< ᎣᏍᏛ ᎧᏃᎮᏛ ᎹᏚ ᎤᏬᏪᎳᏅᎯ 17 >

1 ᏑᏓᎵᏃ ᏫᏄᏒᎸ ᏥᏌ ᏚᏘᏅᏒᎩ ᏈᏓ, ᎠᎴ ᏥᎻ ᎠᎴ ᏣᏂ ᏥᎻ ᏗᎾᏓᏅᏟ, ᎠᎴ ᏚᎿᎭᎷᏔᏅᎩ ᎢᏅ ᎢᎦᏘ ᎣᏓᎸ ᎤᏅᏒ ᎨᏒᎢ,
C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel;
2 ᎠᎴ ᎤᏓᏁᏟᏴᏎ ᏓᏂᎧᏅᎢ, ᎠᎴ ᎤᎧᏛ ᏗᎬᏩᎸᏌᏓ ᏄᎵᏍᏔᏁᎢ ᏅᏙ ᎢᏗᎬᏤᎵᏛ, ᎠᎴ ᎤᏄᏩᎥ ᎢᎦ-ᎦᏛ ᏥᏄᏁᎩᏴ ᏄᏁᎩᏰᎢ.
hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar goulou.
3 ᎠᎴ ᎬᏂᏳᏉ ᎾᎿᎭᎬᏂᎨᏒ ᏂᎬᏩᎾᏛᏁᎴ ᎼᏏ ᎠᎴ ᎢᎳᏯ ᎬᏩᎵᏃᎮᏗᏍᎨᎢ.
Ha setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ.
4 ᏈᏓᏃ ᎤᏁᏨ ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎴ ᏥᏌ; ᏣᎬᏫᏳᎯ, ᎣᏏᏳ ᎠᏂ ᏥᏕᏙᎭ, ᎢᏳᏃ ᎣᏏᏳ ᏱᏣᏰᎸᏅ, ᎠᏂ ᏦᎢ ᏱᏙᏥᎵᏦᏛᎦ, ᏌᏉ ᏂᎯ ᏣᏤᎵᎦ, ᏐᎢᏃ ᎼᏏ ᎤᏤᎵᎦ, ᏐᎢᏃ ᎢᎳᏯ ᎤᏤᎵᎦ.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ; mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia.
5 ᎠᏏᏉᏃ ᎦᏬᏂᏍᎨᎢ, ᎬᏂᏳᏉ ᎤᏍᎪᏍᏛ ᎤᎶᎩᎳ ᎤᎾᏓᏩᏗᏍᏔᏁᎢ, ᎠᎴ ᎬᏂᏳᏉ ᎾᎿᎭᎤᎶᎩᎸ ᏧᏁᏤᎢ, ᎯᎠ ᏅᏧᏪᏎᎢ; ᎯᎠ ᎾᏍᎩ ᎠᏇᏥ ᏥᎨᏳᎢ, ᎾᏍᎩ ᎣᏏᏳ ᏥᏰᎸᎢ, ᎾᏍᎩ ᎡᏣᏛᏓᏍᏓᏁᎮᏍᏗ.
Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o golo; ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ.
6 ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯᏃ ᎤᎾᏛᎦᏅ ᏚᏂᏅᏤ ᏚᏂᏯᏍᏚᏎᎢ, ᎤᏣᏘ ᎤᏂᏍᎦᎴᎢ.
Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genou, hag o devoe ur spont bras.
7 ᏥᏌᏃ ᎤᎷᏤ ᏚᏒᏂᎴᎢ, ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎢ; ᏗᏣᎴᎲᎦ, ᎠᎴ ᏞᏍᏗ ᏱᏥᏍᎦᎢᎮᏍᏗ.
Met Jezuz, o tostaat, a stokas outo hag a lavaras dezho: Savit, n'ho pet ket aon!
8 ᏚᎾᎧᎾᏅᏃ ᎥᏝ ᎩᎶ ᏳᏂᎪᎮ ᏥᏌ ᎤᏩᏒ.
Sevel a rejont o daoulagad, he ne weljont nemet Jezuz e-unan ganto.
9 ᏧᏂᎦᏐᎠᏏᏗᏒᏃ ᎣᏓᎸᎢ ᏥᏌ ᏚᏅᏍᏓᏕᎴᎢ, ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎢ; ᏞᏍᏗ ᎩᎶ ᎡᏥᏃᏁᎸᎭ ᎾᏍᎩ ᏥᏥᎪᏩᏛ ᎬᏂ ᏴᏫ ᎤᏪᏥ ᎤᏲᎱᏒ ᏚᎴᏁᏍᏗ.
Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.
10 ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯᏃ ᎬᏩᏛᏛᏁᎢ, ᎯᎠ ᏄᏂᏪᏎᎢ; ᎦᏙᏃ ᏗᏃᏪᎵᏍᎩ, ᎢᎳᏯ ᎢᎬᏱ ᏓᎦᎷᏥ, ᏣᎾᏗᏍᎪᎢ?
An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
11 ᏥᏌᏃ ᎤᏁᏨ ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎴᎢ; ᎤᏙᎯᏳᎯ ᎢᎳᏯ ᎢᎬᏱ ᎤᎷᎯᏍᏗ ᎠᎴ ᎤᏬᏢᎯᏐᏗ ᏂᎦᎥ ᎪᎱᏍᏗ.
Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra.
12 ᎠᏎᏃ ᎯᎠ ᏂᏨᏪᏎᎭ; ᎢᎳᏯ ᎦᏳᎳ ᎤᎷᏨ, ᎠᎴ ᎥᏝ ᏱᎬᏬᎵᏦᎢ, ᎠᏎᏃ ᏂᎦᎥ ᎤᎾᏚᎵᏍᎬᎢ ᏂᎬᏩᏁᎸ. ᎾᏍᏉᏍᎩᏂ ᏴᏫ ᎤᏪᏥ ᎾᏍᎩᏯ ᏅᏓᎬᏩᏁᎵ.
Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh.
13 ᎿᎭᏉᏃ ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯ ᎤᏃᎵᏤ ᏣᏂ ᏗᏓᏬᏍᎩ ᎧᏁᎢᏍᏗᏍᎬᎢ.
Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.
14 ᎿᎭᏉᏃ ᎤᏂᏣᏘ ᎠᏁᏙᎲ ᎤᏂᎷᏨ, ᎤᎷᏤᎸᎩ ᎠᏍᎦᏯ ᏚᎵᏂᏆᏅᏁᎸᎩ ᎯᎠ ᏄᏪᏒᎩ;
O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout:
15 ᏣᎬᏫᏳᎯ, ᎯᏯᏙᎵᎩ ᎠᏧᏣ ᎠᏇᏥ, ᎬᎵᏰᏃ ᎬᏩᎯᎭ, ᎠᎴ ᎤᏣᏘ ᎠᎩᎵᏲᎦ, ᏯᏃᎩᏳᏰᏃ ᎠᏥᎸᏱ ᎬᏛᎪᎢ ᎠᎴ ᎠᎹᏱ ᎠᎬᎪᎢ.
Aotrou! Az pez truez ouzh va mab; loariek eo ha gwall boaniet; alies e kouezh en tan, hag alies en dour.
16 ᎦᏥᏯᏘᏃᎮᎸᎩᏃ ᎨᏣᏍᏓᏩᏗᏙᎯ, ᎠᏎᏃ ᎤᏂᏄᎸᏅᎩ ᎤᏂᏅᏬᏗᏱ.
Degaset em eus anezhañ da'z tiskibien, ha n'o deus ket gallet e yac'haat.
17 ᏥᏌᏃ ᎤᏁᏨ ᎯᎠ ᏄᏪᏒᎩ; ᏂᏦᎯᏳᏒᎾ ᎠᎴ ᎢᏣᎦᏔᎲᏛ ᎪᎯ ᏥᏤᎭ, ᎢᎳᎪ ᏂᎪᎯᎴᏍᏗ ᎢᏨᏰᎳᏗᏙᎮᏍᏗ? ᎢᎳᎪ ᏂᎪᎯᎴᏍᏗ ᎤᎾᏁᎳᎩ ᎢᏨᏰᎵᏎᎮᏍᏗ? ᏍᎩᏯᏘᏃᎯᏏ.
O rummad diskredik ha fall, a respontas Jezuz, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din.
18 ᏥᏌᏃ ᎠᏍᎩᎾ ᎤᏍᎦᏨᎩ; ᎠᏍᎩᎾᏃ ᎤᏄᎪᏨᎩ ᎠᏧᏣ, ᎠᎴ ᎾᎯᏳᏉ ᎤᏗᏩᏒᎩ.
Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ; ar bugel a voe yac'haet war an eur memes.
19 ᎿᎭᏉᏃ ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯ ᏥᏌ ᎬᏩᎷᏤᎸᎩ ᎤᏅᏒ ᎨᏒᎢ, ᎯᎠ ᏄᏂᏪᏒᎩ; ᎦᏙᏃ ᏦᎩᏄᎸᏅᎩ ᎣᏥᏄᎪᏫᏍᏗᏱ?
Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?
20 ᏥᏌᏃ ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎸᎩ; ᏅᏗᎦᎵᏍᏙᏗᎭ ᏂᏦᎯᏳᏒᎾ ᎨᏒᎢ. ᎤᏙᎯᏳᎯᏯᏰᏃ ᎯᎠ ᏂᏨᏪᏎᎭ; ᎢᏳᏃ ᏱᏦᎯᏳᎭ ᎾᏍᏉ ᎠᏥᎸᏉ ᎤᎦᏔ ᎢᎩᏛ, ᎯᎠ ᏱᏂᏥᏪᏏ ᎯᎠ ᏦᏓᎸ, ᎭᏓᏅᎾ ᎢᏢ ᏫᎶᎯ, ᎠᎭ ᎤᏓᏅᏍᏗ; ᎥᏝ ᎠᎴ ᎪᎱᏍᏗ ᏱᎨᏥᏄᎸᎲᏍᎦ.
Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h.
21 ᎯᎠᏍᎩᏂᏃᏅ ᎢᏳᏍᏗ ᎥᏝ ᎤᏄᎪᎢᏍᏗ ᏱᎩ, ᎬᏂ ᏴᏓᏙᎵᏍᏗᎭ ᎠᎴ ᎠᎹᏟ ᏯᎬᏍᎦ.
Met ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn hag ar yun.
22 ᎠᏏᏃ ᎨᎵᎵ ᎠᏁᏙᎲᎢ ᏥᏌ ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎸᎩ; ᏴᏫ ᎤᏪᏥ ᏴᏫ ᏙᏓᎨᏥᏲᎯᏎᎵ,
E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud;
23 ᎠᎴ ᎾᏍᎩ ᏓᎬᏩᎵ, ᎠᎴ ᏦᎢᏁ ᎢᎦ ᏙᏛᎠᎴᏂ. ᎤᏣᏔᏅᎯᏃ ᎤᏲ ᎤᏂᏰᎸᏅᎩ.
e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se.
24 ᎨᏆᏂᏃ ᎤᏂᎷᏨ ᎠᏰᎵ ᎠᏕᎸ ᎠᏂᎩᏏᏙᎯ ᎬᏩᎷᏤᎴ ᏈᏓ, ᎯᎠ ᏄᏂᏪᏎᎢ; ᏝᏍᎪ ᏗᏤᏲᎲᏍᎩ ᎠᏰᎵ ᏯᎫᏱᏍᎪᎢ?
Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
25 ᎥᎥ, ᎤᏛᏁᎢ. ᎠᏓᏁᎸᏃ ᎤᎷᏨ ᏥᏌ ᎤᏲᏍᏙᏓᏁᎸᎩ, ᎯᎠ ᏄᏪᏒᎩ; ᎦᏙ ᎮᎵᎭ, ᏌᏩᏂ; ᎦᎪ ᎠᏰᎵ ᎬᏩᎾᎫᏴᎡᎰ ᎤᏂᎬᏫᏳᎯ ᎡᎶᎯ ᎠᏁᎯ; ᏧᏁᏥᏍᎪ, ᏅᏩᎾᏓᎴᎨ?
Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi?
26 ᏅᏩᎾᏓᎴᎢ, ᎤᏓᏙᏎᎸᎩ ᏈᏓ. ᏥᏌᏃ ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎸᎩ; ᏧᏁᏥᏍᎩᏂᎨᏃ ᎤᎾᏁᎳᎩᏉ.
Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta, a zo diskarg diouto.
27 ᎠᏎᏃ ᏗᏂᎿᎭᎸᏙᏍᏗᏱ ᏂᎨᏒᎾ, ᎥᏓᎵ ᎮᎾ, ᎠᏑᏗᏃ ᏫᏣᏓᎡᏒᎭ, ᎢᎬᏱᏱᏃ ᎯᏴᎩᏛ ᎠᏣᏗ ᎯᏁᏒᎭ, ᎠᎴ ᎯᏍᏚᎢᏒ ᎠᎰᎵ ᎠᏰᎵ-ᎠᏕᎸ ᏘᏩᏛᎯ; ᎾᏍᎩ ᎯᎩᏒᎭ ᎠᎴ ᏕᎯᏁᎸᎭ ᎠᏴ ᎩᎾᎫᏴᏗ.
Met, evit na roimp ket ur skouer fall dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'hentañ pesk a zeuio, digor e c'henou, hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.

< ᎣᏍᏛ ᎧᏃᎮᏛ ᎹᏚ ᎤᏬᏪᎳᏅᎯ 17 >