< ᎣᏍᏛ ᎧᏃᎮᏛ ᎹᏚ ᎤᏬᏪᎳᏅᎯ 6 >

1 ᎢᏤᏯᏔᎮᏍᏗ ᏞᏍᏗ ᏱᏣᏓᏁᎮᏍᏗ ᎠᏂᎦᏔᎲ ᏴᏫ ᎨᏥᎪᏩᏛᏗᏱᏉ ᏱᏥᏰᎸᏍᎨᏍᏗ, ᎢᏳᏰᏃ ᎾᏍᎩᏉ ᏱᏄᏍᏗ ᎥᏝ ᏴᎨᏣᎫᏴᏏ ᎢᏥᏙᏓ ᎦᎸᎳᏗ ᎡᎯ.
Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
2 ᎾᏍᎩ ᎢᏳᏍᏗ ᎢᏳᏃ ᎭᏓᏁᎮᏍᏗ ᏞᏍᏗ ᎠᏤᎷᎩ ᎢᎬᏱ ᏫᏱᏃᏴᎵᏍᏗᏍᎨᏍᏗ ᎾᏍᎩ ᏥᎾᎾᏛᏁᎰ ᎤᎾᏠᎾᏍᏗ ᏧᎳᏫᎢᏍᏗᏱ ᎠᎴ ᎡᎾᎢᏓᏍᏗᏱ ᏕᎦᎳᏅᏛᎢ, ᏴᏫᏉ ᎬᏩᏂᎸᏉᏙᏗᏱ ᏧᏂᏰᎸᏐᎢ; ᎤᏙᎯᏳᎯᏯ ᎢᏨᏲᏎᎭ, ᎨᎦᎫᏴᎡᎸ.
Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit bezañ meulet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
3 ᏂᎯᏍᎩᏂ ᎭᏓᏁᎮᏍᏗ ᏞᏍᏗ ᏦᏰᏂ ᎯᎦᏍᎦᏂ ᎤᏙᎴᎰᏒ ᎯᎦᏘᏏ ᏦᏰᏂ ᎾᏛᏁᎲᎢ.
Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou,
4 ᎾᏍᎩᏃ ᎭᏓᏁᎲ ᎤᏕᎵᏒ ᎨᏎᏍᏗ, ᏣᏙᏓᏃ ᎤᏕᎵᏒ ᎠᎪᏩᏘᏍᎩ ᎤᏩᏒ ᎠᏎ ᏣᎫᏴᎡᏗ ᎨᏎᏍᏗ ᎬᏂᎨᏒᎢ.
evit ma vo da aluzen graet e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
5 ᎢᏳ ᎠᎴ ᎭᏓᏙᎵᏍᏗᏍᎨᏍᏗ, ᎠᎭ ᏞᏍᏗ ᏄᎾᏍᏛ ᎤᎾᏠᎾᏍᏗ ᏱᏂᏣᏍᏕᏍᏗ; ᎾᏍᎩᏰᏃ ᎣᏐ ᎤᏂᏰᎸᏐ ᎤᎾᏓᏙᎵᏍᏙᏗᏱ ᎤᎾᎴᏗᏱ ᏗᎦᎳᏫᎢᏍᏗᏱ ᎠᎴ ᏚᏅᏏᏯᏅ ᏕᎦᎳᏅᏛ ᎡᎾᎢᏓᏍᏗᏱ, ᏴᏫᏉ ᎬᏩᏂᎪᏩᏛᏗᏱ ᎤᎾᏚᎵᏍᎪᎢ. ᎤᏙᎯᏳᎯᏯ ᎢᏨᏲᏎᎭ, ᎨᎦᎫᏴᎡᎸ.
Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
6 ᏂᎯᏍᎩᏂ ᎢᏳᏃ ᏔᏓᏙᎵᏍᏔᏂᏎᏍᏗ ᏫᏴᎯᎮᏍᏗ ᎧᏅᏑᎸᎢ, ᎿᎭᏉᏃ ᏣᏍᏚᏁᏍᏗ ᎦᎶᎯᏍᏗᏱ, ᎯᏯᏓᏙᎵᏍᏓᏁᎮᏍᏗ ᏣᏙᏓ ᎤᏕᎵᏒ ᎡᎯ, ᏣᏙᎵᏃ ᎤᏕᎵᏒ ᎠᎪᏩᏘᏍᎩ ᎠᏎ ᏣᎫᏴᎡᏗ ᎨᏎᏍᏗ ᎬᏂᎨᏒᎢ.
