< ՄԱՐԿՈՍ 14 >

1 Երկու օր ետք՝ Զատիկ ու Բաղարջակերք էր. եւ քահանայապետներն ու դպիրները կը փնտռէին թէ ի՛նչպէս վարպետութեամբ բռնեն զայն եւ սպաննեն:
Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.
2 Բայց կ՚ըսէին. «Ո՛չ տօնին ատենը, որպէսզի ժողովուրդին մէջ աղմուկ չըլլայ»:
Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
3 Երբ ինք Բեթանիա էր, սեղան նստած՝ բորոտ Սիմոնի տունը, կին մը եկաւ՝ որ ունէր ալապաստրէ շիշ մը, լեցուած մեծածախս նարդոսի օծանելիքով. կոտրեց այդ շիշը ու թափեց օծանելիքը անոր գլուխին վրայ:
Jezuz, o vezañ e Betania ouzh taol e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.
4 Ոմանք ընդվզեցան իրենք իրենց մէջ եւ ըսին. «Ինչո՞ւ այդ օծանելիքը վատնուեցաւ.
Hiniennoù a yeas droug enno o-unan, hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?
5 քանի որ ատիկա կրնար ծախուիլ երեք հարիւր դահեկանէն աւելի, ու տրուիլ աղքատներուն». եւ սաստիկ կը սրդողէին իրեն դէմ:
Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner, hag o reiñ d'ar beorien. Evel-se e krozmolent en he enep.
6 Բայց Յիսուս ըսաւ. «Թողուցէ՛ք զայն, ինչո՞ւ կ՚անհանգստացնէք զինք. ան լաւ գործ մը ըրաւ ինծի:
Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
7 Որովհետեւ ամէ՛ն ատեն ունիք աղքատները ձեզի հետ, ու ե՛րբ ուզէք՝ կրնաք բարիք ընել անոնց. բայց ամէն ատեն չունիք զիս:
Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h, ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon.
8 Ան ըրաւ ի՛նչ որ կրնար. մարմինս նախապէս օծեց՝ իմ թաղումիս համար:
Graet he deus ar pezh a oa en he galloud; balzamet he deus dre ziaraok va c'horf evit va beziadur.
9 Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Ամբողջ աշխարհի մէջ՝ ո՛ւր որ այս աւետարանը քարոզուի, անոր ըրածն ալ պիտի պատմուի՝ իր յիշատակին համար”»:
Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en holl lec'hioù eus ar bed ma vo an aviel-mañ prezeget, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
10 Յուդա Իսկարիովտացին, տասներկուքէն մէկը, գնաց քահանայապետներուն՝ որ զայն մատնէ անոնց:
Neuze Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit lakaat Jezuz etre o daouarn.
11 Անոնք ալ լսելով՝ ուրախացան, եւ իրեն դրամ ալ խոստացան: Ուստի կը փնտռէր պատեհութիւն մը՝ որ մատնէր զայն:
Selaou a rejont gant joa, hag e lavarjont reiñ arc'hant dezhañ; diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.
12 Բաղարջակերքի առաջին օրը, երբ կը մորթէին զատիկը, անոր աշակերտները ըսին իրեն. «Ո՞ւր կ՚ուզես որ երթանք պատրաստենք, որպէսզի ուտես զատիկը»:
Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?
13 Իր աշակերտներէն երկուքը ղրկեց եւ ըսաւ անոնց. «Գացէ՛ք քաղաքը, ու ձեզի պիտի հանդիպի մարդ մը՝ որ ուսին վրայ կը տանի ջուրի սափոր մը. հետեւեցէ՛ք անոր,
Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.
14 եւ ո՛ւր որ մտնէ՝ տանտիրոջ ըսէ՛ք. “Վարդապետը կ՚ըսէ. "Ո՞ւր է իջեւանը, ուր պիտի ուտեմ զատիկը՝ աշակերտներուս հետ"”:
E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?
15 Ան ալ պիտի ցուցնէ ձեզի մեծ վերնայարկ մը՝ կահաւորուած ու պատրաստ. հո՛ն պատրաստեցէք մեզի»:
Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha kempennet mat; fichit eno deomp ar Pask.
16 Իր աշակերտները գացին, մտան քաղաքը, եւ ինչպէս իրենց ըսաւ՝ այնպէս գտան, ու պատրաստեցին զատիկը:
E ziskibien eta a yeas, hag a zeuas e kêr, hag e kavjont an traoù evel m'en devoa lavaret dezho; hag e fichjont ar Pask.
17 Երբ իրիկուն եղաւ՝ եկաւ տասներկուքին հետ:
Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.
