< Luc 22 >

1 Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.
Estava pois perto a festa dos pães asmos, chamada a pascoa.
2 Ar veleien vras hag ar skribed a glaske penaos e c'helljent lakaat Jezuz d'ar marv; rak doujañ a raent ar bobl.
E os principais dos sacerdotes, e os escribas, procuravam como o matariam; porque temiam o povo.
3 Met Satan a yeas e Judaz, lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek;
Entrou, porém, Satanás em Judas, que tinha por sobrenome Iscariotes, o qual era do número dos doze;
4 hag ez eas, hag e komzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded, diwar an doare ma en lakaje etre o daouarn.
E foi, e falou com os principais dos sacerdotes, e com os capitães, de como lho entregaria,
5 Laouen e voent a gement-se, hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ.
Os quais se alegraram, e convieram em lhe dar dinheiro.
6 Eñ a roas e c'her, hag e klaske an tu dereat evit e reiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
E ele prometeu; e buscava oportunidade para lho entregar sem alvoroço.
7 Koulskoude, deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask,
Chegou, porém, o dia dos pães asmos, em que importava sacrificar a pascoa.
8 ha Jezuz a gasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da fichañ deomp ar Pask, evit ma tebrimp anezhañ.
E mandou a Pedro e a João, dizendo: Ide, preparai-nos a pascoa, para que a comamos.
9 Int a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e fichfemp anezhañ?
E eles lhe disseram: Onde queres que a preparemos?
10 Eñ a lavaras dezho: Pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour; heuilhit-eñ en ti ma'z aio ennañ,
E ele lhes disse: Eis que, quando entrardes na cidade, vos encontrará um homem, levando um cântaro d'água: segui-o até à casa em que ele entrar.
11 ha lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h ma tebrin ennañ ar Pask gant va diskibien?
E direis ao pai de família da casa: O Mestre te diz: Onde está o aposento em que hei de comer a pascoa com os meus discípulos?
12 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha kempennet; fichit eno ar Pask.
Então ele vos mostrará um grande cenáculo mobiliado; ai fazei preparativos.
13 Int eta o vezañ aet kuit, a gavas an traoù evel m'en devoa lavaret dezho, hag e fichjont ar Pask.
E, indo eles, acharam como lhes tinha dito; e prepararam a pascoa.
14 Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol, hag an daouzek abostol a oa gantañ.
E, chegada a hora, pôs-se à mesa, e com ele os doze apóstolos.
15 Hag e lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h, a-raok ma c'houzañvin.
E disse-lhes: Desejei muito comer convosco esta pascoa, antes que padeça;
16 Rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ, betek e vo graet e rouantelezh Doue.
Porque vos digo que não a comerei mais até que ela se cumpra no reino de Deus.
17 Hag o vezañ kemeret an hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h.
E, tomando o cálice, e havendo dado graças, disse: tomai-o, e reparti-o entre vós;
18 Rak me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar gwini, ken na vo deuet rouantelezh Doue.
Porque vos digo que já não beberei do fruto da vide, até que venha o reino de Deus.
19 Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Hemañ eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
E, tomando o pão, e havendo dado graças, partiu-o, e deu-lho, dizendo: Isto é o meu corpo, que por vós é dado; fazei isto em memória de mim.
20 En hevelep doare, goude bezañ koaniet, e roas dezho an hanaf, o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, an hini a zo skuilhet evidoc'h.
Semelhantemente tomou o cálice, depois da ceia, dizendo: Este cálice é o Novo Testamento no meu sangue, que é derramado por vós.
21 Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin.
Porém eis que a mão do que me trai está comigo à mesa.
22 Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra, evel ma'z eo merket; met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet drezañ!
E, na verdade, o Filho do homem vai segundo o que está determinado; porém ai daquele homem por quem é traido!
23 Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.
E começaram a perguntar entre si qual deles seria o que havia de fazer isto.
24 Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
E houve também entre eles contenda, sobre qual deles parecia ser o maior.
25 Met eñ a lavaras dezho: Rouaned ar bobloù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
E ele lhes disse: Os reis dos gentios dominam sobre eles, e os que tem autoridade sobre eles são chamados benfeitores.
26 Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
Mas não sereis vós assim; antes o maior entre vós seja como o menor; e quem governa como quem serve.
27 Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij.
Pois qual é maior: quem está à mesa, ou quem serve? Porventura não é quem está à mesa? Porém eu entre vós sou como aquele que serve.
28 C'hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurioù,
E vós sois os que tendes permanecido comigo nas minhas tentações.
29 ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din,
E eu vos ordeno o reino, como meu Pai mo ordenou;
30 evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh, ha ma viot azezet war dronioù, o varn daouzek meuriad Israel.
Para que comais e bebais à minha mesa no meu reino, e vos assenteis sobre tronos, julgando as doze tribos de Israel.
31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.
Disse também o Senhor: Simão, Simão, eis que Satanás vos pediu para vos cirandar como trigo;
32 Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
Mas eu roguei por ti, para que a tua fé não desfaleça; e tu, quando te converteres, conforta a teus irmãos.
33 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit, ha d'ar prizon ha d'ar marv.
E ele lhe disse: Senhor, estou pronto a ir contigo até à prisão e à morte.
34 Met Jezuz a lavaras dezhañ: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon.
Mas ele disse: Digo-te, Pedro, que não cantará hoje o galo antes que três vezes negues que me conheces.