Met te, pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
7 ᎠᏎᏃ ᎢᏣᏓᏙᎵᏍᏗᏍᎨᏍᏗ ᏞᏍᏗ ᎠᏎᏉ ᏱᏨᎫᏘᎶᏍᎨᏍᏗ ᎾᏍᎩ ᏥᎾᎾᏛᏁᎰ ᏧᎾᏓᎴᏅᏛ ᏴᏫ; ᎤᏣᏘᏰᏃ ᎣᏥᏁᎬ ᎤᏓᎦᎵᏍᏙᏔᏂ ᏓᏲᎦᏛᎦᏁᎵ ᎠᏁᎵᏍᎪᎢ.
Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavarioù ven, evel ar baganed; rak krediñ a reont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.
8 ᏂᎯᏍᎩᏂ ᏞᏍᏗ ᎾᏍᎩ ᏄᎾᏍᏛ ᏱᏂᏣᏍᏕᏍᏗ, ᎢᏥᏙᏓᏰᏃ ᎠᎦᏔᎰ ᎢᏳᏍᏗ ᎢᏥᏂᎬᎬ ᎠᏏᏉ ᏁᏥᏔᏲᏎᎸᎾ ᏥᎨᏐᎢ.
Na vezit ket eta heñvel outo; rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm, a-raok ma c'houlennit digantañ.
9 ᏂᎯᏍᎩᏂ ᎢᏣᏓᏙᎵᏍᏗᏍᎬ ᎯᎠ ᏄᏍᏕᏍᏗ; ᎣᎩᏙᏓ ᎦᎸᎳᏗ ᎨᎯ, ᎦᎸᏉᏗᏳ ᎨᏎᏍᏗ ᏕᏣᏙᎥᎢ.
C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,
10 ᏣᎬᏫᏳᎯ ᎨᏒ ᏫᎦᎾᏄᎪᎢ. ᎠᏂ ᎡᎶᎯ ᏫᏂᎦᎵᏍᏓ ᎭᏓᏅᏖᏍᎬᎢ, ᎾᏍᎩᏯ ᎦᎸᎳᏗ ᏥᏂᎦᎵᏍᏗᎭ.
ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
11 ᏂᏓᏙᏓᏈᏒ ᎣᎦᎵᏍᏓᏴᏗ ᏍᎩᎥᏏ ᎪᎯ ᎢᎦ.
ro deomp hiziv hor bara pemdeziek,
12 ᏗᎨᏍᎩᎥᏏᏉᏃ ᏕᏍᎩᏚᎬᎢ, ᎾᏍᎩᏯ ᏥᏗᎦᏲᏥᏁᎰ ᏦᏥᏚᎩ.
pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp,
13 ᎠᎴ ᏞᏍᏗ ᎤᏓᎪᎵᏰᏗᏱ ᎨᏒ ᏫᏗᏍᎩᏯᏘᏅᏍᏔᏅᎩ, ᏍᎩᏳᏓᎴᏍᎨᏍᏗᏉᏍᎩᏂ ᎤᏥ ᎨᏒᎢ. ᏣᏤᎵᎦᏰᏃ ᏣᎬᏫᏳᎯ ᎨᏒᎢ, ᎠᎴ ᏣᎵᏂᎩᏗᏱ ᎨᏒᎢ, ᎠᎴ ᎡᏣᎸᏉᏗᏳ ᎨᏒ ᏂᎪᎯᎸᎢ. ᎡᎺᏅ.
ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen!
14 ᎢᏳᏰᏃ ᏴᏫ ᎨᏥᏍᎦᏅᏤᎲ ᏱᏗᎨᏥᏁᎭ, ᎾᏍᏉ ᎢᏥᏙᏓ ᎦᎸᎳᏗ ᎡᎯ ᎢᏥᏙᎵᏍᏗ ᎨᏎᏍᏗ.
