< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 4 >

1 Ուրեմն երբ Տէրը գիտցաւ թէ Փարիսեցիները լսեր են՝ թէ Յիսուս Յովհաննէսէ աւելի աշակերտներ կ՚ընէ ու կը մկրտէ,
An Aotrou, o vezañ gouezet o devoa ar farizianed klevet e rae hag e vadeze muioc'h a ziskibien eget Yann,
2 (թէպէտ՝ ո՛չ թէ Յիսուս ինք կը մկրտէր, հապա իր աշակերտները, )
(koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze, met e ziskibien)
3 թողուց Հրէաստանը եւ դարձեալ Գալիլեա գնաց.
a guitaas Bro-Judea, hag a zistroas e Galilea;
4 ու պէտք էր որ անցնէր Սամարիայի մէջէն:
met, ret e oa dezhañ tremen dre Samaria.
5 Ուստի եկաւ Սամարացիներուն մէկ քաղաքը՝ որ Սուքար կը կոչուէր, այն վայրին մօտ՝ որ Յակոբ տուաւ իր որդիին՝ Յովսէփի:
Erruout a reas eta en ur gêr eus Samaria, anvet Sikar, tost d'an douar en devoa Jakob roet d'e vab Jozef.
6 Հոն կար Յակոբի մէկ աղբիւրը. ուրեմն Յիսուս՝ ճամբորդութենէն յոգնած ըլլալով՝ նստաւ այդ աղբիւրին քով: Գրեթէ վեցերորդ ժամն՝՝ էր:
Eno e oa puñs Jakob. Jezuz eta, skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs; war-dro ar c'hwec'hvet eur e oa.
7 Սամարիայէն կին մը եկաւ ջուր քաշելու: Յիսուս ըսաւ անոր. «Ինծի ջուր տուր՝ խմելու».
Ur wreg samaritan o vezañ deuet evit tennañ dour, Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ.
8 (քանի որ իր աշակերտները քաղաքը գացեր էին՝ կերակուր գնելու համար: )
E ziskibien a oa aet e kêr, evit prenañ boued.
9 Ուստի սամարացի կինը ըսաւ անոր. «Դուն՝ որ Հրեայ ես, ի՞նչպէս կ՚ուզես ջուր խմել ինձմէ՝ սամարացի կնոջմէ մը». որովհետեւ Հրեաները չեն հաղորդակցիր Սամարացիներուն հետ:
Ar wreg samaritan a respontas dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me, ur Samaritanez? (Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.)
10 Յիսուս պատասխանեց անոր. «Եթէ դուն գիտնայիր Աստուծոյ պարգեւը, եւ թէ ո՛վ է ա՛ն՝ որ կ՚ըսէ քեզի. “Ինծի ջուր տուր խմելու”, դո՛ւն պիտի ուզէիր իրմէ, ու ինք կենարա՛ր ջուր պիտի տար քեզի»:
Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezjes donezon Doue, ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, te a c'houlennje da-unan digantañ, hag eñ a roje dit dour bev.
11 Կինը ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, դուն ոչինչ ունիս՝ ջուր քաշելու համար, եւ այս հորը խորունկ է. ուրեմն ուրկէ՞ պիտի ունենաս այդ կենարար ջուրը:
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, te ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don; a-belec'h eta ez pefe an dour bev-se?
12 Միթէ դուն աւելի՞ մեծ ես քան մեր հայրը՝ Յակոբ, որ տուաւ մեզի այս հորը, ու ասկէ խմեցին ինք, իր որդիները եւ իր անասունները»:
Brasoc'h out eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?
13 Յիսուս պատասխանեց անոր. «Ո՛վ որ խմէ այս ջուրէն՝ դարձեալ պիտի ծարաւնայ,
Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo c'hoazh sec'hed;
14 բայց ո՛վ որ խմէ այն ջուրէն՝ որ ես պիտի տամ անոր, յաւիտեան պիտի չծարաւնայ: Հապա այն ջուրը՝ որ ես պիտի տամ անոր, պիտի ըլլայ անոր մէջ ջուրի աղբիւր մը՝ որ կը բխի յաւիտենական կեանքի համար»: (aiōn g165, aiōnios g166)
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken sec'hed; hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
15 Կինը ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, տո՛ւր ինծի այդ ջուրը, որպէսզի չծարաւնամ, եւ հոս չգամ՝ ջուր քաշելու»:
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed, ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.
16 Յիսուս ըսաւ անոր. «Գնա՛, կանչէ՛ ամուսինդ ու հո՛ս եկուր»:
Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried, ha deus amañ.
17 Կինը պատասխանեց. «Ես ամուսին չունիմ»: Յիսուս ըսաւ անոր. «Ճի՛շդ ըսիր. “Ամուսին չունիմ”,
Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet;
18 որովհետեւ դուն հինգ ամուսին ունեցեր ես, եւ ա՛ն որ հիմա ունիս՝ ամուսինդ չէ. ճի՛շդ ըսիր ատիկա»:
rak pemp pried ac'h eus bet; hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried; gwir ac'h eus lavaret e kement-se.
