< ՂՈԻԿԱՍ 12 >

1 Այդ միջոցին, երբ բիւրաւոր բազմութիւններ հաւաքուեցան, - ա՛յնքան՝ որ զիրար կը կոխկռտէին, - սկսաւ նախ ըսել իր աշակերտներուն. «Զգուշացէ՛ք՝՝ Փարիսեցիներու խմորէն, որ կեղծաւորութիւնն է:
War gement-se, ar bobl o vezañ en em zastumet dre vilieroù, ken ma kerzhent an eil war egile, Jezuz en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
2 Որովհետեւ ոչինչ կայ ծածկուած՝ որ պիտի չյայտնուի, ո՛չ ալ գաղտնի՝ որ պիտի չգիտցուի:
N'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet.
3 Ուստի ինչ որ ըսիք խաւարին մէջ՝ պիտի լսուի լոյսի՛ն մէջ, եւ այն որ ականջին խօսեցաք ներքին սենեակներուն մէջ՝ պիտի հրապարակուի տանիքներո՛ւն վրայ»:
Dre-se, an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù, a vo prezeget war lein an tiez.
4 «Բայց ձեզի՝ իմ բարեկամներուս՝ կ՚ըսեմ. “Մի՛ վախնաք անոնցմէ՝ որ կը սպաննեն մարմինը, եւ կարողութիւն չունին անկէ աւելի բան մը ընելու:
Hag e lavaran deoc'h, deoc'h-hu va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.
5 Հապա ձեզի ցոյց տամ թէ որմէ՛ պէտք է վախնաք: Վախցէ՛ք անկէ՝ որ սպաննելէ ետք իշխանութիւն ունի գեհենը նետելու: Այո՛, կը յայտարարեմ ձեզի, անկէ՛ վախցէք”: (Geenna g1067)
Met me a ziskouezo deoc'h piv a zleit doujañ. Doujit an hini en deus, goude bezañ lamet ar vuhez, ar galloud da gas d'ar gehenn; ya, me a lavar deoc'h, hennezh eo an hini a zleit doujañ. (Geenna g1067)
6 Հինգ ճնճղուկ երկու դանգի չե՞ն ծախուիր. սակայն անոնցմէ ո՛չ մէկը մոռցուած է Աստուծոյ առջեւ:
Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.
7 Բայց ձեր գլուխին բոլոր մազերն ալ համրուած են. ուրեմն մի՛ վախնաք, որովհետեւ դուք շատ ճնճղուկներէ աւելի կ՚արժէք»:
Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
8 «Կը յայտարարեմ ձեզի. “Ո՛վ որ դաւանի զիս մարդոց առջեւ, մարդու Որդին ալ պիտի դաւանի զայն Աստուծոյ հրեշտակներուն առջեւ:
Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue;
9 Բայց ա՛ն որ ուրանայ զիս մարդոց առջեւ, ի՛նք ալ պիտի ուրացուի Աստուծոյ հրեշտակներուն առջեւ:
met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.
10 Ո՛վ որ խօսք մը ըսէ մարդու Որդիին դէմ՝ պիտի ներուի անոր, բայց ա՛ն որ հայհոյէ Սուրբ Հոգիին դէմ՝ պիտի չներուի անոր”:
Ha piv bennak en devo komzet a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met d'an hini en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
11 Երբ տանին ձեզ ժողովարաններու, իշխանութիւններու եւ պետութիւններու առջեւ, մի՛ մտահոգուիք թէ ի՛նչպէս կամ ի՛նչ բանով պիտի ջատագովէք դուք ձեզ, կամ ի՛նչ պիտի ըսէք.
Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn, nag eus ar pezh ho po da lavarout,
12 որովհետեւ Սուրբ Հոգին պիտի սորվեցնէ ձեզի նոյն ժամուն՝ ի՛նչ որ պէտք է խօսիլ»:
rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.
13 Բազմութեան մէջէն մէկը ըսաւ անոր. «Վարդապե՛տ, ըսէ՛ եղբօրս՝ որ ինծի հետ բաժնէ մեզի ինկած ժառանգութիւնը»:
Neuze unan eus ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh.
