< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 19 >

1 Այն ատեն Պիղատոս առաւ Յիսուսը եւ խարազանեց:
Pilat eta a gemeras Jezuz, hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.
2 Զինուորներն ալ հիւսեցին փուշէ պսակ մը ու դրին անոր գլուխը, եւ հագցուցին անոր ծիրանի հանդերձ մը
Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn, hag a wiskas anezhañ gant ur vantell vouk.
3 ու կ՚ըսէին. «Ողջո՜յն, Հրեաներո՛ւ թագաւոր», եւ ապտակներ կը զարնէին անոր:
Hag e lavarent dezhañ: Roue ar Yuzevien, ni a salud ac'hanout; hag e roent jodadoù dezhañ.
4 Պիղատոս դարձեալ դուրս ելաւ ու ըսաւ անոնց. «Ահա՛ դուրս կը բերեմ զայն ձեզի, որպէսզի գիտնաք թէ ես ո՛չ մէկ յանցանք կը գտնեմ անոր վրայ»:
Pilat o vezañ aet a-nevez er-maez a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez, evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.
5 Ուստի Յիսուս դուրս ելաւ՝ կրելով փուշէ պսակն ու ծիրանի հանդերձը, եւ Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Ահա՛ այդ մարդը»:
Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell vouk; ha Pilat a lavaras dezho: Setu an den.
6 Երբ քահանայապետներն ու սպասաւորները տեսան զայն, պոռացին. «Խաչէ՛, խաչէ՛ զայն»: Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Դո՛ւք առէք զայն ու խաչեցէք, որովհետեւ ես ո՛չ մէկ յանցանք կը գտնեմ անոր վրայ»:
Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ.
7 Հրեաները պատասխանեցին իրեն. «Մենք Օրէնք մը ունինք, եւ մեր Օրէնքին համաձայն՝ պարտաւոր է մեռնիլ, որովհետեւ Աստուծոյ Որդի ըրաւ ինքզինք»:
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ni hon eus ul lezenn, hag hervez hol lezenn e tle mervel, abalamour ma'z eo en em raet Mab Doue.
8 Իսկ երբ Պիղատոս լսեց այս խօսքը՝ ա՛լ աւելի վախցաւ,
Pilat, o klevout ar ger-se, en devoe c'hoazh muioc'h a zoujañs.
9 ու դարձեալ մտնելով պալատը՝ ըսաւ Յիսուսի. «Դուն ուրկէ՞ ես»: Բայց Յիսուս պատասխան չտուաւ անոր:
Distreiñ a reas eta er pretordi, hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
10 Ուստի Պիղատոս ըսաւ անոր. «Չե՞ս խօսիր ինծի հետ. չե՞ս գիտեր թէ իշխանութիւն ունիմ խաչելու քեզ, եւ իշխանութիւն ունիմ արձակելու քեզ»:
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? N'ouzout ket em eus ar galloud da lakaat kroazstagañ ac'hanout, hag ar galloud da'z leuskel da vont?
11 Յիսուս պատասխանեց. «Դուն ո՛չ մէկ իշխանութիւն կ՚ունենայիր իմ վրաս, եթէ վերէն տրուած չըլլար քեզի: Ուստի ա՛ն որ մատնեց զիս քեզի՝ աւելի՛ մեծ մեղք ունի»:
Jezuz a respontas dezhañ: Te ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit diouzh krec'h; setu perak an hini en deus va lakaet etre da zaouarn en deus graet ur pec'hed brasoc'h.
12 Ատկէ ետք Պիղատոս կը ջանար արձակել զայն. բայց Հրեաները կ՚աղաղակէին. «Եթէ արձակես ատիկա՝ կայսրին բարեկամը չես. ո՛վ որ թագաւոր կ՚ընէ ինքզինք՝ կը խօսի կայսրին դէմ»:
Adalek neuze Pilat a glaske e leuskel; met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar; rak piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.
13 Ուրեմն Պիղատոս՝ երբ լսեց այս խօսքը՝ դուրս հանեց Յիսուսը, բազմեցաւ դատարանը, այն տեղը՝ որ Քարայատակ կը կոչուէր, իսկ եբրայերէն՝ Կապպաթա,
Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez, hag a azezas war e gador-varn, el lec'h galvet ar Pavez, hag en hebraeg Gabbata
14 (Զատիկի Ուրբաթն էր, գրեթէ վեցերորդ ժամը՝՝, ) եւ ըսաւ Հրեաներուն. «Ահա՛ ձեր թագաւորը»:
(met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue.
