< ՄԱՐԿՈՍ 16 >

1 Երբ Շաբաթը անցաւ, Մարիամ Մագդաղենացին, Յակոբոսի մայրը՝ Մարիամ, ու Սողովմէ բոյրեր գնեցին, որպէսզի երթան եւ օծեն զայն:
Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf.
2 Մէկշաբթի առտուն՝ շատ կանուխ, երբ արեւը կը ծագէր, գացին գերեզմանը,
Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.
3 ու կ՚ըսէին իրարու. «Մեզի համար ո՞վ պիտի գլորէ քարը՝ գերեզմանին դռնէն»,
Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez?
4 որովհետեւ շատ մեծ էր: Բայց նայելով՝ տեսան թէ քարը գլորուած էր:
O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa.
5 Մտնելով գերեզմանէն ներս՝ տեսան երիտասարդ մը, որ նստած էր աջ կողմը՝ ճերմակ պարեգօտ հագած, եւ զարհուրեցան:
Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.
6 Ան ալ ըսաւ անոնց. «Մի՛ զարհուրիք. Յիսուս Նազովրեցի՛ն կը փնտռէք՝ որ խաչուեցաւ: Ան յարութի՛ւն առաւ, հոս չէ: Ահա՛ այն տեղը՝ ուր դրին զայն:
Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.
7 Ուրեմն գացէ՛ք, ըսէ՛ք անոր աշակերտներուն ու Պետրոսի՝ թէ ահա՛ ձեզմէ առաջ կ՚երթայ Գալիլեա. հո՛ն պիտի տեսնէք զայն՝ ինչպէս ըսաւ ձեզի»:
Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h.
8 Անոնք՝ դողով եւ հիացումով համակուած՝ դուրս ելան՝՝ ու փախան գերեզմանէն, եւ ո՛չ մէկ բան ըսին ոեւէ մէկուն, քանի որ կը վախնային:
Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.
9 (note: The most reliable and earliest manuscripts do not include Mark 16:9-20.) Յիսուս՝ Մէկշաբթի առտուն յարութիւն առած՝ նախ երեւցաւ Մարիամ Մագդաղենացիին, որմէ հաներ էր եօթը դեւ:
(note: The most reliable and earliest manuscripts do not include Mark 16:9-20.) Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
10 Ինք ալ գնաց եւ պատմեց անոնց՝ որոնք անոր հետ էին, մինչ կը սգային ու կու լային:
Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.
11 Իսկ երբ անոնք լսեցին թէ ան ողջ է եւ ինք տեսած է զայն, չհաւատացին:
Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.
12 Յետոյ ուրիշ կերպարանքով երեւցաւ անոնցմէ երկուքին՝ որոնք քալելով արտը կ՚երթային:
Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez.
13 Իրենք ալ գացին ու պատմեցին միւսներուն. բայց իրե՛նց ալ չհաւատացին:
Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.
14 Յետոյ երեւցաւ տասնմէկին՝ երբ սեղան նստած էին, ու կշտամբեց անոնց անհաւատութիւնը եւ սիրտի կարծրութիւնը, որովհետեւ չհաւատացին անոնց՝ որոնց ինք երեւցաւ՝ մեռելներէն յարութիւն առած:
Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.
15 Նաեւ ըսաւ անոնց. «Գացէ՛ք ամբողջ աշխարհը, ու քարոզեցէ՛ք աւետարանը բոլոր արարածներուն:
Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
16 Ա՛ն որ հաւատայ եւ մկրտուի՝ պիտի փրկուի. ա՛ն որ չհաւատայ՝ պիտի դատապարտուի:
An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.
17 Սա՛ նշանները պիտի հետեւին անոնց՝ որ կը հաւատան.- դեւե՛ր դուրս պիտի հանեն իմ անունովս, նո՛ր լեզուներ պիտի խօսին,
Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez;
18 օձե՛ր պիտի առնեն իրենց ձեռքերուն մէջ, ու եթէ խմեն մահառիթ դեղ մը՝ պիտի չվնասէ իրենց. ձեռք պիտի դնեն հիւանդներու վրայ, եւ անոնք պիտի առողջանան»:
kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet.
19 Այսպէս՝ անոնց հետ խօսելէն ետք՝ Տէրը համբարձաւ երկինք, ու բազմեցաւ Աստուծոյ աջ կողմը.
An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.
20 իսկ անոնք գացին եւ կը քարոզէին ամէնուրեք: Տէրը անոնց գործակից էր, ու կը հաստատէր խօսքը՝ ընկերացող նշաններով: Ամէն:
Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.

< ՄԱՐԿՈՍ 16 >