< ՂՈԻԿԱՍ 11 >

1 Երբ տեղ մը կ՚աղօթէր, դադրելէն ետք իր աշակերտներէն մէկը ըսաւ իրեն. «Տէ՛ր, աղօթե՛լ սորվեցուր մեզի, ինչպէս Յովհաննէս սորվեցուց իր աշակերտներուն»:
Un deiz ma oa Jezuz o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en devoe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ, evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.
2 Ուստի ըսաւ անոնց. «Երբ կ՚աղօթէք՝ ըսէ՛ք. “Հա՛յր մեր՝ որ երկինքն ես՝՝, քու անունդ սուրբ ըլլայ. քու թագաւորութիւնդ գայ. քու կամքդ ըլլայ, ինչպէս երկինքը՝ նոյնպէս երկրի վրայ՝՝:
Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en neñv], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, ]
3 Մեր ամէնօրեայ հացը՝ տո՛ւր մեզի օրէ օր.
ro deomp bemdez hor bara pemdeziek,
4 ներէ՛ մեզի մեր մեղքերը, քանի որ մենք ալ կը ներենք բոլոր անոնց՝ որ պարտապան են մեզի. ու մի՛ տանիր մեզ փորձութեան, հապա ազատէ՛ մեզ Չարէն՝՝”»:
pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug].
5 Նաեւ ըսաւ անոնց. «Եթէ ձեզմէ մէկը՝՝ բարեկամ մը ունենայ, ու կէս գիշերին երթայ անոր եւ ըսէ. “Բարեկա՛մ, ինծի երե՛ք նկանակ փոխ տուր.
Neuze e lavaras dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara,
6 որովհետեւ մէկ բարեկամս ճամբորդած ատեն ինծի եկաւ, եւ ոչինչ ունիմ՝ անոր հրամցնելու”,
rak ur mignon din, o veajiñ, a zo deuet da'm zi, ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ;
7 ու եթէ ան ներսէն պատասխանէ. “Զիս մի՛ անհանգստացներ. արդէն դուռը գոցուած է, ու զաւակներս իմ քովս՝ անկողինին մէջ են. չեմ կրնար կանգնիլ եւ քեզի հաց տալ”,
ha mar respontfe dezhañ an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin em gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit!
8 կը յայտարարեմ ձեզի. “Թէեւ բարեկամութեան համար ոտքի չելլէ՝ անոր տալու, անոր պատճառած տաղտուկին՝՝ համար պիտի կանգնի ու պէտք եղածը տայ անոր”:
Me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh, hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.
9 Ես ալ կը յայտարարեմ ձեզի. “Խնդրեցէ՛ք՝ եւ պիտի տրուի ձեզի. փնտռեցէ՛ք՝ ու պիտի գտնէք. դուռը բախեցէ՛ք՝ եւ պիտի բացուի ձեզի:
Me ivez a lavar deoc'h: Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.
10 Որովհետեւ ո՛վ որ խնդրէ՝ կը ստանայ, ո՛վ որ փնտռէ՝ կը գտնէ, եւ ո՛վ որ դուռը բախէ՝ պիտի բացուի անոր:
Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
11 Եթէ որդի մը հաց ուզէ ձեզմէ ոեւէ մէկէն՝ որ հայր է, միթէ քա՞ր պիտի տայ անոր. կամ եթէ ձուկ ուզէ, միթէ ձուկին տեղ օ՞ձ պիտի տայ անոր.
Piv eo an tad en ho touez, a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk?
12 կամ եթէ հաւկիթ ուզէ, միթէ կարի՞ճ պիտի տայ անոր:
Pe c'hoazh, mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug?
13 Ուրեմն եթէ դո՛ւք որ չար էք՝ գիտէք ձեր զաւակներուն բարի նուէրներ տալ, ո՜րչափ աւելի ձեր Հայրը երկինքէն Սուրբ Հոգի՛ն պիտի տայ անոնց՝ որ կը խնդրեն իրմէ”»:
Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!
14 Յիսուս կը հանէր դեւ մը՝ որ համր էր: Երբ դեւը դուրս ելաւ՝ համրը խօսեցաւ, եւ բազմութիւնները սքանչացան:
Jezuz a gasas kuit un diaoul mut; pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
15 Բայց անոնցմէ ոմանք ըսին. «Ան դեւերու Բէեղզեբուղ իշխանին միջոցով կը հանէ դեւերը»:
Lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul, priñs an diaoulien eo e kas an diaoulien kuit.
16 Ուրիշներ ալ՝ փորձելու համար՝ կը խնդրէին իրմէ նշան մը երկինքէն:
Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlenne digantañ ur mirakl eus an neñv.
17 Բայց ինք գիտնալով անոնց մտածումները՝ ըսաւ անոնց. «Ինքնիր դէմ բաժնուած որեւէ թագաւորութիւն՝ կ՚աւերի, եւ տուն մը ինքնիր դէմ բաժնուած՝ կը փլչի:
Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti a vo diskaret.
