< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 9 >

1 Երբ կ՚անցնէր՝ տեսաւ մարդ մը, կոյր ծնած:
Evel ma oa Jezuz o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh.
2 Իր աշակերտները հարցուցին իրեն. «Ռաբբի՛, ո՞վ մեղանչեց, ասիկա՞ թէ անոր ծնողները, որ ան կոյր ծնաւ»:
E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e gerent, dre ma'z eo ganet dall?
3 Յիսուս պատասխանեց. «Ո՛չ ասիկա մեղանչած է, ո՛չ ալ անոր ծնողները, հապա՝ որպէսզի Աստուծոյ գործերը յայտնաբերուին իր վրայ:
Jezuz a respontas: N'eo ket en defe hemañ pe e dud pec'het, met abalamour ma vefe oberoù Doue disklêriet ennañ.
4 Մինչ ցերեկ է, պէտք է որ գործեմ զիս ղրկողին գործերը. գիշերը կու գայ, երբ ո՛չ մէկը կրնայ գործել:
E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.
5 Այնքան ատեն որ ես աշխարհի մէջ եմ՝ աշխարհի լոյսն եմ»:
E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed.
6 Երբ ըսաւ ասիկա՝ թքնեց գետին, կաւ շինեց թուքով, այդ կաւով ծեփեց կոյրին աչքերը
O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se,
7 եւ ըսաւ անոր. «Գնա՛, լուացուէ՛ Սելովամի աւազանին մէջ» (որ կը թարգմանուի՝ ղրկուած): Ան ալ գնաց եւ լուացուեցաւ, եկաւ՝ ու կը տեսնէր:
hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer.
8 Իսկ դրացիները, եւ անոնք որ նախապէս տեսած էին զինք՝ թէ կոյր էր, կ՚ըսէին. «Ասիկա չէ՞ր ան՝ որ կը նստէր ու կը մուրար»: Ոմանք կ՚ըսէին. «Անիկա՛ է»:
An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen?
9 Ուրիշներ կ՚ըսէին. «Անոր նման մէկն է»: Իսկ ինք կ՚ըսէր. «Ե՛ս եմ»:
Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo.
10 Ուրեմն ըսին իրեն. «Հապա ի՞նչպէս աչքերդ բացուեցան»:
Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?
11 Ինք պատասխանեց. «Յիսուս կոչուած մարդ մը կաւ շինեց, ծեփեց աչքերս ու ըսաւ ինծի. “Գնա՛ Սելովամի աւազանը եւ լուացուէ՛”: Ես ալ գացի, լուացուեցայ, ու կը տեսնեմ»:
Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
12 Ուստի ըսին իրեն. «Ո՞ւր է ան»: Ըսաւ անոնց. «Չեմ գիտեր»:
Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket.
13 Փարիսեցիներուն տարին զայն՝ որ ժամանակին կոյր էր,
Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall.
14 ու Շաբաթ օր էր՝ երբ Յիսուս շինեց կաւը եւ բացաւ անոր աչքերը:
Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezhañ.
15 Ուստի Փարիսեցիներն ալ դարձեալ կը հարցնէին իրեն թէ ի՛նչպէս աչքերը բացուեցան՝՝: Ան ալ ըսաւ անոնց. «Կաւ դրաւ աչքերուս վրայ, ու լուացուեցայ եւ կը տեսնեմ»:
Ar farizianed a c'houlenne eta digantañ ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan.
16 Ուստի Փարիսեցիներէն ոմանք կ՚ըսէին. «Այդ մարդը Աստուծմէ չէ, որովհետեւ չի պահեր Շաբաթ օրը»: Ուրիշներ կ՚ըսէին. «Մեղաւոր մարդ մը ի՞նչպէս կրնայ ընել այսպիսի նշաններ». եւ պառակտում եղաւ անոնց մէջ:
Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.
17 Դարձեալ ըսին կոյրին. «Դուն ի՞նչ կ՚ըսես անոր մասին՝ որ բացաւ աչքերդ»: Ան ալ ըսաւ. «Մարգարէ՛ մըն է»:
Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a respontas: Ur profed eo.
18 Իսկ Հրեաները չէին հաւատար թէ ան կոյր էր եւ աչքերը բացուեցան, մինչեւ որ կանչեցին այդ աչքերը բացուած մարդուն ծնողները,
Met ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall, hag e oa digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud.
19 ու հարցուցին անոնց. «Ա՞յս է ձեր որդին, որուն մասին դուք կ՚ըսէք թէ կոյր ծնաւ. հապա ի՞նչպէս հիմա կը տեսնէ»:
Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?
