< ՄԱՏԹԷՈՍ 19 >

1 Երբ Յիսուս աւարտեց այս խօսքերը, մեկնեցաւ Գալիլեայէն եւ գնաց Հրէաստանի հողամասը՝ Յորդանանի միւս կողմը:
P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan.
2 Մեծ բազմութիւններ հետեւեցան անոր, ու հոն բուժեց զանոնք:
Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas ar re glañv.
3 Փարիսեցիները մօտեցան անոր եւ փորձեցին զայն՝ ըսելով. «Արտօնուա՞ծ է, որ մարդ մը արձակէ իր կինը՝ որեւէ պատճառի համար»:
Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit, n'eus forzh evit peseurt abeg?
4 Ան ալ պատասխանեց անոնց. «Չէ՞ք կարդացեր թէ ա՛ն՝ որ սկիզբէն ստեղծեց, արու եւ էգ ստեղծեց զանոնք, ու ըսաւ.
Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h,
5 “Այս պատճառով մարդը պիտի թողու հայրն ու մայրը, եւ պիտի յարի իր կնոջ, ու երկուքը պիտի ըլլան մէ՛կ մարմին”:
ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, hag e vint ur c'hig hepken?
6 Հետեւաբար ա՛լ երկու չեն, հապա՝ մէկ մարմին. ուրեմն մարդը թող չզատէ ինչ որ Աստուած իրարու միացուցած է»:
Evel-se, ne dint mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
7 Ըսին իրեն. «Հապա ինչո՞ւ Մովսէս պատուիրեց ամուսնալուծումի վկայագիր տալ եւ արձակել»:
Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez lezet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit?
8 Ըսաւ անոնց. «Մովսէս ձեր սիրտին կարծրութեա՛ն համար արտօնեց ձեզի՝ որ արձակէք ձեր կիները. բայց սկիզբէն այնպէս չէր:
Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo, en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez; er penn-kentañ, ne oa ket evel-se.
9 Սակայն կը յայտարարեմ ձեզի. “Ո՛վ որ կ՚արձակէ իր կինը՝ առանց պոռնկութեան պատճառի, ու կ՚ամուսնանայ ուրիշի մը հետ՝ շնութիւն կ՚ընէ: Եւ ո՛վ որ արձակուածին հետ կ՚ամուսնանայ՝ շնութիւն կ՚ընէ”»:
Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh].
10 Իր աշակերտները ըսին իրեն. «Եթէ ա՛յդ է պարագան մարդուն եւ իր կնոջ միջեւ, օգտակար չէ ամուսնանալ»:
E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar deo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ.
11 Բայց ինք ըսաւ անոնց. «Բոլորը չեն ընդունիր ասիկա, հապա անոնք՝ որոնց տրուած է:
Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.
12 Որովհետեւ կան ներքինիներ, որոնք ա՛յդպէս ծնան՝ իրենց մօր որովայնէն. կան ներքինիներ, որոնք մարդոցմէ՛ ներքինի եղան. ու կան ներքինիներ, որոնք իրենք զիրենք ներքինի ըրին՝ երկինքի թագաւորութեան համար: Ո՛վ որ կրնայ ընդունիլ՝ թող ընդունի»:
Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked, abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren.
13 Այն ատեն մանուկներ բերուեցան իրեն, որպէսզի ձեռք դնէ անոնց վրայ եւ աղօթէ. իսկ աշակերտները կը յանդիմանէին զանոնք:
Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno, ha ma pedje evito. Met an diskibien o fellae.
14 Յիսուս ըսաւ. «Թո՛յլ տուէք մանուկներուն, ու մի՛ արգիլէք զանոնք՝ որ գան ինծի, որովհետեւ երկինքի թագաւորութիւնը այդպիսիներունն է»:
Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan, ha na zifennit ket outo dont davedon; rak rouantelezh an neñvoù a zo d'an nep a zo heñvel outo.
15 Եւ ձեռք դնելէ ետք անոնց վրայ՝ մեկնեցաւ անկէ:
Lakaat a reas e zaouarn warno, hag ez eas kuit ac'hano.