15 Բայց անոնք պոռացին. «Վերցո՛ւր, վերցո՛ւր, խաչէ՛ զայն»: Պիղատոս ըսաւ անոնց. «Ձեր թագաւո՞րը խաչեմ»: Քահանայապետները պատասխանեցին. «Մենք թագաւոր չունինք՝ կայսրէն զատ»:
Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: Ni n'hon eus roue all ebet nemet Kezar.
16 Այն ատեն յանձնեց զայն անոնց՝ որպէսզի խաչուէր:
Neuze e roas anezhañ dezho evit bezañ kroazstaget. Kemer a rejont eta anezhañ hag e kasjont Jezuz ganto.
17 Անոնք ալ առին Յիսուսը ու տարին. եւ ինք՝ վերցնելով իր խաչը՝ գնաց Գանկ կոչուած տեղը, որ եբրայերէն Գողգոթա կը կոչուի:
Ha Jezuz, o tougen e groaz, a zeuas el lec'h anvet ar C'hlopenn, hag a zo en hebraeg Golgota.
18 Հոն խաչեցին զայն, ու երկու ուրիշներ ալ անոր հետ՝ մէկ կողմէն եւ միւս կողմէն, իսկ մէջտեղը՝ Յիսուսը:
Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu, hag unan all en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.
19 Պիղատոս գրեց տիտղոս մը ու դրաւ խաչին վրայ. գրուած էր. «Յիսուս Նազովրեցի՝ Հրեաներուն թագաւորը»:
Pilat a reas ivez ur skrid, hag en lakaas war ar groaz; ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
20 Ուստի Հրեաներէն շատեր կարդացին այդ տիտղոսը, որովհետեւ այն տեղը՝ ուր Յիսուս խաչուեցաւ՝ մօտ էր քաղաքին. գրուած էր եբրայերէն, յունարէն ու լատիներէն:
Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; skrivet e oa en hebraeg, e gresianeg hag e latin.
21 Իսկ Հրեաներուն քահանայապետները ըսին Պիղատոսի. «Մի՛ գրեր. “Հրեաներուն թագաւորը”, հապա գրէ՛ թէ ի՛նք ըսաւ. “Հրեաներուն թագաւորն եմ”»:
Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
22 Պիղատոս պատասխանեց. «Ի՛նչ որ գրեցի՝ գրեցի՛»:
Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.
23 Երբ զինուորները խաչեցին Յիսուսը, առին անոր հանդերձները ու բաժնեցին չորսի, իւրաքանչիւր զինուորի՝ բաժին մը. նաեւ բաճկոնը: Բաճկոնը առանց կարի էր, ամբողջովին հիւսուած՝ վերէն վար:
Goude m'o devoe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad, hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep hini; kemer a rejont ivez ar sae; met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn, adalek krec'h betek traoñ.
24 Ուստի ըսին իրարու. «Չպատռե՛նք զայն, հապա վիճա՛կ ձգենք անոր վրայ՝ թէ որո՛ւ պիտի ըլլայ». որպէսզի իրագործուի այն գրուածը՝ որ կ՚ըսէ. «Իմ հանդերձներս բաժնեցին իրենց մէջ, եւ իմ պատմուճանիս վրայ վիճակ ձգեցին»: Ուրեմն զինուորնե՛րը ըրին այս բաները:
Lavaret a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi, met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe, evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. Evel-se e reas ar soudarded.
25 Յիսուսի խաչին քով կայնած էին իր մայրը եւ իր մօր քոյրը, Մարիամ՝ Կղէովպասի կինը, ու Մարիամ Մագդաղենացին:
Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.
26 Ուրեմն երբ Յիսուս տեսաւ իր մայրը, եւ այն աշակերտը որ կը սիրէր՝ քովը կայնած, ըսաւ իր մօր. «Կի՛ն, ահա՛ քու որդիդ»:
Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.