19 Կինը ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, կը նշմարեմ թէ դուն մարգարէ մըն ես:
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran out ur profed.
20 Մեր հայրերը երկրպագեցին այս լերան վրայ. բայց դուք կ՚ըսէք թէ Երուսաղէմ է միակ տեղը՝ ուր պէտք է երկրպագել»:
Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ eo Jeruzalem.
21 Յիսուս ըսաւ անոր. «Կի՛ն, հաւատա՛ ինծի, որ ժամը պիտի գայ, երբ ո՛չ այս լերան վրայ եւ ո՛չ Երուսաղէմի մէջ պիտի երկրպագէք Հօրը:
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon; an amzer a zeu ma n'azeulor ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem.
22 Դուք կ՚երկրպագէք անո՛ր՝ որ չէք ճանչնար. մենք կ՚երկրպագենք անո՛ր՝ որ կը ճանչնանք. որովհետեւ փրկութիւնը Հրեաներէն է:
C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket; evidomp-ni, ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.
23 Բայց ժամը պիտի գայ եւ հիմա ալ է, երբ ճշմարիտ երկրպագողները պիտի երկրպագեն Հօրը՝ հոգիով ու ճշմարտութեամբ, որովհետեւ Հայրն ալ կ՚ուզէ այդպիսինե՛ր՝ իրեն երկրպագելու համար:
Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma'c'h azeulo ar gwir azeulerien an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se.
24 Աստուած Հոգի է, եւ իրեն երկրպագողներն ալ պէտք է որ երկրպագեն հոգիով ու ճշմարտութեամբ»:
Doue a zo Spered, hag eo ret d'ar re en azeul, e azeuliñ e spered hag e gwirionez.
25 Կինը ըսաւ անոր. «Գիտեմ թէ Մեսիան պիտի գայ, (Քրիստոս կոչուածը.) երբ ինք գայ՝ պիտի հաղորդէ մեզի ամէն բան»:
Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont; pa vo-eñ deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.
26 Յիսուս ըսաւ անոր. «Ես՝ որ քեզի հետ կը խօսիմ՝ ա՛ն եմ»:
Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me, an hini a gomz ouzhit.
27 Այդ ատեն իր աշակերտները եկան, ու զարմացան որ կը խօսակցէր այդ կնոջ հետ, բայց անոնցմէ ո՛չ մէկը ըսաւ. «Ի՞նչ կ՚ուզես», կամ. «Ի՞նչ կը խօսիս անոր հետ»:
War gement-se, e ziskibien a erruas, hag e oant souezhet dre ma komze gant ur wreg; koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe, perak e komzez ganti?
28 Ուստի կինը թողուց իր սափորը եւ գնաց քաղաքը, ու ըսաւ քաղաքացիներուն.
Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr, hag a lavaras d'an dud:
29 «Եկէ՛ք, տեսէ՛ք մարդ մը՝ որ ըսաւ ինծի ամէն ինչ որ գործեր եմ. արդեօք ա՞ն է Քրիստոսը»:
Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet; ne vefe ket eñ ar C'hrist?
30 Անոնք ալ ելան քաղաքէն եւ կու գային անոր:
Mont a rejont eta eus kêr, hag ez ejont d'e gavout.
31 Այդ միջոցին աշակերտները իրեն կը թախանձէին ու կ՚ըսէին. «Ռաբբի՛, կե՛ր»:
Koulskoude, e ziskibien a bede anezhañ, o lavarout: Mestr, debr.
32 Ան ալ ըսաւ անոնց. «Ես՝ ուտելու համար՝ ունի՛մ կերակուր մը, որ դուք չէք գիտեր»:
Met eñ a lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket.
33 Ուրեմն աշակերտները կ՚ըսէին իրարու. «Արդեօք մէկը ուտելիք բերա՞ւ իրեն»:
An diskibien a lavare eta an eil d'egile: Unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
34 Յիսուս ըսաւ անոնց. «Իմ կերակուրս՝ գործադրել է զիս ղրկողին կամքը, եւ աւարտել անոր գործը:
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.
35 Դուք չէ՞ք ըսեր. “Տակաւին չորս ամիս կայ՝ որ հունձքի ատենը գայ”: Ահա՛ ես կը յայտարարեմ ձեզի. “Բարձրացուցէ՛ք ձեր աչքերը եւ դիտեցէ՛ք արտե՛րը. արդէ՛ն ճերմկած ու հնձուելու պատրաստ են”:
Ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.