14 Ան ալ ըսաւ անոր. «Մա՛րդ, ո՞վ նշանակեց զիս իրաւարար կամ բաժնող՝ ձեր վրայ»:
Eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet ho parner, pe evit ober ho lodennoù?
15 Ապա ըսաւ անոնց. «Ուշադի՛ր եղէք եւ զգուշացէ՛ք ագահութենէ. որովհետեւ մէկուն ստացուածքներուն առատութենէն կախուած չէ իր կեանքը»:
Neuze e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni; rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
16 Առակ մըն ալ խօսեցաւ անոնց՝ ըսելով. «Հարուստ մարդու մը արտերը տուին առատ բերքեր,
Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh,
17 եւ ան կը մտածէր ինքնիրեն՝ ըսելով. “Ի՞նչ ընեմ, որովհետեւ տեղ չունիմ՝ ուր բերքերս ժողվեմ”: Եւ ըսաւ.
hag e soñje ennañ e-unan, o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.
18 “Սա՛ պիտի ընեմ. պիտի քանդեմ ամբարներս, պիտի կառուցանեմ աւելի՛ մեծերը, հոն պիտի ժողվեմ իմ բոլոր բերքերս ու բարիքներս,
Setu ar pezh a rin, emezañ, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù;
19 եւ պիտի ըսեմ անձիս. «Ո՛վ իմ անձս, շատ բարիքներ ունիս՝ դիզուած շատ տարիներու համար. հանգչէ՛, կե՛ր, խմէ՛ եւ զուարճացի՛ր»”:
neuze e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh; en em ziskuizh, debr, ev, ha bez laouen.
20 Բայց Աստուած ըսաւ անոր. “Անմի՛տ, այս գիշեր անձդ պիտի պահանջուի քեզմէ. ուստի որո՞ւ պիտի ըլլան այդ պատրաստած բաներդ”:
Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant, en noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit; hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e viot?
21 Այսպէս է ան՝ որ գանձ կը դիզէ ինքնիրեն համար, բայց չի հարստանար Աստուծոյ մօտ»:
Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue.
22 Եւ ըսաւ իր աշակերտներուն. «Ուստի կը յայտարարեմ ձեզի. “Մի՛ մտահոգուիք ձեր անձին համար՝ թէ ի՛նչ պիտի ուտէք, ո՛չ ալ մարմինին համար՝ թէ ի՛նչ պիտի հագնիք.
Neuze e lavaras d'e ziskibien: Dre-se, e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket.
23 որովհետեւ անձը կերակուրէն աւելի է, ու մարմինը՝ հագուստէն:
Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad.
24 Դիտեցէ՛ք ագռաւները, որոնք ո՛չ կը սերմանեն եւ ո՛չ կը հնձեն, որոնք ո՛չ շտեմարաններ ունին, ո՛չ ալ ամբարներ, բայց Աստուած կը կերակրէ զանոնք. դուք ո՜րչափ աւելի կ՚արժէք թռչուններէն:
Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag; pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?
25 Ձեզմէ ո՞վ կրնայ մտահոգուելով կանգո՛ւն մը աւելցնել հասակին վրայ:
Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?
26 Հապա եթէ չէք կրնար ամենափոքր բանը փոխել, ինչո՞ւ կը մտահոգուիք ուրիշ բաներու համար:
Ma ne c'hellit ket eta ober memes an traoù bihanañ, perak oc'h nec'het gant ar peurrest?
27 Դիտեցէ՛ք շուշանները, թէ ի՛նչպէս կ՚աճին: Ո՛չ կ՚աշխատին եւ ո՛չ կը մանեն. բայց կը յայտարարեմ ձեզի թէ Սողոմոն ալ՝ իր ամբողջ փառաւորութեան մէջ՝ չհագուեցաւ անոնցմէ մէկուն պէս:
Sellit penaos e kresk al lili: ne labouront ket, ne nezont ket; koulskoude, e lavaran deoc'h penaos Salomon memes en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
28 Ուստի եթէ խոտը, որ այսօր դաշտի մէջ է ու վաղը փուռը պիտի նետուի, Աստուած ա՛յդպէս կը հագուեցնէ, ո՜րչափ աւելի ձե՛զ, թերահաւատնե՛ր:
Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier, hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h-hu, tud a nebeud a feiz?
