< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 20 >

1 Մէկշաբթի օրը՝ Մարիամ Մագդաղենացին, առտուն՝ դեռ չլուսցած՝ կ՚երթայ գերեզման, եւ կը տեսնէ թէ քարը վերցուած է գերեզմանին դռնէն:
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
2 Ուստի կը վազէ՝ կու գայ Սիմոն Պետրոսի, ու միւս աշակերտին՝ որ Յիսուս կը սիրէր, եւ կ՚ըսէ անոնց. «Վերցուցած են Տէրը գերեզմանէն, ու չենք գիտեր ո՛ւր դրած են զայն»:
Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.
3 Ուրեմն Պետրոս եւ միւս աշակերտը մեկնեցան, ու կ՚երթային դէպի գերեզմանը:
Neuze Pêr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez.
4 Երկուքն ալ կը վազէին միասին. սակայն միւս աշակերտը՝ Պետրոսէն աւելի արագ վազելով՝ անկէ առաջ հասաւ գերեզմանը,
Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez.
5 ծռելով նայեցաւ, եւ տեսաւ թէ լաթերը դրուած էին հոն. բայց ներս չմտաւ:
O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh.
6 Սիմոն Պետրոս ալ՝ որ կը հետեւէր անոր՝ հասաւ, մտաւ գերեզմանը, ու տեսաւ լաթերը՝ որոնք դրուած էին հոն.
Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar,
7 իսկ վարշամակը՝ որ անոր գլուխն էր՝ միւս լաթերուն հետ դրուած չէր, հապա ծալուած՝ զա՛տ տեղ մըն էր:
hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du.
8 Այն ատեն միւս աշակերտն ալ՝ որ աւելի առաջ եկած էր գերեզմանը՝ ներս մտաւ, տեսաւ եւ հաւատաց:
An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas.
9 Որովհետեւ դեռ չէին գիտեր գրուածը, թէ պէտք է որ ան յարութիւն առնէ մեռելներէն:
Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv.
10 Ուստի աշակերտները վերադարձան իրենց տունը:
Hag an diskibien a zistroas d'o ziez.
11 Բայց Մարիամ կայնած էր գերեզմանին դուրսը, եւ կու լար: Մինչ կու լար, ծռեցաւ դէպի գերեզմանը՝ նայելու,
Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouelañ; hag evel ma ouele, en em blegas er bez
12 ու տեսաւ երկու հրեշտակներ՝ ճերմակ հանդերձներով, որ նստած էին հո՛ն՝ ուր Յիսուսի մարմինը դրուած էր, մէկը գլուխին կողմը, եւ միւսը՝ ոտքին:
hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.
13 Անոնք ըսին իրեն. «Կի՛ն, ինչո՞ւ կու լաս»: Ըսաւ անոնց. «Որովհետեւ վերցուցած են իմ Տէրս գերեզմանէն, ու չեմ գիտեր ո՛ւր դրած են զայն»:
Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet.
14 Երբ ըսաւ ասիկա՝ ետեւ դարձաւ, եւ տեսաւ Յիսուսը՝ որ կայնած էր, ու չէր գիտեր թէ Յիսուսն է:
Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz.
15 Յիսուս ըսաւ անոր. «Կի՛ն, ինչո՞ւ կու լաս, ո՞վ կը փնտռես»: Ինք՝ կարծելով թէ ան պարտիզպանն է, ըսաւ անոր. «Տէ՛ր, եթէ դո՛ւն տեղափոխեցիր զայն, ըսէ՛ ինծի՝ ո՞ւր դրիր զայն, որպէսզի վերցնեմ զայն»:
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ.
16 Յիսուս ըսաւ անոր. «Մարիա՛մ»: Ան ալ դարձաւ եւ ըսաւ անոր (եբրայերէն). «Ռաբբունի՛», որ ըսել է՝ Վարդապետ:
Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
17 Յիսուս ըսաւ անոր. «Մի՛ դպչիր ինծի, որովհետեւ դեռ բարձրացած չեմ Հօրս քով. հապա գնա՛ եղբայրներուս եւ ըսէ՛ անոնց. “Ես կը բարձրանամ իմ Հօրս քով ու ձեր Հօր քով, իմ Աստուծոյս քով եւ ձեր Աստուծոյն քով”»:
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.
