< ՂՈԻԿԱՍ 24 >

1 Մէկշաբթի օրը՝ առտուն շատ կանուխ՝ եկան գերեզմանը, ու բերին այն բոյրերը՝ որ պատրաստած էին. ուրիշ ոմանք ալ եկան անոնց հետ:
Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie].
2 Գտան քարը՝ գերեզմանէն մէկդի գլորուած,
Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez.
3 ու ներս մտնելով՝ հոն չգտան Տէր Յիսուսի մարմինը:
O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.
4 Երբ մեծ տարակոյսի մէջ էին այս մասին, ահա՛ երկու մարդիկ՝ լուսափայլ տարազով՝ հասան անոնց:
Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus.
5 Քանի վախցած ըլլալով՝ խոնարհեցուցին իրենց երեսները դէպի գետին, այդ մարդիկը ըսին անոնց. «Ինչո՞ւ ողջը կը փնտռէք մեռելներուն մէջ:
Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?
6 Ան հոս չէ, հապա յարութիւն առաւ. յիշեցէ՛ք թէ ի՛նչպէս խօսեցաւ ձեզի, երբ դեռ Գալիլեայի մէջ էր, ըսելով.
N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea,
7 “Մարդու Որդին պէտք է որ մատնուի մեղաւոր մարդոց ձեռքը, խաչուի, եւ յարութիւն առնէ երրորդ օրը”»:
o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz.
8 Այն ատեն յիշեցին անոր խօսքերը,
Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.
9 ու վերադառնալով գերեզմանէն՝ պատմեցին այս բոլորը տասնմէկին եւ ուրիշներու:
O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all.
10 Այս կիներն էին՝ Մարիամ Մագդաղենացին, Յովհաննա, Յակոբոսի մայրը՝ Մարիամ, եւ անոնց հետ ուրիշներ ալ, որոնք պատմեցին այս բաները առաքեալներուն:
Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.
11 Սակայն ասոնց առջեւ զառանցանք թուեցան անոնց խօսքերը, ու չէին հաւատար անոնց:
Met e kemerent ar pezh a lavarent dezho evel ur sorc'henn.
12 Բայց Պետրոս կանգնեցաւ եւ վազեց դէպի գերեզմանը. ծռելով՝ տեսաւ թէ լաթերը առանձին դրուած էին, ու գնաց՝ ինքնիրեն զարմանալով այդ պատահածին վրայ:
Koulskoude, Pêr a savas hag a redas d'ar bez; o vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar; mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.
13 Եւ ահա՛ նոյն օրը աշակերտներէն երկուքը կ՚երթային Էմմաւուս անունով գիւղ մը, որ Երուսաղէմէն վաթսուն ասպարէզ հեռու էր:
An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem;
14 Անոնք կը խօսէին իրարու հետ այս բոլոր պատահարներուն մասին:
int a gomze etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.
15 Մինչ անոնք կը խօսակցէին ու կը վիճաբանէին, Յիսուս ինք ալ՝ մօտենալով՝ կ՚երթար անոնց հետ.
Evel ma komzent, ha ma poellataent, Jezuz e-unan, o vezañ tostaet, en em lakaas da vale ganto.
16 բայց անոնց աչքերը ծածկուած էին, որպէսզի չճանչնան զինք:
Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezhañ.
17 Եւ ըսաւ անոնց. «Ինչի՞ մասին կը խօսակցիք՝ իրարու հետ քալելով, ու տրտում ալ էք»:
Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?
18 Անոնցմէ մէկը՝ որուն անունը Կղէովպաս էր, պատասխանեց անոր. «Միայն դո՞ւն ես որ՝ Երուսաղէմի մէջ պանդխտացած ըլլալով՝ չես գիտեր թէ ինչե՜ր պատահեցան հոն, այս օրերս»:
Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?