18 Երբ սեղան նստան եւ կ՚ուտէին, Յիսուս ըսաւ. «Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի թէ ձեզմէ մէկը՝ որ հիմա ինծի հետ կ՚ուտէ, պիտի մատնէ զիս»:
Evel ma oant ouzh taol, ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am gwerzho.
19 Անոնք սկսան տրտմիլ ու մէկ առ մէկ ըսել անոր. «Միթէ ե՞ս եմ», եւ ուրիշ մը. «Միթէ ե՞ս եմ»:
Neuze en em lakajont d'en em c'hlac'hariñ; hag e lavarjont dezhañ, an eil goude egile: Ha me eo?
20 Ան ալ պատասխանեց անոնց. «Տասներկուքէն ա՛ն՝ որ ինծի հետ թաթխեց իր ձեռքը պնակին մէջ:
Eñ a respontas dezho: Unan an daouzek eo, ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.
21 Արդարեւ մարդու Որդին կ՚երթայ՝ ինչպէս գրուած է իրեն համար. բայց վա՜յ այն մարդուն, որուն միջոցով կը մատնուի մարդու Որդին: Այդ մարդուն լաւ պիտի ըլլար՝ որ ծնած չըլլար»:
Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.
22 Երբ անոնք կ՚ուտէին՝ Յիսուս հաց առաւ, օրհնեց, կտրեց, տուաւ անոնց եւ ըսաւ. «Առէ՛ք, ա՛յս է իմ մարմինս»:
Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Kemerit, [debrit, ] hemañ eo va c'horf.
23 Նաեւ բաժակը առաւ, շնորհակալ եղաւ ու տուաւ անոնց. բոլորն ալ խմեցին անկէ:
Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, hag ec'h evjont holl dioutañ.
24 Ըսաւ անոնց. «Ա՛յս է իմ արիւնս, նո՛ր ուխտին արիւնը, որ կը թափուի շատերո՜ւ համար:
Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz.
25 Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի. “Ասկէ ետք որթատունկին բերքէն բնա՛ւ պիտի չխմեմ մինչեւ այն օրը՝ երբ նո՛ր խմեմ զայն Աստուծոյ թագաւորութեան մէջ”»:
Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.
26 Օրհներգելէ ետք՝ գացին Ձիթենիներու լեռը:
Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
27 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Այս գիշեր բոլորդ ալ պիտի գայթակղիք իմ պատճառովս. որովհետեւ գրուած է. “Հովիւը պիտի զարնեմ, ու ոչխարները պիտի ցրուին”:
Neuze, Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, hag an deñved a vo stlabezet.
28 Բայց յարութիւն առնելէս ետք՝ ձեզմէ առաջ պիտի երթամ Գալիլեա»:
Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
29 Պետրոս ըսաւ անոր. «Թէեւ բոլորն ալ գայթակղին, ես՝ բնա՛ւ՝՝»:
Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa vefe an holl gwallskoueriet, evidon-me, ne vin ket.
30 Յիսուս ըսաւ անոր. «Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ քեզի. “Դուն ա՛յսօր, այս գիշեր իսկ, դեռ աքաղաղը երկու անգամ չկանչած՝ երե՛ք անգամ պիտի ուրանաս զիս”»:
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.
31 Պետրոս աւելի կը պնդէր ու կ՚ըսէր. «Նոյնիսկ եթէ պէտք ըլլայ որ քեզի հետ մեռնիմ, բնա՛ւ պիտի չուրանամ քեզ»: Նո՛յնպէս կ՚ըսէին բոլորն ալ:
Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag holl, e lavarent ar memes tra.
32 Եկան վայր մը՝ որուն անունը Գեթսեմանի էր, եւ ըսաւ իր աշակերտներուն. «Հո՛ս նստեցէք՝ մինչեւ որ ես աղօթեմ»:
Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
33 Իրեն հետ առնելով Պետրոսը, Յակոբոսն ու Յովհաննէսը, սկսաւ սաստիկ այլայլիլ եւ շատ վշտանալ:
Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.
34 Հետեւաբար ըսաւ անոնց. «Իմ անձս չափազանց տրտում է՝ մեռնելու աստիճան. հո՛ս մնացէք եւ արթո՛ւն կեցէք»:
Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit.
35 Քիչ մը առջեւ երթալով՝ ինկաւ գետին, իր երեսին վրայ, եւ աղօթեց, որ եթէ կարելի է՝ այդ ժամը անցնի իրմէ:
O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bediñ ma c'hellje an eur-se pellaat dioutañ.