35 Neuze e lavaras dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h, hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a respontas: Netra.
E disse-lhes: Quando vos mandei sem bolsa, sem alforge, e sem alparcas, faltou-vos porventura alguma coisa? E disseram: Nada.
36 Met bremañ, emezañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, hag en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; hag an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell ha preno unan.
Disse-lhes pois: Mas agora, aquele que tiver bolsa, tome-a, como também o alforge; e, o que não tem espada, venda o seu vestido e compre-a;
37 Rak me a lavar deoc'h, eo ret c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.
Porque vos digo que importa que em mim se cumpra ainda aquilo que está escrito: E com os malfeitores foi contado. Porque o que está escrito de mim tem seu cumprimento.
38 Hag e lavarjont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo.
E eles disseram: Senhor, eis aqui duas espadas. E ele lhes disse: Basta.
39 Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezhañ.
E, saindo, foi, como costumava, para o Monte das Oliveiras; e também os seus discípulos o seguiram.
40 Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
E, quando chegou àquele lugar, disse-lhes: orai, para que não entreis em tentação.
41 Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulinañ, e pede,
E apartou-se deles cerca de um tiro de pedra; e, pondo-se de joelhos, orava,
42 o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
Dizendo: Pai, se queres, passa de mim este cálice, porém não se faça a minha vontade, senão a tua
43 Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
E apareceu-lhe um anjo do céu, que o confortava.
44 Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar.
E, posto em agonia, orava mais intensamente. E o seu suor fez-se como grandes gotas de sangue, que corriam até ao chão.
45 O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh,
E, levantando-se da oração, veio para os seus discípulos, e achou-os dormindo de tristeza.
46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
E disse-lhes: Que, estais dormindo? levantai-vos, e orai, para que não entreis em tentação.
47 Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
E, estando ele ainda a falar, eis que a multidão, e um dos doze, que se chamava Judas, ia adiante deles, e chegou-se a Jesus para o beijar.
48 Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok?
E Jesus lhe disse: Judas, com um beijo trais o Filho do homem?
49 Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?
E os que estavam com ele, vendo o que ia suceder, disseram-lhe: Senhor, feriremos à espada?
50 Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou.
E um deles feriu o servo do sumo sacerdote, e cortou-lhe a orelha direita.
51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ.
E, respondendo Jesus, disse: deixai-os; basta. E, tocando-lhe a orelha, o curou.
52 Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ, ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.
E disse Jesus aos principais dos sacerdotes, e capitães do templo, e anciãos, que tinham ido contra ele: saístes, como a um salteador, com espadas e varapaus?
53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn.
Tendo estado todos os dias convosco no templo, não estendestes as mãos contra mim, porém esta é a vossa hora e o poder das trevas.
54 Neuze e krogjont ennañ, hag e kasjont anezhañ da di ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
Então, prendendo-o, o conduziram, e o meteram em casa do sumo sacerdote. E Pedro seguia-o de longe.
55 Pa o devoe enaouet tan e-kreiz ar porzh, ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
E, havendo-se acendido fogo no meio da sala, e assentando-se juntos, assentou-se Pedro entre eles.
56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se.
E uma certa criada, vendo-o estar assentado ao fogo, e, postos os olhos nele, disse: Este também estava com ele.
57 Met eñ a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ.
Porém ele negou-o, dizendo: Mulher, não o conheço.
58 Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket.
E, um pouco depois, vendo-o outro, disse: Tu és também deles. Porém Pedro disse: Homem, não sou.
59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez.
E, passada quase uma hora, um outro afirmava, dizendo: também este verdadeiramente estava com ele, pois também é galileu.
60 Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.
E Pedro disse: Homem, não sei o que dizes. E logo, estando ele ainda a falar, cantou o galo.
61 An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech.
E, virando-se o Senhor, olhou para Pedro, e Pedro lembrou-se da palavra do Senhor, como lhe havia dito: Antes que o galo cante hoje, me negarás três vezes.
62 Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.
E, saindo Pedro para fora, chorou amargamente.
63 Neuze an dud a zalc'he Jezuz, a rae goap anezhañ, hag a skoe warnañ.
E os homens que detinham Jesus zombavam dele, ferindo-o.
64 O vezañ e vouchet, e skoent war e zremm, hag e c'houlennent outañ: Divin piv eo an hini en deus da skoet.
E, cobrindo-o, feriam-no no rosto, e perguntavam-lhe, dizendo: profetiza quem é o que te feriu?
65 Hag e lavarent kalz a draoù a-enep dezhañ, en ur zroukkomz en e enep.
E outras muitas coisas diziam contra ele, blasfemando.
66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin;
E, logo que foi dia, ajuntaram-se os anciãos do povo, e os principais dos sacerdotes e os escribas, e o conduziram ao seu concílio,
67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
Dizendo: És tu o Cristo? dize-no-lo. E disse-lhes: Se vo-lo disser, não o crereis;
68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont].
E também, se vos perguntar, não me respondereis, nem me soltareis.
69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.
Desde agora o Filho do homem se assentará à direita do poder de Deus.
70 Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on.
E disseram todos: Logo, és tu o Filho de Deus? E ele lhes disse: Vós dizeis que eu sou.
71 Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?
E disseram eles: De que mais testemunho necessitamos? pois nós mesmos o ouvimos da sua boca.

< Luc 22 >