< ՄԱՏԹԷՈՍ 27 >

1 Երբ առտու եղաւ, բոլոր քահանայապետներն ու ժողովուրդին երէցները խորհրդակցեցան Յիսուսի դէմ՝ որ մեռցնեն զայն:
Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv.
2 Երբ կապեցին զայն, տարին եւ մատնեցին Պոնտացի Պիղատոս կառավարիչին:
O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.
3 Այն ատեն Յուդա, որ մատնեց զայն, տեսնելով որ դատապարտուեցաւ՝ զղջաց, վերադարձուց երեսուն կտոր արծաթը քահանայապետներուն ու երէցներուն,
Neuze, Judaz, an hini en devoa e werzhet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas morc'hed dezhañ, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien,
4 եւ ըսաւ. «Մեղանչեցի՝ անմեղ արիւն մատնելով»: Անոնք ըսին. «Մեզի ի՞նչ, դո՛ւն անդրադարձիր»:
o lavarout: Pec'het em eus o werzhañ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
5 Ան ալ ձգեց արծաթը տաճարին մէջ, դուրս ելաւ, ու գնաց՝ խեղդեց ինքզինք:
Goude m'en devoe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit, hag en em grougas.
6 Քահանայապետներն ալ առնելով արծաթը՝ ըսին. «Արտօնուած չէ դնել ատիկա կորբանին մէջ՝՝, քանի որ արիւնի գին է»:
Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad.
7 Եւ խորհրդակցեցան, ու գնեցին անով բրուտին արտը՝ օտարականներու գերեզմանատուն ըլլալու համար:
Hag, o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder, evit beziañ an diavaezidi.
8 Ուստի այդ արտը կոչուեցաւ «Արիւնի արտ» մինչեւ այսօր:
Setu perak eo galvet ar park-se, Park ar Gwad, betek hiziv.
9 Այն ատեն իրագործուեցաւ Երեմիա մարգարէին միջոցով ըսուած խօսքը. «Եւ առին երեսուն կտոր արծաթը, գինը անոր՝ որ գնահատուած էր, որ Իսրայէլի որդիներէն ոմանք գնահատեցին,
Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia, ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel,
10 ու տուին զայն բրուտին արտին, ինչպէս Տէրը հրամայեց ինծի»:
hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din.
11 Յիսուս կայնեցաւ կառավարիչին առջեւ: Կառավարիչը հարցուց անոր. «Դո՞ւն ես Հրեաներուն թագաւորը»: Յիսուս ըսաւ անոր. «Դո՛ւն կ՚ըսես»:
Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
12 Բայց ոչինչ պատասխանեց՝ երբ կ՚ամբաստանուէր քահանայապետներէն ու երէցներէն:
Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.
13 Այն ատեն Պիղատոս ըսաւ անոր. «Չե՞ս լսեր, ո՜րքան կը վկայեն քեզի դէմ»:
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit?
14 Բայց չպատասխանեց անոր. ո՛չ մէկ խօսք ըսաւ, այնպէս որ կառավարիչը մեծապէս զարմացաւ:
Met eñ ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet- meurbet.
15 Տօնին ատենը կառավարիչը սովորութիւն ունէր բանտարկեալ մը արձակել բազմութեան, ո՛վ որ ուզէին:
Ar gouarnour en devoa ar c'hiz, da bep gouel, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent.
16 Այն ատեն ունէին երեւելի բանտարկեալ մը՝ Բարաբբա կոչուած:
Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz.
17 Ուրեմն երբ հաւաքուեցան՝ Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Ո՞վ կ՚ուզէք որ արձակեմ ձեզի. Բարաբբա՞ն, թէ Յիսուսը՝ որ Քրիստոս կը կոչուի»:
Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist?
18 Քանի որ գիտէր թէ նախանձի՛ համար մատնած էին զայն:
Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa e lakaet etre e zaouarn.