Rak, mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h.
15 ᎢᏳᏍᎩᏂ ᏂᏗᎨᏥᏁᎲᎾ ᏱᎩ ᏴᏫ ᎨᏥᏍᎦᏅᏤᎲᎢ, ᎾᏍᏉ ᎢᏥᏙᏓ ᎥᏝ ᏱᏙᎨᏥᎲᏏ ᎢᏥᏍᎦᏅᏨᎢ.
Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.
16 ᎠᎴ ᎾᏍᏉ ᎠᎹᏟ ᎢᏨᏍᎨᏍᏗ, ᏞᏍᏗ ᏅᎾᏠᎾᏍᏗ ᏄᎾᏍᏛ ᏱᏂᏣᏍᏕᏍᏗ, ᎤᎾᏓᏙᎵᏍᏗ ᏥᎨᏐ ᏗᎧᏃᏗᏱ, ᏂᏓᏤᎸᎾᏰᏃ ᏂᏓᏅᏁᎰ ᏚᎾᎧᏛᎢ, ᏴᏫᏉ ᎤᎾᏙᎴᎰᎯᏍᏗᏱ ᎤᎾᏚᎵᏍᎪ ᎠᎹᏟ ᎠᏅᏍᎬᎢ. ᎤᏙᎯᏳᎯᏯ ᏂᏨᏪᏎᎭ ᎨᎦᎫᏴᎡᎸ.
Pa yunit, na gemerit ket ur min trist, evel ar bilpouzed; rak dispenn a reont o dremm, evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
17 ᏂᎯᏍᎩᏂ ᎠᎹᏟ ᎲᏍᎨᏍᏗ, ᎭᏠᏁᏍᎨᏍᏗ, ᎠᎴ ᎭᎬᏍᏉᏍᎨᏍᏗ,
Met te, pa yunez, laka c'hwez-vat war da benn, ha gwalc'h da zremm,
18 ᎾᏍᎩ ᏞᏍᏗ ᏴᏫᏉ ᎨᏣᏙᎴᎰᎯᏎᏗᏱ ᏱᏣᏰᎵᏎᏍᏗ ᎠᎹᏟ ᏨᏒᎢ, ᏣᏙᏓᏍᎩᏂ ᎤᏕᎵᏒ ᎡᎯ, ᏣᏙᏓᏃ ᎤᏕᎵᏒ ᎠᎪᏩᏘᏍᎩ, ᎠᏎ ᏣᎫᏴᎡᏗ ᎬᏂᎨᏒᎢ.
evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da'z Tad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
19 ᏞᏍᏗ ᏧᎬᏩᎶᏗ ᎡᎶᎯ ᏱᏥᏟᏏᏍᎨᏍᏗ, ᏥᏍᎪᏴ ᎠᎴ ᎠᏯᏍᏜᏓᏗᏍᎩ ᎤᏂᏲᏍᏙᏗᏱ ᎠᎴ ᎠᏂᏃᏍᎩᏍᎩ ᎤᏂᏴᏍᏗᏱ ᎠᎴ ᎤᏂᏃᏍᎩᏍᏗᏱ;
Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont;
20 ᎦᎸᎳᏗᏍᎩᏂ ᏫᏥᏟᏏᏍᎨᏍᏗ ᏧᎬᏩᎶᏗ, ᎾᎿᎭᏂ ᏥᏍᎪᏴ ᎠᏯᏍᏜᏓᏗᏍᎩᏃ ᎤᏂᏲᏍᏙᏗᏱ ᏂᎨᏒᎾ ᎨᏒᎢ, ᎠᎴ ᎠᏂᏃᏍᎩᏍᎩ ᎤᏂᏴᏍᏗᏱ ᎠᎴ ᎤᏂᏃᏍᎩᏍᏗᏱ ᏂᎨᏒᎾ ᎨᏒᎢ.
met dastumit teñzorioù evidoc'h en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket.
21 ᎾᎿᎭᏰᏃ ᏧᎬᏩᎶᏗ ᏫᏥᎲᎢ ᎠᏎ ᎾᏍᏉ ᏫᏓᎮᏍᏗ ᏗᏣᏓᏅᏙ.
