< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 7 >

1 Ասկէ ետք Յիսուս կը շրջէր Գալիլեայի մէջ, քանի որ չէր ուզեր շրջիլ Հրէաստանի մէջ, որովհետեւ Հրեաները կը ջանային սպաննել զինք:
Goude an traoù-se, Jezuz a valee dre C'halilea, rak ne felle ket dezhañ chom e Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
2 Հրեաներուն Տաղաւարներու տօնը մօտ էր.
Met, gouel ar Yuzevien, galvet an Teltennoù, a dostae.
3 ուստի իր եղբայրները ըսին իրեն. «Մեկնէ՛ ասկէ ու գնա՛ Հրէաստան, որպէսզի աշակերտնե՛րդ ալ տեսնեն քու գործերդ՝ որ կ՚ընես:
E vreudeur a lavaras dezhañ: Kae ac'han, ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez.
4 Որովհետեւ ո՛չ մէկը գաղտնի կ՚ընէ որեւէ բան, երբ կը ջանայ բացորոշապէս ճանչցնել ինքզինք. եթէ կ՚ընես այդ բաները, դուն քեզ բացայայտէ՛ աշխարհի»:
Rak den ne ra netra e-kuzh, pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.
5 Քանի որ իր եղբայրներն ալ չէին հաւատար իրեն:
Rak e vreudeur memes ne gredent ket ennañ.
6 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Իմ ժամանակս դեռ հասած չէ, բայց ձեր ժամանակը պատրաստ է ամէն ատեն:
Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet.
7 Աշխարհը չի կրնար ատել ձեզ, բայց կ՚ատէ զիս, որովհետեւ ես կը վկայեմ անոր մասին թէ իր գործերը չար են:
Ar bed ne c'hell ket ho kasaat; met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ, penaos eo fall e oberoù.
8 Դո՛ւք բարձրացէք այս տօնին. ես (դեռ) չեմ բարձրանար այս տօնին, որովհետեւ ժամանակս դեռ լրացած չէ»:
Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-mañ; evidon-me, ne bignin ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh deuet.
9 Ասիկա ըսելով անոնց՝ ինք մնաց Գալիլեա:
Hag o vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea.
10 Բայց երբ իր եղբայրները բարձրացան, ի՛նքն ալ բարձրացաւ տօնին. ո՛չ թէ բացայայտօրէն, հապա՝ գաղտնի:
Met, pa voe aet e vreudeur, e pignas ivez d'ar gouel, neket a-wel d'an holl, met evel e-kuzh.
11 Իսկ Հրեաները կը փնտռէին զինք տօնին ատենը, ու կ՚ըսէին. «Ո՞ւր է ան»:
Ar Yuzevien eta a glaske anezhañ e-pad ar gouel, hag a lavare: Pelec'h emañ?
12 Բազմութեան մէջ շատ տրտունջ կար անոր մասին: Ոմանք կ՚ըսէին. «Բարի մարդ է»: Ուրիշներ կ՚ըսէին. «Ո՛չ, այլ ընդհակառակը՝ բազմութի՛ւնը կը մոլորեցնէ»:
Hag e voe ur brud diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo; ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
13 Սակայն ո՛չ մէկը բացորոշապէս կը խօսէր անոր մասին՝ Հրեաներու վախէն:
Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien.
14 Իսկ երբ տօնը կէս եղաւ՝ Յիսուս բարձրացաւ տաճարը, եւ կը սորվեցնէր:
War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas en templ, hag a gelenne.
15 Հրեաները կը զարմանային ու կ՚ըսէին. «Ի՞նչպէս ասիկա գիտէ Գիրքերը, քանի բնա՛ւ սորված չէ զանոնք»:
Ar Yuzevien a oa souezhet hag a lavare: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar skriturioù, o vezañ n'en deus ket o desket?
16 Յիսուս պատասխանեց անոնց. «Իմ ուսուցումս՝ ի՛մս չէ, հապա զիս ղրկողի՛նն է:
Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset.
17 Եթէ մէկը ուզէ գործադրել անոր կամքը, պիտի գիտնայ թէ այս ուսուցումը Աստուծմէ՛ է, թէ ես ինձմէ կը խօսիմ:
Mar fell da unan bennak ober bolontez Doue, ec'h anavezo hag-eñ eo va c'helennadurezh eus Doue, pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.
18 Ա՛ն որ կը խօսի ինքնիրմէ՝ կը փնտռէ ի՛ր իսկ փառքը, բայց ա՛ն որ կը փնտռէ զինք ղրկողին փառքը՝ անիկա՛ ճշմարտախօս է, եւ անոր քով անիրաւութիւն չկայ:
An hini a gomz anezhañ e-unan, a glask e c'hloar e-unan; met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a dle bezañ kredet, ha n'eus ket a zireizhder ennañ.