29 Ա՛լ դուք մի՛ փնտռէք թէ ի՛նչ պիտի ուտէք եւ ի՛նչ պիտի խմէք, ու մի՛ շփոթիք.
Ha n'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot, pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.
30 որովհետեւ աշխարհի ազգե՛րը կը փնտռեն այդ բոլոր բաները, եւ ձեր Հայրը գիտէ թէ ասոնք պէտք են ձեզի:
Rak tud ar bed eo, a glask an holl draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
31 Հապա դուք խնդրեցէ՛ք Աստուծոյ թագաւորութիւնը, ու այդ բոլոր բաներն ալ պիտի տրուին ձեզի”»:
Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
32 «Մի՛ վախնար, պզտի՛կ հօտ, որովհետեւ ձեր Հայրը բարեհաճեցաւ՝ որ ձեզի տայ թագաւորութիւնը:
Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.
33 Ծախեցէ՛ք ձեր ինչքը եւ ողորմութի՛ւն տուէք. չմաշո՛ղ քսակներ պատրաստեցէք ձեզի համար, ու չպակսո՛ղ գանձ մը՝ երկինքը, ուր ո՛չ գողը կը մօտենայ եւ ո՛չ ցեցը կ՚ապականէ:
Gwerzhit ar pezh hoc'h eus, hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laeron ne dostaont ket, hag e-pelec'h ar preñved ne zistrujont ket.
34 Որովհետեւ ո՛ւր որ է ձեր գանձը, հո՛ն պիտի ըլլայ նաեւ ձեր սիրտը»:
Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
35 «Ձեր մէջքերը թող գօտեւորուած ըլլան, ու ճրագները՝ վառուած.
Ra vo ho tivgroazell gourizet, hag ho lampoù war enaou,
36 եւ դուք նմա՛ն եղէք այն մարդոց, որ կը սպասեն իրենց տիրոջ թէ ե՛րբ պիտի վերադառնայ հարսանիքէն. որպէսզի երբ գայ ու դուռը բախէ՝ իսկոյն բանան անոր:
ha bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, abalamour pa zeuio ha pa skoio war an nor, e tigorint dezhañ kerkent.
37 Երանի՜ այն ծառաներուն, որ տէրը արթուն պիտի գտնէ՝ երբ գայ: Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի թէ ի՛նք գօտին մէջքը պիտի կապէ, սեղան բազմեցնէ զանոնք, եւ առջեւ անցնելով՝ պիտի սպասարկէ անոնց:
Eürus ar servijerien a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol, hag e servijo anezho.
38 Եթէ գիշերուան երկրորդ պահուն գայ, կամ երրորդ պահուն գայ եւ այնպէս գտնէ՝ երանելի՛ են այդ ծառաները:
Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
39 Բայց սա՛ հասկցէք. եթէ տանուտէրը գիտնար թէ գողը ո՛ր ժամուն պիտի գայ, արթուն կը կենար ու թոյլ չէր տար՝ որ ծակէ իր տունը:
Anavezout a rit penaos mar goufe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
40 Ուրեմն դո՛ւք ալ պատրաստ կեցէք, քանի որ մարդու Որդին պիտի գայ այնպիսի ժամու մը՝ որ դուք չէք կարծեր»:
C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
41 Պետրոս ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, այդ առակը մեզի՞ կ՚ըսես՝ թէ բոլորին ալ»:
Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni, pe d'an holl, e lavarez ar barabolenn-se?
42 Տէրը ըսաւ. «Ուրեմն ո՞վ է այն հաւատարիմ եւ իմաստուն տնտեսը, որ տէրը պիտի նշանակէ իր ծառաներուն վրայ՝ որպէսզի ատենին տայ անոնց ուտելիքը:
Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Piv eo ar merour feal ha fur, en deus ar mestr lakaet war e vevelien, evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
43 Երանի՜ այդ ծառային, որուն տէրը՝ երբ գայ՝ պիտի գտնէ թէ այդպէս կ՚ընէ:
Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!
44 Ճշմա՛րտապէս կը յայտարարեմ ձեզի թէ պիտի նշանակէ զայն իր ամբողջ ինչքին վրայ:
Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus.