Rak el lec'h ma'z emañ da deñzor, eno ivez e vo da galon.
22 ᎠᎦᏔ ᎠᏰᎸ ᎢᎦ ᎦᏘᏍᏗᏍᎩ, ᎢᏳᏍᎩᏂ ᎯᎦᏙᎵ ᎪᎱᏍᏗ ᏄᏍᏛᎾ ᎨᏎᏍᏗ, ᏂᎬ ᎯᏰᎸᎢ ᎤᎧᎵᏦᏅᎯ ᎨᏎᏍᏗ ᎢᎦᎦᏘ.
Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet;
23 ᎢᏳᏍᎩᏂ ᎯᎦᏙᎵ ᎤᏲ ᎢᎨᏎᏍᏗ, ᏂᎬ ᎯᏰᎸᎢ ᎤᎧᎵᏦᏅᎯ ᎨᏎᏍᏗ ᎤᎵᏏᎩ. ᎢᏳᏍᎩᏂᏃ ᎢᎦᎦᏘ ᎭᏫᏂ ᏤᎲ ᎤᎵᏏᎩᏉ ᎢᎨᏎᏍᏗ, ᎾᏍᎩ ᎤᎵᏏᎩ ᏂᎦ ᎡᏉᎯᏳ!
met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar deo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!
24 ᎥᏝ ᎩᎶ ᏰᎵ ᎠᏂᏔᎵ ᎬᏩᎾᏝᎢ ᎪᎱᏍᏗ ᏱᏙᎬᏛᏂᏏ, ᏱᎠᏍᎦᎦᏰᏃ ᏌᏉ ᏱᏅᎨᏳᎭᏃ ᏐᎢ, ᎠᎴ ᏱᏙᎤᏂᏴᎭ ᏌᏉ ᏱᎦᏂᏆᏘᎭᏃ ᏐᎢ. ᏝᏍᎩᏂ ᏰᎵ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎠᎴ ᎹᎹᏂ ᎪᎱᏍᏗᏱᏙᎨᏣᏛᏂᏏ.
Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
25 ᎾᏍᎩ ᎢᏳᏍᏗ ᎯᎠ ᏂᏨᏪᏎᎭ, ᏞᏍᏗ ᏱᏤᎵᎯᏍᎨᏍᏗ ᏕᏨᏅᎢ, ᎢᏳᏍᏗ ᎢᏥᎩᏍᏗᏱ ᎠᎴ ᎢᏳᏍᏗ ᎢᏣᏗᏔᏍᏗᏱ, ᏞᏍᏗ ᎠᎴ ᏗᏥᏰᎸᎢ ᏱᏤᎵᎯᏍᎨᏍᏗ ᎢᏳᏍᏗ ᏗᏣᏄᏬᏍᏗᏱ. ᏝᏍᎪ ᎠᎬᏅ ᎤᏟᎯᏳ ᏱᎩ ᎡᏍᎦᏉ ᎠᎵᏍᏓᏴᏗ? ᎠᎴ ᏝᏍᎪ ᎠᏰᎸᎢ ᎡᏍᎦᏉ ᏗᏄᏬ?
Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad?
26 ᏗᏣᎧᏅᎦ ᏥᏍᏆ ᎦᎸᎶᎢ ᎠᏁᎯ, ᏝᏰᏃ ᏯᏂᏫᏍᎪᎢ, ᎠᎴ Ꮭ ᏯᏂᏁᏣᎢᏍᎪᎢ, Ꮭ ᎠᎴ ᏓᏓᏁᎸ ᏯᏂᏟᏏᏍᎪᎢ, ᎠᏎᏃ ᎢᏥᏙᏓ ᎦᎸᎳᏗ ᎡᎯ ᏙᎨᎶᎰᎢ. ᏝᏍᎪ ᏂᎯ ᎤᏟ ᏱᏁᏥᎸᏉᏗ ᎡᏍᎦᏉ ᎾᏍᎩ?
Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?