18 Հապա եթէ Սատանա՛ն ինքնիր դէմ բաժնուած է, անոր թագաւորութիւնը ի՞նչպէս պիտի կենայ. որովհետեւ կ՚ըսէք թէ Բէեղզեբուղո՛վ կը հանեմ դեւերը:
Mar emañ eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaoulien?
19 Իսկ եթէ ես Բէեղզեբուղով կը հանեմ դեւերը, ձեր որդինե՛րը ինչո՞վ կը հանեն. ուստի անո՛նք պիտի ըլլան ձեր դատաւորները:
Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
20 Բայց եթէ ես Աստուծո՛յ մատով կը հանեմ դեւերը, ուրեմն Աստուծոյ թագաւորութիւնը հասած է ձեր վրայ:
Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
21 Երբ ուժեղ մարդ մը՝ զէնքերը վրան առած՝ պահպանէ իր տան գաւիթը, անոր ինչքը կը մնայ խաղաղութեան մէջ:
Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h.
22 Բայց երբ իրմէ աւելի ուժեղը յարձակի վրան ու յաղթէ անոր, կը գրաւէ անոր զէնքերը՝ որոնց ան վստահած էր, եւ կը բաշխէ իրմէ առած կողոպուտը:
Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.
23 Ա՛ն որ ինծի հետ չէ՝ ինծի հակառակ է, եւ ա՛ն որ ինծի հետ չի հաւաքեր՝ կը ցրուէ»:
An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
24 «Երբ անմաքուր ոգին դուրս ելլէ մարդէ մը, կը շրջի անջուր տեղեր, հանգստութիւն կը փնտռէ, ու եթէ չգտնէ՝ կ՚ըսէ. “Վերադառնամ իմ տունս՝ ուրկէ ելայ”:
Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet;
25 Եւ կու գայ, զայն կը գտնէ աւլուած ու զարդարուած:
pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet.
26 Այն ատեն կ՚երթայ, եւ իրեն հետ կ՚առնէ ուրիշ եօթը ոգիներ՝ իրմէ աւելի չար, ու մտնելով՝ կը բնակին հոն, եւ այդ մարդուն վերջին վիճակը առաջինէն աւելի գէշ կ՚ըլլայ»:
Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ.
27 Երբ ան այս բաները կը խօսէր, բազմութեան մէջէն կին մը ձայնը բարձրացուց ու ըսաւ անոր. «Երանի՜ այն որովայնին՝ որ կրեց քեզ, եւ այն ծիծերուն՝ որոնք կաթ տուին քեզի՝՝»:
Evel ma lavare an traoù-se, ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus ar c'hof en deus da zouget, hag an divronn ac'h eus sunet!
28 Իսկ ինք ըսաւ. «Մա՛նաւանդ երանի՜ անոնց, որ կը լսեն Աստուծոյ խօսքը ու կը պահեն»:
Met Jezuz a lavaras: Eürusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
29 Երբ բազմութիւնները կը խռնուէին անոր շուրջ, ինք ըսաւ. «Այս սերունդը չար է, նշան կը խնդրէ. սակայն ուրիշ նշան պիտի չտրուի անոր, բայց միայն Յովնան մարգարէին նշանը:
Evel m'en em zastume ar bobl a vandenn war e dro, Jezuz en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall; goulenn a ra ur mirakl, ha ne vo roet hini ebet dezhañ, nemet hini [ar profed] Jona.
30 Որովհետեւ ինչպէս Յովնան նշան եղաւ Նինուէցիներուն, այնպէս մարդու Որդին պիտի ըլլայ այս սերունդին:
Rak, evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Niniv, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ.
31 Հարաւի թագուհին՝ դատաստանին օրը ոտքի պիտի ելլէ այս սերունդին մարդոց դէմ ու պիտի դատապարտէ ասոնք, որովհետեւ եկաւ երկրի ծայրերէն՝ լսելու Սողոմոնի իմաստութիւնը. եւ ահա՛ Սողոմոնէ մեծ մէկը կայ հոս:
Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
32 Նինուէի մարդիկը դատաստանին օրը պիտի կանգնին այս սերունդին դէմ ու պիտի դատապարտեն զայն, որովհետեւ զղջացին Յովնանի քարոզութեամբ. եւ ահա՛ Յովնանէ մեծ մէկը կայ հոս»:
Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
33 «Ո՛չ մէկը՝ ճրագը վառելէ ետք՝ կը դնէ ծածուկ տեղ մը, կամ ալ՝ գրուանի տակ, հապա՝ աշտանակի՛ վրայ, որպէսզի ներս մտնողները տեսնեն փայլը:
Den n'enaou ul lamp evit he lakaat en ul lec'h kuzhet, pe dindan ar boezell; met he lakaat a ra war ar c'hantolor, abalamour d'ar re a zeu en ti da welout ar sklêrijenn.
34 Մարմինին ճրագը աչքն է. ուրեմն երբ աչքդ պարզ է՝ ամբողջ մարմինդ ալ լուսաւոր կ՚ըլլայ, բայց երբ աչքդ չար է՝ մարմինդ ալ խաւարամած կ՚ըլլայ:
Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en deñvalijenn.
