< ՄԱՏԹԷՈՍ 16 >

1 Փարիսեցիներն ու Սադուկեցիները քովը եկան՝ փորձելու համար զինք, եւ կը խնդրէին իրմէ որ երկինքէն նշան մը ցոյց տայ իրենց:
Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas ouzh Jezuz, hag, evit e demptañ, a c'houlennjont outañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
2 Ան ալ պատասխանեց անոնց. «Երբ իրիկուն ըլլայ՝ կ՚ըսէք. “Վաղը լաւ օդ պիտի ըլլայ, որովհետեւ երկինքը շառագունած է”,
Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz;
3 իսկ առտուն. “Այսօր մրրիկ պիտի ըլլայ, որովհետեւ երկինքը շառագունած ու մթագնած է”: Կեղծաւորնե՛ր, գիտէ՛ք զննել երկինքի երեսը, բայց չէ՞ք կրնար գիտնալ ժամանակներուն նշանները:
ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
4 Չար ու շնացող սերունդը նշան կը խնդրէ: Սակայն ուրիշ նշան պիտի չտրուի անոր, բայց միայն Յովնան մարգարէին նշանը»: Եւ ձգեց զանոնք ու գնաց:
Ar rummad fall hag avoultr-mañ a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezhañ nemet hini Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
5 Երբ իր աշակերտները անցան միւս եզերքը, մոռցած էին հաց առնել:
An diskibien, o tremen en tu all, o devoa ankounac'haet kemer bara ganto.
6 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Ուշադի՛ր եղէք, զգուշացէ՛ք Փարիսեցիներու եւ Սադուկեցիներու խմորէն»:
Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.
7 Անոնք ալ կը մտածէին իրենց մէջ՝ ըսելով. «Հաց չբերինք մեզի հետ»:
An diskibien a soñje enno o-unan hag a lavare: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
8 Երբ Յիսուս ըմբռնեց՝ ըսաւ անոնց. «Ինչո՞ւ կը մտածէք ձեր մէջ, թերահաւատնե՛ր, թէ հաց չառիք:
Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
9 Տակաւին չէ՞ք հասկնար եւ չէ՞ք յիշեր հինգ նկանակները՝ որ բաժնեցիք հինգ հազարին, ու քանի՞ կողով վերցուցիք.
Bez' oc'h c'hoazh hep skiant, ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h,
10 ո՛չ ալ եօթը նկանակները՝ որ բաժնեցիք չորս հազարին, եւ քանի՞ զամբիւղ վերցուցիք:
nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h?
11 Ի՞նչպէս չէք հասկնար թէ հացի՛ համար չըսի ձեզի. “Զգուշացէ՛ք Փարիսեցիներու եւ Սադուկեցիներու խմորէն”»:
Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
12 Այդ ատեն հասկցան թէ չըսաւ որ զգուշանան հացի խմորէն, հապա՝ Փարիսեցիներու եւ Սադուկեցիներու ուսուցումէն:
Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
13 Երբ Յիսուս կ՚երթար Փիլիպպոսի Կեսարիային երկրամասը՝ հարցուց իր աշակերտներուն. «Մարդիկ ի՞նչ կ՚ըսեն, ո՞վ եմ ես՝ մարդու Որդին»:
Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on, me, Mab an den?
14 Անոնք ըսին. «Ոմանք կ՚ըսեն թէ Յովհաննէս Մկրտիչն ես, ուրիշներ՝ Եղիան, ուրիշներ ալ՝ Երեմիան կամ մարգարէներէն մէկը»:
Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
15 Ըսաւ անոնց. «Իսկ դո՛ւք ի՞նչ կ՚ըսէք, ո՞վ եմ»:
Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me?
16 Սիմոն Պետրոս պատասխանեց. «Դուն Քրիստո՛սն ես, ապրող Աստուծոյ Որդին»:
Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
17 Յիսուս ըսաւ անոր. «Երանի՜ քեզի, Սիմո՛ն, Յովնանի՛ որդի. որովհետեւ ո՛չ թէ մարմինն ու արիւնը յայտնեցին քեզի ասիկա, հապա իմ Հայրս՝ որ երկինքն է:
Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
18 Ես ալ կը յայտարարեմ քեզի. “Դուն Պետրոս ես, եւ այս վէմին վրայ պիտի կառուցանեմ իմ եկեղեցիս, ու դժոխքին դռները պիտի չյաղթեն անոր: (Hadēs g86)
Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi. (Hadēs g86)
19 Երկինքի թագաւորութեան բանալիները պիտի տամ քեզի, եւ ի՛նչ որ երկրի վրայ կապես՝ երկինքի մէջ կապուած պիտի ըլլայ, ու ի՛նչ որ երկրի վրայ արձակես՝ երկինքի մէջ արձակուած պիտի ըլլայ”»:
Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù: ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.
20 Այն ատեն աշակերտներուն պատուիրեց՝ որ ո՛չ մէկուն ըսեն թէ ինք Քրիստոսն է:
Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ ar C'hrist.
21 Այդ ատենէն ետք Յիսուս ցոյց տուաւ իր աշակերտներուն թէ պէտք էր որ երթար Երուսաղէմ, շատ չարչարանքներ կրէր երէցներէն, քահանայապետներէն եւ դպիրներէն, սպաննուէր ու յարութիւն առնէր երրորդ օրը:
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
22 Պետրոս մէկդի առաւ զինք, եւ սկսաւ յանդիմանել զինք՝ ըսելով. «Ամե՛նեւին, Տէ՛ր. այդ բանը չպատահի՛ քեզի»:
Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.
23 Ինք ալ դառնալով՝ Պետրոսի ըսաւ. «Ետե՛ւս գնա, Սատանա՛յ, դուն գայթակղութիւն ես ինծի. որովհետեւ ո՛չ թէ Աստուծոյ բաները կը մտածես, հապա՝ մարդոց բաները»:
Met Jezuz, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur skouer fall out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket war an traoù a sell ouzh Doue, met war an traoù a sell ouzh an dud.
24 Այն ատեն Յիսուս ըսաւ իր աշակերտներուն. «Եթէ մէկը ուզէ գալ իմ ետեւէս, թող ուրանայ ինքզինք, վերցնէ իր խաչը, ու հետեւի ինծի:
Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
25 Որովհետեւ ո՛վ որ ուզէ փրկել իր անձը՝ պիտի կորսնցնէ զայն, իսկ ո՛վ որ կորսնցնէ իր անձը՝ ինծի համար, պիտի գտնէ զայն:
Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.
26 Քանի որ մարդ ի՞նչ օգուտ կ՚ունենայ, եթէ շահի ամբողջ աշխարհը բայց կորսնցնէ իր անձը. կամ՝ մարդ ի՞նչ փրկանք պիտի տայ իր անձին փոխարէն:
Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
27 Որովհետեւ մարդու Որդին պիտի գայ իր Հօր փառքով՝ իր հրեշտակներուն հետ, եւ այն ատեն պիտի հատուցանէ իւրաքանչիւրին՝ իր գործերուն համեմատ:
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled; ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
28 Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Հոս ներկայ եղողներէն կան ոմանք՝ որ մահ պիտի չհամտեսեն, մինչեւ որ տեսնեն մարդու Որդին՝ եկած իր թագաւորութեամբ”»:
Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 16 >