< ՄԱՏԹԷՈՍ 7 >

1 «Մի՛ դատէք, որպէսզի չդատուիք:
Na varnit ket, evit na viot ket barnet;
2 Որովհետեւ ի՛նչ դատաստանով որ դատէք՝ անո՛վ պիտի դատուիք, եւ ի՛նչ չափով որ չափէք՝ անո՛վ պիտի չափուի ձեզի:
rak barnet e viot hervez m'ho po barnet, hag hervez ar muzul a vuzuliot, e vo muzuliet deoc'h.
3 Եւ ինչո՞ւ կը տեսնես եղբօրդ աչքին մէջի շիւղը, ու չես նշմարեր քո՛ւ աչքիդ մէջի գերանը:
Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?
4 Կամ ի՞նչպէս կրնաս ըսել եղբօրդ. “Թո՛յլ տուր որ հանեմ աչքէդ շիւղը”, երբ ահա՛ գերան կայ քո՛ւ աչքիդ մէջ:
Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa'z ac'h eus un treust ez hini?
5 Կեղծաւո՛ր, նախ հանէ՛ քո՛ւ աչքէդ գերանը, եւ ա՛յն ատեն յստակ պիտի տեսնես՝ հանելու համար շիւղը եղբօրդ աչքէն:
Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
6 Սուրբ բանը մի՛ տաք շուներուն, ու ձեր մարգարիտները մի՛ նետէք խոզերուն առջեւ, որպէսզի չկոխկռտեն զանոնք իրենց ոտքերուն տակ, եւ դառնալով չբզքտեն ձեզ»:
Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.
7 «Խնդրեցէ՛ք՝ ու պիտի տրուի ձեզի. փնտռեցէ՛ք՝ ու պիտի գտնէք. դուռը բախեցէ՛ք՝ ու պիտի բացուի ձեզի:
Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.
8 Որովհետեւ ո՛վ որ խնդրէ՝ կը ստանայ, ո՛վ որ փնտռէ՝ կը գտնէ, եւ ո՛վ որ դուռը բախէ՝ պիտի բացուի անոր:
Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
9 Ձեզմէ ո՞վ է այն մարդը, որմէ եթէ իր որդին հաց ուզէ՝ քար կու տայ անոր.
Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara?
10 կամ եթէ ձուկ ուզէ՝ միթէ օ՞ձ կու տայ անոր:
Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer?
11 Ուրեմն եթէ դո՛ւք՝ որ չար էք, գիտէք բարի նուէրներ տալ ձեր զաւակներուն, ո՜րչափ աւելի ձեր Հայրը՝ որ երկինքն է, բարի՛ բաներ պիտի տայ անոնց՝ որ կը խնդրեն իրմէ:
Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!
12 Ուրեմն ամէն ինչ որ կ՚ուզէք՝ որ մարդիկ ընեն ձեզի, դո՛ւք ալ այնպէս ըրէք անոնց, որովհետեւ ասիկա՛ է Օրէնքն ու Մարգարէները»:
Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
13 «Նե՛ղ դռնէն ներս մտէք. որովհետեւ լայն է այն դուռը, եւ ընդարձակ՝ այն ճամբան, որ դէպի կորուստ կը տանի, ու շատ են անոնք՝ որ կը մտնեն անկէ.
It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno;
14 որովհետեւ նեղ է այն դուռը, եւ անձուկ՝ այն ճամբան, որ դէպի կեանք կը տանի, ու քիչ են անոնք՝ որ կը գտնեն զայն»:
met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.
15 «Զգուշաց՛էք սուտ մարգարէներէն, որոնք կու գան ձեզի ոչխարի հանդերձներով, բայց ներսէն՝ յափշտակող գայլեր են:
Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e deñved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
16 Իրենց պտուղէ՛ն պիտի ճանչնաք զանոնք: Միթէ փուշերէն կը քաղե՞ն խաղող, կամ տատասկէն՝ թուզ:
O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?
17 Այսպէս ամէն բարի ծառ՝ լաւ պտուղ կը բերէ, եւ վատ ծառ՝ չար պտուղ կը բերէ:
Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.
18 Բարի ծառը չի կրնար չար պտուղ բերել, ո՛չ ալ վատ ծառը՝ լաւ պտուղ բերել:
Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.
19 Ամէն ծառ որ լաւ պտուղ չի բերեր, կը կտրուի ու կը նետուի կրակը:
Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.
20 Ուրեմն՝ իրենց պտուղէ՛ն պիտի ճանչնաք զանոնք»:
O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.
21 «Ո՛չ թէ ո՛վ որ ինծի՝ “Տէ՛ր, Տէ՛ր” կ՚ըսէ, պիտի մտնէ երկինքի թագաւորութիւնը, հապա ան՝ որ կը գործադրէ իմ երկնաւոր Հօրս կամքը:
Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
22 Շատեր այն օրը պիտի ըսեն ինծի. “Տէ՛ր, Տէ՛ր, միթէ չմարգարէացա՞նք քու անունովդ, դեւեր չհանեցի՞նք քու անունովդ, եւ շատ հրաշքներ չգործեցի՞նք քու անունովդ”:
Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
23 Այն ատեն պիտի յայտարարեմ անոնց. “Ես բնա՛ւ չէի ճանչնար ձեզ. հեռացէ՛ք քովէս դո՛ւք՝ որ անօրէնութիւն կը գործէիք”»:
Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.
24 «Ուրեմն ո՛վ որ կը լսէ այս խօսքերս եւ կը գործադրէ զանոնք, պիտի նմանցնեմ զայն ուշիմ մարդու մը՝ որ իր տունը կառուցանեց վէմի վրայ:
An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.
25 Տեղատարափ անձրեւ իջաւ, հեղեղները եկան, հովերը փչեցին ու զարկին այդ տան՝ բայց չփլաւ, որովհետեւ հիմնուած էր վէմի վրայ:
Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.
26 Իսկ ո՛վ որ կը լսէ այս խօսքերս ու չի գործադրեր, կը նմանի յիմար մարդու մը՝ որ իր տունը կառուցանեց աւազի վրայ:
Met an hini a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
27 Տեղատարափ անձրեւ իջաւ, հեղեղները եկան, հովերը փչեցին եւ զարկին այդ տան, ու փլաւ. եւ անոր անկումը մեծ եղաւ»:
Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar.
28 Երբ Յիսուս լմնցուց այս խօսքերը, բազմութիւնը ապշած մնաց անոր ուսուցումին վրայ.
P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh,
29 որովհետեւ իշխանութիւն ունեցողի մը պէս կը սորվեցնէր անոնց, ո՛չ թէ դպիրներուն պէս:
rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha neket evel ar skribed.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 7 >