45 Հապա եթէ այդ ծառան ըսէ իր սիրտին մէջ. “Իմ տէրս կ՚ուշացնէ իր գալը”, եւ սկսի ծեծել ծառաներն ու աղախինները, ուտել, խմել եւ արբենալ,
Met mar lavar ar merour-se en e galon: Va mestr a zale da zont; ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ, ha d'en em vezviñ,
46 այդ ծառային տէրը պիտի գայ այնպիսի օր մը՝ երբ չի սպասեր, եւ այնպիսի ժամու մը՝ որ չի գիտեր. երկուքի պիտի կտրէ զայն, ու պիտի դնէ անոր բաժինը անհաւատարիմներուն հետ:
mestr a merer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket, hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar re disleal.
47 Այն ծառան՝ որ գիտէ իր տիրոջ կամքը եւ չի պատրաստուիր, ո՛չ ալ կը գործէ անոր կամքին համաձայն, շա՛տ պիտի ծեծուի:
Ar merer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest, ha n'en deus ket graet ar volontez-se, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
48 Բայց ա՛ն որ չի գիտեր ու ծեծի արժանի բաներ ընէ, քիչ պիտի ծեծուի: Որո՛ւն որ շատ տրուեցաւ՝ շատ պիտի պահանջուի անկէ, եւ որո՛ւն որ աւելի յանձնուեցաւ՝ ա՛լ աւելի պիտի ուզուի անկէ»:
Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet, hag en deus graet traoù din a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h c'hoazh digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.
49 «Ես կրակ ձգելու եկայ երկրի վրայ, եւ ի՞նչ կ՚ուզեմ՝ եթէ արդէն բորբոքած է:
Deuet on da lakaat an tan war an douar; ha petra am eus da c'hoantaat, mar deo dija enaouet?
50 Բայց մկրտութիւնո՛վ մը պիտի մկրտուիմ, եւ ի՜նչպէս կը կսկծիմ՝ մինչեւ որ կատարուի:
Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall e vefe graet kement-se!
51 Կը կարծէք թէ ես եկայ՝ երկրի վրայ խաղաղութի՞ւն տալու: Կ՚ըսեմ ձեզի. “Ո՛չ, հապա՝ բաժանում”:
Krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh.
52 Որովհետեւ ասկէ ետք՝ մէ՛կ տան մէջ հինգը բաժնուած պիտի ըլլան իրարմէ. երեքը՝ երկուքէն, ու երկուքը՝ երեքէն:
Rak en amzer da zont, en un ti, e vo pemp dizunvanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri.
53 Հայրը պիտի բաժնուի որդիէն, ու որդին՝ հօրմէն. մայրը՝ աղջիկէն, եւ աղջիկը՝ մօրմէն. կեսուրը՝ իր հարսէն, ու հարսը՝ իր կեսուրէն»:
An tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.
54 Նաեւ ըսաւ բազմութիւններուն. «Երբ տեսնէք ամպ մը՝ արեւմուտքէն ելած, իսկոյն կ՚ըսէք. “Անձրեւ պիտի գայ”, եւ այդպէս կ՚ըլլայ:
Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh tu ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav, hag e teu.
55 Ու երբ հարաւային հովը փչէ, կ՚ըսէք. “Տաք պիտի ըլլայ”, եւ այդպէս կ՚ըլլայ:
Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo, hag e teu da vezañ tomm.
56 Կեղծաւորնե՛ր, գիտէ՛ք երկրի ու երկինքի երեսը քննել, հապա ի՞նչպէս չէք քններ այս ժամանակը»:
Pilpouzed! Anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ?
57 «Եւ ինչո՞ւ դուք ձեզմէ չէք որոշեր իրաւունքը:
Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh?
58 Երբ ոսոխիդ հետ երթաս իշխանին, ճամբան փութա՛ ազատիլ անկէ, որպէսզի դատաւորին առջեւ չքաշկռտէ քեզ, դատաւորը՝ ոստիկանին չյանձնէ քեզ, ու ոստիկանն ալ բանտը չնետէ:
Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon.
59 Կը յայտարարեմ քեզի. “Դուրս պիտի չելլես անկէ, մինչեւ որ վճարես վերջին լուման”»:
Me a lavar penaos ne zeui ket kuit ac'hane, ken na'z po paeet an diwezhañ gwenneg.

< ՂՈԻԿԱՍ 12 >