< ՄԱՏԹԷՈՍ 13 >

1 Նոյն օրը Յիսուս՝ տունէն ելլելով՝ նստաւ ծովուն եզերքը:
An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.
2 Մեծ բազմութիւններ քովը հաւաքուեցան. ուստի ինք նաւ մտաւ ու նստաւ, իսկ ամբողջ բազմութիւնը կայնած էր ծովեզերքը:
Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas; an holl bobl a chomas war an aod.
3 Շատ բաներ խօսեցաւ անոնց՝ առակներով, եւ ըսաւ.
Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù, hag e lavaras:
4 «Ահա՛ սերմնացան մը գնաց՝ որ սերմ ցանէ: Երբ կը ցանէր, քանի մը սերմեր ինկան ճամբային եզերքը, եւ թռչունները եկան ու լափեցին զանոնք:
Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ; hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
5 Ուրիշներ ինկան ժայռոտ տեղերու վրայ, ուր շատ հող չկար, եւ իսկոյն բուսան՝ հողին խորունկութիւն չունենալուն համար.
Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;
6 սակայն տօթակէզ եղան երբ արեւը ելաւ, ու չորցան՝ քանի որ արմատ չունէին:
met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
7 Ուրիշներ ալ ինկան փուշերու մէջ. եւ փուշերը բարձրացան ու խեղդեցին զանոնք:
Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas.
8 Իսկ ուրիշներ ինկան լաւ հողի մէջ, եւ պտուղ տուին՝ մէկը հարիւր, միւսը՝ վաթսուն, միւսը՝ երեսուն:
Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.
9 Ա՛ն որ ականջ ունի լսելու՝ թող լսէ»:
Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
10 Աշակերտները մօտենալով՝ ըսին իրեն. «Ինչո՞ւ առակներով կը խօսիս անոնց»:
E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù?
11 Ինք ալ պատասխանեց անոնց. «Քանի որ ձեզի՛ տրուած է գիտնալ երկինքի թագաւորութեան խորհուրդները, բայց անոնց տրուած չէ:
Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.
12 Որովհետեւ ո՛վ որ ունի, անոր պիտի տրուի ու առատութեան մէջ պիտի ըլլայ. իսկ ո՛վ որ չունի, ունեցածն ալ անկէ պիտի առնուի:
Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
13 Ուստի առակներով կը խօսիմ անոնց, քանի որ տեսնելով՝ չեն տեսներ, ու լսելով՝ չեն լսեր, ո՛չ ալ կը հասկնան:
Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket.
14 Անոնց վրայ պիտի իրագործուի Եսայիի մարգարէութիւնը՝ որ կ՚ըսէ. “Շատ պիտի լսէք՝ բայց պիտի չհասկնաք. շատ պիտի տեսնէք՝ բայց պիտի չըմբռնէք:
Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket.
15 Որովհետեւ այս ժողովուրդին սիրտը թանձրացաւ, եւ իրենց ականջներով ծանր լսեցին ու գոցեցին իրենց աչքերը, որպէսզի աչքերով չտեսնեն, ականջներով չլսեն, սիրտով չհասկնան, եւ դարձի չգան, ու ես չբժշկեմ զանոնք”:
Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik; pounnerglevet o deus o divskouarn, ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, ha na yac'hafen anezho.
16 Բայց երանի՜ ձեր աչքերուն՝ որ կը տեսնեն, եւ ձեր ականջներուն՝ որ կը լսեն:
Eürus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont.
17 Որովհետեւ ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի թէ շատ մարգարէներ եւ արդարներ ցանկացին տեսնել ձեր տեսածները՝ ու չտեսան, եւ լսել ձեր լսածները՝ ու չլսեցին»:
Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit, ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit, ha n'o deus ket e glevet.
18 «Լսեցէ՛ք ուրեմն սերմնացանին առակը:
Selaouit eta ar pezh a dalv parabolenn an hader.
19 Ո՛վ որ կը լսէ թագաւորութեան խօսքը եւ չի հասկնար, չարը կու գայ ու կը յափշտակէ անոր սիրտին մէջ ցանուածը: Ասիկա ա՛ն է՝ որ սերմ ստացաւ ճամբային եզերքը:
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
20 Ժայռոտ տեղերու վրայ սերմ ստացողը ա՛ն է, որ կը լսէ խօսքը եւ իսկոյն կ՚ընդունի զայն ուրախութեամբ:
An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa;
21 Բայց իր մէջ արմատ չունենալով՝ քիչ ժամանակ կը տեւէ, ու երբ տառապանք կամ հալածանք ըլլայ խօսքին պատճառով՝ իսկոյն կը գայթակղի:
met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall.