19 Ան ալ ըսաւ անոնց. «Ի՞նչ»: Անոնք ալ ըսին անոր. «Ինչ որ կը վերաբերի Նազովրեցի Յիսուսի, որ գործով ու խօսքով եղաւ զօրաւոր մարգարէ մը՝ Աստուծոյ եւ ամբողջ ժողովուրդին առջեւ.
Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
20 ի՜նչպէս քահանայապետներն ու մեր պետերը մահուան մատնեցին զայն, եւ խաչեցին:
ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e varnet d'ar marv, hag e staget ouzh ar groaz.
21 Իսկ մենք կը յուսայինք թէ ի՛նքն էր որ պիտի ազատագրէր Իսրայէլը: Բացի այս բոլորէն՝ այս երրորդ օրն է, որ այս բաները պատահեցան:
Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel, ha koulskoude, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se.
22 Նոյնիսկ մեր մէջէն քանի մը կիներ շշմեցուցին մեզ. անոնք առտու կանուխ գացին գերեզմանը,
Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz,
23 ու չգտնելով անոր մարմինը՝ եկան եւ ըսին թէ հրեշտակներու տեսիլք ալ տեսան, որոնք ըսեր են թէ “ան ողջ է”:
n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev.
24 Մեզմէ ոմանք ալ գացին գերեզմանը, ու ա՛յնպէս գտան՝ ինչպէս ըսին այդ կիները. սակայն չտեսան զինք»:
Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.
25 Ան ալ ըսաւ անոնց. «Ո՛վ յիմարներ եւ դանդաղամիտներ՝ հաւատալու այն բոլոր բաներուն, որ մարգարէները խօսեցան:
Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
26 Միթէ Քրիստոս պէտք չէ՞ր այսպէս չարչարուէր, ու մտնէր իր փառքը»:
Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar?
27 Եւ սկսելով Մովսէսէն ու բոլոր Մարգարէներէն՝՝, կը մեկնէր անոնց՝ ի՛նչ որ գրուած էր իր մասին բոլոր Գիրքերուն մէջ:
Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze outañ adalek Moizez betek an holl brofeded.
28 Երբ մօտեցան այն գիւղին՝ ուր կ՚երթային, ինք կը ձեւացնէր թէ պիտի երթար աւելի՛ հեռաւոր տեղ մը:
Evel-se e tostaent ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, met Jezuz a rae van da vont pelloc'h.
29 Բայց ստիպեցին զինք՝ ըսելով. «Մնացի՛ր մեր քով, որովհետեւ իրիկունը մօտ է եւ օրը՝ մթնցած»: Ու մտաւ՝ մնալու անոնց հետ:
Int a reas dezhañ chom ganto, o lavarout dezhañ: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
30 Երբ սեղան նստաւ՝՝ անոնց հետ, առաւ հացը, օրհնեց, եւ կտրելով տուաւ անոնց:
Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras bara hag e trugarekaas; hag o vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
31 Այն ատեն անոնց աչքերը բացուեցան ու ճանչցան զինք, իսկ ինք աներեւոյթ եղաւ անոնցմէ:
Neuze o daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ; met eñ a dec'has a-zirak o daoulagad.
32 Անոնք ալ ըսին իրարու. «Մեր սիրտերը չէի՞ն բորբոքեր մեր ներսը՝ երբ ինք կը խօսէր ճամբան մեզի հետ, ու Գիրքերը կը բացատրէր մեզի»:
Neuze e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent, ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
33 Եւ կանգնեցան, նոյն ժամուն վերադարձան Երուսաղէմ, ու համախմբուած գտան տասնմէկը եւ անոնց հետ եղողները,
O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem, hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,
34 որոնք կ՚ըսէին. «Ի՛րապէս Տէրը յարութիւն առաւ ու երեւցաւ Սիմոնի»:
o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.
35 Իրենք ալ պատմեցին ինչ որ պատահեցաւ ճամբան, եւ թէ ի՛նչպէս ինքզինք ճանչցուց իրենց՝ հացը կտրած ատեն:
D'o zro, e lavarjont ivez ar pezh a oa erruet ganto en hent, ha penaos o devoa e anavezet p'en devoa torret ar bara.