19 Մովսէս չտուա՞ւ ձեզի Օրէնքը. բայց ձեզմէ ո՛չ մէկը կը գործադրէ Օրէնքը:
N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazhañ?
20 Ինչո՞ւ կը ջանաք սպաննել զիս»: Բազմութիւնը պատասխանեց. «Դե՛ւ կայ քու ներսդ. ո՞վ կը ջանայ սպաննել քեզ»:
Ar bobl a respontas dezhañ: Un diaoul ac'h eus; piv eo an hini a glask da lazhañ?
21 Յիսուս պատասխանեց անոնց. «Գործ մը ըրի, եւ բոլորդ ալ կը զարմանաք:
Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un oberenn am eus graet, hag oc'h holl souezhet a gement-se.
22 Մովսէս տուաւ ձեզի թլփատութիւնը, (որ ո՛չ թէ Մովսէսէ էր՝ հապա նախնիքներէն, ) ու մարդ կը թլփատէք Շաբաթ օրը:
Moizez en deus gourc'hemennet deoc'h an amdroc'h (n'eo ket ma teu eus Moizez, met eus an Tadoù), ha c'hwi a amdroc'h un den deiz ar sabad.
23 Եթէ մարդ կը թլփատուի Շաբաթ օրը՝ որպէսզի Մովսէսի Օրէնքը չլուծուի, կը դառնանա՞ք ինծի դէմ՝ որ ամբողջ մարդ մը բժշկեցի Շաբաթ օրը:
Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad?
24 Մի՛ դատէք երեւոյթին համեմատ, հապա դատեցէք արդարութեա՛մբ»:
Na varnit ket hervez an doare, met barnit hervez ar reizhder.
25 Ուստի Երուսաղեմացիներէն ոմանք կ՚ըսէին. «Ասիկա չէ՞ ան՝ որ կը ջանան սպաննել:
Hag ur re bennak eus Jeruzalem a lavare: n'eo ket an hini a glasker da lakaat da vervel?
26 Ահա՛ համարձակօրէն կը խօսի, ու ոչինչ կ՚ըսեն անոր. միթէ պետերը գիտցա՞ն թէ ճշմա՛րտապէս ա՛յս է Քրիստոսը:
Ha setu aze e komz frank, ha ne lavarer netra dezhañ. Ar mestroù, hag anavezet o defe ez eo e gwirionez ar C'hrist?
27 Սակայն մենք գիտե՛նք թէ ասիկա ուրկէ՛ է. բայց երբ Քրիստոս գայ, ո՛չ մէկը պիտի գիտնայ անոր ուրկէ՛ ըլլալը»:
Koulskoude, ni a oar a-belec'h eo hemañ; e-lec'h pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo.
28 Իսկ Յիսուս՝ սորվեցնելու ատեն՝ տաճարին մէջ աղաղակեց. «Զի՛ս ալ կը ճանչնաք, եւ ուրկէ՛ ըլլալս ալ գիտէք: Ես ինձմէ եկած չեմ, հապա ա՛ն որ ղրկեց զիս՝ ճշմարիտ է: Դուք չէք ճանչնար զայն.
Ha Jezuz a grie en templ eta, o kelenn, hag o lavarout: C'hwi a anavez ac'hanon, hag ec'h ouzoc'h a-belec'h on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, ha c'hwi n'anavezit ket anezhañ.
29 բայց ես կը ճանչնամ զայն, որովհետեւ ես անկէ եմ, եւ ա՛ն ղրկեց զիս»:
Me a anavez anezhañ, rak dont a ran eus e berzh, hag eñ eo en deus va c'haset.
30 Ուստի կը ջանային ձերբակալել զինք. բայց ո՛չ մէկը ձեռք բարձրացուց իր վրայ, որովհետեւ իր ժամը դեռ հասած չէր:
Klask a raent kregiñ ennañ; met den ne grede lakaat e zorn warnañ, abalamour e eur ne oa ket c'hoazh deuet.
31 Բազմութենէն շատեր հաւատացին իրեն, ու կ՚ըսէին. «Երբ Քրիստոս գայ, միթէ աւելի՞ նշաններ պիտի ընէ՝ քան անոնք որ ասիկա ըրաւ»:
Koulskoude, kalz eus ar bobl a gredas ennañ, hag a lavare: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ?
32 Փարիսեցիները լսեցին բազմութեան այս տրտունջը անոր մասին. եւ Փարիսեցիներն ու քահանայապետները սպասաւորներ ղրկեցին՝ որպէսզի ձերբակալեն զայն:
Ar farizianed, o vezañ klevet ar pezh a lavare ar bobl anezhañ e-kuzh, a gasas, a-unvan gant ar veleien vras, serjanted evit kregiñ ennañ.