22 Փուշերու մէջ սերմ ստացողը ա՛ն է, որ կը լսէ խօսքը, սակայն այս աշխարհի հոգերն ու հարստութեան խաբէութիւնը կը խեղդեն խօսքը, եւ անպտուղ կ՚ըլլայ: (aiōn g165)
An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. (aiōn g165)
23 Իսկ լաւ հողի մէջ սերմ ստացողը ա՛ն է, որ խօսքը կը լսէ ու կը հասկնայ. նաեւ պտուղ կու տայ, եւ կը բերէ՝ մէկը հարիւր, միւսը՝ վաթսուն, միւսը՝ երեսուն»:
An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger hag en kompren; dougen a ra frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.
24 Ուրիշ առակ մըն ալ առաջարկեց անոնց ու ըսաւ. «Երկինքի թագաւորութիւնը նմանեցաւ մարդու մը, որ իր արտին մէջ լաւ սերմ ցանեց:
Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
25 Մինչ մարդիկ կը քնանային՝ իր թշնամին եկաւ, որոմ ցանեց ցորենին մէջ եւ գնաց:
Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit.
26 Երբ խոտը ծաղկեցաւ ու պտուղ բերաւ, այն ատեն որոմն ալ երեւցաւ:
Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.
27 Ուստի հողատիրոջ ծառաները մօտեցան եւ ըսին անոր. “Տէ՛ր, դուն լաւ սերմ չցանեցի՞ր արտիդ մէջ. ուրեմն որոմը ուրկէ՞ է”:
Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
28 Ան ալ ըսաւ անոնց. “Թշնամի մը ըրած է ասիկա”: Ծառաները ըսին իրեն. “Ուստի կ՚ուզե՞ս որ երթանք ու քաղենք զանոնք”:
Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?
29 Իսկ ան ըսաւ. “Ո՛չ, որպէսզի երբ որոմը քաղէք՝ ցորենն ալ չփրցնէք անոր հետ:
Nann, emezañ dezho, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.
30 Թո՛յլ տուէք որ երկուքն ալ միասին աճին՝ մինչեւ հունձքի ատենը”: Եւ հունձքի ատենը պիտի ըսեմ հնձողներուն. “Նախ որո՛մը քաղեցէք ու խուրձ-խուրձ կապեցէ՛ք՝ այրելու համար, իսկ ցորենը ժողվեցէ՛ք իմ ամբարս”»:
Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag en endrammit evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
31 Ուրիշ առակ մըն ալ առաջարկեց անոնց եւ ըսաւ. «Երկինքի թագաւորութիւնը նման է մանանեխի հատիկի մը, որ մարդ մը առաւ ու ցանեց իր արտին մէջ:
Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark;
32 Արդարեւ ան բոլոր սերմերուն ամենէն պզտիկն է, բայց երբ աճի՝ տունկերուն մեծագոյնը կ՚ըլլայ ու ծառ կը դառնայ, այնպէս որ երկինքի թռչունները կու գան եւ կը բնակին անոր ճիւղերուն վրայ»:
ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
33 Ուրիշ առակ մըն ալ ըսաւ անոնց. «Երկինքի թագաւորութիւնը նման է խմորին, որ կին մը առաւ ու պահեց երեք գրիւ ալիւրի մէջ՝ մինչեւ որ ամբողջը խմորուեցաւ»:
Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
34 Յիսուս առակներո՛վ խօսեցաւ բազմութեան այս բոլոր բաները: Առանց առակի չէր խօսեր անոնց,
Jezuz a lavaras an holl draoù-se d'ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
35 որպէսզի իրագործուի մարգարէին միջոցով ըսուած խօսքը. «Առակներով պիտի բանամ բերանս, եւ պիտի արտայայտեմ աշխարհի հիմնադրութենէն ի վեր ծածկուած բաները»:
evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genou gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.
