< ՄԱՏԹԷՈՍ 22 >

1 Յիսուս դարձեալ առակներով խօսեցաւ անոնց եւ ըսաւ.
Jezuz o komz, a lavaras a-nevez dezho dre barabolennoù:
2 «Երկինքի թագաւորութիւնը կը նմանի թագաւորի մը՝ որ հարսանիք ըրաւ իր որդիին, ու ղրկեց իր ծառաները՝ կանչելու հարսանիքին հրաւիրեալները.
Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab.
3 սակայն անոնք չուզեցին գալ:
Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured; met ne felle ket dezho dont.
4 Դարձեալ ուրիշ ծառաներ ղրկեց եւ ըսաւ. “Ըսէ՛ք հրաւիրեալներուն. «Ահա՛ պատրաստեցի իմ ճաշս. զուարակներս ու գէր անասուններս մորթուած են, եւ ամէն բան պատրաստ է. եկէ՛ք հարսանիքի»”:
Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured.
5 Բայց անոնք անհոգութիւն ընելով՝ գացին մէկը իր արտը, ու միւսը՝ իր առեւտուրին:
Met ne rejont van ebet ouzh kement-se, hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh,
6 Ուրիշներ՝ բռնեցին անոր ծառաները, նախատեցին եւ սպաննեցին:
ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.
7 Թագաւորն ալ՝ երբ լսեց՝ բարկացաւ. ղրկեց իր զօրքերը, կորսնցուց այդ մարդասպանները ու այրեց անոնց քաղաքը:
Ar roue a yeas droug ennañ, hag o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se, hag e tevas o c'hêr.
8 Այն ատեն ըսաւ իր ծառաներուն. “Հարսանիքը պատրաստ է, բայց հրաւիրեալները արժանի չէին:
Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi.
9 Ուրեմն գացէ՛ք դէպի ճամբաներուն գլուխները, եւ ո՛վ որ գտնէք՝ հրաւիրեցէ՛ք հարսանիքի”:
It eta er c'hroazhentoù, ha galvit d'an eured an holl re a gavot.
10 Այդ ծառաները դուրս ելան՝ դէպի ճամբաներուն գլուխները, եւ ո՛վ որ գտան՝ թէ՛ չար, թէ՛ բարի, բոլորն ալ հաւաքեցին. ու հարսնետունը լեցուեցաւ հրաւիրեալներով:
E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.
11 Երբ թագաւորը մտաւ՝ տեսնելու հարսնեւորները, տեսաւ մարդ մը՝ որ հագած չէր հարսանիքի հագուստ:
Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en devoa ket gwisket un dilhad eured.
12 Ըսաւ անոր. “Ընկե՛ր, ի՞նչպէս մտար հոս՝ առանց հարսանիքի հագուստի”: Ան ալ պապանձեցաւ:
Lavarout a reas dezhañ: Va mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut.
13 Այն ատեն թագաւորը ըսաւ սպասարկուներուն. “Կապեցէ՛ք ասոր ոտքերն ու ձեռքերը, եւ առէ՛ք ու նետեցէ՛ք զայն դուրսի խաւարը. հոն պիտի ըլլայ լաց եւ ակռաներու կրճտում”:
Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, ha taolit eñ en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
14 Որովհետեւ կանչուածները շատ են, բայց ընտրուածները՝ քիչ»:
Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
15 Այն ատեն Փարիսեցիները գացին խորհրդակցելու, թէ ի՛նչպէս խօսքով ձգեն զայն ծուղակի մէջ:
Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù.
16 Ու ղրկեցին անոր իրենց աշակերտները՝ Հերովդէսեաններուն հետ, եւ ըսին. «Վարդապե՛տ, գիտենք թէ ճշմարտախօս ես ու ճշմարտութեամբ կը սորվեցնես Աստուծոյ ճամբան, եւ հոգ չես ըներ ոեւէ մէկուն համար, քանի որ երեսպաշտութիւն չես ըներ մարդոց:
Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
17 Ուստի ըսէ՛ մեզի, ի՞նչ է քու կարծիքդ. “Արտօնուա՞ծ է տուրք տալ կայսրին՝ թէ ոչ”»:
Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
18 Յիսուս՝ գիտնալով անոնց չարամտութիւնը՝ ըսաւ. «Ինչո՞ւ կը փորձէք զիս, կեղծաւորնե՛ր:
Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?
19 Ցո՛յց տուէք ինծի տուրքին դրամը»: Անոնք դահեկան մը բերին իրեն:
Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner.
20 Ըսաւ անոնց. «Որո՞ւնն են այս պատկերն ու գրութիւնը»:
Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ?
21 Ըսին անոր. «Կայսրի՛ն»: Այն ատեն ըսաւ անոնց. «Ուրեմն ինչ որ կայսրինն է՝ տուէ՛ք կայսրին, եւ ինչ որ Աստուծոյ է՝ Աստուծո՛յ»:
Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
22 Երբ լսեցին՝ զարմացան, ու թողուցին զայն եւ գացին:
Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
23 Նոյն օրը անոր քով եկան Սադուկեցիները, որոնք կ՚ըսեն թէ յարութիւն չկայ, ու հարցուցին անոր.
