܐ 34
Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeut peskedigoù.
ܘܦܩܕ ܠܟܢܫܐ ܕܢܤܬܡܟܘܢ ܥܠ ܐܪܥܐ 35
Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar;
ܘܫܩܠ ܠܗܠܝܢ ܫܒܥܐ ܠܚܡܝܢ ܘܠܢܘܢܐ ܘܫܒܚ ܘܩܨܐ ܘܝܗܒ ܠܬܠܡܝܕܘܗܝ ܘܬܠܡܝܕܐ ܝܗܒܘ ܠܟܢܫܐ 36
hag o vezañ kemeret ar seizh bara hag ar pesked, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien, hag e ziskibien o roas d'ar bobl.
ܘܐܟܠܘ ܟܠܗܘܢ ܘܤܒܥܘ ܘܫܩܠܘ ܬܘܬܪܐ ܕܩܨܝܐ ܡܠܐ ܫܒܥܐ ܐܤܦܪܝܕܝܢ 37
Hag e tebrjont holl, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
ܗܢܘܢ ܕܝܢ ܕܐܟܠܘ ܗܘܝܢ ܗܘܘ ܐܪܒܥܐ ܐܠܦܝܢ ܓܒܪܐ ܤܛܪ ܡܢ ܢܫܐ ܘܛܠܝܐ 38
Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
ܘܟܕ ܫܪܐ ܠܟܢܫܐ ܤܠܩ ܠܐܠܦܐ ܘܐܬܐ ܠܬܚܘܡܐ ܕܡܓܕܘ 39
Goude bezañ kaset kuit ar bobl, e pignas er vag, hag e teuas da vro Magadan.

< ܡܬܝ 15 >