36 Այն ատեն Յիսուս արձակեց բազմութիւնը, ու տուն գնաց: Իր աշակերտները մօտեցան իրեն եւ ըսին. «Բացատրէ՛ մեզի արտին որոմներուն առակը»:
Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
37 Ինք ալ պատասխանեց անոնց. «Լաւ սերմը ցանողը՝ մարդու Որդին է,
Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den;
38 արտը՝ աշխարհն է: Լաւ սերմը թագաւորութեան որդիներն են, բայց որոմը չարին որդիներն են:
ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;
39 Թշնամին որ ցանեց զայն՝ Չարախօսն է, հունձքը՝ աշխարհի վախճանն է, եւ հնձողները՝ հրեշտակներն են: (aiōn g165)
an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled (aiōn g165)
40 Ուրեմն ի՛նչպէս որ որոմը կը քաղուի ու կ՚այրուի կրակի մէջ, ա՛յնպէս պիտի ըլլայ այս աշխարհի վախճանին: (aiōn g165)
Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. (aiōn g165)
41 Մարդու Որդին պիտի ղրկէ իր հրեշտակները, եւ պիտի հաւաքեն իր թագաւորութենէն բոլոր գայթակղութիւններն ու անօրէնութիւն գործողները,
Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl skouerioù fall hag ar re a ra an droug,
42 եւ պիտի նետեն զանոնք կրակի հնոցին մէջ. հոն պիտի ըլլայ լաց ու ակռաներու կրճտում:
hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
43 Այն ատեն արդարները պիտի փայլին արեւի պէս՝ իրենց Հօր թագաւորութեան մէջ: Ա՛ն որ ականջ ունի լսելու՝ թող լսէ»:
Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
44 «Դարձեալ՝ երկինքի թագաւորութիւնը նման է արտի մէջ պահուած գանձին, որ մարդ մը՝ գտնելէ ետք՝ կը ծածկէ, եւ ուրախութենէն կ՚երթայ, կը ծախէ իր ամբողջ ունեցածը, ու կը գնէ այդ արտը»:
Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh; hag en e laouenañ, ez a da werzhañ kement en deus, hag e pren ar park-se.
45 «Դարձեալ՝ երկինքի թագաւորութիւնը նման է առեւտրականի մը, որ գեղեցիկ մարգարիտներ կը փնտռէ,
Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.
46 եւ շատ պատուական մարգարիտ մը գտնելէ ետք՝ գնաց, ծախեց իր ամբողջ ունեցածը, ու գնեց զայն»:
Kavet en deus ur berlezenn brizius-meurbet; mont a reas da werzhañ kement en devoa, hag en deus he frenet.
47 «Դարձեալ՝ երկինքի թագաւորութիւնը նման է ծովը նետուած ուռկանի մը, որ ամէն տեսակ ձուկ կը ժողվէ:
Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor, hag a zastum pesked a bep seurt.
48 Երբ ուռկանը լեցուեցաւ, հանեցին ծովեզերքը եւ նստան, հաւաքեցին լաւերը ամաններու մէջ, իսկ դուրս նետեցին վատերը:
Pa'z eo leun, e tenner anezhi war an aod; goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri, hag e taolont kuit ar re fall.
49 Ա՛յսպէս պիտի ըլլայ աշխարհի վախճանին: Հրեշտակները պիտի ելլեն, արդարներուն մէջէն պիտի զատեն չարերը, (aiōn g165)
Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh, (aiōn g165)
50 ու պիտի նետեն զանոնք կրակի հնոցին մէջ. հոն պիտի ըլլայ լաց եւ ակռաներու կրճտում»:
hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
51 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Հասկցա՞ք այս ամէնը»: Ըսին անոր. «Այո՛, Տէ՛ր»:
Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya, a respontjont.
52 Ան ալ ըսաւ անոնց. «Ասոր համար ամէն դպիր՝ որ աշակերտ եղած է երկինքի թագաւորութեան, նման է տանտիրոջ մը՝ որ իր գանձէն կը հանէ նորն ու հինը»:
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù, a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
53 Երբ Յիսուս աւարտեց այս առակները՝ մեկնեցաւ անկէ:
Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano.
54 Գնաց իր բնագաւառը եւ կը սորվեցնէր անոնց՝ իրենց ժողովարանին մէջ, այնպէս որ անոնք կ՚ապշէին ու կ՚ըսէին. «Ասիկա ուրկէ՞ ունի այս իմաստութիւնը եւ հրաշքները:
O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
55 Ասիկա հիւսնին որդին չէ՞. ասոր մայրը Մարիամ չի՞ կոչուիր: Ասոր եղբայրները՝ Յակոբոս, Յովսէս, Սիմոն ու Յուդա,
Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?
56 եւ ասոր քոյրերը՝ բոլորն ալ մեր քով չե՞ն: Ուրեմն ասիկա ուրկէ՞ ունի այս բոլոր բաները».
E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
57 ու կը գայթակղէին անոր պատճառով: Բայց Յիսուս ըսաւ անոնց. «Մարգարէ մը առանց պատիւի չէ, բացի իր բնագաւառին եւ իր տան մէջ»:
Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.
58 Ու շատ հրաշքներ չգործեց հոն՝ անոնց անհաւատութեան պատճառով:
Ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni.

< ՄԱՏԹԷՈՍ 13 >