16 Մէկը մօտենալով՝ ըսաւ անոր. «Բարի՛ վարդապետ, ի՞նչ բարիք գործեմ՝ որ ունենամ յաւիտենական կեանքը»: (aiōnios g166)
Ha setu, un den a dostaas hag a lavaras da Jezuz: Mestr, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? (aiōnios g166)
17 Ան ալ ըսաւ անոր. «Ինչո՞ւ բարի կը կոչես զիս. մէկէ՛ն զատ բարի չկայ, որ Աստուած է: Եթէ կ՚ուզես մտնել կեանքը՝ պահէ՛ պատուիրանները»:
Eñ a respontas dezhañ: Perak e c'houlennez ouzhin diwar-benn ar mad? Unan hepken a zo mat, [Doue]. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù. Pere? emezañ.
18 Ըսաւ անոր. «Որո՞նք»: Յիսուս պատասխանեց. «Սպանութիւն մի՛ ըներ, շնութիւն մի՛ ըներ, գողութիւն մի՛ ըներ, սուտ վկայութիւն մի՛ տար,
Jezuz a respontas: Ne lazhi ket; Ne ri ket avoultriezh; Ne laeri ket; Ne lavari ket a falstesteni;
19 պատուէ՛ հայրդ ու մայրդ, եւ սիրէ՛ ընկերդ քու անձիդ՝՝ պէս»:
Enor da dad ha da vamm; ha: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
20 Երիտասարդը ըսաւ անոր. «Պահած եմ այդ բոլորը՝ պատանութենէս ի վեր. տակաւին ի՞նչ կը պակսի ինծի»:
An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se [adalek va yaouankiz]; petra a vank din c'hoazh?
21 Յիսուս ըսաւ անոր. «Եթէ կ՚ուզես կատարեալ ըլլալ՝ գնա՛, ծախէ՛ ինչքդ եւ տո՛ւր աղքատներուն, ու գանձ պիտի ունենաս երկինքը. ապա հետեւէ՛ ինծի»:
Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ parfet, kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon.
22 Երբ երիտասարդը լսեց այս խօսքը՝ տրտմած գնաց, որովհետեւ շատ ստացուածք ունէր:
Goude bezañ klevet ar c'homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall-drist, rak madoù bras en devoa.
23 Յիսուս ըսաւ աշակերտներուն. «Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Հարուստը դժուարութեամբ պիտի մտնէ երկինքի թագաւորութիւնը”:
Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neñvoù.
24 Դարձեալ կը յայտարարեմ ձեզի. “Աւելի դիւրին է որ ո՛ւղտը անցնի ասեղին ծակէն, քան թէ հարուստը մտնէ Աստուծոյ թագաւորութիւնը”»:
En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
25 Երբ աշակերտները լսեցին, չափազանց ապշեցան եւ ըսին. «Ուրեմն ո՞վ կրնայ փրկուիլ»:
An diskibien o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras, hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
26 Յիսուս նայելով անոնց՝ ըսաւ. «Ատիկա անկարելի է մարդոց քով, բայց ամէն բան կարելի է Աստուծոյ քով»:
Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
27 Այն ատեն Պետրոս ըսաւ անոր. «Ահա՛ մենք թողուցինք ամէն ինչ ու հետեւեցանք քեզի. ուրեմն ի՞նչ պիտի ըլլայ մեզի»:
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet; petra a vo evidomp?
28 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Դուք՝ որ հետեւեցաք ինծի, միւս գալուստին՝՝, երբ մարդու Որդին բազմի իր փառքի գահին վրայ, դո՛ւք ալ պիտի բազմիք տասներկու գահերու վրայ՝ դատելու Իսրայէլի տասներկու տոհմերը”:
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
29 Ո՛վ որ թողուցած ըլլայ տուներ, եղբայրներ, քոյրեր, հայր, մայր, կին, զաւակներ, կամ արտեր՝ իմ անունիս համար, պիտի ստանայ հարիւրապատի՛կը եւ ժառանգէ յաւիտենական կեանքը: (aiōnios g166)
Ha piv bennak en devo kuitaet abalamour da'm anv, breudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, pe diez, a resevo kant kement all, hag a herito ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
30 Բայց շատ առաջիններ պիտի ըլլան յետին, ու յետիններ՝ առաջին»:
Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 19 >