18 Մարիամ Մագդաղենացին գնաց, ու պատմեց աշակերտներուն թէ ինք տեսաւ Տէրը, եւ թէ ա՛ն ըսաւ իրեն այս բաները:
Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi.
19 Նոյն օրը, Մէկշաբթի իրիկուն, աշակերտներուն հաւաքուած տեղին դռները գոց էին՝ քանի որ կը վախնային Հրեաներէն: Յիսուս եկաւ, կայնեցաւ անոնց մէջտեղ եւ ըսաւ անոնց. «Խաղաղութի՜ւն ձեզի»:
An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
20 Ասիկա ըսելով՝ ցուցուց անոնց իր ձեռքերն ու կողը. աշակերտներն ալ ուրախացան՝ երբ տեսան Տէրը:
P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras.
21 Յիսուս դարձեալ ըսաւ անոնց. «Խաղաղութի՜ւն ձեզի. ինչպէս Հայրը ղրկեց զիս, ես ալ կը ղրկեմ ձեզ»:
Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez.
22 Ասիկա ըսելով՝ փչեց անոնց վրայ եւ ըսաւ անոնց. «Ընդունեցէ՛ք Սուրբ Հոգին:
P'en devoe lavaret kement-se, e c'hwezas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.
23 Որո՛նց մեղքերը որ ներէք՝ ներուած ըլլան անոնց, եւ որո՛նց մեղքերը որ պահէք՝ պահուած ըլլան»:
D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho.
24 Բայց տասներկուքէն մէկը, Երկուորեակ կոչուած Թովմաս, անոնց հետ չէր՝ երբ Յիսուս եկաւ:
Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz.
25 Ուրեմն միւս աշակերտները ըսին անոր. «Տէ՛րը տեսանք»: Ան ալ ըսաւ անոնց. «Պիտի չհաւատամ, եթէ չտեսնեմ գամերուն տիպը՝ իր ձեռքերուն վրայ, ու չմխեմ մատս գամերուն տիպին մէջ, եւ չմխեմ ձեռքս անոր կողին մէջ»:
An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Ni hon eus gwelet an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.
26 Ութ օր ետք՝ դարձեալ աշակերտները ներսն էին, Թովմաս ալ՝ անոնց հետ: Յիսուս եկաւ՝ թէպէտ դռները գոց էին, կայնեցաւ անոնց մէջտեղ եւ ըսաւ. «Խաղաղութի՜ւն ձեզի»:
Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
27 Յետոյ ըսաւ Թովմասի. «Հո՛ս բեր մատդ ու տե՛ս ձեռքերս, բե՛ր ձեռքդ եւ մխէ՛ կողիս մէջ, ու մի՛ ըլլար անհաւատ, հապա՝ հաւատացեալ»:
Neuze e lavaras da Domaz: Laka amañ da viz, ha sell ouzh va daouarn; astenn ivez da zorn, ha laka anezhañ em c'hostez, ha na vez ket diskredik, met kred.
28 Թովմաս պատասխանեց անոր. «Իմ Տէ՜րս եւ Աստուա՜ծս»:
Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!
29 Յիսուս ըսաւ անոր. «Դուն հաւատացիր՝ որովհետեւ տեսար զիս. երանի՜ անոնց որ կը հաւատան՝ առանց տեսնելու»:
Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz, ] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!
30 Յիսուս ըրաւ ուրիշ բազմաթիւ նշաններ ալ իր աշակերտներուն առջեւ, որոնք գրուած չեն այս գիրքին մէջ:
Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, met n'int ket skrivet el levr-mañ.
31 Բայց ասոնք գրուեցան, որպէսզի հաւատաք թէ Յիսուս՝ Քրիստոսն է, Աստուծոյ Որդին, եւ հաւատալով կեանք ունենաք՝ անոր անունով:
Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 20 >