20 Անոր ծնողները պատասխանեցին անոնց. «Գիտենք թէ ա՛յս է մեր որդին, եւ թէ ինք կոյր ծնաւ:
E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall;
21 Բայց հիմա ի՛նչ կերպով կը տեսնէ՝ չենք գիտեր, կամ թէ ո՛վ բացաւ ատոր աչքերը՝ մենք չենք գիտեր. ինք չափահաս է, իրե՛ն հարցուցէք, ի՛նք թող խօսի իր մասին»:
met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.
22 Անոր ծնողները ըսին ասիկա, որովհետեւ կը վախնային Հրեաներէն. քանի որ Հրեաները արդէն միաձայնած էին, որ եթէ մէկը դաւանի զայն որպէս Քրիստոս՝ վռնտուի ժողովարանէն:
E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
23 Ուստի անոր ծնողները ըսին. «Ինք չափահաս է, իրե՛ն հարցուցէք»:
Dre-se e dud a lavaras: Oad en deus, goulennit digantañ.
24 Ուրեմն կրկին կանչեցին այդ մարդը՝ որ կոյր էր, եւ ըսին անոր. «Փա՜ռք տուր Աստուծոյ. մենք գիտե՛նք թէ այդ մարդը մեղաւոր է»:
Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her.
25 Ան ալ պատասխանեց. «Չեմ գիտեր թէ մեղաւոր է՝ թէ ոչ. մէ՛կ բան գիտեմ, թէ կոյր էի՝ ու հիմա կը տեսնեմ»:
Eñ a respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her; un dra a ouzon eo penaos e oan dall, ha penaos e welan bremañ.
26 Դարձեալ ըսին անոր. «Ի՞նչ ըրաւ քեզի, ի՞նչպէս բացաւ աչքերդ»:
Int a lavaras c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?
27 Պատասխանեց անոնց. «Արդէ՛ն ըսի ձեզի, ու չլսեցիք. ինչո՞ւ կ՚ուզէք դարձեալ լսել. միթէ դո՞ւք ալ կ՚ուզէք ըլլալ անոր աշակերտները»:
Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?
28 Իսկ անոնք հեգնելով զայն՝ ըսին. «Դո՛ւն ես անոր աշակերտը, իսկ մենք՝ Մովսէսի՛ աշակերտներն ենք:
Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez.
29 Մենք գիտե՛նք թէ Աստուա՛ծ խօսեցաւ Մովսէսի. բայց չենք գիտեր թէ ասիկա ուրկէ՛ է»:
Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met evit hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo.
30 Մարդը պատասխանեց անոնց. «Ա՛յդ է զարմանալին, որ դուք չէք գիտեր թէ ուրկէ՛ է ան, թէպէտ ի՛նք բացաւ իմ աչքերս:
An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din!
31 Գիտենք թէ Աստուած մտիկ չ՚ըներ մեղաւորներուն. բայց եթէ մէկը աստուածապաշտ ըլլայ եւ անոր կամքը գործադրէ՝ մտիկ կ՚ընէ անոր:
Ha, ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar re fall; met mar deu unan bennak da enoriñ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.
32 Դարերու սկիզբէն ի վեր լսուած չէ, որ մէկը բացած ըլլայ ծնունդով կոյրի մը աչքերը: (aiōn g165)
N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall. (aiōn g165)
33 Եթէ անիկա Աստուծմէ չըլլար, ոչի՛նչ կրնար ընել»:
Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellje ober netra.
34 Պատասխանեցին անոր. «Դուն ամբողջովին մեղքերու մէջ ծնած ես, ու մեզի՞ կը սորվեցնես», եւ վտարեցին զայն:
Int a respontas dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.
35 Յիսուս լսեց թէ վտարեցին զայն. երբ գտաւ զայն՝ ըսաւ անոր. «Դուն կը հաւատա՞ս Աստուծոյ Որդիին»:
Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
36 Ան պատասխանեց. «Տէ՛ր, ո՞վ է՝ որ հաւատամ անոր»:
Eñ a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin ennañ?
37 Յիսուս ըսաւ անոր. «Թէ՛ տեսար զայն, թէ՛ ալ ի՛նքն է քեզի հետ խօսողը»:
Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Gwelet ec'h eus anezhañ, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit.
38 Ան ալ ըսաւ. «Կը հաւատա՛մ, Տէ՛ր», ու երկրպագեց անոր:
Neuze e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ.
39 Յիսուս ըսաւ. «Ես այս աշխարհը եկայ՝ դատաստանի համար, որպէսզի չտեսնողները՝ տեսնեն, իսկ տեսնողները՝ կուրանան»:
Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel.
40 Փարիսեցիներէն ոմանք, որ իրեն հետ էին, լսելով ասիկա՝ ըսին իրեն. «Միթէ մե՞նք ալ կոյր ենք»:
Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall?
41 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Եթէ կոյր ըլլայիք՝ մեղք չէիք ունենար. բայց հիմա կ՚ըսէք. “Կը տեսնե՛նք”. ուրեմն ձեր մեղքը կը մնայ ձեր վրայ»:
Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 9 >