33 Իսկ Յիսուս ըսաւ. «Քիչ մը ժամանակ ալ ձեզի հետ եմ, ապա կ՚երթամ անոր՝ որ ղրկեց զիս:
Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;
34 Դուք պիտի փնտռէք զիս՝ բայց պիտի չգտնէք, եւ չէք կրնար գալ իմ եղած տեղս»:
klask a reot ac'hanon, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi, ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on.
35 Ուրեմն Հրեաները ըսին իրարու. «Ո՞ւր պիտի երթայ, որ մենք պիտի չգտնենք զինք. միթէ հեթանոսներուն մէջ ցրուածներո՞ւն պիտի երթայ, եւ հեթանոսներո՞ւն պիտի սորվեցնէ:
Ar Yuzevien eta a lavare etrezo: Pelec'h ez aio, na c'hellimp ket kavout anezhañ? Mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed, ha kelenn a raio ar C'hresianed?
36 Ի՞նչ է այն խօսքը՝ որ ըսաւ. “Դուք պիտի փնտռէք զիս բայց պիտի չգտնէք, եւ չէք կրնար գալ իմ եղած տեղս”»:
Petra eo ar pezh en deus lavaret: C'hwi am c'hlasko, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?
37 Տօնին վերջին մեծ օրը՝ Յիսուս կայնած էր ու կ՚աղաղակէր. «Եթէ մէկը ծարաւ է, թող գայ ինծի եւ խմէ:
An deiz diwezhañ ha brasañ eus ar gouel, Jezuz en em gave eno, hag a grie: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout, ha ra evo.
38 Ա՛ն որ հաւատայ ինծի, կենարար ջուրի գետեր պիտի բխին անոր փորէն, ինչպէս Գիրքը կ՚ըսէ»:
An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.
39 Ասիկա ըսաւ Հոգիին մասին՝ որ իրեն հաւատացողները պիտի ընդունէին. որովհետեւ Սուրբ Հոգին տրուած չէր տակաւին, քանի որ Յիսուս փառաւորուած չէր տակաւին:
Met eñ a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar.
40 Բազմութենէն շատեր՝ երբ լսեցին այս խօսքը՝ կ՚ըսէին. «Ճշմա՛րտապէս ա՛յս է մարգարէն»:
Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
41 Ուրիշներ կ՚ըսէին. «Ա՛յս է Քրիստոսը»: Ուրիշներ ալ կ՚ըսէին. «Միթէ Քրիստոս Գալիլեայէ՞ն պիտի գայ:
Reoù all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea?
42 Միթէ Գիրքը չ՚ը՞սեր թէ Քրիստոս պիտի գայ Դաւիթի զարմէն ու Դաւիթի եղած գիւղէն՝ Բեթլեհէմէն»:
Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?
43 Ուստի պառակտում եղաւ բազմութեան մէջ՝ անոր պատճառով:
Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.
44 Անոնցմէ ոմանք ուզեցին ձերբակալել զայն, բայց ո՛չ մէկը ձեռք բարձրացուց անոր վրայ:
Hag ur re bennak anezho a c'hoantae kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.
45 Ուստի սպասաւորները եկան քահանայապետներուն եւ Փարիսեցիներուն քով, որոնք ըսին անոնց. «Ինչո՞ւ հոս չբերիք զայն»:
Ar serjanted eta a zistroas etrezek ar veleien vras hag ar farizianed; ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?
46 Սպասաւորները պատասխանեցին. «Ո՛չ մէկը երբե՛ք խօսած է այս մարդուն պէս»:
Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.
47 Ուստի Փարիսեցիները պատասխանեցին անոնց. «Միթէ դո՞ւք ալ մոլորեցաք:
Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet?
48 Պետերէն կամ Փարիսեցիներէն մէ՛կը հաւատա՞ց անոր.
Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?
49 բայց այս բազմութիւնը՝ որ չի գիտեր Օրէնքը՝ անիծեալ է»:
Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn.
50 Նիկոդեմոս ըսաւ անոնց, (որ նախապէս՝ գիշերուան մէջ գացեր էր իրեն, եւ անոնցմէ մէկն էր.)
Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:
51 «Միթէ մեր Օրէնքը կը դատէ՞ մարդ մը, եթէ նախապէս չլսէ զայն, եւ չգիտնայ թէ ի՛նչ կ՚ընէ»:
Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?
52 Պատասխանեցին անոր. «Միթէ դո՞ւն ալ Գալիլեայէն ես. զննէ՛ ու նայէ՛, որ Գալիլեայէն մարգարէ չ՚ելլեր»:
Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea.
53 Ապա իւրաքանչիւրը գնաց իր տունը:
Ha pep hini en em dennas en e di.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 7 >