36 Ան ըսաւ. «Աբբա՛, Հա՛յր, ամէն բան կարելի է քեզի. հեռացո՛ւր այս բաժակը ինձմէ: Բայց ո՛չ թէ ինչպէս ե՛ս կ՚ուզեմ, հապա՝ ինչպէս դո՛ւն կ՚ուզես»:
Hag e lavare: Abba! Tad! An holl draoù a c'hellez; pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
37 Երբ եկաւ ու քնացած գտաւ զանոնք՝ ըսաւ Պետրոսի. «Սիմո՛ն, կը քնանա՞ս. չկրցա՞ր ժա՛մ մը արթուն մնալ:
Hag e tistroas, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur?
38 Արթո՛ւն մնացէք եւ աղօթեցէ՛ք, որպէսզի չմտնէք փորձութեան մէջ. իրաւ է թէ հոգին յօժար է, բայց մարմինը՝ տկար»:
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.
39 Դարձեալ գնաց աղօթեց՝ նոյն խօսքը ըսելով:
Mont a reas adarre, hag e pedas, o lavarout ar memes komzoù.
40 Ապա վերադարձաւ եւ դարձեալ քնացած գտաւ զանոնք. որովհետեւ անոնց աչքերը ծանրացած էին, ու չէին գիտեր ի՛նչ պատասխանել անոր:
O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet; ha ne ouient petra da lavarout dezhañ.
41 Երրորդ անգամ ալ եկաւ եւ ըսաւ անոնց. «Ասկէ ետք քնացէ՛ք ու հանգստացէ՛ք. բաւական է, ժամը հասաւ, ահա՛ մարդու Որդին պիտի մատնուի մեղաւորներուն ձեռքը:
Hag e tistroas evit an trede gwech, hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet; setu, Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
42 Ոտքի՛ ելէք՝ երթա՛նք: Ահա՛ մօտեցաւ ա՛ն՝ որ պիտի մատնէ զիս»:
Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.
43 Մինչ ան դեռ կը խօսէր, իսկոյն Յուդա՝ տասներկուքէն մէկը՝ եկաւ, եւ իրեն հետ՝ քահանայապետներէն, դպիրներէն ու երէցներէն ղրկուած մեծ բազմութիւն մը, սուրերով եւ բիրերով:
Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
44 Զայն մատնողը նշան մը տուեր էր անոնց՝ ըսելով. «Ո՛վ որ համբուրեմ՝ ա՛ն է, բռնեցէ՛ք զայն ու տարէ՛ք ապահովութեամբ»:
An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo; krogit ennañ, ha kasit eñ sur.
45 Երբ ինք եկաւ՝ իսկոյն մօտեցաւ անոր եւ ըսաւ. «Ռաբբի՛, Ռաբբի՛», ու համբուրեց զայն:
Raktal eta evel ma oa erruet, e tostaas outañ, hag e lavaras dezhañ: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ.
46 Եւ անոնք ձեռք բարձրացուցին անոր վրայ ու բռնեցին զայն:
Neuze e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
47 Քովը կայնողներէն մէկը՝ քաշեց սուրը, զարկաւ քահանայապետին ծառային եւ խլեց անոր ականջը:
Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.
48 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Իբր թէ աւազակի՞ դէմ եկաք՝ սուրերով ու բիրերով բռնելու զիս:
Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon.
49 Ամէ՛ն օր ձեր քով էի եւ տաճարին մէջ կը սորվեցնէի, ու չբռնեցիք զիս. բայց այս բոլոր բաները եղան՝ որպէսզի գրուածները իրագործուին»:
Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret; met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet.
50 Բոլոր աշակերտներն ալ թողուցին զայն եւ փախան:
Neuze, o vezañ e zilezet, an holl a dec'has kuit.
51 Երիտասարդ մը անոր կը հետեւէր՝ մերկ մարմինին վրայ կտաւ մը առած, սակայն երիտասարդները բռնեցին զայն:
Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv; an dud yaouank a grogas ennañ,
52 Ան ալ ձգեց կտաւը, եւ մերկ փախաւ անոնցմէ:
met eñ a lezas ganto e wiskamant, hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.
53 Տարին Յիսուսը քահանայապետին, եւ անոր քով համախմբուեցան բոլոր քահանայապետները, երէցներն ու դպիրները:
Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.
54 Պետրոս հեռուէն հետեւեցաւ անոր մինչեւ ներսը՝ քահանայապետին գաւիթը. նստաւ սպասաւորներուն հետ, ու կը տաքնար կրակին քով:
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
55 Քահանայապետները եւ ամբողջ ատեանը վկայութիւն կը փնտռէին Յիսուսի դէմ՝ որպէսզի մեռցնեն զայն, ու չէին գտներ.
Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket.
56 որովհետեւ շատեր սուտ վկայութիւն կու տային անոր դէմ, բայց վկայութիւնները համանման չէին:
Rak kalz a roe testeni fals en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo.
57 Ոմանք ալ կանգնեցան եւ սուտ վկայութիւն տուին անոր դէմ՝ ըսելով.
Hiniennoù a savas neuze, hag a zougas ur fals testeni a-enep dezhañ o lavarout:
58 «Մենք լսեցինք ատկէ՝ որ կ՚ըսէր. “Ես պիտի քակեմ այդ ձեռակերտ տաճարը, եւ պիտի կառուցանեմ ուրիշ մը՝ անձեռակերտ՝ երեք օրուան մէջ”»:
Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ, graet gant dorn an den, hag a-benn tri deiz ec'h adsavin unan all, ha ne vo ket graet gant dorn an den.
59 Բայց ա՛յդպէս ալ իրենց վկայութիւնը համանման չէր:
Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut.
60 Քահանայապետը՝ մէջտեղ կանգնելով՝ հարցուց Յիսուսի. «Ոչի՞նչ կը պատասխանես. ի՞նչ կը վկայեն ասոնք քեզի դէմ»:
Neuze ar beleg-meur, o sevel e-kreiz ar sanhedrin, a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep?
61 Բայց ան լուռ կը կենար ու ոչինչ կը պատասխանէր: Քահանայապետը դարձեալ հարցուց անոր. «Դո՞ւն ես Քրիստոսը, օրհնեա՜լ Աստուծոյ Որդին»:
Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?
62 Յիսուս ըսաւ. «Ե՛ս եմ. եւ պիտի տեսնէք մարդու Որդին՝ բազմած Զօրութեան աջ կողմը, ու եկած երկինքի ամպերով»:
Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.
63 Քահանայապետը պատռեց իր հանդերձները եւ ըսաւ. «Ա՛լ ի՞նչ պէտք ունինք վկաներու:
Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù?
64 Լսեցի՛ք ատոր հայհոյութիւնը. ի՞նչ կը թուի ձեզի»: Բոլորը դատապարտեցին զայն՝ թէ մահապարտ է:
Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv.
65 Ոմանք սկսան թքնել անոր վրայ, ծածկել անոր երեսը, կռփահարել զայն եւ ըսել անոր. «Մարգարէացի՛ր»: Իսկ սպասաւորները ապտակ կը զարնէին անոր:
Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e vizaj, ha da reiñ dezhañ karvanadoù, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezhañ gant bizhier.
66 Պետրոս վարը՝ գաւիթն էր: Քահանայապետին աղախիններէն մէկը եկաւ,
Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur;
67 ու տեսնելով Պետրոսը՝ որ կը տաքնար, նայեցաւ անոր եւ ըսաւ. «Դո՛ւն ալ Յիսուս Նազովրեցիին հետ էիր»:
hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared.
68 Բայց ան ուրացաւ՝ ըսելով. «Չեմ գիտեր, ու չեմ հասկնար թէ ի՛նչ կը խօսիս»: Երբ դուրս ելաւ՝ նախագաւիթը, աքաղաղը կանչեց:
Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas.
69 Աղախինը դարձեալ տեսաւ զայն, եւ սկսաւ ըսել շուրջը կայնողներուն. «Ասիկա՛ ալ անոնցմէ է»:
Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. Met eñ e nac'has adarre.
70 Ան ալ դարձեալ ուրացաւ: Քիչ մը ատենէն ետք՝ դարձեալ շուրջը կայնողները ըսին Պետրոսի. «Ճշմա՛րտապէս դուն անոնցմէ՛ ես, որովհետեւ Գալիլեացի ես, եւ խօսուածքդ ալ կը նմանի»:
Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini].
71 Բայց ան սկսաւ նզովել ու երդում ընել՝ ըսելով. «Չեմ ճանչնար այդ մարդը՝ որուն մասին կը խօսիք»:
Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ.
72 Իսկոյն երկրորդ անգամ աքաղաղը կանչեց: Պետրոս յիշեց այն խօսքը՝ որ Յիսուս ըսեր էր իրեն. «Դեռ աքաղաղը երկու անգամ չկանչած՝ դուն երե՛ք անգամ պիտի ուրանաս զիս». եւ սկսաւ լալ:
Raktal ar c'hilhog a ganas un eil gwech; ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet buan er-maez, e ouelas.

< ՄԱՐԿՈՍ 14 >