19 Երբ ինք բազմած էր դատարանը, իր կինը մէկը ղրկեց իրեն եւ ըսաւ. «Դուն գործ մի՛ ունենար այդ արդարին հետ, որովհետեւ այսօր շատ չարչարուեցայ երազիս մէջ՝ անոր պատճառով»:
E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te; rak gwall-boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
20 Բայց քահանայապետներն ու երէցները համոզեցին բազմութիւնը, որ Բարաբբա՛ն խնդրեն եւ Յիսուսը կորսնցնեն:
Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz, ha da lakaat koll Jezuz.
21 Կառավարիչը ըսաւ անոնց. «Այս երկուքէն ո՞վ կ՚ուզէք՝ որ արձակեմ ձեզի»:
Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz.
22 Անոնք ըսին. «Բարաբբա՛ն»: Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Հապա ի՞նչ ընեմ Յիսուսը՝ որ Քրիստոս կը կոչուի»:
Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont: Ra vo staget ouzh ar groaz!
23 Բոլորն ալ ըսին անոր. «Թող խաչուի»: Իսկ կառավարիչը ըսաւ. «Բայց ի՞նչ չարիք ըրած է»: Անոնք ա՛լ աւելի կ՚աղաղակէին. «Թող խաչուի»:
Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h, o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!
24 Պիղատոս՝ տեսնելով թէ անօգուտ է, այլ մանաւանդ աղմուկ կը բարձրանայ՝՝, ջուր առաւ, ձեռքերը լուաց բազմութեան առջեւ եւ ըսաւ. «Ես անպարտ եմ այդ արդարին արիւնէն. դո՛ւք անդրադարձէք»:
Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se.
25 Ամբողջ ժողովուրդը պատասխանեց. «Ատոր արիւնը թող ըլլայ մեր վրայ ու մեր զաւակներուն վրայ»:
Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale!
26 Այն ատեն Բարաբբա՛ն արձակեց անոնց, եւ խարազանելով Յիսուսը՝ յանձնեց անոնց որպէսզի խաչուէր:
Neuze e laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en lakaas etre o daouarn evit bezañ staget ouzh ar groaz.
27 Այն ատեն՝ կառավարիչին զինուորները առին Յիսուսը պալատէն ներս, ու զինուորներուն ամբողջ գունդը հաւաքեցին անոր շուրջ:
Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi, hag e tastumjont en-dro dezhañ an holl strollad.
28 Մերկացնելով զայն՝ հագցուցին անոր որդան կարմիր վերարկու մը,
O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-skarlek.
29 եւ հիւսելով փուշէ պսակ մը՝ դրին անոր գլուխը, ու եղէգ մը՝ անոր աջ ձեռքը. եւ ծնրադրելով անոր առջեւ՝ կը ծաղրէին զայն ու կ՚ըսէին. «Ողջո՜յն, Հրեաներո՛ւ թագաւոր»:
O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ, o lavarout: Me a salud ac'hanout, roue ar Yuzevien.
30 Եւ թքնելով անոր վրայ՝ կ՚առնէին եղէգը ու կը զարնէին անոր գլուխին:
Hag o vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.
31 Երբ ծաղրեցին զայն, հանեցին վրայէն վերարկուն, հագցուցին անոր իր հանդերձները, ու տարին զայն՝ որպէսզի խաչեն:
Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz.
32 Դուրս ելլելով՝ գտան կիւրենացի մարդ մը՝ Սիմոն անունով, եւ ստիպեցին զայն որ վերցնէ անոր խաչը:
Evel ma teuent er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e lakajont anezhañ da zougen kroaz Jezuz.
33 Երբ եկան տեղ մը՝ Գողգոթա կոչուած, որ կը նշանակէ՝ Գանկի տեղ,
O vezañ erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn,
34 տուին անոր լեղիով խառնուած քացախ՝ որպէսզի խմէ: Երբ համտեսեց՝ չուզեց խմել:
e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl; ha p'en devoe e dañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.