An hevelep devezh, ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas da gavout Jezuz, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
24 «Վարդապե՛տ, Մովսէս ըսաւ. “Եթէ մէկը մեռնի առանց զաւակի, անոր եղբայրը թող ամուսնանայ անոր կնոջ հետ, եւ զարմ հանէ իր եղբօր”:
Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur.
25 Ուրեմն եօթը եղբայրներ կային մեր քով: Առաջինը ամուսնացաւ ու վախճանեցաւ, եւ զարմ չունենալուն համար՝ իր կինը թողուց իր եղբօր:
Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas; hag evel n'en devoa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur.
26 Նմանապէս ալ երկրորդն ու երրորդը՝ մինչեւ եօթներորդը:
En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet.
27 Ամենէն ետք կինն ալ մեռաւ:
Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez.
28 Ուրեմն, յարութեան ատեն՝ այդ եօթնէն որո՞ւն կինը պիտի ըլլայ. որովհետեւ բոլորն ալ ունեցան զայն իբր կին»:
Da behini ar seizh-se e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak eo bet dezho holl.
29 Յիսուս պատասխանեց անոնց. «Դուք մոլորած էք. ո՛չ Գիրքերը գիտէք, ո՛չ ալ Աստուծոյ զօրութիւնը:
Jezuz, a respontas dezho: En dallentez oc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue.
30 Քանի որ յարութեան ատեն՝ ո՛չ կ՚ամուսնանան եւ ո՛չ ամուսնութեան կը տրուին, հապա երկինքի մէջ՝ Աստուծոյ հրեշտակներուն պէս են:
Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv.
31 Բայց մեռելներուն յարութեան մասին չէ՞ք կարդացեր Աստուծմէ ձեզի ըսուած խօսքը.
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h:
32 “Ե՛ս եմ Աբրահամի Աստուածը, Իսահակի Աստուածը եւ Յակոբի Աստուածը”: Աստուած մեռելներուն Աստուածը չէ, հապա՝ ողջերուն»:
Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.
33 Բազմութիւնը ասիկա լսելով՝ կ՚ապշէր անոր ուսուցումին վրայ:
Ar bobl a selaoue, hag a voe souezhet gant kelennadurezh Jezuz.
34 Բայց Փարիսեցիները՝ երբ լսեցին թէ ան պապանձեցուց Սադուկեցիները, տեղ մը հաւաքուեցան,
Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en devoa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas,
35 եւ անոնցմէ օրինական մը հարցուց՝ զայն փորձելով.
hag unan anezho, doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ, evit e demptañ:
36 «Վարդապե՛տ, ո՞ր պատուիրանը մեծ է Օրէնքին մէջ»:
Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn?
37 Յիսուս ըսաւ անոր. «“Սիրէ՛ Տէրը՝ քու Աստուածդ՝ ամբողջ սիրտովդ, ամբողջ անձովդ եւ ամբողջ միտքովդ”:
Jezuz a respontas dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, hag eus da holl soñj.
38 Ա՛յս է առաջին ու մեծ պատուիրանը:
Hennezh eo ar c'hentañ hag ar brasañ eus ar gourc'hemennoù.
39 Եւ երկրորդը՝ ասոր նման. “Սիրէ՛ ընկերդ քու անձիդ՝՝ պէս”:
Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
40 Այս երկու պատուիրաններէն կախուած են ամբողջ Օրէնքն ու Մարգարէները»:
Eus an daou c'hourc'hemenn-se, e talc'h an holl lezenn hag ar brofeded.
41 Երբ Փարիսեցիները հաւաքուեցան, Յիսուս հարցուց անոնց.
Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo,
42 «Քրիստոսի մասին ի՞նչ է ձեր կարծիքը. որո՞ւ որդին է»:
o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.
43 Ըսին իրեն. «Դաւիթի՛»: Յիսուս ըսաւ անոնց. «Հապա ի՞նչպէս Դաւիթ Հոգիով զայն Տէր կը կոչէ ու կ՚ըսէ.
Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezhañ, dre ar Spered, e Aotrou, pa lavar:
44 “Տէրը ըսաւ իմ Տէրոջս. «Բազմէ՛ իմ աջ կողմս, մինչեւ որ քու թշնամիներդ պատուանդան դնեմ ոտքերուդ»”:
An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
45 Ուրեմն եթէ Դաւիթ զայն Տէր կը կոչէ, ի՞նչպէս ան իր որդին կ՚ըլլայ»:
Mar galv eta David e-unan anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab?
46 Ո՛չ մէկը կրնար խօսքո՛վ մը պատասխանել անոր: Այդ օրէն ետք՝ ո՛չ մէկը կը յանդգնէր բան մը հարցնել անոր:
Ha den ne c'hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 22 >