36 Մինչ անոնք այսպէս կը խօսէին, Յիսուս ինք կայնեցաւ անոնց մէջտեղ ու ըսաւ անոնց. «Խաղաղութի՜ւն ձեզի»:
Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
37 Բայց անոնք՝ սարսափած եւ վախցած՝ կը կարծէին թէ ոգի՛ մը կը տեսնեն:
Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered.
38 Ըսաւ անոնց. «Ինչո՞ւ վրդոված էք, եւ ինչո՞ւ մտածումներ կը ծագին ձեր սիրտերուն մէջ:
Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?
39 Տեսէ՛ք ձեռքերս ու ոտքերս, որ ես ինքս եմ. շօշափեցէ՛ք զիս եւ տեսէ՛ք, որովհետեւ ոգին մարմին ու ոսկորներ չ՚ունենար, ինչպէս կը տեսնէք զիս՝ որ ունիմ»:
Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
40 Ասիկա ըսելով՝ ցուցուց անոնց ձեռքերն ու ոտքերը:
O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.
41 Երբ իրենց ուրախութենէն՝ տակաւին չէին հաւատար եւ զարմանքի մէջ էին, ըսաւ անոնց. «Կերակուր մը ունի՞ք հոս»:
Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ?
42 Անոնք ալ կտոր մը խորոված ձուկ ու մեղրախորիսխ տուին իրեն:
Hag e rojont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel.
43 Առաւ, կերաւ անոնց առջեւ,
O vezañ o kemeret, e tebras dirazo.
44 եւ ըսաւ անոնց. «Ահա՛ւասիկ այն խօսքերը՝ որ ըսի ձեզի, երբ դեռ ձեզի հետ էի. “Պէտք է որ իրագործուին բոլոր բաները՝ որոնք գրուած են իմ մասիս Մովսէսի Օրէնքին մէջ, Մարգարէներուն մէջ եւ Սաղմոսներուն մէջ”»:
Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù.
45 Այն ատեն բացաւ անոնց միտքերը՝ որպէսզի հասկնան Գիրքերը,
Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturioù.
46 ու ըսաւ անոնց. «Ա՛յս գրուած է, եւ ա՛յսպէս պէտք էր որ Քրիստոս չարչարուէր, ու մեռելներէն յարութիւն առնէր երրորդ օրը.
Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret, ] e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz,
47 եւ անոր անունով ապաշխարութիւն ու մեղքերու ներում քարոզուէր բոլոր ազգերուն մէջ՝ սկսելով Երուսաղէմէն:
ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
48 Դո՛ւք էք այս բաներուն վկաները:
C'hwi eo an testoù eus an traoù-se,
49 Եւ ահա՛ ես կը ղրկեմ ձեր վրայ իմ Հօրս խոստումը. բայց դուք կեցէ՛ք Երուսաղէմ քաղաքին մէջ, մինչեւ որ բարձրէն ղրկուած զօրութիւն հագնիք»:
ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e kêr Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.
50 Ու դուրս հանեց զանոնք՝ մինչեւ Բեթանիա, եւ իր ձեռքերը վերցնելով՝ օրհնեց զանոնք:
Neuze e tegasas anezho er-maez betek Betania, hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
51 Մինչ կ՚օրհնէր զանոնք՝ զատուեցաւ անոնցմէ, ու վերացաւ երկինք:
Hag e c'hoarvezas evel ma vennige anezho, e pellaas diouto, hag e voe savet en neñv.
52 Անոնք ալ երկրպագելով անոր՝ վերադարձան Երուսաղէմ մեծ ուրախութեամբ:
Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras.
53 Եւ ամէն ատեն տաճարին մէջ էին, ու կը գովաբանէին եւ կ՚օրհնէին Աստուած: Ամէն:
Hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. [Amen.]

< ՂՈԻԿԱՍ 24 >