35 Ապա խաչեցին զայն, ու վիճակ ձգելով՝ բաժնեցին անոր հանդերձները. (որպէսզի իրագործուի մարգարէին միջոցով խօսուածը. «Իմ հանդերձներս բաժնեցին իրենց մէջ, եւ իմ պատմուճանիս վրայ վիճակ ձգեցին»: )
Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord.
36 Ու նստած՝ կը պահէին զայն.
Hag, o vezañ azezet, e tiwalljont anezhañ.
37 եւ անոր գլուխին վրայ դրին իր ամբաստանագիրը. «Ա՛յս է Յիսուսը, Հրեաներուն թագաւորը»:
Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN.
38 Այն ատեն երկու աւազակներ խաչուեցան անոր հետ, մէկը՝ աջ կողմը, միւսը՝ ձախ կողմը:
Neuze e voe kroazstaget gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.
39 Անոնք որ կ՚անցնէին՝ կը հայհոյէին անոր, իրենց գլուխը կը շարժէին
Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn,
40 ու կ՚ըսէին. «Դո՛ւն, որ կը քակէիր տաճարը եւ կը կառուցանէիր երեք օրուան մէջ, փրկէ՛ դուն քեզ: Եթէ Աստուծոյ Որդին ես, իջի՛ր այդ խաչէն»:
hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
41 Նմանապէս քահանայապետներն ալ՝ դպիրներուն ու երէցներուն հետ ծաղրելով կ՚ըսէին.
Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed hag an henaourien, a lavare, en ur c'hoapaat:
42 «Ուրիշները փրկեց, ինքզի՛նք չի կրնար փրկել: Եթէ Իսրայէլի թագաւոր է, հի՛մա թող իջնէ խաչէն, եւ հաւատանք իրեն:
Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz, hag e kredimp ennañ!
43 Աստուծոյ վստահած էր. հի՛մա թող ազատէ զինք՝ եթէ կ՚ուզէ զինք, որովհետեւ ըսաւ. “Ես Աստուծոյ Որդին եմ”»:
En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ, mar en em blij ennañ; rak lavaret en deus: Mab Doue on!
44 Իրեն հետ խաչուած աւազակներն ալ նոյնպէս կը նախատէին զայն:
Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.
45 Վեցերորդ ժամէն՝՝ մինչեւ իններորդ ժամը՝ խաւար եղաւ ամբողջ երկրին վրայ:
Adalek ar c'hwec'hvet eur betek an navet, e voe teñvalijenn war an douar holl.
46 Ժամը իննի ատենները Յիսուս բարձրաձայն աղաղակեց. «Էլի՜, Էլի՜, լամա՞ սաբաքթանի», որ ըսել է. «Իմ Աստուա՜ծս, իմ Աստուա՜ծս, ինչո՞ւ լքեցիր զիս»:
Ha war-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
47 Հոն կայնողներէն ոմանք՝ երբ լսեցին՝ ըսին. «Ասիկա Եղիա՛ն կը կանչէ»:
Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.
48 Իսկոյն անոնցմէ մէկը վազեց, առաւ սպունգ մը, լեցուց քացախով, եւ անցընելով եղէգի մը՝ տուաւ անոր որ խմէ:
Ha raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn, hag o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ.
49 Միւսները ըսին. «Թո՛ղ, տեսնենք թէ Եղիա պիտի գա՞յ՝ փրկելու զայն»:
Met ar re all a lavare: Lez; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e saveteiñ.
50 Յիսուս դարձեալ բարձրաձայն աղաղակեց ու հոգին աւանդեց:
Neuze Jezuz, o vezañ taolet adarre ur griadenn vras, a rentas e spered.