27 Յետոյ ըսաւ աշակերտին. «Ահա՛ քու մայրդ»: Եւ այդ ժամէն ետք՝ աշակերտը ընդունեց զայն իր քով:
Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
28 Անկէ ետք՝ Յիսուս, գիտնալով թէ արդէն ամէն բան կատարուած է, (որպէսզի գրուածը ամբողջանայ, ) ըսաւ. «Ծարա՛ւ եմ»:
Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa peurc'hraet holl, a lavaras, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: Sec'hed am eus.
29 Հոն անօթ մը դրուած էր՝ լի քացախով. անոնք ալ լեցուցին սպունգ մը քացախով, անցուցին զոպայի մշտիկի մը եւ մատուցանեցին անոր բերանին:
Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr, hag o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henou.
30 Ուստի երբ Յիսուս առաւ քացախը՝ ըսաւ. «Ամէն բան կատարուեցաւ». ու խոնարհեցնելով գլուխը՝ աւանդեց հոգին:
P'en devoa Jezuz kemeret ar gwinegr e lavaras: Peurc'hraet eo pep tra! Hag, o vezañ pleget e benn, e roas ar spered.
31 Քանի որ Ուրբաթ էր, Հրեաները թախանձեցին Պիղատոսի՝ որ անոնց սրունքները կոտրուին ու վերցուին, որպէսզի մարմինները չմնան խաչին վրայ մինչեւ Շաբաթ (որովհետեւ այդ Շաբաթը մեծ օր էր):
Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane.
32 Ուստի զինուորները եկան եւ կոտրեցին առաջինին սրունքները. նաեւ միւսին՝ որ խաչուած էր անոր հետ:
Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ.
33 Բայց երբ եկան Յիսուսի, ու տեսան թէ արդէն մեռած էր, չկոտրեցին անոր սրունքները.
Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar.
34 հապա զինուորներէն մէկը՝ գեղարդով խոցեց անոր կողը, եւ իսկոյն արիւն ու ջուր դուրս ելան:
Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour.
35 Ան որ տեսաւ այս բաները՝ վկայեց, եւ անոր վկայութիւնը ճշմարիտ է, ու ինք գիտէ թէ կ՚ըսէ ճշմարտութիւնը, որ դո՛ւք (ալ) հաւատաք:
An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot.
36 Արդարեւ այս բաները կատարուեցան, որպէսզի իրագործուի այն գրուածը. «Անոր ո՛չ մէկ ոսկորը պիտի կոտրուի»:
Ha kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret.
37 Եւ դարձեալ ուրիշ գրուած մը կ՚ըսէ. «Պիտի նային անոր՝ որ խոցեցին»:
Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.
38 Ասկէ ետք՝ Յովսէփ Արիմաթեացին, (որ Յիսուսի աշակերտ եղած էր, բայց գաղտնի՝ Հրեաներէն վախնալով, ) թախանձեց Պիղատոսի՝ որ վերցնէ Յիսուսի մարմինը: Պիղատոս ալ արտօնեց. ուրեմն եկաւ ու վերցուց Յիսուսի մարմինը:
Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
39 Նիկոդեմոս ալ եկաւ (որ նախապէս՝ գիշերուան մէջ գացեր էր Յիսուսի), եւ բերաւ զմուռսի ու հալուէի խառնուրդ մը՝ հարիւր լիտրի չափ:
Nikodem, an hini, er penn-kentañ, a oa aet en noz da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur eus ur veskadenn mir hag aloez.
40 Ուրեմն առին Յիսուսի մարմինը, եւ փաթթեցին զայն բոյրերուն հետ՝ լաթերու մէջ, ինչպէս Հրեաները սովորութիւն ունին թաղելու:
Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù a c'hwezh-vat, evel m'o devoa ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ.
41 Այն տեղը ուր խաչուեցաւ՝ պարտէզ մը կար, եւ պարտէզին մէջ՝ նոր գերեզման մը, որուն մէջ ամե՛նեւին մարդ դրուած չէր:
Setu, e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget, hag el liorzh ur bez nevez na oa bet c'hoazh lakaet den ennañ.
42 Ուստի հոն դրին Յիսուսը՝ Հրեաներու Ուրբաթին պատճառով, որովհետեւ գերեզմանը մօտ էր:
Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien hag ivez dre ma oa tost ar bez.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 19 >