35 Ուստի ուշադի՛ր եղիր, որ քու մէջդ եղած լոյսը խաւար չըլլայ:
Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.
36 Ուրեմն եթէ ամբողջ մարմինդ լուսաւոր է ու մութ մաս մը չունի, ամբողջովին լուսաւոր կ՚ըլլայ, ինչպէս երբ ճրագ մը կը լուսաւորէ քեզ իր փայլով»:
Mar deo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'en deus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant he sklêrijenn.
37 Երբ այս բաները կը խօսէր, Փարիսեցի մը կը թախանձէր անոր՝ որ իր քով ճաշէ: Ան ալ մտաւ եւ սեղան նստաւ:
Evel ma komze, ur farizian en pedas da leinañ en e di; Jezuz a yeas, hag en em lakaas ouzh taol.
38 Երբ Փարիսեցին տեսաւ՝ զարմացաւ, որովհետեւ ճաշէն առաջ չլուացուեցաւ:
Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.
39 Տէրը ըսաւ անոր. «Հիմա դուք՝ Փարիսեցինե՛ր, կը մաքրէք գաւաթին ու պնակին արտաքինը, բայց ձեր ներքինը լեցուն է յափշտակութեամբ եւ չարութեամբ:
An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
40 Անմիտնե՛ր, ա՛ն որ արտաքինը ըրաւ, ներքինն ալ ինք չըրա՞ւ:
Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
41 Սակայն ողորմութի՛ւն տուէք անոնց մէջ եղածներէն, եւ ահա՛ ամէն բան մաքուր կ՚ըլլայ ձեզի»:
Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h.
42 «Բայց վա՜յ ձեզի՝ Փարիսեցիներուդ, որ կը վճարէք անանուխին, փեգենային եւ ամէն տեսակ բանջարեղէնի տասանորդը, բայց զանց կ՚ընէք իրաւունքը եւ Աստուծոյ սէրը. ասո՛նք պէտք է ընէիք, ու զանոնք չթողուիք:
Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru, ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
43 Վա՜յ ձեզի՝ Փարիսեցիներուդ, որ կը սիրէք առաջին աթոռները՝ ժողովարաններու մէջ, եւ բարեւները՝ հրապարակներուն վրայ:
Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù.
44 Վա՜յ ձեզի՝ կեղծաւո՛ր դպիրներ ու Փարիսեցիներ, որ նման էք անյայտ գերեզմաններու, որոնց վրայէն մարդիկ կը քալեն եւ չեն գիտեր»:
Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno.
45 Օրինականներէն մէկը ըսաւ անոր. «Վարդապե՛տ, ա՛յսպէս խօսելով՝ մե՛զ ալ կը նախատես»:
Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.
46 Իսկ ան ըսաւ. «Ձեզի՛ ալ վա՜յ՝ օրինականներո՛ւդ, որ դժուարակիր բեռներ կը բեռցնէք մարդոց, բայց դուք՝ ձեր մէ՛կ մատով չէք հպիր այդ բեռներուն:
Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
47 Վա՜յ ձեզի, որ գերեզմաններ կը կառուցանէք մարգարէներուն, մինչդեռ ձեր հայրե՛րը սպաննեցին զանոնք:
Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.
48 Ուստի կը վկայէք եւ հաւանութիւն կու տաք ձեր հայրերուն գործերուն. որովհետեւ իսկապէս իրե՛նք սպաննեցին զանոնք, ու դուք գերեզմաններ կը կառուցանէք անոնց:
C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù.
49 Հետեւաբար՝ Աստուծոյ իմաստութիւնը նաեւ ըսաւ. “Անոնց պիտի ղրկեմ մարգարէներ եւ առաքեալներ: Անոնցմէ ոմանք պիտի սպաննեն ու ոմանք հալածեն,
Abalamour da-se, furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel; hag e lazhint lod anezho, ha lod all a wallgasint,
50 որպէսզի աշխարհի հիմնադրութենէն ի վեր թափուած բոլոր մարգարէներուն արիւնը պահանջուի այս սերունդէն:
evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
51 Աբէլի արիւնէն մինչեւ Զաքարիայի արիւնը, որ թափուեցաւ զոհասեղանին ու տաճարին մէջտեղ, այո՛, կը յայտարարեմ ձեզի, պիտի պահանջուի այս սերունդէն”:
adal gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ; ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.
52 Վա՜յ ձեզի՝ օրինականներուդ, որ վերցուցիք գիտութեան բանալին. դո՛ւք չմտաք, եւ մտնողներն ալ արգիլեցիք»:
Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Rak, o vezañ kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
53 Երբ այս բաները կ՚ըսէր անոնց, դպիրներն ու Փարիսեցիները սկսան բուռն կերպով ճնշել զինք, եւ խօսեցնել շատ բաներու մասին.
Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù,
54 անոր դարան պատրաստելով՝ կը փնտռէին թէ ի՛նչպէս անոր բերանէն խօսք մը՝՝ որսան, որպէսզի ամբաստանեն զինք:
o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].

< ՂՈԻԿԱՍ 11 >