51 Եւ ահա՛ տաճարին վարագոյրը երկուքի պատռեցաւ՝ վերէն վար, երկիրը շարժեցաւ, ժայռերը ճեղքուեցան,
Ha setu, gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,
52 գերեզմանները բացուեցան, ու շատ մը սուրբ ննջեցեալներու մարմիններ յարութիւն առին.
ar bezioù a zigoras, ha meur a gorf ar sent a oa marv, a adsavas a varv;
53 եւ գերեզմաններէն ելան անոր յարութենէն ետք, մտան սուրբ քաղաքը ու երեւցան շատերու:
hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude adsavidigezh Jezuz a varv, ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz.
54 Բայց հարիւրապետը եւ անոր հետ Յիսուսը պահողները, երբ տեսան երկրաշարժն ու պատահածները՝ չափազանց վախցան, եւ ըսին. «Ճշմա՛րտապէս ասիկա Աստուծոյ Որդին էր»:
Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
55 Հոն շատ կիներ կային, որոնք հեռուէն կը նայէին. անոնք Յիսուսի հետեւեր էին Գալիլեայէն՝ իրեն սպասարկելու:
Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea, ouzh e servijañ.
56 Անոնց մէջ էին Մարիամ Մագդաղենացին, Յակոբոսի ու Յովսէսի մայրը՝ Մարիամ, եւ Զեբեդէոսի որդիներուն մայրը:
En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm da Jakez ha da Jozef, ha mamm mibien Zebedea.
57 Երբ իրիկուն եղաւ՝ հարուստ մարդ մը եկաւ Արիմաթեայէն, որուն անունը Յովսէփ էր, եւ ի՛նք ալ Յիսուսի աշակերտ էր:
Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.
58 Ան՝ երթալով Պիղատոսի քով՝ խնդրեց Յիսուսի մարմինը. այն ատեն Պիղատոս հրամայեց՝ որ մարմինը տրուի:
Mont a reas da gavout Pilat, hag e c'houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiñ ar c'horf.
59 Յովսէփ առաւ մարմինը, փաթթեց մաքուր կտաւով,
Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn,
60 ու դրաւ իր նոր գերեզմանին մէջ՝ որ փորած էր ժայռի մէջ. եւ մեծ քար մը գլորելով գերեզմանին դուռը՝ գնաց:
hag a lakaas anezhañ en e vez nevez e-unan en devoa toullet er roc'h; ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
61 Մարիամ Մագդաղենացին ու միւս Մարիամը հոն էին՝ գերեզմանին դիմաց նստած:
Mari a Vagdala hag ar Vari all, a oa azezet eno, e-tal ar bez.
62 Հետեւեալ օրը, որ Ուրբաթէն ետք էր, քահանայապետներն ու Փարիսեցիները հաւաքուեցան Պիղատոսի քով,
An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur; ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas hag a yeas da gavout Pilat,
63 եւ ըսին. «Տէ՛ր, կը յիշենք թէ այդ մոլորեցուցիչը, մինչ տակաւին ողջ էր, կ՚ըսէր. “Յարութիւն պիտի առնեմ երեք օրէն”:
hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv.
64 Ուրեմն հրամայէ՛, որ գերեզմանը ապահովուի՝ մինչեւ երրորդ օրը. որպէսզի իր աշակերտները չգան գիշերուան մէջ, չգողնան զայն եւ չըսեն ժողովուրդին. “Մեռելներէն յարութիւն առաւ”, ու վերջին մոլորութիւնը աւելի գէշ ըլլայ քան առաջինը»:
Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ.
65 Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Դուք պահակազօրք ունիք. գացէ՛ք, ապահովեցէ՛ք՝ ի՛նչպէս որ կ՚ուզէք»:
Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit eñ evel ma karot.
66 Անոնք ալ գացին եւ ապահովեցին գերեզմանը՝ քարը կնքելով ու պահակազօրքով:
Mont a rejont eta kuit, hag e lakajont e surentez ar bez, en ur siellañ ar maen, hag o lakaat gwarded war e dro.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 27 >