27 ᎦᎪᏃ ᏂᎯ ᏥᏂᏣᏛᏅ ᎤᏓᏑᏯ ᎤᏪᎵᎯᏍᎬᏉ ᏰᎵ ᏌᏉ ᎢᏳᏟᎶᏛ ᏱᎧᏁᏉᏣ ᎬᏅᎢ?
Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?
28 ᎠᎴ ᎦᏙᏃ ᏗᏄᏬ ᏙᏤᎵᎯᏍᎪᎢ? ᏗᏣᏓᏅᏛᎵ ᏧᏥᎸᎯ ᏠᎨᏏ ᏤᎯ ᏓᏛᏍᎬᎢ. ᎥᏝ ᏱᏚᏂᎸᏫᏍᏓᏁᎰᎢ, ᎠᎴ ᎥᏝ ᏯᏂᏍᏙᎰᎢ.
Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho dilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier: ne labouront ket, ne nezont ket;
29 ᎠᏎᏃ ᎯᎠ ᏂᏨᏪᏎᎭ, ᎾᏍᏉ ᏐᎵᎹᏅ ᏂᎦᎥ ᏄᏬᏚᏒᎢ Ꮭ ᎾᏍᎩ ᏱᏄᏍᏕ ᏚᏄᏮᎢ ᏌᏉ ᎯᎠ ᏄᏍᏛᎢ.
koulskoude, e lavaran deoc'h, Salomon memes en e holl c'hloar n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
30 ᎢᏳᏰᏃ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎾᏍᎩ ᏱᏂᎬᏁᎭ ᏱᎦᏄᏬᎭ ᎧᏁᏍᎦ ᏠᎨᏏ ᎡᎯ, ᎪᎯ ᎢᎦ ᏤᎭ, ᎤᎩᏨᏅᏃ ᏗᎦᏚᏗᏱ ᏭᎾᏗᏅᏗ ᏥᎩ, ᏝᏍᎪ ᎤᏟᎯᏳ ᏱᏂᏙᎨᏥᏄᏬᏣ, ᎤᏍᏗ ᎢᏦᎯᏳᎯ?
Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz?
31 ᎾᏍᎩ ᎢᏳᏍᏗ ᏞᏍᏗ ᏱᏤᎵᎯᏍᎨᏍᏗ ᎯᎠ ᏱᏂᏥᏪᏍᎨᏍᏗ; ᎦᏙ ᏓᏲᏥᎩ, ᎠᎴ ᎦᏙ ᏓᏲᏣᏗᏔᎯ, ᎠᎴ ᎦᏙ ᏓᏲᏣᏄᏬᎢ?
Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp?
32 ᏂᎦᏛᏰᏃ ᎾᏍᎩ ᎯᎠ ᎤᏂᏲᎰ ᏧᎾᏖᎴᏅᏛ ᏴᏫ. ᎦᎸᎳᏗᏰᏃ ᎡᎯ ᎢᏥᏙᏓ ᎠᎦᏔᎭ ᎾᏍᎩ ᎯᎠ ᏂᎦᏛ ᎢᏥᏂᎬᏎᎲᎢ.
Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
33 ᎢᎬᏱᏍᎩᏂ ᎢᏥᏲᎦ ᎦᎸᎳᏗ ᎡᎯ ᎤᎬᏫᏳᎯ ᎨᏒ ᎠᎴ ᎤᏤᎵ ᏚᏳᎪᏛᎢ, ᎯᎠᏃ ᏂᎦᏗᏳ ᏓᏰᏥᏁᏉᎡᎵ.
Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
34 ᎾᏍᎩ ᎢᏳᏍᏗ ᏞᏍᏗ ᎤᎩᏨᏅ ᎢᏴᏛ ᏱᏫᏤᎵᎯᏍᎨᏍᏗ, ᎤᎩᏨᏅᏰᏃ ᎤᏩᏒ ᏧᏓᎴᏅᏛ ᏛᏕᎵᎯᏍᏔᏂ. ᏰᎵᏉ ᎤᏲ ᎢᎦ ᎤᏪᎲᎢ.
Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h; an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.

< ᎣᏍᏛ ᎧᏃᎮᏛ ᎹᏚ ᎤᏬᏪᎳᏅᎯ 6 >