36 Ա՛ն որ կը հնձէ՝ վարձք կը ստանայ, եւ պտուղ կը ժողվէ յաւիտենական կեանքի համար, որպէսզի սերմանողն ու հնձողը ուրախանան միասին: (aiōnios g166)
An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved. (aiōnios g166)
37 Որովհետեւ այս բանին մէջ ճշմարիտ է այն խօսքը. “Մէկը կը սերմանէ, եւ ուրի՛շ մը կը հնձէ”:
Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder.
38 Ես ղրկեցի ձեզ հնձելու զայն՝ որուն համար չաշխատեցաք. ուրիշնե՛րը աշխատեցան, ու դո՛ւք մտաք անոնց աշխատանքին մէջ»:
Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret; reoù all o deus labouret, ha c'hwi a zo aet war o labour.
39 Այդ քաղաքէն շատ Սամարացիներ հաւատացին իրեն՝ այդ կնոջ խօսքին համար, որ վկայեց. «Ի՛նչ որ գործեր էի՝ ամէ՛նը ըսաւ ինծի»:
Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ, abalamour da gomz ar wreg; roet he devoa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
40 Երբ Սամարացիները եկան իրեն, կը թախանձէին որ մնայ իրենց քով. ու մնաց հոն երկու օր:
Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto; hag e chomas daou zevezh eno.
41 Շատե՛ր իրեն հաւատացին՝ իր խօսքին համար,
Hag un niver brasoc'h a gredas abalamour d'e gelennadurezh.
42 եւ կ՚ըսէին կնոջ. «Ա՛լ կը հաւատանք՝ ո՛չ թէ քու խօսքիդ համար, այլ մենք իսկ լսեցինք, ու գիտենք թէ ա՛յս է ճշմարտապէս աշխարհի Փրկիչը՝ Քրիստոսը»:
Hag e lavarent d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan, hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed[, ar C'hrist].
43 Երկու օր ետք՝ մեկնեցաւ անկէ եւ գնաց Գալիլեա,
Daou zevezh goude, ez eas kuit ac'hano, evit mont e Galilea,
44 որովհետեւ Յիսուս ինք վկայեց թէ “մարգարէ՛ մը պատիւ չ՚ունենար իր բնագաւառին մէջ”:
rak Jezuz e-unan en devoa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro.
45 Ուրեմն երբ Գալիլեա հասաւ՝ Գալիլեացիները ընդունեցին զինք, քանի որ տեսած էին այն բոլոր հրաշքները, որ ինք ըրաւ տօնին ատենը՝ Երուսաղէմի մէջ. որովհետեւ իրենք ալ գացեր էին այդ տօնին:
Pa oa erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o devoa gwelet kement en devoa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.
46 Յիսուս դարձեալ եկաւ Գալիլեայի Կանա քաղաքը, ուր ջուրը փոխած էր գինիի: Հոն պալատական մը կար, որուն որդին հիւանդ էր՝ Կափառնայումի մէջ:
Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.
47 Ասիկա՝ լսելով թէ Յիսուս Հրէաստանէն եկած է Գալիլեա, եկաւ անոր ու կը թախանձէր՝ որ իջնէ եւ բժշկէ իր որդին, որովհետեւ մեռնելու մօտ էր:
An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.
48 Իսկ Յիսուս ըսաւ անոր. «Եթէ նշաններ ու սքանչելիքներ չտեսնէք՝ բնա՛ւ պիտի չհաւատաք»:
Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket.
49 Պալատականը ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, իջի՛ր, քանի դեռ տղաս մեռած չէ»:
An Aotrou-mañ a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn, a-raok ma varvo va bugel.
50 Յիսուս ըսաւ անոր. «Գնա՛, որդիդ կ՚ապրի՛»: Մարդն ալ հաւատաց այն խօսքին՝ որ Յիսուս ըսաւ իրեն, ու գնաց:
Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den-mañ a gredas ar pezh en devoa Jezuz lavaret dezhañ, hag a yeas kuit.
51 Երբ արդէն կ՚իջնէր, իր ծառաները դիմաւորեցին զինք եւ լուր տուին՝ ըսելով. «Որդիդ ո՛ղջ է»:
Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas a-raok dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Da vab a vev.
52 Ուստի հարցափորձեց զանոնք թէ ո՛ր ժամուն սկսաւ լաւանալ: Ըսին իրեն. «Երէկ եօթներորդ ժամուն՝՝ տենդը թողուց զայն»:
Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h. Hag int a lavaras dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ.
53 Ուստի անոր հայրը գիտցաւ թէ ա՛յն ժամն էր՝ երբ Յիսուս ըսաւ իրեն. «Որդիդ կ՚ապրի՛», ու հաւատաց՝ ինք եւ իր ամբողջ տունը:
Hag an tad a anavezas e oa d'an eur-se en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev; hag e kredas, eñ hag holl dud e di.
54 Յիսուս դարձեալ ըրաւ այս երկրորդ նշանը՝ երբ Հրէաստանէն Գալիլեա եկաւ:
Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 4 >